Ar c’henta Miz Mari/Jesus, beo adarre, a en em diskuezas d’he Vam
F. Hallégouët, 1868 (p. 166-174)
Da beleac’h ez eas ar Verc’hez, pa oe lekeat Jesus er bez ? E peleac’h edo, pa deuas Jesus, saved beo eus ar bez, d’en em ziscuez dezi ? Ne ouzer ket d’ar zur. Var a lavar unan eus an amzeriou cos (Niceph.) ar Verc’hez a ieas da di sant Iann, arp ouz menez Sion, e kear Jerusalem. Evelse e reas, evit doare. Rac guall-zempl e tlie beza eat o veza ma oa choumed pell eb tam ebed, noz deiz var vale, ac e goelvan. Rac-se, neket da veza creded e vize eat pell diouz Jerusalem, ha sant Iann, pa en doa lavared Jesus deza, divar e groaz, caout sousi anezi, a gassas anezi ganta d’e di. Eno eta, evit doare, e c’hortozas e Mab ; rac, eviti, n’edo ket en antremar, sur oa, e tlie sevel beo adarre euz ar bez. Ar pez a zo sur, ive, ervez darn eus an Tadou, ar Verc’hez a oe ar genta a velas Jesus beo adarre, an trede deiz goude e varo, ac ar genta o adori aneza en e c’hloar. Jesus, goude beza great ur gourc’hemenn da enori on tud, n’oa ket evit revuz an enor-se d’e Vam. Mari ive eo an ini a zantas ar muia glac’har, pa varvas Jesus, ha dezi oa dleed, dreist an oll ac araog an oll, ar joa d’e velet adarre beo, leun a c’hloar.
Jesus, saved beo adarre eus ar bez,
a en em ziscuezas e meur a c’hiz.
Discuez a reas oa beo adarre, o lacaat
eleiz a dud santel, maro diaraog,
da zevel beo eus o beziou ha da vale
dre ruiou Jerusalem, e leac’h ma
oent guelet gant calz a dud. Discuez
a reas ive oa beo, pa gassas Elez-mad
da lavaret d’ar merc’hed santel
eus Jerusalem, oa beo adarre, ha pa
ziscuezas an Elez-se dezo ar bez goullo. Jesus en em zizcuezas e-unan
ive, dirac e ziskibien, en eur rei
dezo da anaout pegen cre oa e garantez
en o andred. Bemdez c’hoas en
em ziscuez avoalc’h evit ober d’an
dud beva guelloc’h, o lacaat tud
santel da ziscuez ar mad d’ar re all
evit o c’hass varzu an Ee. Lacaat a
ra ive Elez-mad da gass an dud ëun
ha difazi varzu ar Baradoz ; ac e-unan
e tigass ive sonjou mad er spered,
evit ober d’an dud tanva joaiou
an Ee. Bete vrema, penaoz oc’h euz
silaoued an aliou fur, oc’h Eal-mad,
ac ar zonjou a deue deoc’h eus an
Ee ? O va Jesus, grit ma lacaïmp
iviziken da dalvezout ar grassou a
roit deomp, evit mont ganeoc’h d’ar
c’hloar.
Mari a velas, araog den all ebed, Jesus beo adarre. Sonjit e velit dirazoc’h corf Jesus, a oa evel eûz e velet gant e c’houliou, ac a zo deuet brema caer, un dudi e velet en e c’hloar. Pebez sench ! C’hoant oc’h euz e ve ho corf caer dudiuz ive da velet er c’hloar, evel ma eo corf Jesus ? Grit ma vezo, a vrema, evel ouz corf Jesus, o rei poan deza. Guelit an Elez, un arme vraz anezo, guelit an dud santel maro araog ma oa deuet or Zalver ac a oa el limbou o c’hortoz aneza da zont, guelit an dud vad-se, un arme vraz anezo ive, en dro da Jesus o Roue. Caera triomf ! pebez joa da Vari brema, goude kement a ran galon ! Kemerit perz en e joa, ha dalc’hit sonj mad, n’euz ent ebed d’ar baradoz nemet ent ar groaz ; mes ive, poaniou ar vuez-ma ne d-int netra e scoaz ar c’hloar a velimp goude.
Ur c’hrouadur da Vari a c’hell ive ober joa d’e Vam, ur joa evel ouz ar joa e doe, pa velas Jesus beo adarre ; ia, mar car coves mad, gant guir glac’har d’e bec’hejou, evit sevel beo a-nevez eus ar stad a bec’hed, a zo stuz ar maro. Eleiz, siouaz ! ne reont nemet ar van da zevel. Pere int ? Ar re ne govessaont ket mad, ar re ne govessaont nemet en desped dezo ac evit douja d’an dud, eb keuz ebed en o c’halon, ac a gouez adarre diouz-tu, eb mont tam ebod var vellaat.
Diouallit na ve bet fall ho covessionou tremened, bet treac’h ar vez deoc’h ; n’ho pe covesseed eb keuz ebed, na bolontez da vellaat. Mar d-euz izom, grit ur govession a-benn a-nevez, eus ho pec’hejou, ur govession jeneral.
Sant Ceseer en doa, e Rom, ur mignon pe anaoudeg voall-disevel, siouaz ! diouta. Den mad ervez ar bed, maniel vrao a zen, un doare deread da velet, mes dizantel braz en e vuez. Sant Ceseer en doa cass ouz e vuez fall ; ac evelato, en doa joa outa a-ent-all, en e galon ; ha ne eane o lavaret e vad deza, o kelenn aneza. Sant Ceseer en doe ar maro evit ar feiz, ha setu e vignon lezed iviziken en e roll, nicun da intourdia aneza. Evelato, pedennou ac aliou mad ar merzer santel, ne d-asont ket da goll. Mignon sant Ceseer a zalc’has mad da ur bedennic bennac. Pa oe var e dremenvan, an erevent a rodas en dro d’e vele, ha rag-tall ma velsont aneza maro, e lammsont var e ene, mall ganto sailla varna, evit e gass ganto var ëun d’an ifern. Ker buan, an Ee o tigeri, ac ar merzer santel, Ceseer, var e zaoulin dirag tron an Drindet, o pedi ma vise lakeed ene e vignon paour e tro da veza saveteed, dre vertuz miritou braz rouanez an Elez. — Purgator deza, n’euz fors pegeit, purgator deza ; mes gras ha pardon diouz an ifern ! Ac ker buan, ar Verc’hez ive var e daoulin, da c’houlenn ma vise silaoued ouz pedenn an ini en doa roed e c’hoad ac e vuez evit Jesus-Christ. Silaoued e oe ; ac ene an den maro da gaout e gorf da lacaat buez enna abars ma vise lakeed en douar. Ar re a oa var al leac’h a venne mervel gant ar spont. Ar pec’heur eil-beved a c’houlennas, buan ha buan, coves, a reas covesion jeneral, ac e c’hallit crede stard e covesaas mad, e reas c’houec ac caloned e act a gontrision, o tont divar dreuzou dor an ifern. Goude beza bet an absolven ac greet ar pez a dlie, e tremenas, o lacaat e fizians e trugarez an Aotrou Doue, ac ez eas d’ar purgator da baea ar pez a dlie evit e bec’hejou, da c’hortoz mont d’an Ee. Ar seurt burzudou ne veler nemeur ; mes c’hui, petra livirit eus galloud ar Verc’hez, a zigass eus a varo da veo. (P. Binet.)