Ar vroeg he daou bried
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Wreg he daou bried.
— Me am eûs ul lez-vamm ’r gwasa ’oufeac’h da gavet ;
Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet (bis).
Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet,
Ha kaset da vouit dour da feunteun ar Washalek (bis).
Pa oan etal ar feunteun, ma fichet hanter-garget,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant potr un den-jentil ’c’h abreuvi he ronsed (bis) ;
Hen o kregi em dorn, ma c’has d’ar valanek,
Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered (bis) ;
Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered,
Hag he re he-unan da sellet ouz ar merc’hed (bis). [1]
Pa deuis a-c’hane, hag hen o roï d’in kant skoed,
Da vezur ma bugel, evel pa vije ganet (bis)…
Me am eûs ul lez-vam, ’r gwasa ’oufeac’h da gavet,
Pa arruinn er gêr, me a vô sur groudouzet (bis).
— Pa arrufet er gêr, mar bec’h gant-hi gourdrouzet,
M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet (bis).
M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet ;
Gant potr un den-jentil, hoc’h abreuvi he ronsed (bis).
Pa arruas er gêr, a oe gant-hi gourdrouzet,
Tolet e-meas ann ti gant he lez-vamm milliget (bis).
A-c’hane hi zo êt na da di he maerones,
Da di itron ar Genkis, hi a oa bet alies (bis)…
Ann itron d’he mates un de a d-eûs lavaret :
— Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet (bis) !
Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet,
Pa arrujac’h em zi, al liou-se na dougec’h ket (bis).
Kontrol a ret d’ar roz, a zo bars ar jardino,
Ha d’ar ieot, gomanz glaza, d’ar c’houlz-ma, bars ar prajo (bis).
— Perag, ma maerones, n’am kavfec’h ket drouk-liwet,
Pa ’z on gant ann derzienn pewar miz ’zo tremenet (bis) ?
— Perag ’ta, Jaketa, n’ho poa ket d’in-me lâret,
Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’hac’h medesined (bis) ;
Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’ac’h medesined,
Jaketa ar Penhoat, ho dije ho kwellaët (bis).
— Tawet, ma mareones, tawet, n’am c’haketet ket,
Kloaregig ann aotro a zo kiriek d’am c’hlenved (bis).
Ann itron ar Genkiz, o klewet he freposio,
A d-eûs kaset lizer da gloaregik ann aotro (bis).
— Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet (bis).
C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet.
Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).
— Me zo ’r c’hloarek iaouank, prest da veza bêleget,
Itron, mar lâret se, setu me glac’haret (bis) ;
Itron, mar lâret se, setu me glac’haret ;
Paj bihan ann aotro hag hi a zo mignoned (bis) ;
Ann dez-all ’oant er jardinn, o terri kraon da zebri,
He fenn war be varlenn, hag hen ouz he c’haresi (bis).
Ann itron ar Genkiz, o klewet he breposio,
A d-eûs skrivet lizer da baj bihan ann aotro (bis) :
— Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet (bis) ;
C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet,
’Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).
— Me ’zo ur paj bihan, newe deut ouz ann arme,
Itron mar lâret se, me ’zo prest da vont arre (bis). —
Pa oe grêt ann dimi, ha grêt iwe ann eured,
Paj bihan ann aotro adarre ’zo partiet (bis).
Setu seis vloaz tremenet hag ann eis vloaz achuet,
Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket (bis) ;
Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket,
Jaketa ar Penhoad adarre a zo dimêt (bis).
— Pa oann en Keridon war gein ma marc’h o tonet,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant meur a sonerrienn na diouz taol ann eured (bis).
— Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet (bis) ;
Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet,
Ur gegel a gors Spagn, hag ur c’hlevez alaouret (bis).
— Oh ! me a zo aman euz kosteïo ma fried,
Mar rafenn re a vrud, marteze ’ven skandalet (bis)…
— Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret (bis) ;
Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret,
O terc’hel brid ma marc’h ha ma c’hlevez alaouret (bis)…
— ’C’h àn da digorri ann nor, ’pa dlefenn bea lac’het,
Pa glewann lâret eo c’hui ez è ma c’henta pried (bis).
Ann nor pa d-eûs digorret, ’n he gerc’henn hec’h eo lampet,
Etre he ziouvrec’h eno, war al lec’h ez eo marwet (bis) !
Ur mewel ’oa gant-han, Pezr a lârer anezhan :
— Ma mewel, sent ouzinn, dalc’h ma c’hleve, gra ouzinn (bis) !
Sell aze ma arc’hant ha ma holl akoutramant,
Kerz d’ar gêr, lâr d’am c’heront vinn marwet em rejimant (bis) !
— N’am eûs ket ar galon, ma mestr kêz d’ho lac’han,
N’am eûs ket ar galon, balamour m’ho servijan (bis).
Ha na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret,
Ar paj bihan eno war al lec’h a zo marwet !
Setu un intaon iaouank ann noz kenta he eured ! —
Kanet gant Marc’harit Fulup
O retorn euz ul leur-newe,
Me am boa grêt ur bromese.
Ur plac’hig koant ’m boa rankontret
Hag ez oa plijet d’am souhet.
Ha me o c’houlenn diout-hi :
— Merc’hig, iaouank, da zimizi ?
— Iaouankig mad a em gavan
Da zimizi c’hoaz er bloaz-man.
— Ur mouchouar seï fleuriet
Hag ur walenn gaer alaouret,
Mar bec’h fidel d’ho promese,
Merc’h iaouank, setu-int aze.
Me hec’h a brema d’ann arme,
Na da serviji ar roue,
Ha bars un daou vloaz pe un tri,
Me a deuio d’hoc’h eureuji.
Setu ann daou vloaz tremenet,
He zad hen eûs hi dimezet ;
He zad hen eûs hi dimezet
D’un den koz ha na garie ket.
— Ewit senti euz ho komzo,
Ma zadig, me hen komerro ;
Me hen komerro da bried,
Met kousket gant-han na rinn ket.
Pa oa ann hanter-noz o sôn,
Hi o klewet mouez ur c’hlaron ;
Hi ’klewet mouez he servijer
’Oa o retorn euz ar brezel.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann nor pa d-eûs bet digorret,
En he c’hichenn ez eo lampet ;
En he c’hichenn ez eo lampet ;
Ar plac’h kerkent ’zo desedet !
Ur mewel pini ’oa gant-han,
A lârer Pier anehan :
— Pier, ma mewel, sent ouzin,
Komer ma c’hleve, gra ouzin.
Setu aze ma holl arc’hant,
Iwe ma holl akoutramant.
Kerz d’ar gêr, ha lâr d’am c’heront
’Vinn desedet em regimant.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gichenn ’eo desedet.
Ha setu un intanv koz grêt
Ann noz kentan euz he eured ! —
Kanet gant Marc’harit Fulup
- ↑ Le pluriel est ici pour le singulier, pour la rime.
- ↑ Dans le premier volume (pages 267 — 271), j’ai déjà donné deux versions de ce chant, mais beaucoup moins complètes. Cette dernière leçon a été recueillie depuis la publication de ce 1er volume, et voilà pourquoi elle ne se trouve pas à la place et au rang qu’elle devrait occuper dans l’ordre de classification que j’ai généralement suivi, selon la nature, les analogies et la date probable ou certaine des pièces. — La même observation est applicable à plus d’une autre pièce du présent volume.