Chanson nevez var sujet glac’har ha tristidiguez daou den yaouanck demeus a baros Speyet, pres da vervel gant ran-galon.


skrivet gant François Ruppe


(Ar serjant-major)



CHANSON NEVEZ

Var sujet glac’har ha tristidiguez daou den yaouanck demeus a baros Speyet, pres da vervel gant ran-galon.


————


Tud yaouank deus ma faroz, didosted, me o ped
Da zilaou ar vues a zo guenin erruet ;
Me zo eur sergent-major, tistrei deuz an armeio
Rejouisset ma c’halon, o entreal bars ar vro.

Pa voan me partiet, da gommanç va c’honje,
Moa losquet var ma lerc’h objet va c’harante
Moa losquet var ma lerc’h fleuren ar youankis,
Evit mon da ober eur c’hampagn, tressec ar guer a Baris.

Epad pever blas anter, e zon bet e regiment.
Hi neus gret va oll chagrin a va brassa tourmant ;
Bemnos ha bep mitin, a pad an deiz, aliez,
Va spered a nije betec ty va mestres.

Ma spered a nije betec va bro beniguet,
O sonjal a beb momet bars va amzer passeet.
C’hoarvezout a re guenin, e guis an durzunel,
Pa ve collet ganti he far, a non dol da vervel.

Guenime, tud yaouank, c’hoarvezet memes tra.
Glac’haret bras e voan, o tond da partia,
Rannet e voa va c’halon, o toned d’he c’huitad,
Hi pa velas ac’hanon e devoa calonat.

Eiz deves arog partial visemp assembles bemde,
Ac eur sulves d’abardaë, hi a lavaras di-me,
An daelo n’hi daou lagad, hi moues entrecoupet :
— Petra rin-me, den yaouank, pa vec’hu partiet.

— Me ya da vont breman da ober pinijen,
Da laqua lioua e du va oll dillajou guen.
Evit ober caon da va muïa caret,
Partiet evit ar Republik, en deiou tremenet.

— Pa vec’hu erru n’ho regiment, me ho ped, va servicher
Da reï d’in ho quehellou, ractal dre eur lizer,
Me a meus chagrin bras gant aon e vec’h casset,
En tu all dar mor bras, guis dar vartolodet.

Ar blaves mil eïs cant tri-uguen a daouzec,
Da zevez gouel an Nedelec, a oan-me partiet.

Da zevez gouel an Nedelec, da zeg heur deus an noz,
Pa voa ma c’hamaradet o c’hont da repos.

Voan o font ti va mestres, da laret dei quenavo.
Hi pas velas a c’hanon, a gommença gwelo,
— Arça eta, den yaouank, moc’h o vont er mes ar vro.
Beuzet e ze ma c’halon en eur mor a zaelo.

Quenavo, a laran deoc’h, quenavo, va mestrez,
Ben ar pevar pe pem bloas, n’hi n’hom gavo asambles,
Hi a vouchas din neuse, n’hi daou lagad an daëlo,
Hac e coueas d’an douar, casi guis deun den maro.

Dan de quenta blas, voan erru bars ar guer a Ruel,
Cetu me scrivas eul liser d’am mestresic fidel,
Hi a respontas din, pevar deves goude,
Penaos e voa clan, clan bras var hi gouele.

— Mar na teud quet d’am c’honsoli, ma servicher fidel,
Gant ar chagrin ar glac’har, me zo prest da vervel.
Ho pebeus malheur evit eun den tener da guitad e vro,
Ho velet e vuia caret, bars toul dor ar maro.

Pa vijen en faction var ar meneiou huel,
Ma daou lagad a droe var zu Breiz-Izel.
Ma daou lagad a droe var zu ty va mestres,
Mes ne vellent netra nemet coajou aliez.

Deus ar mintin a gleven un nombr a lapousset
A mouez ar rossignol, var bec ar veen pignet,
Ar rossignol a lavaras din dre e voez melodius :
— Te ho c’heus ebarz ar guer eur vestrez carantesus.

— Eur vestres leun a c’hlac’har, a carguet a anken,
A baoue e soc’h partiet, o c’hober pinigen.
Neuze e lavaras din, gant eur vouez triomphant :
Me gred e zoc’h glac’haret, couls ha c’hi, soudard yaouank

— Var da dal e zeo merket, gant liou an dristidiguez
Penaoz e zout anquenet, o quitad da vestres.
Neuze a zisquennas d’an traon da vodik, da vodik,
Hac e teuas var ma scoa, da gana ar muzik.

An eostic a laras din, gant e voes triomphant :
— Me a vezo fidel doc’h queit ma vec’h no regiment
— Arça eta, eonig bian, mar vec’h din ken fidel,
Ez a iello evidon, da vetec Breiz-Izel.

Ben arc’hoaz mintin, querquent vel ma vo scler,
Te a deuio dam c’hamp, da guerc’hat eul liser.
Hanter nos mintin, n’a voa quet scler an de,
Me glevas ma messager ; var ma frenes e cana.


Lavaret a re din neuse dre e ganaouen ;
— Roet din ar paper, ma partiin souden,
— Kers eta, eostic bian, da ziou esquel digoret,
A quemeret an hent da voned da Speyed.

Neur errui bars ar vro, te hei da dy ma mestres,
Ac a gommenso cana e-quichen he frenes,
Te a lavaro dei penaus vec’h digasset,
Deus ar guer a Baris, gant e muia caret.

Dan eur an anter nos erruas an eostic,
Da houl an digor digant ma mestrezic :
— Plac’h youank, emezan, digoret din an or
Me zo digasset aman, gant va sergent-major.

An den yaouank-se, herves a meus clevet,
A zo choazet gant Doue, vit bea da pried ;
Cetu aman eul lizer a neus roet din-me,
Me ia da partiel breman, da gonta dezan o toare.

Ar bloaves mil eis cant tri-ugent ha c’houezec
Ministr ar brezel e devoa decidet
Ministr ar brezel e devoa decidet
A vize bet liberet tout ar blaves unec.

Da ma mestres ractal, me scrivas eur lizer
Evit annonç dezi a voan erru dar guer.
— Arça eta, plac’h yaouanck, a lavara dezi,
Quemered da joaüsted ha quitted da ennui.

Dan decvet a vis dû, a voan partied,
Deuz ar guer a Baris, vit va bro benniguet ;
Neuse e teuas sonch din na demeuz ma mestres.
Evit eun den yaouank, pebeus plijadures.

Neur errui bars ar vro ezon et dy guellet ;
Neur antreal bars an ty, dezy voan non adresset :
— Bonjour doc’h, ma mestres, cetu me bars er vro,
Erru on gant joaüsted, da laqua fin da canïo.

— Laquet breman e ru an dillajou pa gret
Laquet lioua en du, pa voan me partiet.
Laquet breman o torn c’hani ho servicher,
Ma vezimp-ni unisset ar rest deus on amzer.

— Cetu aman eur seïen, evit fin deus or yaouankis,
A meus digasset doc’h, deus ar guer a Baris,
Conservit anezi, gant o coalen arc’hant,
Quen a ieffemp on daou ous tol ar sacramant.

— François ques, va zervicher, eme ar plac’h, neuse,
Na momp quet ar bonheur derrui bars ar point-se,

Or c’herent o deuz chenchet abaoue zoc’h partiet,
Ny eo an daou malheurussa zo gant Doue crouet.

— Ma mestres ! ma mestres ! nam zisconsolet quet,
Car me a meus eur galon a zo tener meurbed
Me zo eun den yaouank, tistrei deus an armeio,
A meus souffret dija nomb bras a dourmancho.

— Mes ebars va oll chagrin me a nom gonsole,
Pa teu sonj din ac’hanoc’h, va dous, [va] c’harante,
Ha bremen, va mestres, ma vezemp separet,
Gant eur baret avel, me a vo discaret.

— A posubl e ve eta, a mefemp meritet
Deuz a beurs or c’herent, un dra quer cri meurbed,
Deus guenin-me d’an illis, bezemp on daou fidel :
Iamp d’ober or fromesse, dirag an Aviel.

— Neuze ni bedo Doue, hag e Vam beniguet,
Da rei da dout or c’herent sclerijen, var ar sujet
Demeus ar bromesse a mump-ny on daou gret
Da vevi assemble, queit ha vimp var ar bed.

— Arça eta, den yaouank, me guemer eur loden,
Demeus o c’hol chagrin, a demeus o c’hanken ;
Breman vellan ervad, demeuz o propojo,
Evit on separi, neus nemet ar maro.

— Et breman d’ar guer, a me ia ive,
Ac informomb or sud, deus bolonte Doue,
A ben dissul d’abardaë, dan eur goude creiste,
— N’y nom gavo asambles da gonta on doare.

— N’y nom gavo asambles lec’h a mump goulennet
Sclêrijen digant Doue, hag e Vam beniguet.
Laromp breman eur Bater rog non zispartial ;
Quenavo ta, ma mestres, queno dissul guenta. »

An den yaouank errui bars ty e dad

— Arça eta, va zad quez, silaouit va feden.
Me ia d’espliqua d’oc’h breman va flaneden,
Me ia da lavaret d’oc’h ar pes so erruet,
Ac ar pes a bouez bemde var ma speret.

— C’houec’h vlas so tremenet aboue par ar C’hran
Voa goneet va c’halon gant eur plac’hic yaouank
Gant e c’hamaradezet moa guellet anezi,
Charmet doa va c’halon, gonezet e voa ganti.

An eil guech ma y guellis voa bars illis Sant Per,
Daoulinet ebars ar c’hœur, vis-à-vis dan auter.

Eno pa moa y guellet neuze a moa songet
Penaus e voa un elez deuz an en disquenet.

Pa voa echu an overn, voan deut emez an iliz
D’y gortos bars ar verred, goude fin an offis,
Pa voa o sortial er mez deuz ar porchet
Me zirijas ma fajou vit monet d’y c’havet.

— Bonjour d’oc’h, plahic yaouank, roanez an douar.
Ebarz ar Finister, ne velfem quet o par,
Goneet eo ma c’halon guenoc’h plahik yaouanck,
Lavaret din, me o ped, breman ho sentiment.

— C’hui ez eo, den yaouanck, an ini a garan,
Neus nemedoc’h d’am laquat eurus bars er bed-man,
Ma c’halonik a voa genoc’hu gonezet,
Abaoué ar c’henta guech, ma guenoc’h parlantet.

— Mar vesimp separet, me vo ar malheurussa
A zo bet gan Doue crouet bars ar bed-ma
Rac se, eta or zud ques, designomp on deves
Vit m’a errufomp tout da barlant asambles.
C’hoant bras a mump on daou da vea priejo,
Evit gallout nom garout, tre betec ar maro.

Respont dan daou den yaouank

— Arça ’ta, daou den yaouank, n’a deuz o maguet,
Ac evit dimezi or c’honje na po quet,
N’y na gredomp birviquen z’oc’h galvet gan Doue,
Car n’a neus evidoc’h, voalc’h a fidelité.

An dou den yaouank d’o c’herent

— Ben dissul guenta, epad an overen,
Eguis domp ni on daou, goulennit sclerigen,
Evar ar garantez a zo n’or c’halon,
Ac a pezo respont deuz on affection.

— Na deut quet da gontraria diou garantez barfait,
Pere varvo gant glac’har mar vint dispartiet.
N’y a deu do pedi da reï domp o conge.
Ma vezo gret er bed-man pes zo laquet gant Doue.

Respont d’an daou den yaouank

— Inutil ezeo doc’h, insisti davantach,
Unan ahanoc’h hei da gouent a ini all da scoulach,
N’oc’h quet galvet gant Doue da vea unisset,
Rac-se eta, daou den yaouank, rac-se nem separet.


An den yaouank de guerent

— Arça eta, va oll guerent, me ia da lavaret :
Ranna rit ma c’halon, troubli ret ma spered,
Me ia da lavaret d’oc’h, quenavo ! quenavo !
Varc’hoaz pa darzo an de, me a vezo maro !!!

An den yaouank rancontras e vestres

Don heur goude creiste, me gavas va mestres,
A y glaharet bras a leun a dristidigues.
— Autro Doue, den yaouank, peub eus planéden.
Rannet ezeo ma c’halon, siouas gan an anken.
Oh ! querent malheurus, c’hui a pe ar galon
[Da lezet daou den yaouank da vervel gant ran-galon.]

An daou den yaouank d’ho c’herent

— Preparet ho tillad caon, aben arc’hoas vintin
N’y a vo cavet maro, dindan ar veen ivin
A zo quichen an illis, e cornic ar verred,
A dindan pehini, n’y a vo interret
Laquet a hanomp, me o ped, dindan ar memes be,
Evit ma veffomp assembles, hed an eternite ! Amen !

François RUPPE