Ar c’henta Miz Mari/An ezom on euz ar zicour ar Verc’hez

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 289-291)



AN EZOM ON EUZ


EUZ A ZICOUR AR VERC’HEZ


————


Mari, on Mam garantezuz
O ! tôlit ur zell truezuz
Var-n-omp el lec’h-ma dastumed
Evit ho meuli Mam gared.


Mari, om Mam garantezuz,
Grit hirio ur zoll truezuz
Var ho pugale daoulined
Endro d-oh auter benniged.

Ezom en d-euz en e neizic
Eus askell e vam an evnic :
Dindan ho tiouaskell ive,
Mari, lacait ho pugale.

En anv, pa vez an eol re dom,
An douar a c’hlao en d-euz ezom :
Digassit varnomp gliz an Nê,
Mari, seac’h corn eo on ene.

Ezom o d-euz an dêved keiz
Da veza mired diouz ar bleiz :
Ni on euz ezom, Guerc’hez c’hlan,
Da veza mired diouz Satan.

An dêved o-unan lôsked
Sur gant ar bleiz a vô tag’ed :
Satan a rod en dro deom-ni,
Om divoallit eta, Mari.


Ur c’hrouaduric, pa vez clanv,
Pa vez an dersienn vraz gantan,
A lâr d’e vam : Ul lomic dour !
Clanv ômp, Gverc’hez, deut d’am zicour.

Pa veo counnared ar mor braz,
Bagic ar pesketeur, siouaz !
Gant an houlennou vô lonked
Mà ne d-eo gant Doue dalc’hed.

Ar bed-ma so ur mor spontuz,
Leun a gerrec ac houlennuz ;
Ac om bag-ni zo ken dister,
Truez ouzomp, o Mam dener.

Ar bed-ma zo ur mor euzuz,
Leun a rehier ac houlennuz ;
Ac om bag a zo ken dister,
Sicour, sicour, o Mam dener !


————