◄ | Fañch an Uhel Contes bretons (1870) |
[[|►]] |
AR MILINER HAG HE AOTRO.
________
Pewar bloaz a oa n’hen defoa ket paeet he c’hour-mikaël [1] d’he aotro. Paour a-walc’h a oa ! un dez ann aotro, o retorn euz ar chasse, ha drouk en-han, abalamour n’hen defoa tapet netra, a dennas war vuc’h ar miliner, a gavas en he hent, hag a lac’has anehi. Groeg ar miliner a welas ann tol, hag a diredas d’ar gèr o estlammi : — Allas ! Allas ! glac’haret a-walc’h omp wit ann dro-ma ! Setu lac’het hon buc’h gant ann aotro ! —
Ar miliner na laras mann-a-bed ; met drouk a oa en-han memeuz tra. Epad ann noz, a kignas he vuc’h, hag ec’h eaz neuze da werza he c’hroc’henn da Wengamp. Evel ma hen defoa pell da vont, hag hen defoa c’hoant da vea beure-mad en kèr, a partias euz ar gèr wardro anter noz. Digwêt da dremen ur c’hoad lec’h ma oa ar vrud a vije laeron braz, a teuas aoun d’ehan, hag a pignas war ur wezenn, da c’hortoz ann de.
En-bezr ec’h arruas indan ar wezenn-se ur vandenn
laeron, da bartaji oc’h arc’hant. Ha setu chikan ha
trouz ; na oant ket ewit em glewet.
— Jezuz, ma c’halfenn kaout ann arc’hant-se ! a lare ar Miliner en-han he-unan. Hag hen o sonjal teurrel kroc’henn he vuc’h en ho c’hreiz, ewit ho sponta. Al laeron, o welet ar c’hernio hag ar c’hroc’henn du-se, — rag du a oa ar vuc’h, — a sonjas d’he a oa arru ann Diaoul d’ho c’herc’had. Ha da skara, du-man ha du-hont, hag o leuskel eno oc’h holl arc’hant ! — Deut eo ma zol da vad, war ma fe ! — eme ar miliner. Hag a tiskennas neuze diwar he wezenn, hag a pakas ann holl arc’hant en kroc’henn he vuc’h, ha d’ar gèr ! Beteg ann dez a chommas he vroeg hag hen da gonta arc’hant ; met na oant ket ewit dont a-benn da ober kont a-bed, re a oa euz ann arc’hant.
Ann dewarlerc’h ar beure, ar miliner a laras d’he vroeg mont da di ann aotro, da c’houlenn un anterrenn, da vuzura ann arc’hant. Mont a ra ar vroeg, hag a c’houlenn ann anterrenn. —
— Da betra oc’h euz-c’hui ezomm un anterrenn ? a laras ann aotro d’ehi.
— Da vuzura arc’hant, aotro.
— Da vuzura arc’hant a-walc’h ! ober goap ouzin a fell d’ac’h, me gred !
— Nann ma Doue, aotro kez ; ar wirionez a laran d’ac’h ; deut ganen, hag a welfet.
Mont a ra ann aotro gant-hi. Pa wel taol ar miliner goloët a beziou daou-skoed, ez eo souezet braz, hag a lâr d’ehan : —
— A be-lec’h a t’euz te bet ann arc’hant-se ? —
— Ewit kroc’henn ma buc’h, am euz gwerzet en
Gwengamp, am euz bet an-he, aotro. —
— Ewit kroc’henn da vuc’h ? gwall-ger eo ar c’hrec’henn saout neuze eta ?
— Ia ’vad, aotro ; rekouret oc’h euz an-on o vea lac’het ma buc’h.
Hag ann aotro d’ar gèr, d’oc’h-tu, hag oc’h ober lac’ha he holl zaout, hag ho c’higna. Ann dewarlerc’h ar beure a kass ur mewel en kèr gant ar c’hrec’henn, a oa an-he samm un aneval, hag a lâr d’ehan goulenn un anterrenn arc’hant ewit pep-hini. — Mont a ra ar mewel en kèr, gant he grec’henn. — Pegement pep-kroc’henn ? a c’houlenn digant-han ur c’hevijer.
— Un anterrenn arc’hant !
— Allons ! na ra ket a voap ; pegement pep-kroc’henn ?
— Lâret am euz d’ac’h, — un anterrenn arc’hant.
Ha vel ma lâre ar memeuz tra d’ann holl, ec’h eaz drouk er gevijerrienn, hag a oe bac’hatet gant-he, ruillet ha diruillet war ar pave, ha lemet c’hoaz he grec’henn digant-han.
Pa arruas er gèr : — Pelec’h eman an arc’hant ? a lâras ann aotro d’ehan.
— Ia da ! arc’hant en eeunn ! n’am euz bet nemet tolio-treid ha bac’hado, ha ma c’horf paour a zo brewet holl.
— Bourdet ’on gant ar miliner ! a lâras neuze ann aotro, ha drouk en-han ; met na euz forz, ma zro a deuio iwe.
Ar miliner a rez un tammig fest gant ar vuc’h a
oa bet lac’het d’ehan, hag a lâras d’he vroeg mont
da bedi ann aotro da dont iwe. Mont a ra ar vilineres ;
ober a ra he fedenn.
— Petra, dont da ober goap ouzin c’hoaz em zi ! — a lâras ann aotro d’ehi. —
— Jezuz ! aotro kez, me ober-goap ouzoc’h ? na me na ma den na gretfe bikenn ober se.
— Ma ! mont a rinn koulzgoude, hag a komzinn gant ar miliner. Henes a sonj gant-han ez eo finoc’h ewit-on, marteze ?
Mont a ra ann aotro d’he goan d’ar vilinn. Friko a oa, kig-sall, rost euz ar beer, jistr ha gwinn iwe. En definn ar pred, pa oa un tammig tomm ar penno, ar miliner a lâras d’ann aotro : —
— Ma ! aotro, ann holl a oar er-vad ez oc’h un den finn, ha koulzgoude ez on kontant da ober ur pari na refet ket ar pez a rin-me.
— Petra eta ?
— Lac’ha ma groeg dirazoc’h holl ama, hag hi ressussita goude, o c’hoari gant ur violonz am euz aze.
— Pari ugentskoed na ri ket se.
— Ugent skoed a rinn.
— Gwelomp eta, eme ann holl ; ann aotro a dalc’h ar pari. —
Hag ar miliner o kommer ur gontel, o lampad war
he vroeg, hag oc’h ober van da droc’ha he gouk d’ehi.
Met na droc’has nemet ur vouellenn leûn a wad hen
defoa laket en-dro d’he gouk. Ann aotro, pehini na
wie ket ann dro, evel ar re-all, a heuze o welet ar
gwad o redek. Ar vroeg a goueas d’ann douar, evel
pa vije marw-mik. Ar miliner a gommeras neuze he
violonz, hag a em lakaas da zoon. Hag he vroeg da
zevel kerkent, ha da zansal evel unan penn-follet. Ma
chommas ann aotro da zellet, digor he c’heno gant-han.
— Ro d’in da violonz, a lâras d’ar miliner ha me a lezo ar vilinn daou vloaz ganid ewit netra. —
Setu gret ar marc’had. Hag ann aotro d’ar gèr, gant he violonz, ha stad en-han. — Ma groeg, a lâre en-han he-unan, o vont, a zo un tammig koz, ha mar gallan hi iaouankaad !
Pa arruas er gèr, a kavas he vroeg en he gwele, hag hi kousket mad.
— Hag a zo mad ! emehan, evel-se na oufeo netra.
Tapout a ra ur gontel er geginn, hag a troc’h he gouk d’he wroeg. Ha da zoon neuze gant ar violonz ! Met kaer hen defoa zoon, ar vroeg paour na zanse ha na flache ; marw-mik a oa !
— Sota den eo ar miliner-se ! eme-han ; lakât an-on da lac’ha ma groeg, ha kaër am euz soon, gant ar violonz, na deu ket a vuhez en-hi ! Rèd eo hen defe ankouet lâret un dra-bennag d’in. Ec’h ân prim da glewet gant-han.
Redek a eure d’ar vilinn. Pa arruas, a welas ar miliner en korf he rochet, ur skourjez gant-han en he zorn, hag hen o skourjata ur pod-houarn braz, en kreiz ar porz, hag ann dour o virwi en-han. (A-newe diskennet a oa diwar ann tân). Chomm a eure da zellet out-han, digor gant-han he c’heno, hag ankouet gant-han he vroeg.
— Petra a rez-te evel se, miliner ?
— Lakaad ar zoubenn da virwi, ma aotro ; deut buhan da welet evel ma verw. Hag ann aotro a dostaas ewit sellet er pod-houarn, hag a lâras :
— Ia a-vad ! ha gant da skourjez eo a rez d’ehi birwi evel-se ?
— Ia sur, aotro ; ar c’hoad a zo ker, hag a ve re goustuz d’in.
— Gwir a-walc’h a lâres. Ro d’in da skourjez, ha me a lezo ganid ar vilinn daou vloaz all ewit mann.
— Pa eo c’hui eo, aotro, setu-han aze.
Hag ann aotro a retornas d’ar gèr gant he skourjez ; hag o tont, a lâre d’ehan he-unan : — Breman a lakaïnn diskar ar c’hoad diwar ma holl douaro, hag am bô kalz a arc’hant ewit-he. —
Goerza a eure ar c’hoad holl diwar he zouaro. —
— Aotro, n’am euz ken un tamm koad na keuneud ; penoz a rinn-me breman ewit aoza boued ? — A lâras ar gegineres d’ehan, ur zadorn da noz.
— Me a oufed mad penoz ober, kegineres ; n’ho pet ket vorc’hed gant kement-se.
Ann dewarlerc’h ar beure, a oa ur zul, hag ann aotro a lâras da holl dut he di, mewelienn ha mitizienn, mont d’ann oferenn-bred, nemet Iann-vraz, he vewel kenta, a chomje gant-han er gèr.
— Ha leinn, piou hen aozo ? a lâras ar gegineres.
— N’ho pet ket a nec’hamant gant-se, hag et holl, pa lâran d’ac’h.
Setu int-ta partiet holl d’ar bourk. Ann aotro a
lâras neuze da Iann-vraz digass ar pod-houarn braz en
kreiz ar porz, hag hen leunia a zour. Neuze a lakaas
ebars kig-sall, kig-bewinn, kaol, irvinn, holenn, peb,
— holl kement a zo rèd da gaout ewit ober soubenn
vad. Goude a tiwiskas he chupenn, a kommerras
skourjez ar miliner, — ha da skourjata ar pod-houarn !
met kaer hen defoa skei, ann dour a chomme ien bepred.
— Petra a ret iwe, aotro ? — a laras Iana-vraz souezet.
— Ro peuc’h, genaouek, brema-soudenn a weli.
Hug hen da skourjata are, euz he wella. A wez-an-amzer a voute he viz er pod-houarn ; — bepred a oa ien ann dour ! — Pa oe skuiz a-valc’h, a paouezas iwe, hag a lâras : —
— Arsa, ar miliner, ’m euz aoun, a ra goap ouzinn ? —
— Ia, goap a ra ouzoc’h sur , aotro. — a lâras Iann-vraz. —
— Ma ! na euz forz ; na euz nemet ar maro ewit-han !
— Larda anehan er-fad, gant he skourjez, me gred a vo a-walc’h, aotro. —
— Nann, nann, ar maro ! ober-goap ouzin-me ! eomp buhan d’ar vilinn, ha digass ganid ur zac’h ma vo boutet ebars ha tolet er stank da veuzi.
Iann-vraz a gommerras ur zac’h goullou war he
skoaz, hag ec’h ejont ho daou trezeg ar vilinn. Boutet
eo ar miliner paour er zac’h ha zammet war ar
marc’h-porté ewit bea kasset d’ar stank, pehini a oa un
tammig pell euz ar vilinn. Pa oant o vont, a weljont o
tont gant ann hent ur marc’hadour, pini a hee da foar
Wengamp, ha gant-han tri a gezek sammet a varc’hadoures. Ma teuas aoun d’ann aotro.
— Eomp da em guza dreg ar c’hleuz, emehan, ken a vo tremenet ar marc’hadour-se.
Mont a reont dreist ar c’hleuz er park. Ar miliner, en he zac’h, a oe harpet euz ar c’hleuz, war vord ann hent. Pa glewas trouz kezek ar marc’hadour, o tremen a-biou d’ehan, a em lakaas da grial : — Nann, na gommerrinn ket anehi ! na gommerrinn ket anehi !
Ar Marc’hadour, souezet, a dostaas d’ar zac’h : — Sell ! sell ! emehan, petra eo kement-man ? — Egile a grie bepred : — Nann, na gommerrinn ket anehi ! na gommerrinn ket anehi ! —
— Na gommerri ket piou ? a c’houlennas ar marc’hadour.
— Penheres un aotro pinvik-pinvik, a deûz bet ur bugel, hag a fell d’he zad ober d’in he c'hommer.
— Ha gwir eo pinvik-braz ?
— Ia, ar pinvika euz ar vro.
— Ma ! me a zo kontant d’he c’hommer.
— Deut aman neuze buhan er zac’h ha me aïo e-mèz.
Mont a ra ar marc’hadour er zac’h, ar miliner a skoulm warnehan, ha neuze a kommer he skourjez hag ec’h a etrezeg Gwengamp, gant ann tri marc’h sammet a varc’hadoures.
Pa oe êt-kuit, ann aotro hag Iann-vraz a retornas
d’ho zac’h.
— Me a gommerro anehi ! me a gommerro anehi ! a grie ar Marc’hadour, a oa ebars.
— Te a gommerro piou ? eme ann aotro.
— Ho merc’h, aotro.
— Ah ! mab gast ! kerz da glask anehi neuze en fonz ar stank !
Hag a oe tolet er stank, hag a-boe na eo ket bet gwelet.
Ann aotro hag he vewel Iann-vraz a eaz ann dewarlec’h da foar Wengamp. Pa oant o sellet euz ar staliou-kaer a oa eno, a oent souezet braz o welet ar miliner eno iwe, ha gant-han ur stal aourfredour ar c’haera.
— Petra miliner, eme ann aotro, te eo a zo aze !
— Ia ’vad, ma aotro ; deut oc’h da brena un dra-bennag diganen michamz ?
— Penoz, n’ont ket chommet er stang eta ?
— Evel ma welet, ma aotro ; na em gavenn ket mad eno ; ha koulzgoude a trugarekann anoc’h, rag a-c’hane eo deut ganen ann holl dreo-kaer a welet ama.
— Ha gwir ? —
— Evel ma laran d’ac’h, aotro. N’am euz keun nemet da un dra, hag a eo dre ma n’ho poa ma zolet un tammig pelloc’h ; neuze a vijenn kouezet el lec’h ma na euz nemet treo aour.
— Ha gwir ? —
— Ken gwir ha ma lâran d’ac’h, aotro. —
— Hag e-maint eno c’hoaz ?
— Ia, me oar vad ; med mad a ve d’ac’h hasta, mar oc’h euz c’hoant mont da welet.
Hag ann aotro d’ar gèr gant he vewel ; ha d’ar stank ! Iann-vraz a lampas da genta en dour, hag evel ma oa braz-kaer, a save c’hoaz he dorn warc’houre ann dour, da c’houlenn zikour, rag na wie ket neuial.
— Sell ! eme ann aotro, diskouez a ra d’in gant he zorn lampad pelloc’h ; michamz na eo ket êt beteg ann aour.
Hag a kommerras ke lanz, hag a lampas pella ma c’hallas.
Hag a-boe na euz bet kezlo a-bed an-he.
Ha setu aze kaoz ar miliner hag he aotro. —
Kontet gant Barba Tassel. —
En bourk Plouaret. — Miz kerdu — 1868.
- ↑ — Gourmikaël est évidemment une corruption de goel-mikaêl, — mot-à-mot : fête-Michel. — On désigne ainsi la Saint-Michel, qui se trouve le 29 septembre. C’est l’époque où le fermier breton paie ordinairement son seigneur, ou son propriétaire, comme on dit aujourd’hui.