Kerkent ha goulou-de, Me ’glev ar falc’herien :
|
|
diou wech
|
O youc’hadennou seder,
A diston er maeziou,
Ken a dregern er pellder
Ekleo an traouiennou.
Heol nerzus mezeven
’N eus sec’het an trevad,
Ar prajou, ’vel ar mor bras,
Hinjet gant an ezen,
A led dindan an oabl glas
O gwagennou melen…
Laouig, ar mevel bras,
A voulc’h an troc’h kentan,
Hag ar filc’hier didrue
A diskarr ar bleuniou,
En eur vernian a goste,
Ar foen e restennou.
Pegen kaer eo gwelet
Falc’hadegou Kerne,
Pa vez renket, leun a lorc’h,
Beteg ugent pôtr mat,
O kas gante beb a droc’h
A bemzek botezad !
Sellet-ê, kreiz ar prad,
Dêvet gant an heol tom,
Ar c’houezadur a ziver
’Vel eur c’hlizenn bervet ;
Ar « maout » a vez gwerzet ker,
En bro ar Vretoned.
Mar deo kalet ar boan,
An enor a vo bras…
Arôk bepred ha buhan,
Lemet ervad, pôtred !
Na glevet ket war an tân,
Trouz an uou fritet !
Micher al labourer
A zo tenn ha poanius,
Mes e spered dibreder,
’Vel evnig ar c’hoajou,
A zo dilu ha seder
Pell diouz fank ar c’hêriou.
Poaniet a galon vad,
Falc’herien Breiz-Izel,
Ha pa deuy tôl an ankou
Da derri ho chaden,
Henvel ouz bleun ho prajou,
C’houi a varvo laouen.