Ar Boned-Badiziant
————

Azezet en eur gador vlod en eun hotel e Morgat, Madalen Lazoret, a zo, goude he meren, o sellout oc’h ar mor glas, oc’h bae Douarnenez. Eus he frenestr e wel tour uhel Ploare, hag ahont, doun en dremmwel, Beg ar Raz. Gant nebeut a blijadur koulskoude e sell oc’h an traou-ze : nag ar bigi o lintra ouz sked an heol, nag al laboused-mor o nijal a-rez an dour, nag ar c’heviou dantelezet ne lakont ket eur bann levenez en he c’halon.

War ribl an dour, war an treaz gwenn, bugaligou a zo o c’hoari gant ar bili, o tastum kregin, o teurel treaz an eil ouz egile.

Madalen he-unan-penn, a zo breman o hirvoudi, he daoulagad a zo beuzet a zaelou, rak hi ivez he deus eur verc’hig, he deus eur pried, ha, siouaz ! he deus o dilezet. Ya ! Dilezet he deus eur pried, hag a oa re vad eviti, tec’het eo, daou viz a zo, eus he maner e Pariz, hep rei da zen da anaout da beleac’h edo o vonet.

Pa oa hi e Pariz, e skrive alies d’eur geniderv d’ezi, eat da chom da Vrest. Houman, e-leac’h kenteliou fur, a roe d’ar Barizianez kenteliou fall, he alia rea kentoc’h war an droug eget war ar mad, ha Madalen, eun tamm skanv a benn, he selaouas re vuhan, a reas buhez-fall d’he fried, a-nebeudou e kemeras kas outan, hen dilezas evit mont pell dioutan, da di he c’heniderv da Vrest. An traou a yeas mat e-pad pemzek dez etre an diou geniderv, met an taoliou teod a lakas buhan eur speuren etrezo. Madalen, kentoc’h eget chom da glevout begadou e ti he c’heniderv, a gemeras eur gampr e Morgat, evit tremen an hanv outi he-unan.

Breman, p’he deus gwelet brasder he fazi, e teu da zonj d’ezi eus he c’hear, eus he merc’h Germana, eus he fried ; ha, pa wel en-dro d’ezi o pourmen daou bried gant o bugale, an daelou a ruilh eus he daoulagad, rak sonjal a ra e c’hall kaout eveldo an eurvad a ro ar briedelez. Karout a raje roi eul loden eus he madou evit kavout adarre an evurusted kollet. Met da be sant en em ouestla ! Da biou e kounto ar gwall darvoud digouezet ganti, ha piou he hentcho war-zu an neiz dianket !

Pa deu an noz, ar c’houlz da vonet da gousket, ne glev mui mouez Germana, skiltr evel mouez eur pintig o richana, ne gouez mui war he diouchod pokou a garantez he merc’hig, ne wel mui o hun en he gwele ar bugel seiz vloaz he deus dilezet.

Pemzek dez a zo abaoe m’ema Madalen o ouela dourek d’he fec’hed, he zal roufennet, he daoulagad ruziet, he diouchod kleuzet, a ziskoueze da gement he anaveze, e oa eun dra bennak a vras digouezet ganti.

Eun dervez, war-dro nav heur eus ar beure, ar vatez vras a bignas betek kampr ar Barizianez, hag a roas d’ezi eur bakaden vihan. An itroun, gouestadik, a drouc’h an neuden, a denn ar paper a c’holoe eur boned dantelezet, lugernus, hag en eur goueza stok he c’horf d’an douar :

— Va Doue !… boned… badiziant… va merc’h !… Petra… petra zo… en em gavet ?…

Ar vatez a lakeas an itroun da azeza war eur gador-vreac’h, met ar pennfollet geaz ne ehane da hirvoudi ha da skuilha eur mor a zaelou, en eur lavarout :

— Va merc’hig, oh ! ya… va merc’hig Germana a zo maro ! Ha me eo em eus he lazet !… Siouaz ! siouaz !

Pokat a rea d’ar boned, hen starda a rea war boull he c’halon, ha seblantout a rea goulenn outan petra oa erruet ! Siouaz !…

Trumm ha trumm, eur c’harr-dre-dan a gasas Madalen d’ar C’hastellin, ha raktal e kemeras eno an trên buhana evit monet da Bariz. Pa oa digouezet er gear-benn, he c’halon ankeniet, evel rannet zoken, e kemeras eur wetur c’holoet evit he c’has beteg he zi. En hent ne rannas ger gant den. Digouezet e-tal treujou he dor, e vennas koueza, evel aoun he devoa o pignat beteg he c’hampr, an traou holl en-dro d’ezi n’oant mui evel diaraok, he daoulagad a oa trellet. Kaout a rea d’ezi oa faziet war he hent, n’oa ket en he zi, hag e teuas a-ruzou betek toull an nor. Noz oa c’hoaz, den war vale, koulz lavaret.

Oc’h an harzou, evel eur vaouez vezvez, e kemeras adarre hent ar skalierou, met en traon e chomas eur pennad da azeza, evel da ziabafi. Mez ar re zaonet he devoa ! Ha, koulskoude, e ranke gouzout eur seurt pe seurt, red oa d’ezi pignat, ha pignat trumm.

Kennerzet gant ar garantez a vamm, Madalen, deuet a-nebeudou enni he-unan, a bignas, ha, pa oa digoret d’ezi an nor gant ar vatez, e redas war-eun da gampr he merc’h, hep lavarout grik da zen.

Diês e vije lavaret al laouenidigez a baras war tal ar vamm, hag al levenez a oa en he c’halon, pa welas he merc’hig kousket en eur gwele blod, o tenna gouestadik he alan e-touez an dilhad gwenn. Chom a reas en he c’hichen, azezet war eur gador, he dourn dehou war he zal, hag he daoulagad o skuilha daelou a levenez. Bep ar mare, ar vamm c’hlac’haret a boke d’he ealig bihan, d’he zenzor dibriz, ha ken start e pokas ma tihunas ar bugel.

Germana, raktal ma tihunas, dioustu m’he devoa digoret he daoulagad, a anavezas he mamm, a zavas en he c’hoaze hag a en em lakas da vriata anezi, da bokat d’ezi ha da c’houlenn outi e peleac’h oa bet.

— Oh ! maman, me ’m oa mall d’az gwelout o tont en-dro : papa n’oa ket laouen, ne c’hoarze mui ouz den, n’ez ea mui da bourmen, pa deue an noz ; ha me ’m oa aoun em gwele en noz, pa zonjen n’edos ket er gear. Breman, ’ket ’ta, maman, e chomi ato er gear gant da Germana. Me, sell, a zento ouzit, muioc’h c’hoaz breman eget araok, me a vezo aketus da bokat d’it aliesoc’h hiviziken, ne vouzin ket ken, oh, tra ! biken mui ne vouzin, maman, va maman muia karet !…

— Ha perak e peus digaset d’in boned da vadiziant, merc’hig ?… Abaoe m’eo erruet ganen, n’em eus great nemet gouela daelou c’houero !…

— Papa eo en deus her c’haset d’it, maman. Ha ne ouezes ket abalamour da petra ? N’eus ket pell, papa a oa bet aman e-tal va gwele, o pokat d’in, hag an daelou en e zaoulagad e lavaras : « Er mintin-man, merc’hig, em eus komzet gant ar wrac’h goz Rozolito diwar-benn da vamm, hag he deus lavaret d’in e ranken kas d’az vamm boned badiziant va bugel kenta, ha neuze hepken e teuje d’ar gear ». Setu papa a zentas oc’h ar wrac’h goz, ha te a zo deuet d’ar gear, maman. Me zo laouen-bras, ha papa a vezo ivez, p’az kwelo.

D’an ampoent, papa a en em ziskouez, ha Madalen dirazan a en em strink d’an daoulin, ha beuzet en eur mor a c’hlac’har, e c’houlen outan ar pardoun en hano Doue, en hano e verc’hig.

— Pardounet out, Madalen ! Mar e peus kalz pec’het, e peus ivez kalz gouelet ha kalz karet… da verc’hig Germana. Ra reno hiviziken en hon annez ar garantez gant an unvaniez, ha ganto an evurusted !

Loeiz Ar Floc’h.