Ar c’henta Miz Mari/An deiz araog miz mae
F. Hallégouët, 1868 (p. xi-xvi)
Caret a reent ar Verc’hez, ar re a zonjas lacaat d’e enori ur miz penn- da-benn, ac ar miz caera eus ar bloaz. Gouzout a reent ive ez euz izom, pa deu an nevez-amzer, pa dostaer ouz an anv, da zonjal muioc’h e joaiou ar bed-all, evit diouall ouz ar joaiou fall a ginnig ar bed-ma deomp ; muioc’h a izom da gaout grassou eus an Ee evit delc’her mad da garet Doue. Lacaït eta da dalvezout d’oc’h ene ar miz caer a zo an deiz kenta aneza var c’hoas. O ! ma ve laosked unan eus a flammou ar bed- all, da zont da ober, ur veich c’hoaz, Miz Mari, penaoz er grafe ? C’hui, penaoz oc’h euz er greet bete vrema ? En dro- ma diana, grit mad aneza. Lacaït ho sonj da c’hounid an Induljansou (tri c’hant dervez Induljansou bemdez, pa reer ur bedenn bennac, pa lenner, pa reer un dra bennac evit enori ar Verc’hez ; Induljans vraz en deiz ma carer, er miz, var bouez coves, communia, ha pedi evit an Iliz).
Guelit e pe stad ema oc’h ene. Ma ne vellaït na calz na nebeud evit ober Miz Mari, ma ne rit netra evit divouenna ar pec’hed eus ho calon, evit divoaza diouz an droug, netra evit ëuna ar plegou fall a zo ennoc’h, neuze, ho tevosion, eleac’h beza guirion, ne d-eo nemet tromplezon greet deoc’h oc’h-unan. Ar c’henta enor da ober d’ar Zent, d’ar Verc’hez, eo carout beza dibec’h eveldo. Setu petra a dlefe ober mez d’in, pa velan pegen digalon oun e kever Doue. Ac e kever va nesa, perac kement a ienien ac a zroug, evit un dra zister great pe lavared marteze eb sonj ? Perac kement a zroug-prezegerez ? Perac kement a err ac a ast da draou ar bed-ma, ha ken nebeud da draou an Ee ? Kement a nec’h gant afferouigou an douar, ha ken nebeud a zonj eus an affer n’euz nemeti ? Ia, izom avoalc’h em euz da ober Miz Mari, evit sonjal pelloc’h em ene, ac en traou a bado atao. O va Doue, chui zo braz ho madelez, pa roït d’in c’hoas ar miz-ma, miz ar grassou, goude m’am euz great guall- implij eus a veur a ini all, siouaz d’in !
Penaoz e rin va Miz Mari er bloa-ma ?
E doare pa ve an diveza d’in. E ober a
rin e compaignunez va zud, va mignonet,
ac an eil o velet egile, e kersim
a-unan varzu an Ee. C’hoant am euz da
ober, epad ar miz-ma, pedennou caloned avoalc’h, evit ma lacaïnt ar fizians
ac ar joa em ene, pa rankin mont va-
unan dirag va barner. Me lacaï ur paour
bennac da bedi evidon ; me ziouero un
dra bennac, ur blizadur bennac, me en
em ziezo en ur c’hiz bennac, evit pinijen ;
me ielo da goves, da gommunia mar
cavan va zu da vont, evit gounid an
Induljans vraz. Neket lavared e velfen
mui Miz Mari ebed ; diouz ema marteze
eo e tigouezo ma vezin saveteed pe
golled. Unan bennac, eat d’in d’an
Anaoun, marteze meur a ini, a zo var
c’hed, o c’hortoz ma tennin anezo eus
o foan, o c’hounid Induljansou evito.
O ! pebez joa, mar teufe d’in cass unan
bennac d’ar Baradoz ! Evit ar pez a zo
sur, Mari ne lezo ket eb recompans, an
disterra merc a garantez en e c’hever.
Santez Roza eus Lima e doa ur jardinic e kichen e zi, a laboure e-unan dre ma tize, evit caout bokedou da lacaat dirag imach ar Verc’hez, evel m’oa custum d’ober bep sadorn ed ar bloaz. Ar Verc’hez a ziscuezas ne ree fae ebed var an enor-se, greet dezi gant carantez ur verc’h ouz e mam ; rac, e pep mare bloaz, er goanv coulz ac en anv, ac e creiz an domder vero, e save bokedou en e zammic jardin. Paour oun, eme Roza, ha n’em euz da rei d’ar Verc’hez nemet bokedou. Ia, paour oa e madou an douar ; mes ive, ac a vadou all dezi ! madou an ene ! Ouzpen ar gurunennou roz a gave en e jardin, ac a bet rozenn all, c’hoas caeroc’h, a zestume da lacaat da Vari ! Ac a bet Ave Maria, ac a bet Rozera, ac a binijennou, iûniou ! Gant ar seurt garlantezou, gant ar seurt caerentezou- ze eo e tecore ar Verc’hez, o lacaat, emezi, en e dorn ur bod pateriou, teir- ha-tregont Pater, ac ken aliez a Ave ac Gloria Patri, ac ive ken aliez all a Rozera, en enor d’an tri bloaz ha tregont ma choumas Jesus-Christ etouez an dud var an douar.