Al Liamm Tir Na N-Og, 1954  (p. 16)
◄  Serr-noz Ar feunteun zu Arnev  ►



AR FEUNTEUN ZU


An dour a gouezh,
goustad,
berad ha berad,
a-hed ar raden gouez.

Didrouz ha lizidour
e virbilh an dour
diouzh gorre an bantenn ;
abaoe kantvedoù
e kouezh a veradoù
ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn.

Noz ha deiz,
a-hed ar raden leizh,
berad ha berad,
goustad.

Hep trouz ebet
e kouezh
a-hed ar raden gouez,
en un naoz re zon evit bezañ gwelet.

Perak avat e c’hoarvezas,
p’edon va-unan,
e chomis betek ma nozas
o sellout, en estrenvan,
ouzh an dour o veradañ ;
ha pa nozas,
e klevis ar garregenn o wadañ,
a-hed ar raden hir,
berad ha berad,
goustad,
e kalir
an noz.