Ar c’henta Miz Mari/Cantic evit Miz Mari

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 293-296)



CANTIC EVIT MIZ MARI


Ton : Digoret eo Miz Mari


————


Digoret eo Miz Mari,
Evid-omp pebez joa !
Canomp eta melodi
D’an Itron-Varia.


DISCAN


Gloar d’ar Verc’hez Santel !
Enor ha melodi

Lavaromp gant an Æl :
Ni ho salud, Mari.

bis


En eur miz ken dudiuz,
An doussa euz ar bloa,
Piou na ve ket akeduz
Da zont d’he bizita ?
Gloar, etc.


En Nê ha var an douar,
Pep tra gaer, var ar mez,
Da bep-unan a lavar :
Enorit ar Verc’hez.
Gloar, etc.

Ar bleun ker caer ha quen flour
A velomp er prajou,
’Zo kel liez a vellezour
Euz he oll vertuziou.
Gloar, etc.

Gant he liou ruz, he c’houes-vad,
Ar rozen grasiuz
A lavar ez eo dalc’h-mad
Ouzomp carantezuz.
Gloar, etc.

Hag e pep fourdelizen
Guen-can, hep tachadur,
Piou ne anavez a-ben
Ar Verc’hez bepred pur?
Gloar, etc.


Mar sav ar verelaouen
Ker caer da c’houlou-de,
Rouanez ar gristenien
A zo caeroc’h en Nê.
Gloar, etc.

An heol, roue ar firmamant,
A sclerder curunet,
N’eo nemet he guiscamant
E palez an Dreindet.
Gloar, etc.

Eno daouzec stereden,
Burzud caer da velet !
A ra ker brao curunen
Rouanez an Æled.
Gloar, etc.

Mes perag clasq ken huel
Ho cloar, ho vertuziou ?
Scrivet int, o mam zantel,
E creiz hor c’halonou.
Gloar, etc.


Kent ma cuitaimp ho chapel,
O Guerc’hez truezuz,
Taolit varnomp c’hoaz eur zell,
Eur zell carantezuz.
Gloar, etc.

————