Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Vestrez Glorus.

1890  (Levrenn I, p. 244-246)



AR VESTRES GLORUS
____


   Pa oan em c’hawel, bihanic,
Me ’m oa choaset eur vestrezic,
   Trou la ri lai tra la lan
      Roularilanlaine !

   Breman p’omp arru braz hon daou,
A so savet caranteou.

   He zad, he mamm, p’ho deus clewet,
D’ar gouant ho deus-hi casset ;


   Casset ho deus ma dousic coant,
Oh ! ia, da Wengamp d’ar gouant.

   Ha pa goustfe d’in pemp cant scoet,
Me iell da Wengamp d’hi gwelet.

   Bars en Gwengamp p’on arruet,
Ma mestrès coant am eus gwelet.

   — Bonjour ha joa, ma dousic coant,
Deut-on d’ho cuelet da Wengamp.

   Lavaret d’in ma mestrezic,
Petra lâr d’ac’h ho calonic ?

   — Ma c’halonic a lavai d’in
Caret vad d’ann nep a gar d’in ;

   Caret vad d’ann nep a gar d’in,
D’in ma c’hunan, dreist pep-hiui.

   — Tri re votou am eus uzet,
Ma dousic coant, ’tout d’ho cuelet ;

   Prest on da uzan ’r bewar re,
Ha c’hoas n’ouzon ket ho toare.

   — Mar oc’h scuiz oc’h uza botou,
Deut war zodennou ho lêrou,

   Pe grêt ober ’r galochou lezr,
Pe, mar doc’h scuiz, chomit er gêr ;


______________