II
AR VEZEN HAG AR ZITROUILLEZEN
(Fablen)
——
D’am mignoun Job Ar Gall, e Bourc’h Plougastell.
Great mad en deuz Doue peb tra !
’Vit displega ’r wirionez-ma
Tro ’r bed n’eo ket red d’in ober,
Er zitrouillezen he gweler.
Eur c’houeriad piz a zonje
E teoder ar frouezen-ze,
Ha peger moan eo he zrojen,
Hag e savare evelenn :
« Petra zonje ’ta hor C’hrouer
« Pedo an traou-ze oc’h ober ?
« Ar zitrouillezen-ma ’vit sur
« A zo lec’hiet fall gand ar Fur !
« Asa ! m’em bije he c’hrouget
« E blenchen eun derven galet,
« Gwell e ve bet, e gwirionez :
« Hevelep gwez, hevelep frouez !…
« Pebeuz gaou, Fanchik, n’oud ket bet
« E kuzul da Zoue galvet !…
« O ! ia, neuze — netra sklearoc’h —
« Pep tra a vije bet gwelloc’h !
« Ha perak ar frouezen vez,
« Ha n’eo tamm teoc’h eged va bez,
« Ne ma leac’h ar zitrouillezen,
« Hag houma e beg ar wezen ?… »
Ar zonj-se nec’he ’n den faro,
A ieaz dindan ar gwez dero,
En eur lavaret : « Na gousk ket
Neb en deuz kement a spered ! »
Morgousket edo pa gouezaz
War he fri hir, hag a gignaz,
Euz eun derven ar frouezen,
Me fell d’in laret ar vezen.
Difuna reaz oc’h en em glemm ;
Hag o kas he zorn war he zremm,
E kav ar vezen c’hoaz rostet
Oc’h he varo gand goad kaoulet....
He fri kignet a reaz d’hon den
Komz egiz-all hiviziken :
« O ! o ! diwada ra va fri,
« Emezhan, vont war-zu he di ;
« Petra vije ’ta digouezet
« Ma vije war nezhan kouezet
« Eur beac’h pounneroc’h ’vit ar mez,
« Evel ma ’z eo ar sitrouillez ?…
« N’eo ket falvezet da Zoue,
« Hag abek en doa evit-se !… »
Daoust na gaver ket aliez
Euz an dud-se en hon touez ?
Ia, Doue a oar mad petra
A zo evidomp ar gwella…
N’en deuz great netra dievez,
Her gwelet a reomp mad bemdez.
|
————