Ar plac’h hi daou bried

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar plac’h he daou bried.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 266-270)



AR PLAC’H HI DAOU BRIED.
GWES KENTA.
________


I


   Pa ’z een me da vouit dour da feunteunn ’r Waz-c’halek,
Ha me ’ rankontr unan gwisket en ru-skarlek.

   Hag hen ’c’houl’ diganin : — Plac’h, ha c’hui ’ zo dimet ? —
Allas ! me oa iaouank, hag laret na oann ket.

   Hag hen d’am c’hass gant-han da dall ur boud-c’halek,
Ha ma derc’hell eno ’n toulad da varvallet……

   — Me am euz ul lez-vamm, ar wasa ’ zo ganet,
Ha p’arruinn er ger, me a vo gourdrouzet. —

   — Lavaret d’ho lezvamm, ar gwasa ’ zo ganet :
Ar feunteun a zo pell, ann dour ’ oa strawillet ;

   Ar feunteun a zo pell, ann dour oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier ’ tistreï euz ann Naonet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


   Pa oann en Keridon, en Keridon, ’ tonet,
Me a glewe ur vouez ’ oa dili a bec’het ;

   Ar zonerienn o soon, ’ soon da dut ann eured,
Ha me ’ poursu ma marc’h, o sonjal bout abred ;

   Ha me poursu ma marc’h, o sonjal bout abred,
Allas ! pa arruiz, oant et kazi d’ gousket.

   — Digorrit d’in ho tor, plac’hik diou-wes eureujet,
Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret ;

   Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret,
O terc’hell brid ma marc’h ha ma c’hleze alaouret. —

   — It-c’hui da Geridon, eno c’hui vo lojet,
Warc’hoas, pa vezo de, me iel ’ di d’ho kwelet,

   Hag a gasso dac’h lod euz a fest ma eured,
Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek ;

   Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek,
Hag ur banne gwin Spagn, da dorri ho sec’het. —


   — N’eo ket se ’ c’houlennann, plac’h diou-wes eureujet,
Digorrit d’in ho tor, ma daou-dorn ’ zo klezret ;

   Digorrit d’in ho tor, ma daou-dorn ’ zo klezret ;
O terc’hell brid ma marc’h ha ma c’hleze alaouret.

   Digasset am euz d’ac’h ar pez ’m boa prometet,
Ur gegeliad gloan-Spagn, hi daou-benn alaouret.

   Digorrit d’in ho tor, plac’h diou-wes eureujet,
Me am boa klasket d’ac’h ho kwalenn genta ’ eured ;

   Sellit ho piz-bihan, ho hini en tu-deou,
Hag ’ teufet d’am c’hredi p’ larinn gwirionezou. —

   Pa zell hi biz-bihan, da em gonsideri :
— Oh ! ia sur, c’hui ez eo, deuit raktall en ti !…… — [1]


Kanet gant Mari Maho. — 1867.


_________


AR PLAC’H HI DAOU BRIED.
EIL GWES.
________


I


   Ann dersienn ’ zo ganin a euz ma gwall-aozet.
— Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet ;

   Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet,
Krenvoc’h ’ ve ho kalon da stourmi euz ’r c’hlenved. —

   — Me am euz ul lezvamm hag a zo kriz meurbet,
Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet ;

   Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet,
Da vont da gerc’had dour da feunteun ’r Waz-c’halek.

   Ann noz a oa gwall-du, ann dour ’ oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier o tont euz ann Naonet :

   Hag hen ’ c’houll diganin : — Plac’hik, ha c’hui ’zo dimet ? —
Ha me oe sot a-walc’h da laret na oann ket.

   Hag hen kregi em dorn, m’ c’hass gant-han d’ ’r valanek,
Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed ;

   Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed,
Ur mouchouar koton, ur walenn alaouret :

   — It-c’hui d’ar ger, plac’hik, da laret ’z oc’h dimet,
A-benn seiz vloaz ama me deui c’hoaz d’ho kwelet. —


II


   — Pa oann en Keridon m’ mestres, ’ tont d’ho kwelet,
Me a glewe sklezr-mad sonerrienn ho eured.

   Digorrit d’in ho tor, plac’hik newez-eureujet,
Brid ma marc’h ’ zo torret, ma fajik ’ zo kollet. —

   — N’ digorrinn ket ma dor d’ac’h na da zen a-bed,
Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried ;

   Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried,
Ha mar hen dishunvann, on sur bout skandelet…… —

   P’ oa digorret ann or, alumet ar goulaou,
Eno sur a rannas ho c’halonou ho daou !


Kanet gant Mari-Louiz Loyer.

  1. La pièce est sans doute incomplète. Les villages qui portent le nom de Gwazhalec (Ruisseau des Saules) sont nombreux en Basse-Bretague. Il y en a un dans la commune de Plounevez-Moëdec, auprès de la charmante chapelle de Keranmanac’h, ancienne aumônerie aux Hospitaliers de Saint-Jean-de-Jérusalem, dont la construction remonte au XVe siècle. J’ai recueilli cette version non loin de là, d’une jeune fille nommée Marie Maho.