An heol a skuilh war an douar
E sklerijen vadelezuz ;
Kas ’ra kuit anken ha glac’har,
Ha renti ’ra an holl joauz.
Er c’halonou e lak ’bue.
Mez evid distruj e labour,
Me ’wel an Ankou didrue
’Lemma e valc’h dibalamour.
En ribl ar ster, eur bugelik
A red, a c’hoari hag a gan ;
Tridal a ra e galonik ;
Na oar ket ’zo er bed-ma poan.
Diwall, ma bugel, o diwall !
Na dostaes ket re d’an dour
Me ’wel aze, ’n eur c’horn tenval
A dost d’id, skeuden eun treitour…
Mez ar bugelik, dibreder,
A red hep zonjal droug ebed…
E droad a ruz, ha ’barz ar ster
Ar paourik kez a zo koueet.
Kenavo brema, tad ha mam !
Kenavo kerent, 'mignoned !
Kenavo c’hoario divlam,
Ha c’houi, bokedo alaouret !
Klevet e oe eur skrijaden
O sevel, euzuz ’ust d’an dour :
Mouez ar bugel kez o c’houlen,
En hanv Doue : Zikour ! Zikour !
Zikour ebet na arruas,
Hag ar bugelik gwall-euruz
Buhan d’an doun a ziskennas,
Na pebez maro truezuz !
Evel-se ive, aliez,
Arru gant an den er bed-ma :
’Wecho, ’n eur glask al levenez,
E kav ar maro ar c’houerva.
An Tremener.
Miz Even 1898