CANTIC VAR AR FINVEZOU DIVEZA
Eus an den, evit distaga hor chalon diouz ar bed-ma. Va’r ton ; Biron, Biron.
SOnjit, den abuset,
Sonjit en eternite,
C’houi pini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Sonjit e rencot mervel
Ha quitaït ar bed-ma,
Pa zeuiô Doue d’ho quervel
Abarz nemeur ama.
Neuse gant cals a spont
En rencot apparissa
Da renta piz ho cont
D’ar barner rigourussa ;
Ur setanç a receffot
A vuez pe a varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamæs a bado.
Nemet ur veich epquen
Ar barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller ;
Hoguen barados collet,
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gouneset,
Chetu gounezet oll.
Roet en deveus Doue
|
Ar choas d’hoc’h en assuranç
En eil pe’n eguile
Da ober ho temeuranç ;
En ifern p’e harados
E rencot chom ato
Da zevi pe da repos,
Goude souffr ar maro.
En traou-se ma sonjac’h,
E tillesac’h ar viçou,
Hac en em avissac’h
Da bratica’r vertuziou :
Eveziant vec’h da dec’het
Diouz peb occasion,
Da goueza en ho pec’het
Hac en dentation.
Couscoude oc’h quen dall,
Quen intourd, quen obstinet,
Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret,
Eleac’h sonjal en affer
Eus ho silvidiguez,
Ha c’houi en quer bras danjer
|
Da vont da goll ivez.
Sauvet[e]it hoc’h ene,
Ha d’an ifern renoncit ;
Choasif abret an eê :
Liquit ho poan d’he c’honit
Dre’n œuvrou a drugarez,
Dre ar batiantet
Ha dre ur guir garantez
En andret Doue bepret.
Gonfessaït a galon
Ho pec’hejou tremenet,
Ha goulennit pardon
Anezo gant guir regret ;
Grit ar resolution
Gant couraij da drec’hi
Ar goall inclinaiion
So enoc’h da bec’hi.
Reglit guell ho puez,
Hep conta pell da veva,
Tremenit peb devez,
Evel pa ve ho tiveza ;
Distroït hoc’h affection
Diouz an traou tamporel,
Oc’h ober reflexion
Var an traou eternel.
Ar bed a dremeno,
C’houi a dremeno ive ;
An ifern a chomo
Epad an eternite :
An tourraant a so enna
Jamæs ne finisso,
Mæs plijadur ar bed-ma
Souden a baouezo.
Siouaz ! peguer bras eo
Follentez ar c’hrouadur
A c’hoas devi en veo
Evit dister blijadur,
Devi eternellamant
|
Assambles gant Satan,
Hep biquen soulajamant,
En ur guele a dân.
Peguer fur eo an den
A renonç d’an æsamant
Eus ar vuez monden,
O choas art diæsamant
Evit beza da jamæs
Gant Doue o repos,
Ha gant ar sænt assamblez
En joa ar barados.
Ar seurt-se n[’]o [d]eus [1] quet
A velconi[ ]o [2] vervel;
Dre ur fizianç vras meurbet
Da gaout ar vuez eterel
Hac en laouenidiguez
E vez neuse chenjet
Quement seurt tristidiguez
Ho deveus diouz ar bed.
Choas a ran, va Salver,
Em buez ar binijen,
Soufiir a rin gant dousder
Peb seurt poan hivisiquen ;
Mæs roït d’in an assistanç
Eus ho Speret Santel
Da drec’ni va inconstanç,
Ma vezin deoc’h fidel.
Renonç a ran d’ar c’hic,
D’ar bed ba d’an drouc-speret,
D’ar pec’hejou lubric
Ha d’an oll avarisdet,
Ma hellin en ho presanç,
Va Jesus, er maro
Apparissa gant fizianç
Ha mont gueneoc’h d’am bro.
Amen.
|