Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 245-248)




Ar Vamm-goz Mizer o klask lojeiz


————


Mar fell d’eoc’h diroufenna ho tal, mar ho peus c’hoant da danva brezoneg c’houek, lennit ar werz-ma. Kavet em eus anezi er Feiz ha Breiz koz, 11 meurz 1865. Koz eo eun tammig, egiz ma welit, mes lennit anezi, hag e leverot d’in goude n’he deus kollet tamm eus he c’houez vat.

Kalz barzoniezou a zaver en hon amzer, hogen, ar gwir varzed a zo tano… Eur gwir dudi, eur banvez dreist eo evit ar spered hag ar galon kaout bommou brezoneg da zaouri evel a zo er pennad-mad.

N’eo ket dibaot kaout eus an traou dudius-se er Feiz ha Breiz a yoa renet gwechall gant an Aotrou Morvan. Hag evel ez eus nebeut ac’hanomp o kaout en o zi follennou melenet ar gelaouen goz se, em eus sonjet e rajen plijadur o servicha pennadou eus ar pez a reas kement a vad d’hon tadou.



Gwechall e tremenas en eur bourkig a Vreiz,
Ar Vammig-goz Mizer, o vont da glask lojeiz.
He daoulagad skoelfet, diskabel, diarc’hen,
Treut evel eun arkou ha ridet he c’hroc’hen,
Ne daol troad d’an douar, nemet a bik-lammou :
Koulskoude, war he c’hein, gant he zammig truilhou,
C’houec’h mil bloaz gwall bounner da zougen,
A dle roi d’he diou c’har ouspen eur vorzaden.

D’ar strinkel-ze, siouaz ! uhel hel lavaran,
Ne vank na tiegez, na lojeiz er bed-man.
Abaoue m’en deus Adam e zor d’ei digoret,
War goust e vugale bemdez he deus bevet ;
Rak nep a vez gwasket dindan he c’hrabanou,
A ya skanv e c’hodel ha kleuz e vouzellou.
An dreitourez eta d’an tiez a gerze,
Da c’hout peleac’h kluja he c’hovad paourente :
He daoulagad paret war eur c’hoz lochennig,
E lavar o kaskalat : «E vit eun nozvezig,
Aman, war a gredan, me gavo lojeiz prest.
Mes araok antreal, sellomp dre ar prenest. »
Kerkent he daoulagad a furch mat el lochen :
Eur wreg, hag he mabig ganti war he barlen,
Gant eur vouez dudius, henvel ouz eun eostig,
A gane d’he bugel : « Kousk, kousk, va c’halonig ! »
He fried, kemener, o c’hriat war e dorchen,
Diwar benn e c’hlin a jache prim e neuden.
Ne welet, evit gwir, en ti-ze o lugerni
Na moger paperet, aour nag arc’hantiri ;
Mes ne welet ket ive treid hir ar gefniden,
Endro d’ar mogeriou o steui gwiaden.
Eun tiegez kempen, joaüsted ha labour,
A zalc’h plas d’an arc’hant hag ive d’an aour.
— Kerz pelloc’h da glask fred, rak ama, va c’homer,
Daoust m’eo treut ar c’hig sall, n’eus tamm plas d’ar vizer. »
Evelse, dre he dent, e c’hrosmol ar wrac’h koz,
Ha kerkent e tro kein hep lavaret bennoz.
Kerzet a ra neuze d’an tiegez tosta,
Da c’hout ha hi gavo gwelloc’h evit loja.
An ozac’h mezo mik, war leuren ar gegin,
En daou bleg destumet evel eun urusin,
A laosk en eur gousket ken pounner roc’haden,

Ma weler eo stoufet betek e gornailhen.
Eus e c’hinou digor, hag ive eus e fri,
E ruilh, hed e varo, eur waz glaour ha mec’hi.
Piou gredfe koulskoude ? Daoust ma ’z eo badaouet,
Ar weren hanter-leun en e zourn ’zo chomet !
Daou vugel diskempen en eur c’horn a ruilhe :
Daou-all er chodouren ar yod a c’habouilhe,
Hag a-bouez e zivreac’h, unan gant ar sklinsin,
A skoe war ar billig, da c’hoari taboulin.
Ar vamm eus he c’hostez, ar vamm, koz libouden,
E kuz, gant eur gomer, a lipe he gweren.
O welet kement-ma, ar c’hrac’h — n’eo ket eston —
A lugern he lagad hag a drid he c’halon :
— Setu, krak ! emezi, al lojeiz a glaskan ;
Peleac’h e vin mestrez mar ne deo ket aman ? »
Kerkent e poulz an nor, hag evel eur vleizez,
En eur skrignal he dent e lamm gant bleo Jakez :
—Poent eo divorfila, sao, emezi, dihun,
Korf laosk ha didalvez, mesvier, lounk-e-zizun ;
Mar ne zentez raktal, diwar bouez da griben,
Me raio d’it skuba ’l leur-zi gant da chupen ! »
Ouz he c’hlevet, Jakez hanter divadaouet :
— Piou hoc’h-hu ? » emezan gant eur vouez truezus,
—Rouanez ar vizer, eur vaouez galloudus ;
Al labour ’zo treac’h d’in, hag ar vertuz ive ;
Mes evit eur mesvier hag eun den didalve,
A stlejan diloüs ermeaz o ziegez,
Ha war o zammig meubl e ran gwerzidigez ;
Evelse, va c’homper, kerz el leac’h ma kari :
Evit ama pelloc’h eun nozvez ne gouski. »
Kerkent e taol he dourn war ar vugaligou,
Hag e trok o dilhad oc’h tammou koz truilhou.
O roi neuze taol troad d’an eil goude egile,
E poulz war an treujou tad, mamm ha bugale.



Mar bezit visius, mesvier pe didalvez,
Ho pezo d’ar vizer leac’h da deuler evez,
Mes bezit labourer, reizet ha vertuzus,
Ha c’houi vezo laouen, divorc’het hag eürus.