Ar bassagerès (gwez kenta)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Basajerez, gwez kenta.
Eur bennehrès iaouanc euz ar gêr a Vontroulês
Na war vordic an dour ’zo et da bassagerès ;
’Zo et da bassagerès na war vordic an ôd,
Hac a deus bet cavet eur vag a oa war flod.
Ma zo digwêt d’hi c’hâd, eun dez, eun den iaouanc ;
Hen d’oa en abondans a aour hac a arc’hant :
— Lavaret d’in, plac’h iaouanc, a c’hui a gemerfe
Eun den iaouanc ’n ho pag, ewit tremen aze?...
... Plac’hic, plac’hic iaouanc, breman d’in lavaret
Pegement a goustfe caout hoc’h amourousted ?
— Hanter cant scoet, ’mezhi, oh ! ia, en arc’hant gwenn,
P’ôtramant, mar keret, ebars en aour melen.
— Dalet ma valizen, leun a aour hac arc’hant,
Comerret ha miret ar pez raïo ho c’hoant.
Neuze, war ar mor don pa int bet digwezet,
Da c’hoari gant ar plac’h ec’h è bet ’n em laket.
— Losket, losket, ’mezhi, gant aon bout tamalet,
Aman ’zo calz a dud hac a vefemp guelet ! [1]
- ↑ Var : Aman ’zo calz a dour hac a vefemp beuzet.