Ar Vretoned epad seizi Paris

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 80-82)



AR VRETONED EPAD SEIZI PARIS


Ar werz-man a zo bet lennet en Paris, ar 6 a viz Du 1870, dirag ann dud vad pere a oa em dastumet evit roï zikour d’ar re gouliet ha d’ar re glanv.


————


I.


Setu ur c’hêlo fall digwêt en Breiz-Izel :
« Roue ar Prus a zeu evit ober brezel
« Da Baris, ar gêr vraz, da Vreiz, da Vro-C’hall holl,
« Gant meur a roue all, ha badagou tud foll ! »

Pa glewjont kement-se, war ar meaz hag en kêr,
Holl bugale vad Breiz, ann otro, ar merer,
Holl e lârjont kerkent : — o Var-sav, potred vad Breiz !
« Dirr en avel ! Kerzomp, kalounek ha gant feiz !

« Ha na oelet ket re, mammou ha priejou,
« Pere chomo er gêr, gant ar vugaligou ;
« Hep-dale tistrofomp ; Santez Anna Wened
« Diwallo en pep-lec’h, breped, ar Vretoned ! »

O klewet kement-se, priejou ha mammou,
Leun a galon ive, a guze ho daerou,
Hag a lâre : « Ia, it, em gannit ’vit ar vro,
« ’Vit ar vro hag ar feiz, hep aoun euz ar maro !

« Ni a bedo ’vit-hoc’h, bemdez, en ilizou
« Hag en chapellou Breiz, ha gant hon pedennou,
« Ha brec’h Santez Anna holl e teufet d’ar gêr,
« Evel Bretoned vad, p’ho pô grêt ho tever ! »


————
II.


Tremen a ra ur miz ; daou viz ’zo tremenet,
Er brasa nec’hamant, allas ! ha na deu ket
Kêlo euz tu Bro-C’hall. Ann itron Kerouartz
D’ar c’hannader neuze, truezuz, a laraz :

— « Petra hoc’h eûz gwelet duhont, ma c’hannader ?…
— « Itron, gwelet am eûz duhont ur c’hoari gaer :
« Ia, indan mogerou Paris, ar penn-kêr vraz,
« A weliz kant mill den, ha goude kant mill c’hoaz,

« Hogen n’ho pêt ket aoun : biken n’hi c’homerfont,
« Rag ann dud kalonek a zo stank-braz duhont ;
« A bep-tu a Vro-C’ho buhan, int diredet.
« Holl hugale Bro-C’hall, dreist-holl ar Vretoned.

« Ia, en pep-lec’h am eûz gwelet ma c’henvroïz ;
« En kêr, diaveaz kêr, gant joa vraz ho gweliz ;
« Bretoned war ar ster ha war ar mogerou,
« Bretoned er fortjou, ha ’tal ar c’hanonou ;

« Bretoned dre-aman, Bretoned dre du-hont,
« Dre-holl ar Vretoned, potred vat ha dispont,
« Dre-holl lec’h ’zo emgann, tennou ha tan ha gwad :
« Ar penn-sturier ive a zo ur Breton mad.

« Ah ! ra vezo hennes ive evel gwez-all
« Ar Breton mad Gwesklen, pa gasaz a Vro-C’hall,
« Hag euz a Vreiz, he vro, ar Saozon milliget !
« Dirr en avel, potred ! beac’h d’ar Prusianed ! »

— « Petra hoc’h eûz gwelet c’hoaz, kannader, lâret ? »
— « War menez Chatillon, Itron, am eûz gwelet
« Ar Prusianed fall o tont a vagadou.
« ’Vel ar brini, er goanv, spontuz gant ho garmou !


« Met potred Breiz-Izel warnez-he a gouezaz,
« Kerkent, ’vel ar c’hurun. — Eno ho mab, siouaz !
« Bepred araok, itron, bepred huël he benn,
« ’Oe skoët, o rena kalonek, he vandenn… » —

— « Kannader, kannader, ma mab a zo lac’het ?
— « Oh ! nann, dre c’hraz Doue, na eo met gouliet ;
« Na gouez ket d’ann douar ken ez, potr Breiz-Izel
« Na bars ar gourennou, nag ive er brezel. » —

— « Petra hoc’h eûz gzwelet c’hoaz, lâret, kannader ? »
— « Dre-holl am eûz gwelet skrivet war bep moger
« Ar gir Fraternité. — da lâret eo ’dleeur,
« Dreist-holl en amzer fall, beza bepred breudeur.

« Gant re Vreiz ar gir-se ’zo ive anvezet,
« En ho c’halonou holl doon meurbet eo skrivet :
« Breizad ha Breizades a zo leun a druez
« ’Vit ann hini a ro ’vit he vro he vuhez.

« Gwelet am eûz duhont kalz a Vreizadezed
« A oa d’ar c’hlanvour paour ken mad hag ann eled,
« Hag a gomze d’ezhan ker brao euz he vro Breiz,
« Euz iliz he barroz, euz Doue, he Vamm geiz !

« Ha neuze e serre, hep keuz, he daoulagad,
« O Sonjal en he vro, ’vel ma ra pe Breizad,
« Pa varw pell euz he Vreiz. — En bered he barroz
« Mar na ve douaret, — d’ezhan ar Baradoz ! »

— « O kannader, petra hoc’h eûz ive klewet ? »
— « En pep-lec’h, a bep-tu, tud Breiz o lavaret :
— « E-keit ha ma vezo un Almand en Bro-C’hall,
« A vezo ur Breton, vit kas-kuit ann den-fall ;

« Bretoned a vezo en pep-lec’h, pep amzer,
« ’Vit ober, kalonek, ha dispont, ho dever ;
« Evit harpa ho feiz, ho lezenn hag ho bro,
« Ha gouzanv evit-hê, mar be red, ar Maro ! »