Ar republik eo ar peoc’h ha mad ann holl

Paul Sébillot
troet gant Fañch an Uhel.
L’Echo de Morlaix, 1875



AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.
Pennad kenta
————

Lavaret a oa bet d’heoc’h, ma zud keaz, gant Napoleon III, « ann empir eo ar peoc’h » ; — hag, evel ma ouzoc’h mad, kement-se a oa gaou, siouas ! Rag epad ma ’z-eo bet Napoleon III impalaër, a zo bet brezel kasi atao, ha brezel grêt fall, hag a zo koustet d’imp kalz braz a arc’hant, ha kalz a dud hag, ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz, un darn euz a douar Franz, ann diou vro gaër hanvet ann Alsace hag al Lorraine.

Breman e lavaromp d’heoc’h ive, met gant gwirionez, ann dro-man : « ar Republik eo ar peoc’h ha mad ar vro hag ann holl. » Ha setu ar pez a fell d’imp diskouez d’heoc’h aman warlerc’h.

A-baoue komansamant ar bloaz 1875, un dra a dalvoudeges vraz (un évènement important) a zo c’hoarvezet en Franz :

Ar Republik a zo deut da veza gouarnamant ar vro, evit mad.

A-baoue ar bevar a viz gwengolo hon boa ar Republik, mar karet, met kalz a dud, ha dreist-holl en kambr ann Deputeed, a glaske ann tu da diskar anezhi ha da lakaad ur monarchi en he lec’h, da lavaret eo ur roue pe un impalaër. Deputeed pere a oa bet dibabet evit peurober (terminer) ar brezel ha pere, deiz ann elektionou, ann eiz a viz c’huerveur, 1871, a guze mad penaoz ez oant enebourien ar Republik, — ann dud-se ho d’eûs esaët meur a wez (souvent) digas d’imp da roue Herri pemp, gant ann drapeau gwenn. Ha koulzgoude e velent mad penaoz ma c’hoarvezje ann dra-se, e vije brezel civil en Franz, ar gwasa euz ar brezeliou, rag ann darn vuian euz ar Fransijenn a c’hoanta kaout ar Republik, ha nann ur roue, pe un impalaër. Diskouezet sklêr ho deveus kement-se, pa zo bet elektionou partiel, da lavaret eo bep-tro ma zo bet dibabet deputeed unan ha unan (séparément) en un departamant benag, hag hen diskouez a rafont c’hoaz, kenta gwez ma vezo elektionou nevez, da lavaret eo hep-dale.

Amzer ha poan gollet eo bet d’ann dud-se. A-baoue 25 a viz c’herveur 1875, ar Republik eo gouarnamant ar Franz, hervez al lezennou, hag ann holl a dle senti d’ezhi, hag ann hini a grife brema : — Ra vevo ar roue ! pe : Ra vevo ann impalaër ! hec’h a eneb lezenn he vro, hag a riskl da veza laket er prison.

Ann Assemble National a zo breman a oa bet dibabet en amzer ma oa an enebourienn, da lavaret eo ar Prusianed, en hon bro, ha dre ma oa fall ann amzer d’ar c’houlz-ze, ha ma oa ann dud glac’haret hag aounik, ho defoa dibabet kalz a vonarchisted, da lavaret eo tud hag a c’hoantaë kaout ur roue pe un impalaër, hag a oa neuze ar majorité, pe ann darn-vuian euz ar moueziou, a-du gant-hê. Met kalz euz a deputeed pere a oa êt da Versailles evel monarchisted a droas a-du gant ar Republik, pa veljont ez oa eno mad ar vro, ha graz d’ann dud fur-se, ez oa gallet reï d’ar Franz ar gouarnamant a c’hoantaë kaout, ar Republik.

A-baoue ann 8 a viz gwenveur, ar republikaned ho defoa ur vouez muioc’h eget ar re-all, en kambr ann deputeed ; hag ar bemp war-n-ugent euz ar miz goude, miz c’huerveur, pevar c’hant unan ha daou ugent mouez (441) a vote evit ar lezenn pehini a save evit mad ar Republik.

Ar majorite-se a 441 mouez a oa grêt gant holl moueziou ann deputeed pere a zo azezet en tu kleiz euz Kambr ann deputeed, hag a zo hanvet abalamour da se ann tu kleiz (la gauche), moueziou ar bâgad (groupe) hanvet bagad Wallon, euz hano ann depute a zo en ho fenn (leur chef), ha moueziou seitek ha tri ugent (77) depute euz kreiz ann tu-dehou (du centre droit). Evel-se a oe tennet ar vro euz un danjer braz. Al legitimisted, — da lavaret eo ar re a c’hoanta Herri pemp, ar bonapartisted, ha kalz euz ann orleanisted, a roas ho moueziou, ann deiz-se, eneb al lezenn, hag eneb c’hoant ann darn-vuian euz ar Fransijenn, pere a zo evit ar Republik.

En deiz kaër-se, ar republikaned hag ann darn (la partie) euz ar monarchisted a droas a-du gant ar Republik a roas un dra bennag ann eil da egile, (se firent de mutuelles concessions). Digerri evel-se ar Republik d’ann holl Fransijenn pere a laka mad ar vro dreist ho mad ho-hunan, ha lakaad finn d’ar revolutionou pere, a-baoue tost da gant vloaz, a deu re alies d’hon glac’hari, — setu petra a c’hoantaë an dud fur se.

Eil pennad.
————

A-baoue 1789, c’huec’h souveren pe mestr ho d-eûs renet en Franz : Louis tric’huec’h hep ken (seul) a zo bet marvet war ann trôn.

Louis c’huezek a varvas war ar chaffot abalamour e-lec’h digemer (accepter) chanchamantjou necesser ha douja pe respecti ar gonstitution hen devoa touët, e c’halvas tud ar broïou all (l’étranger) en Franz, evit sevel a nevez gwiriou (pour rétablir les privilèges) ann noblanz. Abalamour ma stourme (résistait), hen hag ann noblanz, ar revolution, pehini a oa er penn kenta vit ar peoc’h ha mad ann holl, a deuas da dreï war ann tu fall ha da ober drouk.

Napoleon kenta a diskaras ar Republik, dre nerz, evit em lakaad en he lec’h, hag epad ma renas, a oe atao en brezel gant ann Urop holl. Victoariou braz a c’honeas, gwir eo, met kement-se holl a droas fall koulzgoude, dre na oa finn a-bed d’ar brezel, hag a oe trec’het (vaincu) d’he dro gant ann holl rouanez unanet a-eneb d’ezhan. War-dro daou villion a dud a oe kollet gant-han, er brezeliou, pe en erc’h ar Russi. Ann enebourien, prusianed, autrichianed, russianed, saozon, ha kalz a re all, a deuas diou wez en Franz, hag holl a oe dismantret (ruine) ha glac’haret gant-hê. Frontieriou ar Rhin, goneet gant ar Republik kenta, a oe kollet, hag ouspenn a oe rêd reï meur a villiard evit ober d’ar russianed, ar saozon hag ar re-all, mont-kuit.

Setu, peurvuia, petra e c’honeer hoc’h ober brezel. Allas ! gwelet hon eûs sklêr ann dra-se c’hoaz, beza a zo pemp bloaz.

Napoleon, goude beza bet un impalaër ken galloudus, a varvas pell euz ar Franz, en enes Santes Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon.

Louis tric’huec’h a zistroas neuze en Franz, hag a oe laket arre war ann tron gant ar prusianed, ar russianed hag ar saozon, unanet a-eneb d’imp. Tri bloaz e lakaas da baea ann dud-se pere na ioullent ket (ne voulaient pas) mont-kuit euz hon bro, a-raok kaout ho arc’hant.

Louis tric’huec’h a varvas er bloas 1824, hag epad ma renas, na oe bet kalz peoc’h (tranquillité) er vro, gant ann noblanz hag ar vêleïenn o klask em venji war ann dud na oant ket a-du gant-hê en pep-tra.

Ann deputeed, d’ann amzer-se, na oant hanvet nemet gant pevar ugent mill den evit ar Franz holl ; evit beza elektour, ez oa rèd neuze beza pinvidik ha paea, d’ann neubeuta, kant skoed impôt. Louis tric’hwec’h, pehini a oa un den d’he c’hir (homme de parole), ha gwelloc’h eget ann dud a oa endro dezhan, na eas ket eneb ar gonstitution pe ar charte hen defoa touët en 1815.

Ar roue a deuas he c’houde, Charlèz dek, a oe renet (fut gouverné) gant ann noblanz hag ar jesuisted, ha pa hec’h eas a-eneb ar gonstitution, en mis gouere 1830, ar bopl a diskaras anezhan diwar ann trôn, hag e tec’has (il s’enfuit) en Bro-Saoz, lec’h ma varvas. Indan-han, a oe rannet (partagé) ur milliard, hanvet milliard ann indemnite, etre ann dud nobl pere ho defoa dilezet ar Franz epad ar revolution, hag a bere kalz ho defoa douget ann armou eneb d’ho bro.

Louis Fulup, pehini a deuas goude Charlès dek, hen defoa aoun euz al liberte, hag e c’hoantaas ober hep-hi. Met epad ma renas, a oe kalz a drubuil (troubles), ha goad ar fransijenn a redas alies, skuillet gant ar fransijenn.

Ar polis a vije vit un dra-bennag, peur-vuian, en trubuillou-se, pere a deue dreist-holl euz na c’halle ket ar vro diskouez sklêr he ioul, (manifester clairement sa volonté), hep mont eneb al lezen. D’ann amzer-se, evit beza elektour, da lavaret eo evit galloud reï he vouez da dibaba ann deputeed, ez oa rèd paea d’ann neubeuta daou c’hant livr impôt. Daou c’hant daou ugent mill den hep ken a oa galvet er Franz holl evit henvel ann deputeed. Nao million hanter a dud na c’hallent ket voti, pe reï ho moueziou.

Ann deputeed, hag ar vro holl gant-hê, a c’houlennas ma vije brasoc’h ann niver (le nombre) euz an elektourienn. Met Louis Fulup a stourmas (s’y opposa), hag a eo grêt neuze en Paris ur revolution newez, ar bevar war-n-ugent a viz c’huerveur 1848, hag a oe diskaret arre ar roue diwar ann trôn, hag e renkas mont buhan da Vro-Saoz, lec’h ma varvas ive.

Unan euz ann treo kenta grêt gant ann eil Republik, en 1848, a oe sevel ar suffrage universel, da lavaret eo gervel ann holl fransijenn oajet a ur bloaz war-n-ugent da henvel ho deputeed, ho c’huzulerienn jeneral, ho meariou etc…

Ar monarchi, pa gouezas, ez oa goullou he zenzor. Evit leunia anezhan ha diwal a vije kollet crédit ar Franz, ann dud a oa en penn ar Republik a savas un impôt a bemp centimes ha daou ugent, da lavaret eo nao gwennek. Ann impot-se a zo bet tamalet d’ezhe alies, met brud vad hon zenzor a oe salvet evel-se.

Revolution vihan pe émeute, (vel ma lavarer en gallek), mis ewen a deuas neuze, grêt gant ar monarchisted ha dreist-holl ar bonapartisted, hag ar vro, spontet, a dibabas da bensturier pe president ar Republik ar prinz Louis Bonapart. Allas ! ann dibab-se a oa maleürus.

Tri bloaz divesatoc’h, ann den-se pehini hen defoa touet fidelite d’ar Republik, hec’h eas a eneb d’he c’hir, abalamour na roë ket d’ezhan kambr ann deputeed arc’hant -walc’h euz he c’hoant, hag e tirogas ar gonstitution pe al lezen pehini ez oa karget da genderc’hel (maintenir), evel hen defoa touët ober.

Ann daou a viz kerdu 1851, e kasas soudarded paeet mad gant-han, da gemer kambr ann deputeed dre nerz, ha kalz a dud fur ha gwiziek, met pere a stourme out-han (lui résistaient), evel ann aotronez Thiers, Rumesat, Baze, ar c’holonel Charras, ar jeneraled Changarnier, Le Flô, Lamoricière, Cavaignac, ann aotronez Miot, Nadaud, Victor Lefranc etc… a oe kemerret en kreiz ann noz, en ho gweleou, ha tolet en prisoniou Mazas ha Vincennes.

Ar bevar a viz du, ann hini a dlee beza divesatoc’h ann impalaer Napoleon tri, a lakaë kanona ha mitrailla ar bopl, en ruiou Paris. Kalz braz a dud a oe lac’het, hag en ho zouez, bugale, groagez ha merc’hed. En departamantjou ive, ann dud a oa anavezet evit beza republikaned a oe kemerret (arrêtés) ha kaset pell euz ho bro, d’ann Afrik, ha da Gayenne, lec’h ma varvas kalz anezhe. Wardro hanter kant mill den a oe exilet, da lavaret eo kaset er-meaz ho bro.

Setu penaoz e komansas ann eil empire, o skuilla goad ar fransijenn hag o exila anez-he. Gouzoud a ret penaos e finisas, o c’hlac’hari ar Franz holl, er bloaveziou 1870 ha 1871, hag o koll un darn euz he douar !…

Trede pennad.
————

Setu grêt ann eil Empir.

Napoleon III hen defoa bet lavaret er gêr a Vourdel : — Ann Empir eo ar peoc’h ! hag epad ma renas, na eure nemet diskouez sklêr d’ann holl penaoz ez oa gaou ar gomz-ze.

Er bloaz 1853, e komansas brezel ar C’hrime eneb ar Rusianed. Ar brezel-se a goustas d’ar Franz kant tregont mill den euz he bugale, hag ur milliard hanter en arc’hant.

Ha divezatoc’h, en 1859, e teuas brezel ann Itali, evit reï al liberte da ur bopl amezek d’imp hag euz ann hevelep gwezenn (de même race) evel-d-omp. Ar brezel-se a roas dimp, en gwirionez, diou vro vihan, ar Savoie ha Nice ; met re abred (trop tôt) a oe achuet ar brezel, ha na roas al liberte nemet da un darn euz ann Itali pehini, evit beza peursalvet (entièrement delivrée) euz ann Autrichianed, ez oa prest da ober allianz gant ar Prussianed hag ann dra-se a c’hoarvezas er bloaz 1866, hag a oe trec’het (vaincu) ann Autrichianed en kombat Sadowa, hag ar Prus a em gavas neuze da veza ar c’hrenva en Allemagn holl.

Na gomzan ket euz brezeliou all, pe expeditionou, er broiou pell, evel ar Syrie, ar Chine hag ar C’hochinchine.

Brezel ar Mexik, grêt eneb ar gwir (contre la justice), a goustas d’imp pemp ha daou-agent mil den, pere na zistrojont biskoaz en Franz, ha wardro ur milliard en arc’hant. Kalz a dud pere, war gir ann Aotrou Rouher, ho defoa prestet arc’hant evit ober ar brezel-se, a oe rouinet.

E-keït ha (pendant que) ma oa goullonderet (étaient vidés) hon arsenaliou evit ar brezel-se en pell bro, a behini e lavare ann Aotrou Rouher ez oa ar brasa hag ar gwella tra grêt indan Napoleon III, — ha pehini a noazas d’hon enor ha d’hon c’hommers gant ann Amerik, ar Prus a disklêrias ar brezel d’ann Autrich, hag ar Franz na oa ket galloudus a-walc’h, abalamour ma oa he soudarded er Mexik, evit harza ar brezel-se ha miroud euz ar Pruss na deuje da em vrasaad.

Er bloaz 1870 (bloavez milliget da viken !), a oe disklêriet ar brezel d’ar Prus ha d’ann holl Allmanted gant ann Impalaër hag he guzulerien, — Nan evit mad ar vro, met evit distreï evez (attention) ar bopl euz treo ann diabars (des affaires intérieures) pere a droë fall.

Evit plijadur un neubeud tud, goad meur a vill den a oa o vont da veza skuillet, hag ur vro pinvidik galloudus o vont da veza dismantret (ruiné) ha glac’haret holl !

Ann Aotrou Thiers, ha deputeed all pere a garie stard ho bro, a esaeas ober selaou mouez ar furnes ; met ho moueziou a oe mouget (étouffées) gant moueziou ann deputeed pere a gave mad holl kement a ree ann Impalaër hag he vinistred, hag ann Aotrou Thiers a oe gwal-gaset (insulté).

Dre ar Plebiscit a oa bet grêt en miz maë 1870, ar bopl hen defoa roet d’ann Impalaër seiz million mouez, abalamour ma krede ober evel-se evit ar peoc’h ha mad ar vro. D’ar pred-se ann Impalaër ez oa dija en he benn ober ar brezel, hag e trompe konfianz ar bopl en-han.

Ar marechal Le Bœuf hen defoa disklêriet en Kambr ann deputeed, dirag ann holl, penaoz ez oamp prest mad, ha pa bâdje ar brezel daou vloaz, na vije ket rêd prena ur voutonenn gamachou hep-ken (un bouton de guêtre seulement).

Met allas ! gwelet a oe hepdale pegement ez oa gaou kement-se.

A-boan a oa d’hon arme beza êt en kampagn, ma oe gwelet sklêr e faote kalz a draou. Lizeriou ann intandanted hag ar jeneraled, pere a zo bet disklêriet (publiées) a-baoue, a diskouez pegement ez oa dievez (imprévoyants) ha kabluz (coupables) ann dud en pere e defoa laket ar Franz he fizianz. Na oa ket a fusuillou chassepot, daouest (malgré) d’ann arc’hant braz votet gant Kambr ann deputeed, er bloaveziou 1866 ha 1867, evit lakâd ober fusuillou chassepot. Na oa ket ive a ganonou a walc’h, na kartennou, na boued a-walc’h, etc…

Ann Impalaër, el lec’h reï ar gomandamant da unan bep-ken, hen defoa roët anezhan da galz a jeneraled pere na oant ket ann eil indan egile, ha darn anezhe zoken n’ho defoa titr all a-bed evit gourc’hemenn nemet ez oant tud a lez ha mignoned d’ann Impalaër. Hoc’h ober evel-se, e tiskoueze ann Impalaër hen defoa c’hoant da viroud evit-han he-unan ar gourc’hemenn uc’hella, hag evel-se ive e dleomp teurrel war-n-han he-unan hon holl malheuriou. Ar soudarded, — evel atao hag en peb-lec’h soudarded ar Franz, a em gannas gant kalon meurbet, ha ma zint bet trec’het, na int ket kiriek (ils n’en sont pas cause), met ho fennou, (leurs chefs), pere, peurvuia, na wient ket (ne savaient pas, étaient ignorants), pe na oant ket unanet.

Napoleon III, goude beza capitulet hag em rentet gant he arme, en Sedan, en despet (malgré) da galz eus he jeneraled, — a oe lakêt en ur pales evit prison, hag eno a oe grêt d’ezhan evel da ur roue pe un impalaër, hag e keït-se (et cependant) ouspenn ugent mill euz hon soudarded a varve en Allemagn, gant ann naoun pe ar riou !…

Pa oe grêt ar peoc’h, e em dennas en Bro-Saoz, lec’h ma varvas en ur pales hanvet Chislehurst, pehini a zo bet prenet gant arc’hant ar Franz.

Ann den-se da behini ez oa em roët ar Franz, abalamour d’ann hano a zouge, (Ah ! en han’ Doue, ra em roo ken da Napoléon pe Bonapart a-bed !), — ann den-se a goustas d’ar Franz ann Alsace hag al Lorraine, diou vro ar gaëra, — dek milliard en arc’hant (ur somm spontus !), — hag un darn euz hon galloud hag hon enor ! Tost da dregont departamant a oe dismantret ha glac’haret holl, hag eiz ugent mil den (160,000) a gollas ho buhe ! —

Ha setu penaoz e kouezas er fank hag en disenor ann empir-se, pehini a lavare reï d’imp ar peoc’h !…

Hag evit mont betek ar penn euz hon malheuriou, d’ar pred ma teue da em sevel ha da gemer ann trec’h arme al Loire, savet gant gouarnamant ann défense nationale, ann traïtour Bazaine, ur mignon braz d’ann Impalaër, a roë d’ar Prussianed ar gêr grenv (la ville forte) a Metz, gant ouspenn kant hanter kant mill den, hon c’hanoniou hag hon drapoïou, ar pez na oa bet gwelet biskoaz c’hoaz…

Ah ! penaoz e c’halfe beza c’hoaz en Franz tud da gaout keuz d’ann Empir ha d’ann Impalaër !

Pevare pennad.
————

Sklêr eo da velet dre ar pez hon eûs lavaret bete-vreman, en bêr gomzou, penaoz a-baoue 1789 ar Franz e d-eûs esaët ann holl doareou (toutes les formes) euz ar monarchi : monarchi legitime ha parlementaire, da lavaret eo gant diou gambr, kambr ann tadou Franz ha kambr ann deputeed, indan ar Bourboned, empir absolu, da lavaret eo gant ur mestr hep-ken, indan Napoleon I ; monarchie constitutionnelle, pe gant ur chart pe ur gonstitution, indan Louis Fulup ; empir libéral, indan Napoleon III.

Hini euz ar gouernamantjou-se na eûs padet pelloc’h eget tric’huec’h vloas.

Holl ez int bet diskaret gant revolutionou, hag ann daou empir ho d-eûs digaset d’imp ann invasion, da lavaret eo ar vro dismantret (ruiné) ha glac’haret gant ann enebourienn (l’ennemi), ha douar ar Franz bihannêt.

Setu eno un dra hag hen eûs nec’het (préoccupé) hag ankeniet a bell amzer ’zo ann dud pere a gar mad ho bro.

Setu ive perag, goude hon gwaleuriou (malheurs) diveza, a oe gwelet darn euz ministred ar roue Louis Fulup, hag euz ar re muia brudet, evel ann aotronez Thiers, Dufaure, Remusat etc — o treï a-du gant ar Republik. Kalz a dud fur ha brudet kaër, dre ho finvidiges pe ho gwizieges (leur science), a heulias anezhe en hent-se, evel a-vad ann aotronez Casimir Perier, Léon Say, Germain, Wallon, d’Audiffret-Pasquier, etc. ha na gomzan aman nemet euz ar re ar muia a bouez (les plus influents). Evel-se ive ar republikaned, a bere na oa ket gwall-vraz ann niver gwez-all, a zo breman ann darn-vuian (la majorité) er vro.

Ann aotro Thiers hag he vignoned, pa ho d-eûs gwelet penaoz gant ur monarchi e vije ur revolution en Franz bep-gwez ma vije chanjet a roue pe a impalaër, ho d-eûs bet lavaret : klaskomp ann doare da ober ma vô gallet lakad ur galloud (un pouvoir) pe ur mestr en lec’h un all, hep ma vô evit-se brezel ha revolution. Ha pa d-eûs klasket, ho d-eûs bet gwelet sklêr penaoz na oa nemet ar Republik e c’hallje ober ann dra-se, hag evel-se ez int deut da veza republikaned.

Goude ma vije bet ur pensturier (président) ar republik en penn ar vro epad ar maread amzer lavaret gant al lezenn, e vije dibabet un all en he lec’h, pe e chomje c’hoaz ar memez hini, mar vije roêt d’ezhan ar muian a voueziou gant ann dibaberienn, pe ann elektourienn, — ha kement-se holl hep trouz, na brezel, na revolution.

Ar bevar war-n-ugent a viz Maë 1873, Kambr ann deputeed, dre ur vot, a diskaras ann aotro Thiers hag he vinistred. Ann darn-vuian (la majorité) ann deputeed a c’hoantaë ober d’ann den fur hen defoa salvet he vro heuil ur politik pehini a oa a-eneb d’he c’hoant ha da hini ar vro. Pa velas ann dra-se, e em dennas pe e roas he demission, ha kerkent ar marechal Mac-Mahon a oe lakêt en he lec’h.

Kement-se a oe grêt hep lac’hadek tud, evel ma vije bep tro a-raok, hep brezel na trouz a-bed, evel ma ve lakêt bemdez ur prefet pe ur mear en lec’h ur prefet all pe ur mear all.

Ann aotro Thiers hen defoa lavaret : ann amzer da zont (l’avenir) a zo d’ar re fura. Goude ar bevar war-n-ugent a viz Mae 1873, ar monarchisted a eure holl kement e c’halljont evit lakaad ho roue Herri pemp war ann trôn. Na felle ket d’ezhe zoken gortos penn (la fin) ar galloud a oa bet roët d’ar marechal Mac-Mahon evit seiz vloaz. Ar republikaned a difennas stard al lezen pehini a lavare e vije ar marechal pensturier pe president ar Republik epad seiz vloaz, hag hi a zo ar muia kiriek mar na eo ket bet diskaret ha mar eman breman startoc’h ha muioc’h galloudus eget biskoaz. Hag hoc’h ober evel-se, ann deputeed hag ar journaliou republiken a laboure hervez c’hoant ar vro, ar pez a zo bet gwelet sklêr dre ann elektionou partiel, rag war unan ha tregont (31) elektion partiel grêt a-baoue ar bevar war n-ugent a viz Mae 1873, peder war-n-ugent a zo bet wit ar republikaned, c’huec’h ’vit ar bonapartisted, hag unan hep-ken ’vit al legitimisted.

Ar republicaned euz ann holl bagadou (de tous les groupes) a oe fur a-walch evit em unani en Kambr ann Deputeed, hag evel-se e teujont da veza ann darn-vuian (la majorité), hag evel-se a oë grêt ar Republik evit mad.

Ar Gonstitution, pe lezennou ar Republik, a zo brema votet, hag evit diskar ar Republik, e vefe rèd ober ur revolution, hag ar muia spountuz a zo bet biskoaz, hervez ma lavar ann aotrou Thiers.

Ar pez a zo da ober breman eo klask ann doare da virout ar Republik gant he lezennou, ha harza ar monarchisted da diskar anezhe. Setu aman, en bêr gomzou, lezennou ar Republik :

Da genta eman pensturier pe président ar Republik, dibabet evit seiz bloaz, da lavaret eo betek 1880, ha pehini e c’hall beza dibabet a-nevez. Neuze eman ar Senat, hanvet gant ann Deputeed, ar C’huzulerienn jeneral, ar C’huzulerienn arrondissamant, hag ur C’huzulier municipal euz a bep kommun. Goude ar Senat eman Kambr ann Deputeed, hanvet gant ann holl elektourienn, pe ar suffrage universel. Pensturier ar Republik a ve hanvet grant ar Senatourien hag an Deputeed.

Ar Senat a zo grêt a dri c’hant Senatour, hag e c’hall gant Pensturier ar Republik, terri Kambr ann Deputeed.

Pemzek ha tri ugent (75) Senatour a vezo dibabet en departamantjou, gant ann elektourien hon eûs lavaret uc’helloc’h.

Setu aze al lezennou ar muian a dalvoudegez (les plus importantes) euz ar Gonstitution nevez.

Gwelloc’h e c’halfe beza, marteze, met evel eman, e c’hallfe ober ar Franz c’hoaz krenv ha gallouduz (puissante), evel ma oa gwez-all, ha reï dezhi evit pell amzer ar peoc’h, a behini hon eus ken bras ezoum.

Ar Gouarnamant a zo breman o ren en Franz hen eûs grêt he breuvennou.

Ar Republik a zo grêt abaoue tost da bemp bloaz, hag e d-eûs diskouezet meur a wez, evit-hi da veza bet gwasket gant he enebourien (ses ennemis) epad ouspen eur bloaz, e c’hall, kouls hag ur gouarnamant all, reï d’imp an urz, al liberte hag ann doujanz (le respect) evit al lezenn.

Peurc’hrêt e d-eûs (elle a achevé) ur brezel gwaleürus komanset gant an impalaër Napoleon III ;

Diskouezet e d-eûs he c’hredit hoc’h ober ann empruntjou brasa a zo bet grêt a-baoue kant bloaz ;

Paeet e d-eûs ranson ar brezel grêt gant ann Empir, ur somm arc’hant ken bras ma vije kredet n’hen devije gallet bro a-bed hen paea ;

Komanset e-deûs sevel un arme nevez (reorganiser l’armée), nann evit ober ar brezel, met evit stourma ha trec’hi war ar re a c’hoantafe ober ar brezel d’imp ;

Dekretet eo bet egalite ann holl dirag al lezea militer, ha pep-hini a dle breman ober he servij, he-unan, koulz mab ar pinvidik millionaire evel mab al labourer douar pe ar paour keaz klasker bara ;

Gwellaad e d-eûs (elle a amélioré) stad ar re ho deus kargou ha pae bihan ;

Grêt e d-eûs reï deskadures d’ann holl, hag evit netra da vugale ar paour.

Piou hen devije lavaret e vije em gavet ar Franz ken buhan, goude he holl reusiou (malheurs), hag e vije en gavet ken pinvidik ha ken braz hag ar broiou ar muia pinvidik hag ar muia galloudus euz ann Urop ?

Ha kement-se holl a zo bet grêt indan ar Republik !

Pempet pennad.
————

Paotred ann Empir hag ar Monarchisted all a gomz atao euz prosperité ha pinvidiges amzer ho Impalaër, pe ho Roue ; ha pa na ouzont ken petra lavaret, hec’h eont bete lavaret penaoz indan ar Republik madou an douar (les récoltes) na c’hallont ket beza ken fonnus (aussi abondantes) evel indan ann Empir. Kement ze a zo re diot. Setu aman koulzgoude hag a diskouezo sklêr penaoz indan ar Republik hec’h a an treo (les affaires) koulz pe welloc’h eget gwez-all.

Er bloaz 1868, ar bloaz indan ann Empir ma zo bet ar muian a winis en Franz, e zo bet kant c’huezek million seiz kant tri ha pevar ugent mill hectolitres (116,783,000). — Er bloaz 1872, indan ar Republik, ha goude koll ann Alsace hag al Lorraine, (ur million pevar c’hant seiz ha daou-ugent hectares), ar gwinis en Franz hen eûs roet c’huec’h ugent million eiz kant tri mill hectolitres (120,803,000). Trevad (récolte) 1872 a zo eta evit pevar million hectolitres gwelloc’h eget ar gwella a zo bet indan ann Empir.

Er bloaz 1869, ann total euz kommers ar Franz gant ar broïou diaveaz (avec l’extérieur) a zo bet a c’huec’h milliard ha daou villion. — Er bloaz 1873, ez eo bet a nao milliard tri c’hant tric’huec’h ha pevar ugent million, da lavaret eo, ur milliard tri c’hant c’huezek ha pevar ugent livr muioc’h eget en 1869.

Ar Franz a em savo mui hoc’h-mui, mar kar ann darn-vuian ar Fransijenn digemer (accepter) gand fizians ar Republik, pehini eo ar muia marc’had-mad (le plus économique) euz ann holl gouarnamantjou.

Paëa a reomp en amzer a vreman gwiriou (des impôts) gwall-bouner ; met ar brezel grêt gant Napoleon III d’ar Prus a zo kiriek da ze.

A-c’hann da bell-amzer, marteze, na vo ket gallet bihannaad (diminuer) ar gwiriou-ze ; rèd eo paëa dle ar vro, as-ober (reconstituer) hon armé hag hon materiel, nann evit diskleria ar brezel da vro a-bed, met evit galloud em difenn, mar be ezomm.

Ar Republik a vihanna hon dispignou muioc’h eget na raë gouarnamant all a-bed.

Indan ar Republik hon eus da baea :
1° Evit gobrou (le traitement) Président ar Republik,
c’huec’h kant mill livr
600,000 fr.
2° Evit koust (les frais) ti Président ar Republik,
tri c’hant mill livr
300,000 fr
3° Evit dispignou Kambr ann Deputeed,
eiz million c’huec’h kant pevar ha hanter kant mill livr
8,654,000 fr.
4° Evit ar C’honseil d’Etat,
c’huec’h kant daou ha tri hugent mill, eiz kant livr
662,800 fr.
Kement-se holl a ra :
Dek million, pevar c’hant c’huezek mill hag eiz kant livr
10,416,800 fr.
Ann Empir a gouste dimp :
1° Liste civile, pe gobrou ann Impalaër,
pemp war n-ugent million
25,000,000 fr.
2° Evit famill ann Impalaër,
daou villion daou c’hant mill livr
2,200,000 fr.
3° Evit dispignou ar Senat ha kambr ann Deputeed,
unnek million, pevar c’hant tri mill ha tregont pemp kant livr
11,433,500 fr.
4° Ar Garde imperial,
pevar million
4,000,000 fr.
5º Ar C’honseil d’Etat,
daou villion, tri c’hant c’hwec’h ha tri ugent mill, nao c’hant livr
2,366,900 fr.
6º Ar C’honseil privé,
tri c’hant mill livr
300,000 fr.
7º Goel ann Impalaër,
daou c’hant mill livr
200,000 fr.
8º Minister ti ann Impalaër,
pevar million pemp kant nao ha pevar ugent mill seiz kant livr
4,589,700 fr.
Kement-ze holl a ra
hanter kant million dek ha pevar ugent mill kant livr.
50,090,100 fr.

Gwelet a rer dre gement-se penaoz ar Republik a espern (épargne) d’imp d’ann neubeuta daou ugent million bep bloaz !

Gobrou (les traitements) ar Ministred na int ken nemet tri ugent mill livr ar bloaz pep-hini, hag ez oant a gant mill livr indan ann Empir.

Ouspenn da ze, kalz a baleziou, kestell, tier, parkou (des parcs), koajou braz (des forêts), pere a oa bet roet d’an Impalaër, a zo distroet a-nevez da densaour ar Gouarnamant, hag a dalv dezhan meur a villion.

Ar Republik eo, evel ma veler, ar gouarnamant ar muia marc’had mad, harza a raïo ive ar brezel hag ar revolutionou, hag indan-hi e c’hallfomp beva en peoc’h, ha pep-hini a em gavo mad out-hi.

Esaët a vezo sponta ann dud, o lavaret d’ezhe eman ar société a vont da goll, ma pad ar Republik : met ann dud fur na em spontfont ket evid klevet ann hevelep komzou, pa velfont hec’h a mad pep-tra.

Ann urz vad ha tra pep-hini (la propriété) na int bet biskoaz muioc’h respectet eget hirio ; biskoas ar veleienn na int bet muioc’h libr, da ober politik zoken, eget a-baoue ma z’omp en Republik ; gallet ho d-eûs ober pelerinajou lec’h ma karient, hag hervez ho c’hoant, ar pez n’hen devije ket aotreet (permis) d’ezhe ann Empir. Sellit endro d’heoc’h, hag e velfet bemde kalz a dud fur, a dud pinvidik, hag a dud gwiziek (instruits) o treï a-du gant ar Republik.

Ar Republik kenta e d’eûs roet d’ar vourc’hizienn ha d’ann dud diwar ar meaz ar galloud da gaout douar d’ezhe, rag a-raok 1789, ann douar a oa kazi holl d’ann noblanz ha d’ar veleienn. Ann dervet Republik na diskarro ket, en kement-se, ar pez a zo bet grêt gant hon zadou-koz.

Ar gwir danjer, — met a behini na gomz ket ennebourienn ar Republik, — a vefe mar deufe ann dud diwar ar meaz da reï ho moueziou, evit beza Senatourienn pe Deputeed, da dud ha na lakaont ket mad ar vro a-raok ho mad ho-unan, evel ar Bonapartisted, pe ar Monarchisted all ; met na rafont ket ann dra-se, hag e vefont fur.

C’huec’hvet pennad.

Voti, pa ve elektionou, a zo un dever evit ann holl. Den a-bed na dle tremen hep reï he vouez da unan pe unan (à quelqu’un) ; ur vouez, a-weziou, a zo a-walc’h evit gonid. Na lavarit ket eta : « Da betra e talv d’in-me mont da voti ? ur vouez hep-ken en tu-man pe en tu-hont na raïo na vad na drouk. » — Ann dud a gomz vel-se a zo en ho gaou (ont tort) — ur vouez hepken muioc’h en un tu eget en tu all a c’hell ober gonid ann tu lec’h ma ve. Gwelet a zo bet deputeed pere n’ho d-eûs trec’het nemet gant ur vouez ouspenn pe a vajorite.

En touez an deputeed ho d-eûs votet evit amendement pe lezenn ann aotro Wallon, dre be-bini ez eo bet savet ar Republik evit mad, — e zo unann bennag, marteze, hag a zo bet hanvet depute gant ur vouez pe diou muioc’h eget ann hini a deue war he lerc’h - Al lezenn-se zoken (même) na eo bet votet da genta nemet gant UR vouez a vajorite.

Mar vije tremenet hep voti unan hepken euz a re ho d-eûs votet evit-hi, na vije bet grèt netra. Dre eno e welet skler na dle den tremen hep voti.

Met na it ket da reï ho moueziou da dud hag a zo anavezet evit beza lejitimisted. Ann dud-se, mar gallfent, a digasfe d’imp ur roue, Herri pemp, ha gant ar roue-se e teufe ive un darn vraz euz a gustumou ann amzer goz, a-raok ar revolution vraz 1789.

Mar deufeac’h da reï ho moueziou da orleanisted, da lavaret eo da dud hag ho d-eûs c’hoant da gaout da roue ur mab d’ar roue Louis Fulup, — e riskfeac’h da velet lemel diganeoc’h ar Suffrage universel, ha na vefe ken neuze nemet ann dud pinvidik e c’hallfe voti evit ober deputeed, ha kuzulerienn jeneral ha kuzulerienn arrondissamant.

Met diwallit mad dreist-holl da reï ho moueziou da vonapartisted. Epad ma ’z int bet o reen, ar Franz, da behini e lavarent reï ar peoc’h, a zo bet atao en brezel. Ter gwez, indan ar bonapartisted, ez eo deut ann enebourienn (les ennemis) en Franz, ha bep-tro ho d-eûs lac’het, tanet ha glac’haret holl, ha distaget un tamm bennag euz douarou ar vro. Ann diou wez kenta ho d-eûs kemerret frontierou ar Rhin, pere a oa bet goneet gant ar Republik kenta ; hag ann derved gwez ho d-eûs lemet diganimp ann Alsace hag al Lorraine. Gant un drivet empir, a vefe brezel arre, ha Doue hep-ken a oar petra a c’hoarvezfe (arriverait) neuze euz ar Franz !…

Ann dud a zo a-du gant ar bonapartisted, pe ann empir, na gredfont ket mont eeün (agir franchement) ; komz a rafont d’heoc’h, d’ann dud diwar ar meaz dreist-holl, euz a binvidiges ha gloar ann empir etc… Met n’ho selaouit ket. Gouzoud a ret mad penaoz pa oe grêt ar Plebiscite, en 1870, e komzent ive euz a beoc’h, ha pinvidiges, ha mad ar vro holl ; ha daou pe dri miz divezatoc’h e tisklerias ann impalaër hag he vinistred ar gwasa brezel a c’hlac’haras biskoas ar Franz !…

Un depute, un den fur ha gwiziek braz, (très-savant) ann aotro Herri Martin, pehini a anavez mad anezhe, hen eûs komzet evel-henn out-hê, en ul levr bihan :

« Evit kaout ho moueziou, e rafont al lez d’heoc’h hag e lavarfont ann holl gevier. Lavarout e rafont e karont ar bopl, ann dud diwar ar meaz, ar peoc’h, hag ez int difennerienn ann urz, ar famil, ar bropriété, ar religion. Met lemit d’ezhe ho maskou ; grit d’ezhe lavaret sklêr ha c’hoant ho d-eûs da harza revolutionou nevez ha da genderc’hel (de maintenir) gouarnamant ar Republik, ha liberteou ar parosiou pe ar municipaliteou.

« Gant ur bonapart ez int bet lemet diganimp, al liberteou-se, ha biken ur bonapart n’ho rafe d’imp a-nevez. — Grit ma vezo anavezet pep-hini evit ar pez ma ’z eo, — ha neuze e velfet da biou reï ho moueziou. »

A-baoue ar bemp war-n-ugent euz a viz c’huerveur ar bloaz-man 1875, Kambr ann deputeed e d-eûs grêt ar Republik evit mad, ha na eûs ken en Franz nemet daou rum tud (deux partis) : ar re ho d-eûs c’hoant da virout ar Republik gant he lèzennou, pe ar Gonstitution, hag ar re ho d-eûs c’hoant da diskar ar Republik gant he lèzennou.

Na eûs forz pe hano a gemer ar re diveza-man, lejitimisted, pe orleanisted, pe bonapartisted, na eûs ket a wasoc’h revolutionnerien eget-hê pa ê gwir ho d-eûs c’hoant da diskar ur gouarnamant hag a zo hervez al lezenn : ar gonservatourienn vad a zo hep-ken ar re pere a zennt (obéissent) d’al lezenn hag a fell d’ezhe mirout ar Gonstitution evit ar Franz.

Epad ar brezel e vije klevet ar gonservatourienn o lavaret atao penaoz ez oa red beza unanet hag a dlee ann holl em glevoud (s’entendre) evit harpa ha difenn ar gouarnamant a vije savet gant Kambr ann deputeed. Kalz a zo em roët da vad d’ar Republik ; perag na ra ket ar re-all evel-t-hê, el lec’h hunvrea kaout rouanez a-nevez, ar pez na c’hell ken beza en Franz ?

Ar re na ioullont ket (ceux qui ne veulent pas) gwelet ar Franz o em sevel dre ar Republik a lavaro d’heoc’h penaoz ar Gonstitution a c’hell beza as-gwelet (peut etre révisée), da lavaret eo e c’haller ober un dra bennag evit hi gwellâd (pour l’améliorer). Ann dra-se a zo gwir, galloud a ra beza as-gwelet, met er bloaz 1880 hep ken, ha c’hoaz e dle mirout he stum republikenn (encore doit-elle conserver sa forme republicaine.)

Lavarout e rafont d’heoc’h c’hoaz penaoz ann as-gwell-se (celle révision) a dle koll ar Republik : met kement-se na eo ket gwir, evel ma vezo gwelet divezatoc’h.

Ann Amerik a zo en Republik a-baoue kant bloaz, hag a zo deut da veza indan ar gouarnamant-se unan ann nationou ar muia galloudus (puissante) hag ar muia pinvidik euz ar bed holl : ouspenn c’huezek articl a dalvoudèges a zo bet laket a-baoue en he C’honstitution. Hag ar Suiss, hon amezeges (notre voisine), pehini e deus digemerret ken mad hon soudarded paour epad ar brezel diveza, a-baoue meur a gant vloaz eman ive en Republik, hag he lezennou a zo bet as-gwelet (revisées) alies, ar pez na harz ket anezhi da veza unan ar broiou ar muia pinvidik hag ar muian eürus, marteze, euz ann Urop.

VOTET HOLL ETA, ha dibabet evit ho senatourien hag ho deputeed tud pere ho defo c’hoant stard da viroud ha da difenn ar gouarnamant a zo breman o reen, ar Republik ; ha da velet ar Franz o em sevel hag o em derc’hel evel kent e penn ann holl nationou, indan drapeau tricolor ar Republik !… [1].

Troët euz gallek Paul SEBILLOT.

  1. Kement-man a zo troët en brezonek euz ul levr bihan ar gwella, hanvet : LA RÉPUBLIQUE C’EST LA TRANQUILLITÉ, grêt gant Paul Sebillot, eus a departamant Aodou ann Hanter-Noz (Côtes-du-Nord), hag a ve kavet da brena, evit DAOU VENNEK, e ti Mme Sarciaux, marc’hadoures journaliou ha levriou en traon ru ar Gar, en Montroules.