Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez cassed d’an templ
F. Hallégouët, 1868 (p. 16-25)
Pa oe ar Verc’hez en e zri bloaz,
e c’herent evit seveni ar pez o d-oa
voested da Zoue, a gassas anezi da
Vinistret an templ. Ministret an
templ, var a verc deomp Evodius
ac ar re a veve en amzeriou coz, a
zigemeras anezi, evel un donezon
caer da Zoue, evit ma vise saved en
templ, evel ar merc’hed iaouanc all.
Sant Gregor Niss a verc deomp ez
oa en templ ul leac’h a gostez, disparti,
ac eno ne roet digor ebed d’ar
merc’hed dimezed ; ac eno ive eo e vevas ar Verc’hez. An tadou Santel,
evel sant Cirill, a lavar e vize roed
digor atao da Vari el leac’h-se, mired
da Verc’hezet an templ, goude ma oa
ganed Jesus-Christ, o veza ma oa
atao Gverc’hez. Zacharii, tad Ian-
Vadezour, eo a ree digori dezi, en
desped d’ar rebechou a ree ar Iuzevien ;
rac Zacharii a anaveze mad
anezi evit beza Mam ha Gverc’hez.
Mari a oe unnec vloaz en templ,
ervez Evodius ; ac ervez sant Gregor
Nicomedii, e veze aliez an Elez
o-h ober bizit ac enor dezi. Un all
eus an amzeriou coz-se a verc
deomp e collas e zad ac e mam var-
dro an eizvet bloaz goude ma oa
eat d’an templ, pa edo en e unnecvet
bloaz.
Sonjit ervad : Sant Joakim ha santez Anna n’em em zavent ket uhelloc’h en o spered, evito da veza bet ar c’hras da lacaat ar Verc’hez er bed ; anaout a reent oa un donezon digant Doue ha n’oa ket dleed dezo. Evelse e caszont d’an templ o c’hrouadur meurbed cared, pa oa a veac’h tri bloaz, evit e rei da Zoue, d’an ini en d-oa i roed dezo. Kement- se a zesco deoc’h beza humbl pa roi Doue ur c’hras pe un talant caer bennac deoc’h, ac o lacaat da dalvout evita, ma recompanso ac’hanoc’h. An nep en d-euz c’hoant e rofe Doue deza e c’houlennou, a ranc trugarecaat evit ar grassou en d-euz bet. Comprenit c’hoas, divar ar gentel-ma, e tleit delc’her mad d’ar pez ho pezo voested da Zoue. O choum eb ober, eb seveni ar pez a ve bet great veu da ober, e vanker da Zoue, ac o-h apell re e reer ive.
Lacaït ho spered da zonjal gant
pegement a joa ez eas ar Verc’hez
d’an templ o lavaret goude ar Profet
David : Lsetatus sum... O ! joa em
euz bet, o clevet lavaret ez aïmp da
di Zoue. Gant pebez levenez e pignas
ar Verc’hic tri bloaz dre ar
pemsec derezenn a oa da vont en
templ, en eur lacaat mad en e spered
da zevel ive dre an oll bazennou
betec an uhella santelez. Caera scuer
a ro d’in ar verc’h iaouanc-ma ! Peleac’h
ema ar joa a dlefen-me caout ive o vont, pa dizan, da di va Doue
d’an Iliz ? Inoui, marteze, eo a raan
buan eno. Marteze ne glascan nemet
mont var va c’hiz pa vez ar
mare da zonjal em deveriou e kever
Doue. Pa deu Doue da c’helver
ac’hanon, ha santi a raan-me buan
avoalc’h ac gant joa ? Ac a veich,
siouaz d’in ! en d-euz cried ouzin
pellaat diouz ar re am laca da bec’hi,
ac em euz stourmed ac enebed outa
o choum el leac’hiou ne gaven ken
tro nemet da bec’hi ! Ac a veich en
d-euz lavared stard d’in disprizout
ar bed-fall, ac e caran atao ar fougeou
ac an traou vean. O ! ac ii zo
euruz, ac ii zo euruz, ar re o d-euz
silaoued Doue a-bred, ha respounted
deza en o c’henta bloaveziou !
Ac ii zo truezuz o doare, ar re ne
reont van ebed evit e glevet !
Mari var e daoulin en templ en
em voestas oll da Zoue. Rac-tal ma
c’hallas, en em roas deza, azalec e
c’henta bloaveziou. Ha me a ro va
iaouankiz, va c’haera amzer, d’ar
follenteziou vean, ha ne viran da
Zoue nemet va c’hozni, an disterra
ac an diassura lodenn eus va buez ;
cousgoude kement pennad buez em
euz a zo da Zoue. Mari a en em roas
oll da Zoue, eb tenna netra ; ha me
ne roan nemet an anter eus va c’halon,
ur galon ker bian, ken striz all !
Mari a en em roas da-vad ac evit
choum atao ; ha me, an deiz ma vezan
bet o rei va c’halon da Zoue, o pedi,
o coves, o communia, a den adarre
va c’halon diganta, d’e rei d’an
Ærouant ! d’an droug-spered.
Beza iviziken da Zoue, evit ober evel Mari, pa en em voestas deza, a vianic, en templ.
Ac ii zo euruz, ar re a dro a vianic ouz Doue ! Ar pez a zanter neuze er galon, a dôl var ar vuez penn da benn. Crispino, ganed en Itali, e Viterbe, ne oa nemet pemp bloaz pa gassas e vam aneza ganti da iliz an Itron-Varia-an-Derven, dirag aoter ar Verc’hez, ac eno, var e daoulin, e voestas e mabic da Vari, ac e lavaras deza : Sell, va mabic, setu aze da vam ; dezi e roan ac’hanot ama, brema ; discuez joa dezi a greiz da galon, ha gra enor d’as patronez. — Comzou ar vam a iaas doun e calon e mab. Divar neuze ar c’hrouadur benniged ne reas mui nemet e vam eus ar Verc’hez. E vam a lavaras deza ive caout sonj da c’helver Mari d’e zicour, beveich ma vise e risc da fazia pe da vancout en ur c’hiz bennac. Crispino a zalc’has mad d’an ali-ze. Un droad oa pigned en ur vezenn, e gamaradet bian ac en. Ma torras ur scour ganto, ac ii coueza var ar vein. Crispino en doe sonj da c’helver ar Verc’hez, ha n’en doe diez ebed, droug ebed an disterra, ac ar re all a oe voall-lakeed. D’e zec vloas e oe lakeed e ti un eontr deza, da ziski beza kereour. Eno, peb sadorn, pa en devise laboured mad, e vise roed ur guenneg bennac deza, ac e rede d’ar blassenn da brena bokedou. — Ar re gaerra d’in, emeza, ar re gaerra a rancan caout, rac en aviz o c’hinnig da un Itron Vraz o c’hemeran. Ac ez ee da gass anezo d’an iliz dirag ar Verc’hez, ac e choume eno ed ar zul vintin da zervicha an oferennou. Peleac’h ema ar c’heuristet, ar zervicheurien Iliz, a en em bliz evelse eharz an aoteriou ? Petra bennac gousgoude, beza tost da Jesus a zo beza tost d’ar Baradoz. Crispino ne zaleas ket da vont e couent. E dud a voele, gant ar c’heuz deza. — Va mam, perac e voelit, emeza ? va roed oc’h euz d’ar Verc’hez, eb miret guir ebed deoc’h oc’h-unan, pa ne oan nemet pemp bloaz. Pa oe profezed, e oe lakeed da aoza ar boed, er gegin, ac e savas eno un aoteric d’ar Verc’hez, a vize goloed a vokedou ; ac e joa oa cana Litaniou ar Verc’hez, gant daou all da eila outa. Un aotrou braz a roaz deza daou voked caer, ac ar pab Clemens diou c’houlauenn da lacaat var e aoteric d’ar Verc’hez. Ouzpenn unan a bareas dre e bedennou. Un aotrou a oe pareed, gant un boked divar e aoteric. Ar medicin, o velet se, a lavaras deza : Ho louzou c’hui, emeza, o deuz muioc’h a vertuz eget on re-ni. — Aotrou, enle ann den santel, c’hui zo ur medicin gouezieg, ac anavezed mad e Rom ; evelato, ar Verc’hez a zo c’hoas goueziecoc’h eget na d-ôc’h, c’hui ac ann oll vedicinet all var ann douar.