Ar bed ’zo leun a gened, fin ’zo d’ar gousperou
Fin ’zo d’ar gousperou ;
Deus ganin, ma mignonez, di rei tra la lan la,
Deus ganin, ma mignonez, da vale ar maeziou.
Evel an heiez spontik, tec’homp pell diouz ar vrud,
D’ankouaz e-touez an evned sonj trubuilhus an dud.
An trouz a skuiz ar spered hag a wask ar galon ;
Er sioulder eman mammen al levenez gwirion.
Eno e c’hall ar spered dispak e ziouaskell,
Nijal da volz ar stered da glask sonjou uhel.
Eno ’n em zant ar galon luskellet gant dudi,
War wagen garantezus eur mor a goantiri.
Demp, eta, eur pennadig betek flouren ma zad,
D’azean ’skeud an haleg war ar bleuniou c’houez-vad.
Biskoaz lec’h dudiusoc’h ! Er c’hreiz eur feunteunig,
Tro-dro eur wazig laouen o kanan he muzik.
Miz mae d’ei en deus gwisket ar gaeran kurunen :
Kelve glas, haleg melen, elestr aour ha spern gwenn.
E zorn skanv en deus brodet, ’n he falen voulouz gwer,
Mil vleuen dantelezet, marellet a gaerder.
Brao e vo ’n em ziskeudi er wazig melezour,
Ha gwelet war ar bili ebad ar peskig flour ;
Selaou richan an evned, son gwapaüs ar ran,
Dizolo eun neiz pintik kuzet e-touez ar man.
Ha, pa grogo an estig en e delen ken drant,
Pa glozo ar valafen he diouaskell arc’hant,
Pa berlezenno ar yeod gant glizen ar zerr-noz,
Pa darnijo d’e neizig « laouenanig ar roz »,
Neuze, da vouez ar c’hleier o son an Anjelus,
Gant peb a vrec’hiad bleuniou ’tistrofomp evurus.
Bleuniou tener ar flouren, frouez hon abardevez,
A ginnnigfomp gant doujans da aoter ar Werc’hez.