Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Diviz evit goulen eur plac’h yaouank da eureuji.



AR GOULENN-EURED
————
Diviz etre ar jubenn hag an tad
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key g \major
      \tempo \markup { \italic Andantino}
      \autoBeamOff
      \time 6/8
      \partial 8*3
      b'8 b b b4. a8 b a | \time 3/8 g4 b8
      \time 6/8 d4 b8 d4 c8 | b4 r8 a b c | d4. d8 b g
      c4. c8 c c | b4. b8 a g | a4 r8 a b c
      d4. d8 b g | \time 3/8 c4 c8 | \time 6/8 b4. a8 b a | g4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Deiz mat d’eoc’h holl, tud an ti -- man, kel
      la -- ouen ho ka -- van, Ker brao gwis -- ket, e pep fe --
      son, Ma la -- var d’in stok va c’ha -- lon, n’hel -- lin bi --
      ken tre -- men ho ti, hep dont d’ho sa -- lu -- di.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

Ar Jubenn

Deiz mat d’eoc’h holl, tud an ti-man,
          Kel laouen ho kavan,
Ker brao gwisket, e pep feson,
Ma lavar d’in stok va c’halon,
N’hellin biken tremen ho ti,
          Hep dont d’ho saludi.


An Tad

Ni a zoug ar memez salud,
          D’eoc’h c’houi koulz ha d’ho tud,
An onestiz eus ho komzou,
Ar bervig dous eus ho sellou,
A lavar d’eomp, skler hag anat,
          Ho peus eur c’helou mat.


Ar Jubenn

Ni ’zo warlerc’h eur goulmig wenn,
          Gwall dizet gand eun tenn,
He askell gleiz a zo torret,
Nijal mui pell ne oufe ket
Hag e klevis ez eo ama
          Ema deut da goueza.


An Tad

Mar deo Eoulmed eo a glaskit
          Kit d’ar maner davit ;
Amañ, war ar maez, ganeomp-ni,
N’eus nemet piked ha brini,
Hogen eur gaou a livirit,
          Eun dra all a glaskit.


Ar Jubenn

Ni zo o klask louzeier fin
          Da lakat ’n hor jardin,
Eun louzaouenn mat ouz ar bles,
Graet gant birou ar garantez,
Hag e klevis dec’h diweza
          Her c’havjen er gêr-ma.


An Tad

Ar flourdelizenn a glaskit
          Siouaz ! d’eomp aet eo kuit ;
Ema breman e Kemperlé,
Er gouent o veuli Doue,
Koantoc’h eged eur bodig roz
          E liorz ar baradoz.


Ar Jubenn

Nann, va mignon, n’ho kredan ket,
          Doue en deveus graet
Evid ar vered an ivin
Evid al liorz al louzou fin
Hag Annaïg da laouenaat
          Kalon eur pried mat.


An Tad

Evel an dour, war ar prajou,
          E tired ho komzou.
Treuzi a reont dor an ti-ma,
Evel ar mel eun tamm bara ;
Da beurober ho kefridi,
          Den yaouank deut en ti.

An tad a ra tro an ti hag a ginnig d’ar jubenn e wreg, unan eus e verc’hed dimezet, eur c’hrouadur bihan ganti war bleg he brec’h, eur verc’hig ha n’ema ket c’hoaz en oad da zimezi hag erfin ar plac’h nevez.

An Tad

Gortozit ’ta eun nebeudig
          Ma rin eur haleig,
Da c’houzout hag ez eus en ti
Eur plac’h bennak da zimezi.
Setu unan a ziaze,
          Mar deo diouz ho toare.


Ar Jubenn

Ouz ar wreg fur-ze pa zellan,
          Heb aoun e lavaran
He deveus graet mat he labour
Maget ke zud, gwisket ar paour,
Met ar pez he deus graet pell ’zo,
          Eun allig her graio.


An Tad

Setu ama unan ker gae
          Hag an heol da viz mae,
He diou chot ’zo diou gerezenn,
He daoulagad, diou steredenn
Hag a zo da ziouall outo
          Hounnez eo sur ho po.


Ar Jubenn

Ya ! va mignon, an dremm lemm-se
          Eo dremm ar garante,
Met me gred eo dija poazet
Diouz an darbod he bizied
Ha mar d’eo ker ruz he chot klei
          Eun all ’n deus poket d’ei.


An Tad

Nag an aelig-ma da Zoue,
          Hag ho koulm e vefe ?
Plac’hig vihan savit ho penn
Da zellet ouz ar gristenien
Ho lagad glas, ho pleo melen,
          Ne raint ket droug da zen.


Ar Jubenn

Gand an heol tomm hag an amzer
          Eo ec’h aog ar mesper,
Bloaz ’zo an hini a glaskan
A oa glas-dour evel houman,
Met hizio Tistag diouz ar brank,
          War zin eun den yaouank.


An Tad

Va mignon, n’eus den evidoc’h,
          Rak-se greomp ar peoc’h…
Setu ar plac’h a c’houlennit,
Hogen, den yaouank, diouallit
Na ve morse kerse ganti
          Beza kuitaet he zi.


————