Ar pec’hejo capital

L. Prud’homme, 1817  (p. 190-197)


Ar pec'hejo Capital.

An ourgouil, ar c’hentàn eus ar pec’hejo caital, a so un istim direglet ac’hanomp on-unan, peini a ra dimp raporti tout dimp on-unan, ha non pas da Doue, hac a ra dimp meprisàn ar re all. An ourgouil eo ar c’hentàn, ar brassàn hac an dangerussàn eus an oll bec’hejo. Bezàn eo pec’het an diaoul ha hini on tad quentàn Adam. Choqui a ra directamant Doue. En eo ar sourcen eus an oll bec’hejo ; en em vescàn a ra er vertuyo memes. Emàn en hevelep fæçon er galon, ma zeo ar c’hentàn beo hac an divezàn maro en den. Mar domin er galon, eo ordinalamant ur merq a daonation. An diaoul eo Roue an dud ourgouillus. Doue a refus deze e c’hraço evit o rei d’an dud humbl.

Coupabl a voar a ourgouil, pa en em c’hlorifier eus an talancho naturel pe surnaturel eus ar c’horf pe ar speret, o credi penaus eo evit recompansi on merit on deus bet an avantajo-se. Petra on deus-nîn ha n’on deus quet recevet ? Coupabl a voar a ourgouil pa rer vantæson eus a dalancho pere n’on deus quet, hac anfin pa veprisomp ar re-all. Non obstant ma va an ourgouil ar vam eus an oll viço, e deus bugale crouet anezi directamant. Chetu-int-y amàn. 1. Ar vanite. 2. An disobeissanç. 3. Ar vengeanç, ar vantæson. 4. An hypocrisi. 5. An disputcho pere ne vent quet fontet voar ar garantez, ar virionez hac an necessite. 6. Ab obstination en e santimant a enep ar virionez hac ar justiç. 7. An inimitie, ar cassoni. 8. Caret ar chanchamant pe an neventio voar sujet ar Re ligion, ac’hane ar philosophet, ar schismatiquet, an heretiquet. 9. An ambition pe caret an henorio, viç quen lies condaonet gant J. C. An humilite eo ar vertu contrel d’an ourgouil. S. Augustin a lavar penaus an humilite eo carantez Doue douguet bete ar mepris a c’hanomp on-unan. An humilite a ra dimp en em soumeti da Doue en tout ha d’an nessàn hervez lezen Doue. Ober a ra dimp anaveout penaus n’en domp dreizomp on-unan nemet paourantez ha pec’het. Bezàn eo ar fondamant eus an oll vertuyo. A nez an humilite eo impossubl antren en env.

Avariç.

An avariçdet, viç sioas quen comun er vro-màn, a so un attaich direglet ous mado an douar. Or an attaich-se a so direglet pa santomp un desir dreist musur da bossedi an douar, pe pa en em affligeomp en bras d’o bezàn collet, pa en em servigeomp a bep sort moyen injust ha criminel evit acquisitàn mado, pa ne asistomp quet ar paour ha nîn o c’hallout en ober. Ar paour e-unan a so avaricius mar car re mado an douar, ha mar deo affliget eus e baourantez evel eus ur malheur. An ourgouil, ar guriosite, ar gourmandis a ra an avariçdet peini so ur c’hrim bras, hac a ra coll an ine. Bugale an avariçdet eo an trahison, ar fraouderes, ar guevier, ar parjur, an injustiço, ar chagrin, ar vexationo violant, al laëronci, an usuilleres, ar galidien eus ar galon. Ar remed a enep an avariçdet eo an aluson, ar sonch eus ar maro, peini on separo en despet dimp eus ar mado perissabl. Chetu amàn penaus e c’hellet anaveont ha c’hui n’en d’oc’h quet avaricius.

1°. Mar deo guell guenac’h bezàn paour evit n’en deo cavet pe viret mado drouc acquisitet.

2°. Ma ne guemeret quet mado an douar evel ur guir vonheur, nac ar c’holl aneze evel ur guîr valheur.

3°. Ma ne glesquet dre vado an douar nemet da gontantian necessite, ha non pas o passion, o panchant.

4°. Mar impliet en œuvro mad, ar superflu eus o mado. An darn-vuyan eus ar gristenien en em goll dre an avariçdet. Lequet evez.

Luxur.

Comset on deus deja eus an impurete voar ar c’huec’hvet hac an navet hourc’hemen. Chetu amàn bugale ar pec’het infam. An dallidiguez a speret, ar galidigen a galon, rouin ar yec’het, an disurs er menaich, ar speret a dispign, ar brecipitation, an ancouas a Doue hac eus ar silvidiguez, an horreur eus ar vuez-all, ar c’holl eus ar ræson, hac alies clènvet, maro subit ha sioas er pec’het. Meditet ha crenet. Evitet evel ar voel eus ar serpant quement a ve capabl da gondui d’ar viç infam.

Anvi.

An anvi a so un dristidiguez eus a vad on nessàn. Pa velomp ur re benac o cavet pe en effet, pe en on sonch, certen avantageo corporel pe spirituel, or be c’hoant pe d’o c’havet eveltàn, pe d’o c’havet memes evidomp on-unan epquen. An anvi a so ur pec’het marvel dre natur : privàn a ra eus an env. Bezàn eo pec’het an diaoul peini en deus joa o velet an drouc, ha queuz o velet vad. An anvi a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all, evel ma zeo cavet cassoni eus an nessàn, an desir da noas dezàn, ar joa voar an drouc a arru gantàn, ar blijadur da gontàn ar pez en deus groet a drouc. Ar remed a enep ar pec’het poultron-se eo an humilite, ar vortification, ar mepris a vado an douar, an attantion voar ar gourc’hemen peini a ordren dimp caret on nessàn eveldomp on-unan.

Ar Gourmandis.

Ar gourmandis a so un affection direglet en dibri pe en eva. Ar blijadur a santer o tibri hac o eva n’en deo quet ur pec’het, eme sant Antonin, rac naturel eo. Mad eo pa ne guemerer nemet dre necessite hac evit conservi ar yec’het ; mæs direglet eo mar doug da dibri pe da eva re, pe da dibri ai pez so difennet, pe d’en em vevi. Ar Scritur sacr a verq, hac an experianç a ra guelet da be sort malheurio eo exposet ar re so sujet d’ar viç infam-se. En em exposi a reont da gometi mil disurs, da rouinàn o famil, da avanç ar momet eus o maro ; en em laquaat a reont dindan gondition al loenet brutal ; coll a reont o ræson ; miliguet int gant Doue, destinet d’ar poanio eternel, ha bezàn int ar vez eus an dud. Ar viç-se a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all. Ar joa sot, ar c’homso lous hac imprudent, an impurete, ar c’holl eus ar ræson eo ar suito ordinal eus ar gourmandis. An temperanç, ar yun, ar binigen eo ar remed a enep pec’het ar moc’h daou-droadec. Bezet sobr, pedet ha veillet, eme an Abostol ; rac an dud gourmand ne anaveont nep Doue nemet o c’hoff. En em goll a reont, ha lacat o gloar er pez a ra o mez.

Ar Goler.

Ar goler a so ur mouvamant, un transport violant hac un desir direglet d’en em vengi. Ar goler a so condaonet evel ur pec’het bras. Privàn a ra a Rouantelez an env. Ar goler a den eus an ourgouil, an anvi, an avariç. E bugale eo ar c’hanno, ar processo, an insult, an desir d’en em vengi ha da noas, a vechio memes an inimitie hac ar muntr. Evit remedia d’ar goler eo ret e c’harreti er c’hommançamant, en em habitui d’ar batiantet, d’an humilite, ober reflexion quent evit coms pe ober netra, ha surtout enpad ar goler. Ar goler a so un transport violant ha direglet. Bezàn so ur sort coler just ha reglet dre ar ræson, peini a henver zel, indignation ha coler santel ; rac n’en deo excitet nemet dre ar offanç groet da Doue. Eus ur sort coler e coms ar prophet David pa lavar : En em lequeet en coler, mæs na bec’het quet. Honnez eo ar goler reglet mad a dad, a vam, a væstr, a væstres voar an disurs eus o bugale hac o servigerien. Honnez eo ar goler a bep christen evit difen e religion a beini ar brofanation a indign e galon. Evel-se e voa coler Phinees a enep un abominabl ; hini ar prophet Eli evit ar fals prophetet pere a dromple ar bobl, da bere e eure mervel, evel ma eure coezàn an tân eus an env voar daou Gabiten pere en henve dre oap, Den Doue. E disquibl Elisee a eure da daou ours devori ar vugale habil ha drouc-disquet a Vethleem, pere en hanve penn moal, penn moal. S. Pêr en em goleras a enep Anani hac e briet ; S. Paul a enep ar magicien Elimas peini en em oppose da gonversion Sergius. Hon Salver, an douçder memes, en em dransportas a enep ar profanatourien eus an Templ, hac o chasseas a daulio foet. Mar deo eta ur mouvamant santel a fix on c’homportamant, ar vivacite a impliomp a so ur vertu, ha non pas ur viç. Mæs na dleer quet en em dromplàn ; rac n’en deus nemet an interest evit gloar Doue a guement a ell rentàn santel ar mouvamant-se, ha quement-se a so ral. Aretet eta ar mouvamant eus o speret ; na bermetet jamæs e haffe an eaul da guzat voar o coler, eme ar Speret-Santel. An douçder a so ur vertu excellant dirac Doue hac ar bed. Pratiquet.

An Diegui.

An den a so ganet evit labourat, evel an even evit nigeal. An diegui a so un degout volontær evit ar vertu, ul lachete da ober on dever. Coupabl e voar a diegui pa ne labourer quet hervez e stad hac e gondition ; pa negliger d’en em instrui, da servigi Doue ha da labourat d’en em sauvetaat, pa ne rer quet e oll effort evit en em gorrigea hac avanç er vertu. An diegui a so ur pec’het bras. Garotet treid ha daouarn, eme on Salver, d’ar serviger inutil, ha teulet-àn en devaligen eternel. Ar faineantis, an danso, ar jeuyo a ra an diegui. E bugale eo an aversion evit al labour, ar c’housquet re, an disesper, ar gassoni evit ar virionez hac an nep e lavar, an dissipation a speret, ar yunio hac ar galidien a galon. Ar remejo ous an diegui eo non pas en em seleo, pedi, yun, labourat ha songeal er maro, ha penaus an den diegus a arru gantàn col amser, paourantez, ha mil genamant voar e speret. Meditomp serieusamant on finvezo divezàn.

HISTOAR.

Bugale Noë arru un nombr bras, a songeas en em separi evit habitan differant lodenno eus an douar mæs quent evit en em separi e levergeont : Batissomp ur guær hac un tour peini a dapo bete an env. C’hoant o defoa dre enno da lacаt coms aneze ha d’en em breservi dious an eil diluch. Mæs Doue evit discoen penaus eo dre an humilite e tle an den en em sevel, a eure goab hac a distrugeas un affer quen ridicul. Disquennomp, emezàn, guelomp petra a ra ar bobl-se. Perseveri a raïo en e dessein, ret eo en ampech. Er momet-se Doue a gonfondas o langaich, en hevelep fæçon na ellent quet en em entent. Chetu int-y obliget da abandoni an œuvr eus o vanite, ha da vont et broyo all separet un darn a bep tu. Chetu a-se tour Babel, pe confusion al langaich, hac ar sourcen a guement langaich a gomser voar an douar. Inutil eo d’an den ourgouillus en em sevel a enep Doue, humiliet ha confondet a vezo pa songeo neubeutàn. Quement-se a arruo gant an dromplerien, an dud væn hac ourgouillus. En em humiliomp eta dindan an dorn oll-galloudec a Doue, hac evitomp pep sort pec’het.