Ar c’hemener
Revue de Bretagne et de Vendée
1889
AR C’HEMENER
SON
————
(An ton zo bet skrivet gant
Yan Blomor[1])
————
1. — Ar c’hemener n’eo ket eunn den,
Nemet eur brouder laou n’eo ken ;
Ne verit bean interret
Nag enn iliz nag er verred ;
2. — Mes plantet barz eur zouleg kerc’h,
Oll chass ar barouz war he lerc’h.
Ann diveradur deuz ar gwe
Roi dour binniget war he ve.
3. — Pa c’h a Iann-Gluch d’ar pardonio,
Ve leun he c’hod a veskenno,
Vit ma laro ’r plac’had iaouank :
« Ar c’hemener a neuz arc’hant. »
4 — Sellet er-fad, mar n’hoc’h ket luch,
Ar pratisien deuz he gluch,
Gant-han eur roched lien moan,
Eur paste mad a c’hal dindan.
5. — Pa zav Iann-Gluch diwar he nez
E lar ann oll : « Aman zo c’houez ! »
Ha pa gerz war leuren ann ti,
Lak ann oll ho dorn war ho fri.
6. — Eunn devez ar mestr kemener,
O labourat da Zagober,
A gavaz parchans eul laouen
War dillad ar roue kristen
7. — Hep marc’hata ar c’hemener
A droc’h al laouen dre nanter,
Ha kerkent n’em lak da lipat
He wenkle ruiet gant ar goad.
8. — Setu aze enn he zoursen
Gwir noblans ar gemenerien,
Rak aboue a lar ann dud fall
Penoz int deuz ar goad roial
9. — Diwan kemener a weliz
E oa deuz ar groug enn Pariz :
Mar fell d’hac’h diskrougan al laer,
Boutet ho fri he toul he…
10. — Ha mar d’eo plijet d’hac’h ma zon,
Frealzet breman ma c’halon :
Evomb eta peb a daken
Da iec’hed markiz Lib-neuden !
|
————