Peskik bihan a vezo braz,
Digant Doue m’en deuz ar c’hraz
Da veva eur pennadik c’hoas.
Da c’hortoz ’vad, pa’z eo paket
D’he daol enn dour me ne d-ann ket,
Rak em higen-me adarre
Ne ket lavaret e krogfe.
Eul lizennik, c’hoaz tamm lizen,
Voe paket gant eur pesketer
War aot eur ster.
— « Kresk a zo, eme z-han, pa wel ar beskeden :
» Setu ann tamm kenta euz eunn tamm frigousen.
» Gra, bihanik, diwar ar zeac’h
» Eul lammik krenn, eul lamm em zac’h. »
Neuze ’r peskik a lavaraz
Enn he iez, gwella ma c’hellaz :
— « Ha petra reoc’h-hu ac’hanoun ?
» Lost, penn hag all ker bihan ounn,
» Ne c’helloc’h gan-en-me stanka
» Toull ho kildant ar bihana.
» Gortozit ma vezinn lizen,
» Va faka c’hoaz rai hoc’h higen,
» Hag eur c’hofek-bennag neuze am freno ker ;
» E leac’h e vo red d’hoc’h ober kant tro d’ar ster,
» Evit kaout kant all euz va ment
» Da ober eur pladad, pladad drein evel-kent ! »
— « Pladad drein, mad ! ’me ’r pesketer,
Peskik, va mignounik, c’houi hag ho prezeger
» A ielo er billik, kaer ho peuz lavaret,
» E-verr da noz e vioc’h fritet. »
Del unan ! zo gwelloc’h eget daou as pezo :
Ar c’henta a zo d’id ; ann eil, peur e vezo ?