Lajat, 1909  (p. 260-Ton)



Ar Meder



Kerkent ha kân an evned
Eo zavet ar meder ;
Deus ar beure ve abred
O vont d’e barkeier ;

Vel al lapoused bihan
E teu dre eur beden
Da rei da Zoue e boan
Gant eur galon laouen…


Du-hont war lein ar mene
Ebarz eun oabl a dân,
E sav drant an heol-veure
Hag hen lintrus ha splan ;
’Neur ziskenn war an douar
E vannou kaer, lirzin,
Ra perlezennou dispar
Dimeus gliz ar mintin.

Neuze ar meder dinec’h
Hag evurus meurbed,
E falz gantan war e vrec’h
Ac’h a d’e barkad ed ;
En e bark an ed melen,
Leun a c’hreun alaouret,
Daoubleget gantan e ben,
A c’houll bezan eostet.

War ar plouz gwenn e falz dir
A sko taoliou stank, stank,
Rak an erv a zo gwail hir
Hag e steud a zo frank ;
P’an eus drammet, didrammet,
E laka ’n he gourve

An dram a zo distaget,
Hag en dro adarre !

Dre ma sav ’barz an oablou,
En oablou entanet,
An heol war an douarou
A deul tomder bervet ;
Mes ar meder aketus
A labour hep ehan,
Daoust e d’an domder nerzus
Ne zell ket ouz e boan.

Evelkent gwech hag amzer,
E teu da hirvoudi ;
Sonjal ra en e vicher
A zo poanius ha kri…
Pa deu gourc’hemen Doue
D’hen frealzi raktal :
— « Gonit a ri da vue
Dimeus c’houezen da dâl ! »

— O poagn, meder evurus,
Rak dirak da Grouer
Da boan a zo talvoudus,
Daoust ma zeblant dister ;

Gant an holl out ankouaet,
Mes dre da zorn bepred
Enpad ma ’z out daoubleget
Tremen bevanz ar bed !…

P’ac’h a an heol-ru da guz
Achu gantan e dro,
Pa goue sioul ha peuc’huz
An noz war ar maeziou,
E teu ive ar meder
Skwiz dimeus e barkou,
Ha dre ma tosta d’ar ger
Ec’h ankoua e boaniou…

Goude ze enpad an noz
E tiskwiz e gorf faez,
Ha dinec’h ’n e wele kloz
Eus goanv ha dienez,
E kousk seder, hep ’n em glem,
Kollet en eun hunvre,
Liou an dudi war e drem
Peuc’h Doue ’n e ine.

Henvel dimeus ar meder
Eo doare an den kez,

Krouet eo gand e Grouer
Da boanial hep paouez,
Vit dastum bemnoz, bemde
Eun eost kaer ha padus,
Hag hen lako ’barz an Nê
Da viken erurus !


————


AR MEDER



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key g \major
  \override Rest #'style = #'classical
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 4*1
  g'4 b8 d4 d8 g4 | e8 d4.~ d4 | b8 e e a,4 c8 | b4.~ b4 r8 | \break
  g a b b b c | a4. a8 b c | d4 a8 b4. | r2 r8 g | \break
  b d4 d8 g4 | e8 d4. d4 | b8 e d a4 b8 | g4.~ g4. \bar "||"
}
\addlyrics {
  Ker -- kent ha kân an ev -- ned eo za -- vet ar me -- der
  Vel al la -- pou -- sed bi -- han e teu dre eur be -- den, Da
  rei da Zou -- e e bo -- an gant eur ga -- lon la -- ouen.
}
\addlyrics {
  Deus ar beu -- re ve a -- bred, o vont d’e bar -- ke -- ier
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #123
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }