Ar gwir eürusted
————


Gwechall-goz — brema zeuz eur pennadik brao — e oa o chom, en eur barrezik vihan deuz Penn-ar-bed, eun tiegez : an tad, Fanch Donval, e c’hreg Katou hag e vab Yannik oajet a c’houezek vloaz. Beva a reant en o eaz, rag o ziegez a oa d’ezo ; lavaret a heller zoken ne vanke netra d’o eurusted, hervez ar gwel da viana.

Labourat a reant, o zri, epad c’houec’h devez deuz ar zizun evit gounit ar pez oa red d’ezo da veva ; ho labour n’oa ket tenn, ha ne rankent ket poania, evel lod, da arboell eur gwennegik bennag abenn Gouel-Mikel ; rag evel m’euz hen lavaret d’eoc’h ho mereuri oa d’ezo a leve. D’ar zeizved devez e tilezent peb labour, evit mont da bedi Doue d’an iliz-parrez. Da c’houde an offeren, ne vankent morse da vont d’ober eur bedennik war beziou o c’herent maro, evit goulen digant Doue kaout truez euz o eneou.

Pa deue koulz ar pardoniou, Yannik ne vanke morse d’o darempredi, asamblez gant e vignon Loeiz. Erruet er pardon e kemere e blijadur gant ar re iaouank euz e oad, o c’hoari ar c’hillou pe eun dra bennak all. Deuz an noz, war dro kuz-heol, e tizroe d’ar gear asamblez gant e vignon, en eur gana kanaouennou brezonek.

Daoust d’ezan da veza eüruz er gear, Yannik a veze ato du e dal. Dre ma kreske Yannik, e boan-spered hag e dristidigez a greske ive bemdez. E dad hag e vam o doa klasket gouzout petra oa an abek da gement-se, mez en aner avad ; Yannik na anzave man outo.

Mez, eme c’houi, petra ’hellfe beza e penn Yannik neuze ; rag ral braz eo gwelet paotred iaouank en oajou-ze, o kemeret poan-spered gant an traou ? Klaskit ha marteze e kavoc’h… Mez nan ! gwelloc’h eo d’in lavaret d’eoc’h didroidel ar penn-abek da boan-spered Yannik, rag ne zivunjet morse. Selaouit ! Yannik a wele awechou aotrouien hag itronezed o tremen a-biou da di e dad, e gweturiou pe e karosiou, hag e lavare ennan e-unan : An dud-se a zo eüruz ; ne reont seurt deuz ho c’horf, nemed pourmen deuz an eil penn d’egile d’an deiz ha goulskoude o deuz gwelloc’h bara egedon-me da zrebri… Me garje beza bet evel ar re-ze ive…

Foura a reaz don ar sonj-se en e spered. War an deiz ne laboure nemed en despet d’ezan ; hag en noz ne gouske berad, koulz lavaret, rag e spered a veze dalc’hmad o sonjal en eürusted ar vourc’hizien.

D’an ampoent-se e oa eur c’hrac’h koz o chom e parrezik Ar Roc’h, e kichen Lannderne. E ziegez a rea en eur garrek kleuz war ribl ster an Elorn. Ar c’hrac’h koz-ze a dremene evit beza eur sorserez vraz ha gallouduz, doujet gant an holl tro war dro. An dud diskontant, pe diez en o c’hroc’hen a deue da c’houlen aliou diganti : ha lavaret a reer, meur a hini paour-noaz a zo deut da veza pinvidik-mor goude beza bet euz he c’haout.

Yannik Donval a glevaz eur menek bennak a gement-se. Heb dale en em lakaz en hent da vont d’e c’haout, heb lavaret grik da zen. Ober a reaz war e droad pemp leo evit dont d’ar Roc’h ; neuz forz, dek leo en dije great zoken, mar bije bet red !

Pa eruaz e garrek ar sorserez, houma ’oa o tistalia deuz e dijuni c’hoaz. Gant eur vouez rok e c’houlennaz ouz Yannik d’ober petra e oa deut ? Gant eur vouez vrao, hevel deuz hini eur vaouez, Yannik a lavaraz d’ar c’hrac’h-koz petra ’oa bet betek-hen ; petra a c’hoantea beza hiviziken. Dre ma kaozea Yannik, ar sorserez a deue da veza lawenoc’h, ha gant eur vouez leun a zounder, e lavaraz d’ezan :

— Great e vezo hervez ho koulen, den iaouank ; hag azalek hirio bezit ar c’hemverser pinvidika a zo dindan heol Breiz-Izel…

Yannik Donval n’en doe ket a amzer da drugarekaat ar sorzerez koz. En eun taol kont, heb gouzout dare d’ezan, ec’h en em gavaz en eur stal mekanikou deuz Raozon, kear-benn Breiz-Izel. Koll a rafen ma amzer ma iafen da niveri d’eoc’h pesort mekanikou ha marc’hadourez a oa e ti Yannik ; n’eo ket re eun dellien a-bez evit renka ama, evel m’eo dleet, hanoiou an holl draou-ze.

Brema Yannik en deuz bet ar pez a c’hoantae ; pinvidik-mor eo. N’eo ket gouest da niveri e holl zanvez ; ne oar ket zoken peseurt talvoudegez o deuz an traou a zo en e stal. Mont a ra e gemwerz en dro brawik gantan hag en em blijout kenan a ra en e stad.

Mez allaz ! pa vez an dud er brasa levenez, ar glac’har hag an displijadur a zo tost ive. Yannik Donval beteg-hen, en deuz bet chans ato gant e varc’hadourezou ; mez brema ar gwalleuriou a zo o vont da goueza pounner warnean, d’o zro.

Eun devez e teuer da lavaret d’ezan ez eo friket dindan an tren eur c’harrad marc’hadourez p’ oa o tremen an hent-houarn, mez ar pez oa ar skrijusa, an daou vevel hag an daou varc’h stag ouz ar c’harrad marc’hadourez zo bet lazet ha dispennet holl gant an tren ive. Pa glevaz ar c’hêlou skrijuz-se, Yannik Donval a vennaz koll e benn gant an dizesper. Ne douchaz euz tamm boed ebed hed an deiz ha pa eaz d’e wele ar c’hoant kousket a bellaz outan.

Antronoz vintin, beure mad, ar faktor a deuaz da zigas eul lizer d’ezan. War al lizer-se, skrivet d’ezan euz an Amerik, e welaz e oa beuzet eur vatimant marc’hadourez d’ezan, tost d’eur porz-mor deuz ar Stadou-Unanet. Ar marc’hadourez kollet war ar mor o doa eun dalvoudegez vraz. N’eo ket an dra-ze a rea ar muia poan d’ezan c’hoaz, mez ar verdeïdi a oa war al lestr a oa holl beuzet ive. N’oa mui harp ebed d’e zizesper ; kollet net en doa e benn hag anez an dud oa war e dro en dije en em daolet war e benn er ster.

Goude an daou zarvoud skrijuz-se, Yannik ne fellaz mui gantan chom wardro e gemwerz. Gwerza reaz e holl draou d’eun Aotrou deuz n’on dare peleac’h hag heb keuz e tizroaz adarre da di e dad hag e vam en eur barrezik vihan deuz Penn-ar-bed.

Labourat a reaz en e barkou epad c’houec’h devez deuz ar sizun, evid gounid e vara evelkent gant ar c’houezen deuz e dal, D’ar zeisved devez e tileze peb labour evit mont da bedi Doue d’e iliz-parrez hag e drugarekat da veza hentchet anezan da zizrei d’ar gear. Keuz braz en doa da veza bet touellet gant ar c’hoant beza pinvidik ; rag pinvidigez n’eo ket eürusted.

Darempredi a reaz evel kent ar pardoniou asamblez gant e gamaraded iaouank. Ober a reaz anaoudegez gant eur plac’h iaouank euz e barrez ha prestik goude e timezaz d’ezhi. Chom a reaz er gear evit rei skor d’e dad ha d’e vam daoubleget dija dindan pouez ar bloaveziou. Beva a reaz koz hag eüruz asamblez gant e c’hreg hag ar vugaligou oa plijet gant Doue rei d’ezan.

An dra-ma a ziskuez d’eoc’h, mignoned, n’eo ket an arc’hant a ra an eürusted. Eun diwaller-denved deuz Menez-Are a zo eürusoc’h eged meur a Roue !

St-Thegonnek.

J.-P. AR BRAS.