G. Fischbacher, 1880  (p. 33-39)



AR BEORIEN


I



O tond euz a Sant-Ervoan
Kent distrei da Vezou-Bran
O tond euz ar pardon,

Oa eur paour koz ’vel toso
Azeet oar he voto
E korn eur park melchon ;

Ha gand ar paour hez dall-ze
Eur plac’h he dorn astenne
Eur plac’hig unnek bla :

— Ma n’eo hoc’h ine re ien
Tud vad rafed aluzen
D’ar re n’ho deuz netra,

D’ar re n’ho deuz er bed-man
Na bara na ti breman
Na gwele ’pad ann noz.


Da verc’h ar besketerien
Lonkaz eur c’houmm e Porz-Gwenn,
D’ar verc’h ha d’he zad-koz. —

’Vel eur c’hloc’h mouez ar plac’hik
Ar gened oar he chodik
Ann naon enn he c’halon.

’R bla war-lerc’h e Sant-Ervoan
Ar paour dall oa he-unan
E korn ar park melchon.

— Ho merc’h-vihan, ma den hez
Evit bean leanez
D’ar skol hoc’h euz kazet. —

Leanez e ti Doue,
Ar sentezed, ann ele,
Hi zo bet kemeret.

Doue n’a losk da vervel
Ann evnijo hep skoazel,
D’he vreur, ra ar c’hristen.

Perag ann Anko krignet
Ar bod glaz en euz troc’het,
Dero zec’h ’n he gichen ? —

Ha goelan ’re ann den kez.
Evid ar re iaouank rez
Euz ’r galon ann daero,


Ha goela neuze zo mad ;
Med daero ’r re goz zo gwad
Oar ar re hen tenno.


II


Et eo merc’h ar pesketer
Iaouank ’vel eunn el ha kaer,
Et eo d’ar baradoz ;

Wechigo dai ac’hane
Kaer ha iaouank ’n eunn huvre
Da welet he zad-koz.

Evurusoc’h ar plac’hik,
Elec’h bean pinvidik,
Et d’ann env ha bugel,

Hep keun d’ar bed oar he lerc’h,
Gwenn hec’h ine evel erc’h,
Gwenn-kan he diou-eskel.

Hep mado gand he gened
Kiriek da var a bec’hed,
’Vel freuz n’emaint a vern.

Ar baourez zo da Doue,
Ha zeien mar deu he ze
Digwe gand ann ifern.


Marteze ’vel al luc’hed
Ann tan a dize kroget,
Kroget na mouget han.

Gwell eo, ’ta pesketer koz,
Hec’h ine er baradoz,
He diou-eskel gwen-kan.


————