Kroaz ar Vretoned, 1913



AR BEZIOU
————

(Eur pez-barzoniez savet war rimou-diabarz gant Yann Brezal, hag a zo bet priziet gant « Unvaniez Arvor » warlene.)

Leun a zeoliEZ, eharz treid ar bEZiou,
Daoulinit, o BreIZiz ! I a zo diskuIZiou
Da gorf hon c’hendaDOU ’vevas war hon DOUar.
O templou santeLA ! Dirazoc’h diLAvar,
An den ’deu da gomprEN mister kalz lezENnou.

Da bep gouenn e welER ez eus eun hent mERket
A dle heuilh penn-da bENN, evel m’eo roudENNet.
Da bep den o c’henEL an Natur a fELlas
Rei hevelep lezEN ha d’e dud, a rENas.
Gwalleur a vo d’an hOLL ’deus ar zonj-ze KOLLet.

Ar Breizad ’zo da gLEMM, pa en deus diLEMMet
Diouz kreiz e ene gwAN karantez en ANdret
E gerentiach kOZ. E galon ’zo klOZ mad
Da hirvoud e vamm-VRO. — E Vreiz ’ra eur VROad ? —
Ne c’houl ket se outAN ! ’Vit man n'eo entANet.

Evit kaout e frankIZ ar mab fall ne gIZa
Dirak glac’har e vAMM : kentoc’h eun dizAMMa
Eo dizanav e ouENN ’vit an diwriziENNet !
An neb a nac'h ar bEZ n’eo mui karantEZiet
Ouz eur mennoz uhEL. Diouzomp e pELla !

Aotronez doktorED, gant o êr diskEDour,
Gant o skiant welLA a ra falla LAbour
O klask gant eul louzOU parea kant gOUli.
… ’Vit anaout da dUD, Breizad, ven eo stUDi
Eun istorier estrEN. E Breiz klask kelENnour !

Ar prezeger gwellA, hep mar, eo ar mAro :
O komz gant ar bed ALL, kaout da hent te ’hALLo,
Rak e vouez a zo dON ! Selaou, den kalONek.
Mignon, demp alïEZ da welet ar bEZio.

Yann Brezal.