VI
AR VRETOUNED HAG HO GWASKERIEN
——
ar waskerien.
Ar Brezounek prim d’ar maro !
Hiviziken den n’he gomzo....
En ilizou hag er skoliou,
D’ar gallek oll, va zudigou.
Ho peleien pa brezegint
Gallek flour d’eoc’h a zistagint.
Mestrezed ha mistri skoliou,
Grit e gallek katekizou.
Na fell mui d’eomp a Zeurezed
Muioc’h plij d’eomp demezelled.
Hag ar Breudeur n’ouzont netra (?)
Vo lakêt er meaz euz ho zra.
C’houi, Bretouned, tud a c’hiz koz,
Zo e tenvalijen an noz.
Evel ho preudeur gallaoued
Plegit ho chouk hep grik ebed.
Bezit dinec’h, na glaskomp ken
Nemed rei d’eoc’h gwir sklerijen.
ar vretouned.
Tavit, tavit, tud divadez,
Paouezit pelloc’h ho sklabez.
Re bell, siouaz ! oemp touellet,
Hag edomp oll evel trellet.
War hon daoulagad eur wel du
A zo bet ledet ganeoc’h-hu.
Siouaz ! d’eomp-ni na gredemp ket
Hor madou kement gourdrouzet.
Ar Vretouned n’int ket maro,
Nerz-kaloun a zo c’hoaz ennho.
Pa vezimp kaset keteg penn
Ni zavo oll d’en em zifen.
A vrema e tiskleriomp freaz :
D’hor Brezounek trei kein biskoaz !
D’ar veleien, d’ar feiz gwirion,
Karantez zo en hor c’halon.
Ar Brezounek koz hag ar Feiz
A zo Breur ha C’hoar en hor Breiz.
Ho griziou ’vel re an dero
A zo korvigellet er vro.
Tud divergont, lezit ar peoc’h
Gand tud ha na laront grik d’eoc’h.
Pe dizale, koulz ha gwechall,
Ni gavo bisier ha traou-all.
|
————