Lajat, 1909  (p. 239-Ton)



Ar Barizianez


En hon bro Breiz eman ar c’hiz
Gant eur rum merc’hed yaouank,
Da vonet hirie da Bariz,
Da glask madou, bue frank ;
C’hoant o deus da vezan matez
Dindan an holl er c’herio.

diskan


Foei, foei, foei d’ar Barizianez,
A ra mez da dud he Bro !

Gonit bara en Breiz-Izel
Ar plac’h yaouank na c’houll ken ;
En he fenn a zo deut avel :
— « Bale bro ’ta, kouilhouren ! »

Setu hi o tec’hel hep mez
Pell eus he zud en daero…

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez.
A ra mez da dud he Bro !

Ma c’houlfe an dud diganti
Pelec’h hec’h a ken diskwiz,
Hi a larfe, hep he fedi,
— « Me ac’h a da Ba-a-riz ! » —
Ha neuze d’ar c’henaouegez
Pep den, dre fent, a laro :

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Pa vo pellaet eus he Breiz
Hag en Pariz dishanve,
Al labouriou kaled, direiz,
Eviti a vo mad tre ;
Evel eul loen hed he devez,
Hep paouez hi a boanio…

Foei, foei, d’ar Barizianez,
A ra mez da dud he Bro !


Koll a reï ebarz ar ger vraz
He zammig nerz, he yec’hed,
Ha pez eo ar gwasan, siouaz !
He furnez hag he gened ;
N’ he viro eus ar Vretonez
Netra nemed an hano !

Foei, foei d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Mar tigoue d’ezi dont en dro,
Goude vo bet en Pariz,
Neuze he vo eur plac’h faro,
Eun dimezel eus ar c’hiz ;
Gwisket vo ’vel eur rouanez,
Vo ken anvéet ’n he Bro !

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

War he fenn evel eur sparfel,
Vo gwintet eun tok re vraz,
Ma laro outan an avel :
— « Heman zo prest da vont c’hoaz… ! » —
Leun vo ar plac’h a lorc’h, a c’houez
Eus lein he fenn d’he boto !


Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Dilezet vo ar brezoneg,
Ankouaet e vo ganti ;
Distaga a reï ar galleg ;
— « Oh ! lê lê, j’ viens d’ Péris ! » —
Eur vez vo gwelet ar plac’h kêz
Gant he stum hag hec’h ardo…

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Da bep tra ebarz Breiz-lzel,
Hi a gavo e dam si,
N’he devo ouz bro he c’havel
Nemed drouk ha kasoni ;
Er gêr hi a vezo diez,
Red vo d’ei mont c’hoaz en dro !

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Ar plac’h nan eo ket Breizadez,
Rak he bro he deus nac’het ;
Bezan eo eur Barizianez ! !

Ha piou an dije sonjet ?…
— Huchomp holl eta en eur vouez
Warni a-bouez hon fenno :

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !


————


AR BARIZIANEZ



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key es \major
  \tempo \markup {\italic Allegretto}
  \override Rest #'style = #'classical
  \time 2/4
  r4 \autoBeamOff bes'8 c | \autoBeamOn bes4 c8 bes16[ aes] | g8[ g] \autoBeamOff bes c | \autoBeamOn bes4 c8 bes16[ aes] | \autoBeamOff g4 bes8 c | \break
  \autoBeamOn bes4 c8 bes16[ aes] | \autoBeamOff g8[ g] bes c | \autoBeamOn bes4 c8 bes16[ aes] | \autoBeamOff g4 ees8 f | g8. g16 g8 g | \break
  \autoBeamOn g[ f] \autoBeamOff d ees | f g ees d | c4 c8 d | \autoBeamOn ees4 f8 ees16[ f] | \autoBeamOff g8 g g c | \break
  \autoBeamOn c4 d8 c16[ b] | \autoBeamOff c4 c,8 d | \autoBeamOn ees4 f8 ees16[ f] | \autoBeamOff g8 g g c | \autoBeamOn c4 d8 c16[ b] | \break
  c4~ c8 r \bar "||"
}
\addlyrics {
  En hon bro Breiz e -- man ar c’hiz gant eur rum mer -- c’hed yaouank, da vo -- net
  hi -- rie da Ba -- riz, da glask ma -- dou, bu -- e frank. C’hoant o deus da ve -- zan
  ma -- tez Din -- dan an holl er c’he -- rio. Foei, foei, foei d’ar Ba -- ri -- zia -- nez, a ra
  mez da dud he bro, Foei, foei, foei d’ar Ba -- ri -- zia -- nez, a ra mez da dud he
  bro!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #170
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }