Ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez

AR RAZ, AR GOULM, AR VAOT, ANN HEIZEZ


D’ANN AOTROU GUICHON DE GRANDPONT,


PENN - MERER PORZ BREST



Gwechall ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez
Ho fevar ’vel unan, veve gant karantez.
Dudiuz voa ho buez : nemet-ho ne voa ken
O choum enn eunn distro ne anaveze den.
Siouaz ! dindan ann heol ne deuz bro ’bed kuzet
Na vez, eunn deiz pe zeiz, gant mab ann den kavet.

It el leac’h ma karoc’h, ’kreiz ar frostou douna,
Du-ze, ’weled ar mor, dreist ar c’hoabr huela,
Ne viot ket birviken evit en em viret
Dioc’h fallagriez ann dud, na dioc’h ho darempred.
Ann heizez a voa eat da c’hoari war ar meaz,
Pa zilamm eur c’hi red, drouk-kannad ann dud kriz,
Da c’houesa he roudou dre al letounen c’hlaz.
Al loen paour a dec’h kuit, evel oan dirak bleiz.
        Ar raz, deut poent ar pred,
D’ar re all a lavar : — « Asa ! va mignouned,
» Petra zo n’omp hirio nemet tri da leina ?
        » Ann heizez eo, peleac’h ema ?
» Ha ni a ve gant-hi ankounac’heat krenn ?
— « N’omp ket, eme ar vaot, hag e leac’h kaout eunn doen,
» M’am be, evel ar goulm, diouaskel da nija,
        » Me a ve eat dija
» Da c’houzout e peleac’h eo dalc’het ann heizez,
        » Hor mignounezik kez,
» Skanv evel ann avel ; koulz a ma’z eo lijer,
        » Ez eo ive tener.
» E kever ar galoun, arabad tamall den ! »
Ar goulm neuze zispak he diouaskellik-wenn,
A nij, hag o welet eo ann heizez paket
Gant ann den didruez evit beza lazet,
A zistro war he giz da zigas ar c’helou,

Hep goulenn digant-hi penaoz, e pe zoare
          Hag ar mare
      Ma voa bet eat e gaou.
      Ne gollaz he amzer
      Gant eur maread komzou,
’Vel ho divije great meur a zen brabanser.
      Kaloun vad a ro skiant.
      Ar goulm, pa voe distro,
      A lavar petra zo ;
      Hag ann tri-man affo
      ’Zigor kuzul etre-z-ho.
Daou a gred e ve mad mont raktal dizamant
Da gavout ann heizez ; e-ben choumo er gear ;
Rak gant he zreid pounner e ve labour gortoz,
      N’en em gafe fenoz ;
Ann heizez a varvfe. — Setu voe ho lavar !
Hag ac’hano dioc’h-tu, tis-tis alegenta,
      Koulm ha raz a red da denna
      Er meaz a boan ho mignounez,
          Ann heizez.
Ar vaot ia evel-kent, drouk enn-hi dre n’halle
   Astenn-hirr he zreid da vale,
   Ha distrounsoc’h kerzet, redek.
   Mar klemm, n’eo ket heb abek,
Rankout mad eo d’ezhi dougenn a-dreuz dre ’r vein

        He zi, toen hag all war he c’hein.
Ar piltrotik krigner, ar raz leshanvet mad,
        Hinchet gant ar goulm wenn,
        He zent ’vel eunn eskenn,
A drouc’h lemm treuz-didreuz skoulmou krenn ar viad.
        D’ezho neuze pebez dudi !
Ar chaseer o tont, o welet ann disgri,
A lavar gant skanbenn : — « Piou en deuz va laeret ? »
           Oc’h he glevet,
Piltrotik enn eunn toull, ar goulm enn eur wezen
Hag ann heizez er c’hoad a dec’h evel eunn tenn.
Hag ar chaseer paour, enn-han drouk ha kounnar,
        O klask he laer a gleiz, a zeou
        Hag o sellet oc’h ar roudou,
A wel ar vaot o tont. D’ezhi neuze lavar :
— « Ha perak d’ann heizez em be kement a zoan ?
        » Setu ama peadra d’am c’hoan ! »
Ar vaot zo dastumet e sac’h ar chaseer.
        Ne vije bet damant d’he ler,
Anez ar goulmik-wenn lavaraz dann heizez.
        Hou-man deu euz ar c’hoad er mez,
Hag, o troadik-kammat, en em ziskouez d’ann den
        Ia war he lerc’h da redek,
0 teurel dioc’h he chouk ar zac’h, ar vaot hag all.
Neuze ar raz mibin a red ken a findall,

          A labour keid ha dek
          Gant he dreid gant he vek,
          A zraill hag a zispenn
          Sac’h ar vaot penn-dre-benn,
          Ker brao m’e devoe hed he gar
          Ha ma c’hellaz dont d’ar gear.
          Ann den, pa voe distro,
A gavaz toull he zac’h, ’vel ar roued goullo,
          Setu penaoz, a lavarer,
E voe ann eilved gweach paket ar chaseer.
          Ma tisplegfenn-me hed-a-hed
          Ar pez a zo bet c’hoarvezet
          Gant ar pevar-man, beb eil tro,
          E ve d’in-me kalz re a dro.
Ar piltrotik dreist-holl a ve lakeat da vaill
               Em marvaill,
A ve enn-han hano euz ar re all ive.
          Ann eil a dle harp d’egile.
Ar vaot hag hi dister, a gomz hag a gelen,
          Hag ar goulm wenn
Ia da welet dre ’r vro, ha da zigas kemen.
Ann heizez ken-nebeud ne deu ket da skuiza
O terc’hel ’r chaseer war he lerc’h da skara,
          Evit rei d’ar raz amzer
Da denna euz ar zac’h ar vaot, war-n-ezhi berr.

Evel-se pep-unan a labour enn he stad,
Ha dioc’h nerz he galoun d’ar re all a ra vad.

Evel-se e weler ar re-ze zo bihan
O tont da veza kre, dre veza a-unan.
Diou galoun zo unan a zibradfe ar bed ;
Karantez zo krevoc’h evit loc’h Archimed.
Petra zo ar gwella ? Ar galoun eo, me gred.
Petra zo na rafe ar galoun c’hoar karet ?
Karet, me her lavar, gant eur wir garantez,
Evel eur gwir vignoun hag eur gwir vignounez.
Petra dalv eur mignoun hag eur vignounez vad ?
Kement tra zo er bed hag ouspenn, eur begad !
Karet, beza karet a zo war ann douar
Eur Baradoz atao, pa ve poan ha glac’har.
Ar garantez, ’vel Doue, a zo hirr ha paduz,
D’ar galoun n’euz tra koulz, n’euz netra ker iac’huz.
Pa brenn lagad ann den, lagad he garantez
A bar, digor atao, war dal he vignounez.
Karet, karet zo mad, choum hep karet c’houero :
Ar galoun ne gar ket, zo eur galoun varo.