Ar c’hornandoned diveza

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 164-175)



AR C’HORNANDONED DIVEZA [1]


————


Eun deiz sant Per a yoa o vont da ober eur c’housk, goude meren, e porched ar Baradoz pa glevas skei daou pe dri daol war an nor e giz pa vijed bet o lopa warni gant eun horz da bilat lann. Mont a reas, eun tammig droug ennan, da zellet a-dreuz ar barinier houarn a stanke toull an draf great en nor vras, hag e welas eur vaouez goz daou-bleget oll, ridet he dremm evel eun aval a zaou vloaz, dilhad pilpouz rous ganti, eur c’houef du war he fenn a goueze al lost anezan betek hanter he c’hein, hag eur boutou koad en he zreid boutou, kredabl eo (gant he nor.) he devoa skoet warnan.

— « Petra glaskit ? » eme Sant Per, rok an tamm anezan.

— « Aotrou Sant Per benniget (anavezet he devoa anezan dioc’htu abalamour m’oa disto e benn), me eo Fant an Touarc’h eus kichen Menez-Are, a zo bet e doug va buez eur vesaerez denved. Deuet oun d’ar Baradoz da c’houlen eur c’hougnig, hag ouspen-ze, me garfe ober eur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe eun tammig amzer. A drugare Doue, gwelet a ran e komzit brao ar brezoneg. Nak aon am boa na c’helljac’h ket koms ouzin, rak, me, aotrou Sant Per benniget, n’oun ket bet er skol ha n’ouzon tamm galleg ebet. »

Sant Per a zirollas da c’hoarzin.

— « Bezit dinec’h, maeronez, emezan, ama e komzer an holl yezou, hag eun tachad a zo zoken, ne glevan kouls lavaret nemet brezoneg er Baradoz. Deuit ’ta er porched, ama e vezo goudoroc’h d’eomp. »

Sant Per a zigoras an nor, a azezas en e gador, ha Fant war eur skaon en e gichen. « Lavaret a rean d’eoc’h ’ta, Fant, e komzer ar brezoneg er Baradoz alies alies brema. Eur pennadig a zo e oa deuet ar c’helou betek ama, penaos eur guchennad Bretoned digalon ha lorc’hus, war digarez ma ouient eun tammig galleg, a lavare o fedennou hag o c’hatekiz d’o bugaligou e galleg ivez, mar plij ; ar vugaligou baour a zrailhe o fedennou hep gouzout petra lavarent. Pa glevas santez Anna an dra-ze e tirollas da ouela, evel a ra ar mammou koz pa vez great droug d’o bugaligou. Evit frealzi he c’halon, hor Zalver a lavaras d’ezi : « Ehanit da ouela, mamm goz, yez kaer ho Pretoned ne vezo morse kollet e Breiz ; ma tinac’h unan bennak anezan, ama da vihana, er Baradoz, ne vezo morse dilezet. Ha kentoc’h eget gwelet Breiziz oc’h ankounac’haat o brezoneg, me gasfe va aelez d’hen deski d’ar vugaligou en o c’havel. Abaoue an deiz-se e klever dalc’h-mad an nevo o tregerni gant toniou ha soniou Breiz-Izel. »

Fant, kroaziet he divreac’h ganti, a zelaoue gant dudi komzou porsier ar Baradoz. Pa oa achu gantan, sant Per a lavaras :

— « Brema, Fant, eo deuet ho tro. Petra hoc’h eus da lavaret d’in ? »

— « C’hoant am boa da lavaret d’eoc’h, abostol santel, ez eus c’hoaz kornandoned e Breiz-Izel. Va mamm-goz, Doue r’he fardono ! am eus klevet o lavaret meur a wech ne vez mui gwelet er vro na paotred ar zabat na kornandoned abaoue ma vez kanet ar Gredo en oferen-bred. Mat, sant Per benniget, m ’em eus o gwelet, e traon Mene-Are, du-ze, e-kichen chapel Sant Kadou, war dreuzou ar japel zoken, ha sant Kadou na rea van, e-giz pa vije a-unan ganto. Seta aze eur c’hoz sant avad ! »

Sant Per a jomas nec’het bras o klevet kemend-all. N’oa douetanz ebet da gaout koulskoude : Fant an Touarc’h a lavare sur ar wirionez, eun ene ken eün ha ker glan ! Ha neuze, no lavarer morse a c’hevier e-kichen dor ar Baradoz.

— « Biskoaz n’em eus klevet kemend-all, a lavaras-hen en eur skrabat e benn. Kornandoned e Breiz-Izel !… e kichen chapel eur zant !!… Gortozit, maeronez, ma welin e peleac’h ema an dra-re… ! »

Digeri a reas eun arbel a yoa eno ; kemeret a reas eun heuriou bras, bras, merket warnan an holl vroiou eus ar bed hag an traou a zo enno. Goude beza lakeat e lunedou aour e troas an deliennou teo eus al levr, ken na gavas an hini a yoa merket warnezi : BREIZ-IZEL.

— « C’houi lavar, ha n’eo ket ’ta ? e Menez-Are !… Chapel Sant Kadou !… »

— « Ya, ya, sant Per ; zoken oun bet epad ouspen hanter kant vloaz o tiwall an denved eno. Na ped gwech, va Doue, n’o deus ket ar C’hornandoned divalo-ze laeret denvedigou diganen… »

Sant Per a glaske atao ; a-ben eur pennad mat a amzer e lakeas e viz war eur rouden c’hlas a yoa roudou eur groaz warnezi.

— « Asa, eo evelato, emezan ; kavet eo ganen chapel Sant Kadou ! »

Hag e lavaras d’eun eal a voa eno o c’hedal :

— « Kasit an ene mat-se d’hor Zalver ha livirit d’ezan en deus great kalz vad d’ar relijion zantel. »

An eal a reas eur c’houezaden, ha kerkent dor aour ar Baradoz a zigoras, ha Fant, pa welas peger kaer ha pegen dudius e oa an holl draou ebarz, a reas eur gammed war he c’hiz, ne grede ket mont er Baradoz ; sellet a rea oc’h he boutou koad. Penaos mont gant eur boutou ken teo ha ker pounner war leur-zi aour ar Baradoz ? Sant Per a lavaras d’ezi :

— « N’ho pezet aon ebet, Fant ; ne viot ket ar genta o vont aze gant eur boutou koad. »

Neuze ar vaouez geaz, hardiseat, a yeas ebarz. Kerkent ha ma oa eat dreist an treuzou he dilhad holl, he boutou zoken, a deuas da veza skedus evel an aour, hag ar c’holo a deue eun tammig er-meaz eus he boutou a yoa lugernus evel bannou heol. Pa oa eat Fant er Baradoz, sant Per a skoas eun taol gant e alc’houez war ar skaon, ha kerkent eun arc’heal kaer meurbed en em gavas en e gichen. Azariaz e oa, an arc’heal a veze kaset peurliesa da ober ar c’hevrediou a veze c’hoant da ober buan.

— « Sellit, a lavaras d’ezan ar zant ; gwelet a rit aze eur rouden c’hlas, eur groaz warnezi. Ac’hanta, aze ema chapel Sant Kadou, e-kichen Menez-Are, e Breiz-Izel. Eno, war a glevan, ez eus c’hoaz kornandoned ; it da welet. Skrivit war an delien baper wenn-ma kement a welot hag a glevot, ma c’hellin lavaret d’an Aotrou Doue ar wirionez pen-da-benn. »

O veza saludet sant Per, an arc’heal a zispakas e ziouaskel lugernus ha ne oe ket pell oc’h erruout a-us da vro Vreiz-Izel.

P’edo digouezet tostik-tost, e chomas eun tachad da ehana war eur goumoulen o sellet ouz an douar ha na pebeuz tra iskis a welas, va Doue !… En eul lanneg, en-dro d’eur chapel, ha betek war dreujou ar chapel zoken, eur bagad loenedigou blevek, kerniel war o fenn, a zanse, a c’haloupe, a zaoulamme, a youc’he ; ha gant eun dan vad paour tapet ganto e c’hoarient, o teuler anezan eus an eil d’egile, evel ma ra paotred Plougasnou pa vezont o c’hoari terri koz podou da zular C’hasimodo. An dan vad paour a vleje hag e c’hloan a nije gant an avel evel pluennou erc’h.

Ar chornandoned a youc’he bepred hag a gane :


Sant Kadou zo eur zantig mat,
Patati, patatat,
Mignon eo d’ar c’hornandoned
Patati, patataned.


An arc’heal paour a skrije o klevet kemend all, hag o welet eur seurt tra heuzus ; dispaka a reas koulskoude e baper, ha gant e bluen aour e skrivas :

« En hano an Doue teir gwech santel, me, Azariaz, Arc’heal eus ar Baradoz, dre eun nosvez kaer steredennet, em eus gwelet en eul lanneg, dirak chapel Sant Kadou, sperejou daonet oc’h ober c’hoariou iskis ; taoler a reant en ear eun dan vad, evel a ra ealedigou ar Baradoz pa vezont o c’hoari bilibotan, hag en eur youc’hal e kanent soniou en enor da zant Kadou. »

Pa oe echu e skrid gant an arc’heal e tispakas adarre e ziouaskel, hag e teuas betek an douar, sioulik. Skeud e ziouaskel lugernus a spontas ar c’hornandoned, ken na laoskjont eur youc’hadeg, evel pa vije bet tri c’hant kaz o viaoual, hag ez ejont kuit evel pa vijent eat en douar.

An arc’heal a jomas a-zav dirak ar chapel. A zioc’h an nor, en eur c’hustod, e weled skeuden sant Kadou, e mean Kerzanton, eur vantel vean ivez war e gein, ha hi kizellet kaer meurbed.

An arc’heal a zavas e zaoulagad da zellet oc’h skeuden ar zant, hag e oé souezet maro o welet anezan o ouela, ken dourek zoken, ma tivere an daerou betek an douar.

— « Perak, eme gannad an nenvou, e ouelit hu evel-se ? »

— « Eal santel, eme ar zant, me a zo, pell bras a zo o c’hedal ma teuy unan bennak da rei skoazel d’in. Na laouen ez oun ouz ho kwelet !… »

— « Asa, eme an eal, o klask ober gwap eo emaoc’h ’m eus aon ! Laoskit hoc’h ormidou, me ho ped, ha selaouit ac’hanoun. Me eo Azariaz, Arc’heal, digaset ama gant Doue evit gouzout ar wirionez. Livirit d’in eta war-eün penaos ha perak e vez aze bemnoz an diaoulou bihan am eus gwelet aze bremaïk. »

Ar zant a laoskas eur glemmaden druezus.

— « Buan, buan, eme an arc’heal ; hor Zalver a zo o c’hortoz ac’hanoun, hag ar Baradoz, evel a ouzoc’h, a zo pell ac’han. »

— « Ra viot benniget, eal santel !… » eme ar zant.

— « Arc’heal… eme Azariaz, arc’heal eo ez oun ! »

Hag e tispakas e baper aour.

Goude beza huanadet, sant Kadou a lavaras :

— « Brema ez eus wardro daou c’hant vloaz, dre eun nosvez zu hag arneok, e klevis, dreist trouz an avel pennfollet, eun trouz-all krenvoc’h ha skiltrusoc’h, henvel oc’h eur glemmaden spontus, hag en dro d’in war al lanneg, e welis o koueza, evel eur barrad kazarc’h, loenedigou bihan, du ha blevek ; me lakae e oant lapoused noz. Unan anezo a deuas d’am c’haout hag a lavaras d’in :

— « Ni eo ar c’hornandoned diveza ; kas a reer ac’hanomp eus a bep leac’h, zoken eus a Vreiz eleac’h ez omp ganet. Breur, lez ac’hanomp da veva ama ez kichen ; bez truez oc’h ar c’hornandoned keiz… »

— « Me a zavas va baz, eur vaz vrao, a yoa neuze em dourn. Siouaz ! uzet ha krinet, torret eo bet zoken gant an amzer. Gant va baz e ris en ear sin ar groaz, o youc’hal a-bouez penn : « It kuit, sperejou fall ; en hano hor Zalver, it kuit ! » Kerkent an holl loenedigou ze a dec’has evel skubet gant eur barr-avel. Klevet a ris c’hoaz youc’hadeg ha malloziou epad eur pennadig… »

— « C’houi, eme an arc’heal, a lavar e oant eat kuit ; penaos ’ta edont i aze bremaïk ? »

— « Mont a ran da lavaret d’eoc’h, eal santel, eme zant Kadou gant eur vouez lentik. Gouzout a rit, kredabl, ez eus bet er vro eun dispac’h, eur reveulzi eus ar gwasa ; servicherien Doue hag ar veleien a veze lazet, an ilizou serret, skeudennou ar zent zoken a veze torret o fennou outo. D’in-me ne oe great droug ebet, abalamour d’am mantel a gaved kaer kenan, evit doare. Dont a rejod eur mintinvez d’am c’herc’hat, lakeat e oen war va c’hein en eur c’harr, ha kaset da Gemper, e leac’h ma ’z oa mennoz, dioc’h ma kleven, d’am lakaat en eun ti bras ’zo eno da c’horren an traou koz o deus talvoudegez, evit ma’z afe d’o gwelet an dud o defe c’hoant.

Noz e oa pa zigouezis eno, ha da c’hedal an deiz e oen lakeat en eur park tostik da gear. E c’hellit kredi, n’edon ket war va zu eno ; ne rean nemet hirvoudi warlerc’h va japel, ar menez a garien kement, hag an dud vat a deue bemdez d’am fedi. An noz a zeuas eta, noz kaer ha dudius ; bolz an nenv a yoa steredennet evel eur parkad balan karget a vleun melen. Va Doue, eal benniget, m’am bije bet diouaskel eveldoc’h e c’hellit kredi ne vijen ket chomet eno. »

Sant Kadou geaz a grene e vouez ; anat e oa en devoa aon.

— « Buan ! Buan ! hasti tafo ! » eme an arc’heal.

— « … Edon o ouela, glac’haret holl, pa glevis, wardro an hanter-noz, eun trouz henvel oc’h an hini am boa klevet ama eun nosvez, daou c’hant vloaz a zo ; an oabl a deuas da denvalaat, hag e klevis moueziou iskis o yudal hag o viaoual. Ar c’hornandoned eo a yoa o tont. Deuet e oant d’am c’hichen ; lammet, nijal a reant en-dro d’in. Neuze e teuas d’in eur mennoz. Klevet em boa ar re goz o lavaret n’eo ket ar c’hornandoned ken drouk ha ma kreder peurvuia ; va mamm-goz he devoa kontet d’in an troiou-kamm o devoa great meur a wech evit ober vad d’an dud keiz.

Hag e c’halvis anezo… » — An arc’heal a skrijas gant heuz o klevet kemend-all.

— « Penaos, emezan, hoc’h eus gallet, c’houi eur zant, gervel kornandoned war ho tro ? »

— « Ya, ya, sur, gervel a ris ar c’hornandoned. O va Zalver Jezuz, koueza rejont warnoun evel eur bar-arne ; krena ’ran c’hoaz pa zonjan… »

Hag an eal, eun tamm droug santel ennan, a lavare : « Difre, difre ! Lez an troidellou hag an digareziou. »

— « Aon am boa, ha ne ouien petra da ober. C’hoaz ma vije bet va baz ganen ! Mes, siouaz ! unan anezo a zellas piz ouzin hag a youc’has : « Sant Kadou eo ! Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! » Hag an toullad traou hudur da yudal eveltan : « Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! hi ! » Hag e lamment evel diaoulou… — « Ya, sur, kornandoned vat, me eo sant Kadou ; ma karfac’h kas ac’hanoun d’am japel, du-hont, e kichen Menez-Are, n’ho pefe ket a geuza-c’houdevez. » — « Petra roi d’eomp ? » – « Me bedo Doue evidoc’h. » – « Hi ! hi ! hi !… Leuskel a ri ac’hanomp da veva el lanneg, eno ez kichen ? » — « Gouzout a rit ervat, kornandoned keiz, me n’hellan ket rei d’eoc’h ar gwir-ze. »

— « Hi ! hi ! hi ! n’hell ket leuskel achanomp, emezan… » — « Sell, sell, eme unan, n’ema ket e vaz gantan… » — « …N’ema ket e vaz gantan ! » eme ar re all war e lerc’h a eur vouez. Ha kerkent e tibradont ac’hanoun war-bouez o skilfou, uhel, uhel en ear. Digouezet e oant etre ar meneziou, e leac’h ma’z eus eun toull doun, leun a zour lous, hag a vez great Toull-an-diaoul anezan ; den ne dremen morse ebiou eno hep ober sin ar groaz. Mat, a-ziout an toull-ze eo e oen kaset ganto. Hag e kanent : « Paratata Paratati ! E Toull-an-diaoul ez i !!!… » Ken trubuilhet e oan ma ne ouien mui petra rean ; ne ouien ket petra lavaren. Va Doue, arc’heal santel, me… me… me gav d’in em boa lavaret e rojen d’ezo ar pez a c’houlennent, e lezjen anezo ama el lanneg… Ya, kredi ran, mes, lavaret a ran d’eoc’h, ne ouien ket petra rean… »

An arc’heal a grizas e dal ; eur zell du a reas oc’h ar zant paour. Hema a welas an dra ze, hag a hastas lavaret :

— « Manket oun bet, her gouzout a ran ; keuz am eus. Petra fell d’eoc’h ? Great eo an taol ! Ha neuze, aotrou arc’heal, kredit ac’hanoun, me a anavez mat ar c’hornandoned ; n’int ket ker fall ha ma leverer… »

— « …Awalc’h, eme an arc’heal ; Doue a varno ! »

Dastum a reas e baper, hag o tispaka e ziouaskel e nijas buan d’ar Baradoz.

Pa zigouezas en nenv, tenval e benn, e roas e baper da zant Per. Hema a yoa prez bras warnezan. Eur maread brao a eneou a yoa oc’h e c’hedal, ha kalz anezo a yoa du evel uzel ar siminal ; hag ar porsier koz a c’hrosmole :

— « Boued an diaoul ! Boued an ifern !… »

Lenn a reas kerkent ha ma c’hellas ar skrid en devoa bet digant an arc’heal. Mat, mat oa. Sant Kadou a yoa kablus ; hogen, sant Per geaz n’en doa ket ankounac’heat en devoa pec’het ivez e unan. Ha setu-hen nec’het, ken nec’het ha ma c’heller beza. Sevel a reas e benn d’an neac’h, evel evit klask sklerijen ; hag e welas eun ene o tont ; chilgammat a rea mantrus o vont er-meaz eus ar Baradoz. — « Hola ! eme ar porsier koz, da beleac’h ez it ’ta evel-se, hep goulen va aotre ? »

Fant geaz e oa. Chom a reas a zav, hag e lavaras : « Edon o vont da welet va denved ; aon am eus na ve eat meur a hini anezo gant ar c’hornandoned. Sell ’ta, pa deu em spered, hag hoc’h arc’heal, dizro eo ? »

— « Ya, sur, eme zant Per ; ma c’houfac’h pegen nec’het oun-me gant ar c’hornandoned daonet se ! »

— « Kredi a-walc’h a ran ac’hanoc’h, abostol santel ; loenedigou divalo eo ar re-ze. Ma vijen bet sant Per, me oar avad petra ’m bije great… »

— « Livirit d’in ’ta, Fantig, livirit d’in ’ta buan ! »

— « M’em bije o dastumet holl en eur gaoued, ha lakeat anezo en eur c’horn bennak eus ar Baradoz da ober plijadur d’an ealedigou inosant a zo aze ; n’eo ket ma vent inouet bugaligou an Aotrou Doue, mes, sellit, pa ne c’hellint mui ober droug, ar c’hornandoned a zanso, a lammo, hag a gano en eun doare ken iskis, ma vo, sura-walc’h, kalz ebat ganto ! »

Sant Per a zizavas gant e zourn ar bouchadig bleo gwenn a yoa c’hoaz a-zioc’h e dal. — « Eun ali mat eo, a gredan, demezel Fantig. Mont a ran da welet an Aotrou Doue. »

Hor Zalver en deus stad ouz kement tra n’eo ket drouk, hag e kavas mat kenan ar pez a lavare d’ezan sant Per. — « It, emezan, da gaout va zad-mager, ne jomo ket hep rei d’eoc’h eur gaoued. »

Sant Josef a yoa dres o tigouezout er Baradoz, bet oc’h ober eun dro e Breiz-Izel. Bloaz a yoa, da zadorn ar Basion, sakrist Kastell-Paol, o voucha skeudennou ar zent, a zigouezas gantan terri skouarn dragon sant Paol gant e skeul. Sant Josef en doa klevet santez Anna ha sant Paol Aorelian o koms etrezo diwar-benn, an dra-ze ; hag e kemeras e venviou, eun nosvez, hag, hep gouzout da zen, ez oa bet o tresa ar skouarn dorret. Pa oe lavaret d’ezan petra yoa c’hoant a raje, e stagas buan d’al labour. Ne oe ket pell evit beza great ; livet hag alaouret e oe ivez, ha ker kaer e oa ma ’z oa eun dudi sellet outi.

Sant Per ken nebeut, n’en doa ket ankounac’heat e vicher goz. Lakaat a reas ober eur roued bras, bras, henvel ouz ar re a veze gantan gwechall o pesketa.

Eun nosvez ma oa ar c’hornandoned en o gwella o c’hoari hag o youc’hal en dro d’ar japel, sant Kadou a yoa o ouela pa welas an nenv o tigeri, hag eun dra henvel oc’h eur goumoulen leun a doullou o koueza war an dachen, ha buan, evel eur barr-avel o rafla an holl gornandoned, hag o sevel ganto warzu ar Baradoz.

Abaoue n’eus ket bet gwelet a gornandoned e Breiz-Izel


DIVEZ
  1. Skrivet gant Marianna Abgrall (Notenn gant Wikimammenn)