Lajat, 1909  (p. 84)



AR MIGNON


D’Alfred Lajat « Mab-an-Argoat ».


Pebez tra frealzus, kavout eur gwir vignon,
Unan-all hag a zo eun eil c’houi-hoc’h-unan ;
Unan an eus ganac’h eun hevelep kalon,
En pehini, dinec’h, e tizammet ho poan…

Ar mignon ’vit an den a zo evel eun tad
Pe c’hoaz evel eur vam, dalc’hmad leun a zouster ;
Bezan an eus bepred aliou fur ha mad,
A goue evel ar gliz ouz e galon dener…

Poan ho peus, pe enkrez ? Ho mignon ’n eus glac’har
Bezan hoc’h evuruz ? E joa a zo dispar…
Karout e ra trubuilh ar pinvig hag ar paour !

Siouaz ! Ar gwir vignon a zo hirie tano,
Mar hon deus unan mad… oh ! meulomp e hano,
E garante zo d’imp talvoudusoc’h vit aour !