Gwech-all, va mamm garet,
Me ’m eus bet plijadur,
Pa vezen luskellet
C’houi a gane d’ho krouadur,
Gwech-all, va mamm garet,
Me ’m eus bet plijadur.
Da vintin pa zaven
Me ’m eus bet plijadur
Pa laren va fedenn
C’houi ’ bede gant ho krouadur,
Da vintin pa zaven
Me ’m eus bet plijadur.
Epad va holl buhez
’Vit m’em bo plijadur
C’houi ’gano d’in bemdez :
Kanit, kanit d'ho krouadur,
Epad va holl buhez
’Vit m’em bo plijadur.