Ar pesketaer


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1869



AR PESKETAER.


Kinniget ha kanet, e Gwengamp, d’ann Aotrou Aogustin David, Eskop Zant-Brieg ha Lanndreger, ann 10 a viz mae 1869.


War don : Kalz amzer em euz kollet


Pa vez ar mor o kroza
Spontuz e kreiz ann noz,
Hag ann avel o c’houeza
Er menez hag er roz,
Greg ar Pesketaer nec’het,
O c’hortoz he zistro,
He c’halon hanter rannet,
A gred e vez maro !


Daoulinet war leur ann ti
Gand he bugaligou,
Dirag Doue o pedi.
Hag skuilla daelou,
E lavar enn eur grena :
« Gwerc’hez vad Gwir-Zikour,
Tan, avel, kurun a ra…
Ma den zo war ann dour !

» Leverit eur gomz, Gwerc’hez,
Hag e vo sioul ar mor,
Ha kerkent, gant levenez,
Aman, war doull ann or,
Ar vamm hag ar vugale
Ann tad a vriato
Hag, anaoudek braz goude,
Gwerc’hez, ni ho meulo. »

Klevet eo bet he feden,
Setu ar Pesketaer
O tont d’ar red d’he lochen
Hag hen gleb ha zeder ;
Dizec’het eo ann daelou
Ha trec’het ar glac’har,
Biskoaz brasoc’h dudiou
Na oe war ann douar.


Evel-se bezomp, tud vad,
El laouenidigez,
Rak distro ec’h eo hon Tad,
Hon Tad a garantez ;
Deuet eo a berz Doue
Da zigas he spered,
Da rei grasou d’hon ene
Da dreuzi mor ar bed.

He groaz aour enn he gerc’hen
Hag enn he zorn he vaz,
He vintr gant-han war he benn
Evel ar Beleg-Braz,
D’ann holl e ro he vennoz
Enn hano ar Zalver,
Ha d’hon c’has d’ar baradoz
Ë tigas grasou kaer.

E Jeruzalem Jezuz
Gwechall pa errue,
Dirag-han ar bobl doujuz
Hosanna a gane ;
E Breiz ivez e kaner
D’ann Eskob Hosanna,
Gant plijadur hen gweler
Rak kalz a vad a ra.


Pa man hirie enn hon touez
Hon Eskob binniget
Ni a gan, zeder ivez,
Hag a gano bepred,
Meuleudi ha trugarez
D’Ezhan e peb amzer ;
Ni a zo he vugalez,
Tevel n’hellomb cher.

I.-M. Ar Iann.