Kroaz ar Vretoned, 1915



AR PEUC’H
————


An tenvalan koumoul o vougan an heol sklêr.
Ar c’hurun spontusan n’o deus met eur reuz berr ;
Goude gwalarn dalc’hmat e teu an amzer vrâ :
Tristidigez, anken a dremen memes tra !

Ar brezel kri ha têr a zo breman o ren,
En pevar c’horn ar vro o teurel kanv ha kren,
Evel eur goumoulen a vo skubet d’he zro ;
Heol ar peuc’h binniget a adparo er vro !

Neuze, mager ar bed, al labourer-douar,
A dôlo e fuzul, a grogo ’n e alar,
Ha parkeier ma bro, temzet, labouret mat,
Evit eun dornad ed a dôlo eur zac’had.

En kêr ha war ar mêz neuze ar micherour,
Pep-hini en e stad, a grogo n’e labour
Da verat hern ha mein, hag ar gwer hag ar c’hoad,
Danve ar sternachou ha danve an dilhad.

E lec’h fuzul, sabren ha kanoliou garo
A ve trempet breman, — binviou a varo, —
E vo trempet neuze binviou a vevans
Da zanzen bara mat d’holl vugale ar Frans.

Me ’wel ’toull ar c’hovel e-leiz a vinviou,
Me ’glev stank ha pouner tôliou ar morzoliou,
Me ’wel ar c’hememer kluchet war e dorchen,
Hag hen skanv e nadoz, hag hen skanv e laten.

Me ’wel ive o vont munuzer ha kalvez
Gant o binviou lemm beure-mat d’ho devez,
Me ’wel war e chafod pignet ar mansoner,
Me ’wel skanv gant e skeul o krapat an tôer.

Ar priejou digouêt an eil gant egile
A vevo a-gevred e-barz ar garante ;
An tadou, ar mammou, gant o fôtred nerzus,
A ankoueo o nec’h, hag a vevo eürus.

Ha koadou Breiz-Izel, hag he zaonennou don
Gant kan ar ganerien ’vo klevet o tiston ;
Ar c’hlemm, an nec’hamant ’vo skarzet ’mêz an ti ;
En o lec’h e skeltro ar c’hoarz, ar cholori.

Ar c’hleier en iliz drant ha skeltr a zono
O welet pastored ha kristenien distro,
Hag ar beleg eus lein kador ar wirione
A brezego d’e bobl Lezen ar garante !


AN EUN.
Diwar dachen an emgann
Beljig, an eiz a viz C’houevrer 1915.