Ar potr-koz Mizer ha sant Pêr

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar paour keaz Mizer.

disanv (troet gant Fañch an Uhel)
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 69-74)


AR POTR-KOZ MIZER HA SANT PER


————


Gwez-all a oa o choum dam-dostig aman un den koz ken paour, ken paour, ma oa leshanvet gant ann holl Ar Potr-koz Mizer.

Un de, pa oa o klask he vara a zor da dor, he vaz gant-han en he zorn, hag he sac’h daou-benneg war he skoaz, a tigwezaz gant-han daou otro gwisket mad, pere a selle a bep tu, a deo hag a gleiz, dre lec’h ma tremenent. Ann otro Doue ha sant Pêr oa ar re-man, hag a oant deut er vro da welet ha na oa ket re wasket ann dudo geiz gant potred ann taillo (les percepteurs).

— Ann aluzenn, otronez karantezuz, d’ar potr-koz Mizer ! Sant Pêr a sellaz out-han a gorn, hag a lâraz :

— Evit-out da veza koz, stum ar iec’hed a zo war-n-out, hag ar mor a zo leun a besked ; met mechanz na gares ket al labour, dre ma ’z out den-Jentil, marteze ?

— Na daper ket ar pesked gant ann dorn hep-ken, a. lâraz Mizer, hag ann otro sant Pêr he-unan, pehini a oa koulzgoude ur pesketaer hag ur sant braz, hen defoa roejo, ha c’hoaz na gave ket ar vicher mad-kaer, pa ê gwir a oe welloc’h gant-han bea lakêt en ur groaz, he benn d’ann traon. En hano Doue, roët d’in un dra bennag, otronez geiz, ken neubeud ha ma karfet.

— Ro d’ehan ur favenn, a lâraz ann otro Doue, ha lâr d’ehan na c’houlenno netra ouspenn.

Sant Pêr a hijaz he benn hag a voutaz he dorn en he c’hodel :

— Sell, didalvez braz, a lâraz d’ar potr-koz, komer ar favenn-man, ha na c’houlenn netra ken.

Mizer a gomerraz ar favenn, hag a zistroaz neuze d’ar gêr, laouenn-braz, hag a lâraz d’he vroeg penoz hen defoa gwelet ann otro Doue ha sant Pêr.

— Well’ a-se d’id, mar a-teûz koaniet gant ar wel anezhe, a lâraz ar vaoues, rag na eûz netra da debri en ti.

— Setu ama, groeg, ur favenn ho d-eûz roët d‘in.

— Ur favenn ! Petra a fell d’id a rafenn gant ur favenn ? Ann otro Doue a dleje bea roët d’id ive un tammig keuneud evit hi foac’had, un tammig amann evit hi amanenni, hag ul loa evit he debri ; met den na ra van euz ar paour keiz.

Mizer a gave ive penoz ur favenn c’hlaz a oa ur goan dreut evit daou den, ha vel n’hen defoa liorz a-bed, a tolaz anezhi en kornig ar fornigal. Met setu ma tioanaz ar favenn, hag a kreske, hag a save eûz krec‘h, kement ha kement ma ’c’h ee er-meaz dre veg ar seminal, a-raok ma oa noz, hag a-benn ann dewarlerc’h ar beure, a oa ken huël, ma na weler ket he fenn. Un dra burzuduz a oa kement-ma !

Daou de goude kement-man, ar vroeg a lâraz d’he den : — Ann otro Doue n’hen eûz ket grêt goap ouzid ; he favenn a oa, en gwirionez, ur favenn vad ; kerz da guntuil’ fao evit hon leign.

Hag a lemaz ar potr-koz he votou, hag a pignaz er favenn , a vrank da vrank. Pa oe digwêt huël, huël, a sellaz d’ann traon hag a welaz, pell, pell, ar bed pehini na oa ket brasoc’h eget ur graouenn-gelwez. Met kaer hen defoa klask indann ann delio, na geve favenn a-bed. Ma pignaz huelloc’h, hag a chomaz ur pennadig da ziskuiza : ha neuze a pignaz arre huelloc‘h, huelloc’h bepred, kement ha kement ma tigwezaz dirag un ti braz ha kaër pehini a oa alaouret holl. Ar Baradoz a oa ann ti kaër-se. Ur morzol a oa war ann nor, hag a skoaz : — Dao ! dao !! — Piou a zo aze ? — a c’houlennaz sant Pêr, porzier ar Baradoz.

— Me eo, otro sant Pêr : goûd a ret, ar potr-koz Mizer ? Deut a oann da glask un draïg-bennag evit hon leign ; met, war a welan, ar fao na c’hreunont ket kaër er Baradoz ; gwell’ eo ganheoc’h ar piz, me oar-vad, hag am be c’hoant a rofac’h d’in un tammig bara…, bara gwenn, mar hoc’h eûz da dioueret ?

— Bez’ as pô, — eme sant Pêr, — kement ha ma kari, ha kig ha gwinn iwe zoken.

Mizer a drugarekaaz sant Pêr, hag a diskennaz neuze dre ar favenn, brank ha brank, ha pa digwezaz er gêr, a oa leign war an daol. Hag e tebraz kalz, hag hec’h evaz muioc’h c’hoaz, hag a kouskaz neuze, laouenn kaer. Met he vroeg na rez, epad ann noz, nemet em drei hag em distrei en he gwele. Ann dewarlerc’h, ez oa dishunv beure-mad :

— Na c’haller ket kousket en ti fall-man ! — a lâraz d’he den ; atao a veer en aoun a kouezfe ar mogero war ho penn. Sant Pêr a zo mad ha karantezuz ; da betra na t-eûz ket goulennet digant-han un ti brasoc’h ha kaeroc’h ? Met te na sonjes nepred en tra a gement a c’halfe ober plijadur d’in-me !

Mizer na lâraz netra, hag a em lakaaz da c’huitella. Er stum-se a em gomerre evit lâret nann, pa vije he vroeg o kana-pouill d’ehan. He vroeg na debraz tamm d’he leign, ann de-se. — Pa welan ar c’hoz tieges-man, emehi, hec’h a ann naoun diganen ; un de bennag a kouezo war-n-on, e-keit ha ma vi o vale ; met petra a ra se d’id ? Te na oueli takenn hag a gomerro un’-all, prestig goude.

Mizer a hijaz he benn hag a lemaz he votou, hag a pignaz arre er wezenn. N’ec’h ee ket, ann dro-ma, ker buhan hag ann dro genta. Digwezout a eure koulzgoude etal dor ar Baradoz, hag a skoaz : Dao ! dao !…

— Piou a zo aze ? a c’houlennaz sant Pêr.

— Goûd a ret, otro sant Pêr, ar potr-koz Mizer.

— Petra a c’houlennes arre ?

— Ah ! otro sant Pêr binniget, hon ziig a zo ken koz, ken fall, ma c’halfe koueza war-n-omp hep dale ; dre druez ouzimp, mar ho pefe ar vadèles d‘hen startaad ha d’hen kreski un tammig ? Ha neuze, ma groeg a garie iwe kaout un tammig liorz, gant avalo ha per en-hi, ha peuri evit ur vuc’hig.

— Ma ! distro d’ar gêr, a lâraz d’ehan sant Pêr, o hija he benn, hag a kavi kement-se holl ; met na deu ken da c’houlen netra diganen.

— Trugarez, otro sant Pêr benniget.

Hag a tiskennaz ar potr-koz a vrank da vrank, ha pa digwezas ouz traon, na em anavee ken gant kement a wele : un ti kaer, toët en glaz , gant ur porz kloz, leun a ier hag a houidi, hag ul liorz kaer dreg ann ti, ha ter vuc’h vriz ebars. Hag he vroeg a oa gwisket evel ur vourc’hizes pinvik, hag a tremene breman he holl amzer o wiska hag o tiwiska dillad newez, hag o em sellet er melezour, hag o c’hourc’hemen d’he mitizienn. Setu-hi eta evuruz evit ann dilost he buhez, a vennet, me oar-vad. Allas ! nann. Ur pennadig goude kement-man a oa inouet ha tristoc’h eget biskoaz. Un dez hec’h eaz da vale war ar meaz, war-dro, gwisket kaer meurbed. Pa zistroaz d’ar gêr, ez oa ruz he fenn ha drouk-kaer en-hi. — Petra a zo c’hoarveet ganheoc’h ? a c’houlennaz digant-hi he den.

— Petra ? A-walc’h a zo c’hoarveet ganen, me gred. — Ha petra eta ? — Hon amezek Iann hag he vroeg ho deûz ma zremenet en hent, hep ober van d’am gwelet ! — Ia, bez’ a zo tud savet fall, a lâraz Mizer, met petra a fell d’heoc’h ? N’hallan netra war-se : ha neuze, en gwirione, na dleer ar salut nemet d’ar roue ha d’ar rouanes.

— Ma ! ha perag na vefemp-ni ket ive roue ha rouanes ? Sotoc’h evidomp a zo ; mar karjes bea goulennet kement-se digant sant Pêr, me gret hen divije roet d’id…

Mizer a savaz he diou-skoaz, ha na lâraz netra. Ann noz-se, he vroeg na gouskaz takenn. Ann dewarlec’h ez oa war droad kerkent ha sav-heol, hag a rez d’he den sevel ive, hag a lâraz d’ehan :

— Rèd a vô d’id mont c’hoaz bete sant Pêr, ha goulenn digant-han ma vefomp roue ha rouanes.

Mizer, pa glewaz kement-se, hec’h eaz er-meaz ann ti, ha na zistroaz ket a-raok ann noz. Met noz ha de na glewe ken brema nemet ann hevelep sôn gant he vroeg, hag a ouele, hag a lâre ez oa maleürusa groeg a oa war ann douar, kement ha ker bihan ma lâraz ar potr-koz, evit kaout ar peuc’h :

— Ma ! tawet, groeg, warc’hoaz ez inn da gavoud sant Pêr.

Ann dewarlec’h ar beure a tishunvaz he vroeg anezhan, a-raok ma oa savet ann heol. Gwelet a ree mad penoz na dalvee ket d’ehan stourma ha digarea pelloc’h, hag a wiskaz he dillad d’ar sul, ha a pignaz arre er wezenn. Met gorrek hec’h ee, ar wez-man, ha hep kalon. Digwezoud a eure koulzgoude etal dor ar Barados, hag a skoaz : Dao ! dao !…

Sant Pêr a digorraz he zor, ha pa welaz Mizer :

— Te eo arre eta ? Petra a fell d’id c’hoaz ?

— Otro sant Pêr binniget, a lâraz ar potr-koz, bezit truez ouzin ha ma selaouit. Ma groeg eo ma digas ho kavoud ; koz eo iwe, siouas ! hag a teu da vea un tammig arabaduz (radotteuse) ; met ur vroeg vad eo koulzgoude. Ar baourentez hag ar boan a laka he c’halon baour da ranna, ha na ro peuc’h a-bed d‘in gant ar c’hoant ma hon lakafac‘h hon daou da vea roue ha rouanez ; neubeutoc’h a baourienn a vefe neuze er vro, emezhi, ha me a gred a lavar gwir, rag kalonou karantezuz hon eûz hon daou.

— Gwelet eta ! a lâraz sant Pêr, souezet ; met na eûz ket a forz, pa eo dre garantez a c’hoantaët bea roue ha rouanes, a vezo c’hoaz grêt hervez ho c’hoant. Met na deu ken ma bete gant ar seurt sorc’henno, pe as pô keuz divezatoc’h.

— Mill bennoz Doue war-n-hoc’h, otro sant Pêr binniget, a lâraz ar potr-koz. Hag a tiskennaz neuze, ha pa digwezaz ouz traon, a kavaz he vroeg war ur gador alaouret, hag en-dro d’ezhi otronez hag itronezed vraz, hoc’h ober ho lez. Epad daou pe dri devez, na oe nikun evurusoc’h eget hi war ann douar : met un dez a kavaz ur vlewenn wenn war a fenn, hag a oe souezet o welet penoz ar rouanezed iwe a deue da goza gant ann amzer. Ann dewarlec’h, a c’hoantaaz debri krampoues-gwiniz, hag a tebraz kement, dre m’ho c’have mad, ma oe rèd lask ul louzouer (médecin) war he zro. Ann dewarlec’h a klewaz penoz a oa marvet groeg he c’henta ministr, ha setu-hi da sonja a renkje merwel iwe marteze, hag a-dalek neuze na gavaz mui na plijadur, na joa a-bed war ann douar. Ma teuaz da veza trist-kaer ; na debre ha na gouske ken. hag ur sul ar beure a lâraz d’he den : — Lâret mad ho poa : evidomp da vea roue ha rouanes, kement-se na harzo ket ar c‘hlenved da goueza war-n-omp, evel war ann dud-all, ha marteze zoken ar maro ; met mar vefes ann otro Doue, te, ha me ar Verc’hes Vari, neuze na varwfemp ket, ha n’hor befe netra ken da c’hoantaad.

Ar potr-koz, o klewet kement-se, a vennaz penoz he vroeg paour hi defoa kollet ar pezig a oa chomet gant-hi a skiant-vad, hag a lâraz d’ehi mont da vale un tammig, evit komer ann er.

— Me wie er-vad, a lâraz-hi d’ehan neuze, penos n’oc’h eûz biskoaz ma c’haret ; ha koulzgoude ez oann iaouankoc’h evit-hoc’h, ha n’am eûz biskoaz selaouet nemet-hoc’h ; met diot mad ez oann, siouas !

Mizer a savaz he diou-skoaz, hag hec’h eaz da ober ur c’hornedad butun en he liorz (jardin).

Daou de goude kement-man, ar rouanes a lâraz d’ehan arre :

— Ur roue ha n’hen defe ket c’hoant da vea henvel ouz ur porc’hel o larda en he graou, a dle c‘hoantaad bea Doue, ha pa ne ve nemet ewit rei da bep-hini ann amzer a c’hoantao evit he ed hag he holl drevad.

A-dalek neuze, na glewe ken bemdez ar paour keiz Mizer nemet ar seurt komzo divalo ; prestig goude zoken , ’vel na ree van a-bed ouz ar pez a glewe, a oe bac’hatet gant-hi. A-wezio, evit-han da vea mad-kaer, a em save out-hi, hag un de ma oa bet gwall-gaset gant-hi, a roaz d’ezhi un tol-troad lec’h ma ouzoc’h er-vad, o lâret: — Ro peuc’h d’in, groac’h ann diaoul !

Met setu-hi kerkent da grial war-bouez he fenn : — Ar roue hen eûz ma skoët ! Me eo maleürusa rouanes a zo war ar bed ! Ar roue hen eûz ma skoët ! Hag a skloke al lez holl gant-hi. Ma welaz er-vad ar paour-keiz Mizer penoz n’hen defoa netra a welloc’h da ober eget senti. Setu-han eta da bignad arre er wezenn, met gorrek, gorrek, hag hep kalon. Digwezoud a eure koulzgoude etal dor ar Baradoz ; met na grede ket skeï war ann nor, hag hogoz a oe d’ehan diskenn, hep mont pelloc’h : met pa sonjaz er vuhez a c’hortoë anehan er gêr, a krogaz er morzol, hag a skoaz : — Dao ! dao !… Ha kerkent a klewaz ur vouez garo ha rust o lâret : — Daoust hag a ve arre ar potr-koz fall hont, Mizer ?

— Ia, siouas ! otro sant Per binniget, — a lâraz Mizer, mezuz braz, — ha kollet ez oun, me oar-vad, en dro-ma, mar n’hoc’h eûz bet biskoaz groeg ?

— Nann, dre c’hraz Doue ! a lâraz sant Pêr ; — ha te, potr-koz fall, as pô keuz o vea c’hoantaet bea finoc’h eget-on, rag a vreman a teui da vea ur paour keiz klasker-bara, evel kent : kê-kuit pa gari, n’am eûz netra ken da lâret d’id.

Ha porzier ar Baradoz a serraz he dor, gant trouz. Ha kerkent ar paour-keiz Mizer a em gavaz war ann douar, hag a welaz he diig-soul, prest da goueza, hag he vroeg, goloët a billo hag a druillo, a oa o neza stoup war dreuz ann nor. Pa welaz ar potr-koz, en ur stad ken truezuz hag hi, a savaz, drouk-kaer en-hi, hag a tamallaz anehan dre ma selaoue kuzuillo ann holl, hag a lâraz d’ehan penoz na oa ket un den, ha kalz a dreo-all evel-se. Met Mizer a dennaz he gontel ouz he c’hodel, ewit troc’ha ur vaz er harz, ha neuze a tawaz ann diaoules koz.

Prestig goude a varwaz, gant ar c’heuz d’ann holl dreo a defoa kollet. Mizer goz na varwaz ket gant keuz d’ezhi, hag a talc’haz, evel kent, da glask he vara a dor da zor. Alies oc’h eûz gwelet anezhan, hag hen gwelfet c’hoaz. Kenta ma tigwezo ganheoc’h, roët d’ehan un draig bennag, en hano Doue.

Gwelet a ret sklêr, me oar-vad, tudo geiz, ar gentel a zo da denna euz a gement-man holl.