Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez saved en Ee

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 227-238)



AR SEIZVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez saved en Ee


Juvenal, escob Jerusalem, a lavar e choumas an Ebestel tri dervez e kichen bez ar Verc’hez, ac e clevsont eb ean epad an dri dervez-se, canticou dudiuz. Goude an trede deiz, evit consoli sant Thomas, o veza n’edo ket var al leac’h pa varvas mam Jesus, an Ebestel a c’hoantaas discuez deza e c’horf sacr. Ma tigorsont ar bez ; mes ne gavsont mui enna corf Mari ; ne gavsont nemet al lisser bet o liena ar c’horf, ac e pocsont d’al lisser-se gant an oll resped dleet da un dra sacr. Tôler a ree ur c’houes-vad, un dudi d’ar galon. Ar Verc’hez eta a zavas beo adarre eus ar bez, an trede deiz, evit mont d’an Ee corf ac ene. Kement-se a gaver scrived gant an Tadou santel, sant Iann Damas, sant Andre Crêt, ac eleiz all...


MIDITA


Gloar ac eurusdet ar Baradoz


I


Pa guitaas ene ar Verc’hez e c’horf sacr, e oe rag-tal douged, neket gant an Elez ebken, nac evit mont da gaout Abraham ha beza ganta, evel Lazaar ; douged e oe gant Jesus e Mab, evit mont da gaout Doue ha beza ganta. Piou a houfe lavaret sclear avoalc’h pegement a joauzdet a zantas an ene-ze, pa velas splam, evel ma veler en Ee, an Dreindet adored ra vezo. Abars mont larcoc’h, manit ama da gompren, da zonjal a-ban er goulennou-ma : Petra es beza o velet splam, e sclerder ar Baradoz, o velet Doue e-unan, an Ini a zo caer da velet dreist kement a houfe spered ebed sonjal a gaerra ; an Ini en d-euz an oll vadelezou eb ma ve spered ebed evit o c’hompren avoalc’h ; an Ini ma veler, o velet aneza kement a zo da velet. Petra eo guelet sclear avoalc’h kement a anavezomp ama eus a Zoue, ac eus ar misteriou a zesc deomp ar Feiz, eb o discuez dizolo avoalc’h er bed-ma ? Petra eo caout Doue ganeomp ha beza gant Doue, caout enna an oll vadou, atao-atao, eb aoun ebed da goll biken ar joausdet-se ? O ! pebez eurusdet ! Braz evel ar mor, ne hoar den na pegen braz, na pegen doun eo, ne hoar den pegeit ez â... O ! bezet joa ganeoc’h, m’ema ar Verc’hez Vari e creiz an oll joaiou, evel e creiz ur mor ne oar den pegeit e tiz, hac ho bezit sonj eo great oc’h ene evit mont d’ar memez eurusdet-se. Perac, neuze, en em spega ouz an traou croued ? Petra eo, na gemerit, evel Mari, ho lans, evit mont evel a-bennerr, etrezeac an Ini en d-euz great eus netra kement a zo, evit e velet splam, dizolo caer, ha beza evel diraza. Claskit kement ha ma keroc’h, ho spered ne abascdero, ne vezo eaz, nemet e Doue ; eno, ac eno ebken, en em gavo var e du, ac eno eo e ranc eana, ha beza en e eaz.


II


An trede deiz ene ar Verc’hez a ziskennas euz an Ee var an douar, evit beza adarre gant e c’horf, a oa gourvezed er bez. Doue a felle deza en devize corf ar Verc’hez e recompans, evel e ene, pa en d-oa serviched d’an ene da ober ar vad e d-oa great en e buez. Lacaït en ho spered, e velit dirazoc’h ar c’horf-se caer e doare ma vez ur c’horf euruz, saved eus ar bez da vont d’an Ee. Sellit, ac e veloc’h penaoz e vezo ho corf, un deiz a zeui, er Barados, mar d-it di. Sonjit e velit dirazoc’h corf ar Verc’hez o vont eus ar bez d’an Ee. Guelit pegen caer ha pegen lugernuz eo. An eol neket ken caer. Guelit pegen scanv eo, da vont, da zont evel ma car, ker buan ha ma car, eus an Ee d’an douar, eus an douar d’an Ee, eb scuisder ebed. Sellit pegen iscuit, pegen evel eo ouz an Elez, d’en em zila el leac’h ma car, a-dreuz peb tra, evel ma z-â ar sclerizenn a-dreuz ur verenn. Guelit pegen diboan, pegen euruz, ne d-eo mui evit santout seurt poan ebed, clenved ebed, ne dosta mui ar maro outa. Sonjit ervad : ho corf c’hui ive, gant ma plego brema d’an ene evit ober ar mad, en devezo, un deiz a zeui, ar c’hloar-se ive, a vezo en doare-ze en Ee, evel ouz ar Verc’hez pa zavas eus ar bez caer evel an deiz, scanv da nijal buan evel an Elez, eb gallout santout mui an disterra poan. Petra a oufec’h eta ober guasoc’h d’ar c’horf-se, eget e lacaat da goll eurusdet an Ee, da goueza e poaniou griziaz an Ifern, evit ur blizadur ne bad nemet ur vunudennic amzer ?


III


Corf ac ene ar Verc’hez a zavas caër meurbed etrezeac an Ee var ziouaskel ar Zerafinet, ar c’henta Elez, a zougas aneza el leac’h caëra a zo e Jerusalem an Ee, evel ma oe douged an Arc’h a allians da Jerusalem. Pebez joa er Baradoz, neuze ! Ar Baradoz a gaeraas en deiz an Elez o d-oe muioc’h a euruzdet, o sonjal e teuze eleiz da garga ar plassou lezed goullo en Ee gant ar guall Elez, kement a bec’heurien a vize gounezed gant nerz ar pedennou a raze en Ee, dirag Doue, ar Vam-se a drugarez. O ! Mari, caer ha madelezuz, dreist an oll, discuezit em c’hever-me ar c’halloud oc’h euz, o lacaat ac’hanon da gaout gras digant Doue. Va c’hassit ganeoc’h varzu an Ee, rac ur c’hrouadur a dle beza el leac’h ma emâ e Vam. O ! piou a roi d’in diouaskel da nijal, ma kemerin va lans varzu an Ee, ma velin ar c’hloar oc’h euz, peger caer ôc’h eno corf ac ene. An diouaskel a rancan caout da vont di, o va Doue, eo ho crassou. O ! Roit d’in eta ar grassou-ze. Esper em euz em bezo anezo, dre ar pez a lavaro deoc’h evidon ho Mam ha va Mam, a enoran a-galon, o sonjal en digemer a oe great dezi en Ee.

Sonjal aliez e gloar an Ee. Pegen caer e vezo ho corf eno, pegen euruz, var bouez delc’her brema var an daoulagad, an teod, ar c’hinou, an daouarn, var an oll skianchou. Var an douar ne c’haller ket compren pegen caer eo ar Baradoz ; nann, mes e c’hounid a c’haller.


Un den iaouanc devod d’ar Verc’hez


Counta a reer, divarben un den iaouanc devod d’ar Verc’hez, en doa discuezed kement a ast da velet anezi en e c’haër e-doare m’emai en Ee, en doa pedet ken stard da c’houlenn ar c’hras-se, ar c’hras da velet, ur pennadic da viana, caerentez an ini a laca kement a joa er Baradoz, ma tiskennas un Eal eus an Ee de gaout, ac a lavaras deza en devize ar joa-ze, ar joa da velet ar Verc’hez, ia, var boez ne velse mui netra all goude, gant an daoulagad o devize gvelet anezi. — A galon vad e aotrean coll ar sclerizenn var an douar, eme an den iaouanc, gant ma velin ar Verc’hez ha pa ne ve nemet epad ur vunudennic-amzer. — Evelkent e cave diez coll crenn ar gvelet ; ma sonjas enna e-unan e c’hallse, marteze, miret ul lagad, o serra cloz aneza endra ma vise e lagad all o sellet ouz ar Verc’hez en e c’haër, ac en e gloar evel m’emai en Ee. Daoulagad an dud, en-deun, ama var an douar, n’emaïnt ket c’hoas e doare da erzel ouz sclerder ar Baradoz. Penaoz e vênt ? gvelet ez euz bet tud o coll o daoulagad o choum pell da bara atao var an erc’h. An den iaouanc ne zigoras eta nemet ul lagad da zellet ouz ar Verc’hez, ac al lagad-se a gollas crenn ar sclerizenn. Mes e joa, o veza m’en doa gveled ar Verc’hez e doare m’emai er Baradoz ac e doare ma vezo an dud all en Ee da fin ar bed, peb ini d’e gount ac ervez e zantelez, ar joa-ze a lacaas e galon ken dudied, m’en doa keuz o veza mired ul lagad da zellet ouz traou an douar, ken divalo da velet, goude gvelet traou an Ee. Ma c’houlennas ar c’hras da velet ar Verc’hez ur veich all c’hoas, evit coll e lagad all, ac ar Verc’hez, ken trugarezuz e kever e zervicheur carantezuz, a en em lacaas adarre a-vel deza, en e c’haër, ec’hiz m’emai er Baradoz. Og’en en dro-ma, eleac’h lacaat an den iaouanc da goll e lagad all evel m’en doa divized e-unan, ar Verc’hez a lacaas e zaoulagad da velet scleer o daou, evel diaraog, ac kement tra gaer a velas an den iaouanc devot-se divar neuze, ne zerviche deza nemet da gaout sonj pegen caër eo ar Verc’hez er c’hloar, dreist kement caërantez a c’hallfet guelet pe zonjal, ama var an douar.


————