Ar gernez en Irland

Le Courrier du Finistère, 1880  (p. 08/03/1880)



AR GERNEZ ENN IRLAND
————
DISKAN

Truezuz eo ar c’hlemmou a zao dreist kroz ar mor,
Klemmou tadou ha mammou, bugale an Arvor !
Daoust ha n’ho c’hlevit-hu ket dre ’n avel o c’hervel,
Oc’h ho kervel, Bretouned, d’ho rekour kent mervel ?

Piou ho kalv, tud kalounek ? Gant an tarz e diroll,
Hag eul lestr oc’h ho kerrek a ve o vont da goll,
Pe eur vag pesketerien, hep stur na roenv e-bed,
E-creiz an denvalijen, a ve eat d’ar goeled ?

Nan, gwasoc’h kalz eo a zo : tud eur vro holl a-bez
Eur vro gaer evel hor bro, enn-hi tud hep danvez,
Tud paour ha tud a galoun, tud vad ha kristenien,
Dare da vervel gant naoun, a c’houlen aluzen.

N’ema ket pell ar vro-ze diouz hor bro, Bretouned,
Hon aojou-ni hep mare gant ho mor zo skoet,
Hag non tadou gwechall-goz, mignouned ha kerent,
A zo eat d’ar Baradoz diwar galoun ho zent.

Euz a vro an Irlanded eo bet skignet e Breiz
Evel goulaouen ar bed, sklerijen gaer ar feiz ;
Euz a vro an Irlanded, n’euz ket a-veac’h dek vloaz,
P’edomp o vervel flastret, hor beuz bet harp ha skoaz.

Bezomp d’hon tro kalounek, diskouezomp, Bretouned,
Ez omp-ni tud anaoudek kever an Irlanded ;
Pell a zo enn dienez, ma ne varvent brema,
E varvint gant ar gernez, abarz nemeur ama.

Enn ho ziez n’euz eskenn, bod keuneud d’ober tan,
Gant an naoun, ar ienien, e krenont braz ha bian ;
Tadou, mammou, bugale, zo ho dillad truillou,
Ar re zo evit bale a zo evel spesou.

Ouspenn ann naoun zo c’houero : ho c’halounou a rann
Pa welont a-ziraz-ho ho zud e-kreiz pep poan ;
An tad ia da glask eul lec’h distro evit mervel,
Ar vamm zo penn he bron sec’h e genou he bugel.

Mervel a rank gant an naoun, mervel gant an enkrez
E kichen dor ar Zaozoun, dor an dud digernez
An Irlanded kristenien, laeret ho bro, tud keiz !
Laeret hara ho c’houezen…, n’eo bet laeret ho feiz.

Bretouned, d’an Irlanded roït buan hag affo !
Naounegez ne c’hortoz ket, an naoun a zo garo.
Aluzen ar garantez a domm ar c’halounou,
A bella pep dienez, a dorr nerz ar poaniou.

Bretouned d’an Irlanded, ho preudeur peorien geiz,
Ho kerent, ho mignouned dre ar galoun, ar feiz,
Enn hano Doue, hor Zalver, evit en em vaga
Roït diwar ho tiouer arc’hant da gaout bara.

Bretouned d’an Irlanded, ho preudeur kristenien,
Tieïen, martoloded, roït holl aluzen,
Ha diwar-n-hoc’h ar bennoz a zistroio a-bell,
Gwalennou Doue zo tost, gwall amzer, gwall avel.

G. MILIN.