Du-hont, enn Afrik ar c’hresteiz,
E veve didrouz, e frankiz,
Eur bobl nerzuz hag a galoun,
War-n-han pa gouezaz ar Zaozoun.
Gand eunn nerz vraz, unan oc’h dek,
Heb ehan, ar bobl kalounek
Ouz ar Zaozoun a gred herzel ;
Frankiz ! eme-z-han, pe vervel !
Enn eur welet kement a nerz
Kement a lealded er Boers,
D’ann Transvaal e ia Fransisien,
Villebois-Mareuil enn ho fenn.
Villebois zo pinvidik-braz,
Tad d’eur plac’hik a bemzek vloaz ;
Euruz e c’halle beza
Enn he vloaveziou diveza.
Med Villebois-Mareuil n’eo ket
Eunn den hag a c’hall chom kousket,
Epad ma lazont, forbaned,
Bugale kement ha merc’hed.
Kenavo, merc’h ! kenavo, Frans !
Hag hen enn hent, leun a fisians
Enn he c’hwiziegez,[1] enn he nerz,
Evit difenn gwir ar Boers.
Noz-deiz, e penn he zoudarded,
E koueze war ar forbaned :
Nag a bed kant, e Colenso,
En deuz terc’hennet, anezho !
Siouaz ! war dachenn ann emgann
Ez eo skoet, gand eunn tenn forban ;
Med da c’hoad, enn Afrik skuillet,
O Villebois ! n’eo ket kollet.
Da c’hoad, soudard nerzuz euz Frans,
Da-viken a grio venjans !
Rag, enn despet d’ar Zaozoun kriz,
Bevet ar gwir hag ar frankiz !
|