Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar logoden er bod.



AR LOGODENN ER BOD
____


Ficha, ficha logodenn,
   Er bod, er bod,
Ficha, ficha logodenn
   Er voudenn !

War he c’hof ha war he c’heïnn
   Er bod, er bod,
War he c’hof ha war he c’heïnn
   Er bod dreïnn !

War he zreid ha war he fenn,
   Er bod, er bod,
War he zreid ha war he fenn,
   Er voudenn !

Ober a ra calz a dreïnn,
   Er bod, er bod ;
Ober a ra calz a dreïnn
   Er bod dreïnn !

Tapet a vô gant ar c’haz,
   Er bod, er bod,
Tapet a gant ar c’haz
   Er bod glaz !


Gant ar c’haz a vô tapet,
   Er bod, er bod ;
Gant ar c’haz a vô tapet,
   Mar n’ dec’h ket !


Jannet Plassart. — Montroules.

______________