D. Derrien, 1902  (p. 176)



AR GOZNI
————

A baziou prim hag hirr kement bloaz a dremen,
Amzer griz ar gozni zo dem-zost d’in siouaz !
Em bleo, gwech’all ken du, meur a vlevenn zo gwenn,
Beac’h ar bloaveziou zo pounner vid va diskoaz.

Dizale me ranko kimiada, gand anken
Diouz ar c’hoajou dero, diouz ann draoniennou glaz,
Va daoulagad prennet ne c’hallint gwelet ken
Ar mor o lammet huel dreist reier ann aot braz.

M’em euz kement a geuz o tilezel ann douar
Ma’z eo va c’haloun baour rannet gand ar glac’har,
O sonjal eo ken tost ar mare da vervel,

N’eo ket n’am befe mall da welet va C’hrouer :
Aoun em euz na ve ket ar Baradoz ken kaer
Eged va bro Treflez, perlezenn Breiz-Izel.


————