Ar Zaozoun digaloun

D. Derrien, 1902  (p. 164)



AR ZAOZOUN DIGALOUN
————

Eiz dervez, noz ha deiz, gand he bevar mil leoun,
Al leoun Kronj a zalc’h penn d’hanter kant mil Saozoun
Enn despet d’ho niver, ha da galz kanoniou
Pignet gand ar re-ma e lein ar meneziou,
Epad ma chome c’hoaz gand ar Boers eunn tenn
Ar Zaozoun a goueze niveruz vel kelienn.
Med siouaz ! petra dal kement a nerz-kaloun,
Pa vez enn hoc’h eneb ann niver hag ann naoun ?
Hag ar pez zo gwasoc’h, ar boan skrijuz, garo,
Da gaout ann halan, brein, gant c’houez ar re varo !
Rag ar Boers ivez a goueze puill brema,
Evid en em zifenn pa n’ho d’oa mui netra.
Merc’hed ha bugale, beuzet holl enn ho goad,
A goueze maro-mik, kement ha pried ha tad.
Kronj, evid ho bezia, da c’honlenn’ta neuze,
Digant Roberts ar Zaoz, eunn nebeudik mare.
Hen gwech’all, pa’z oa treac’h, den leal hag a galoun,
En doa lezet ober kement-se d’ar Zaozoun.
Bretouned, selaouit ar pez a respountaz,
D’ar jeneral leal Kronj, Roberts ar muntrer braz :
« Evit bezia da dud, ne dal ket d’id ar boan
« Goulenn, eunn heur ebken, da devel ann emgann !!!
Ouz ar Zaozoun ken kriz, ha leun a c’hwarisi,
Piou’ta n’en defe ket, leiz kaloun, kasoni ?


————