ARRÊT, touer Doue,
Tao, jarneer execrabl ;
Respet ar Vajeste
Eus an Autrou adorabl ;
Sounch eo da Roue an Êeou
E rez, siouas ! outraich
Bemdez dre da jarneou
Ha da leou sacrilaich.
Un dra terrupl eo
E teue un den badezet
Da gomz a un Doue beo
Dre langaich quen direspet ;
Biquen jamæs ne gredche
Ur payen divadez
Gueichall trêti er c’his-se
E idol coat memes.
O ! sacraer ingrat,
Perac leusquel sacreou
Ouc’h un Doue so quer mad,
A ro did peb seurt graçou ?
Da vestr, da Autrou eo,
D’a Dad carantezus ;
Perac-ta ouc’h e ano
Beza quer furius ?
C’hui ro dìn, va Doue,
Ha va buez, ha va bevanç ;
Va c’horf ha va ene
A dle deoc’h oll o zubstanç,
Oll e zoun o tounesoun ;
N’oun netra m’am lessac’h :
Penaos-ta caout ar galon
D’ho sacreal ha d’ho nac’h ?
Sacreer revoltet,
Da sacreou execrapl,
Jarneer trelaichet,
Da jarneou effroyabl
Zo langach an diaoulou
En arrach, en alter,
Invantet en ifernou
E creiz an disesper.
Guir imach an ifern
Zo e ty ur sacreer ;
Eno respet, espern ;
Caout evit den ne ouzer,
Tad, ha mam, ha bugale,
Plac’het ha mevellou,
An eil a ro d’eguile
A bep seurt mallozyou.
Quenta a zesq eno
Ur c’hrouadur miserabl,
Eo blasphemi’n ano
Eus e Grouer adorabl.
N’oar na Pater nac Ave ;
Ha gouscoude deja
N’eus mallos, blasphem, sacre
N’oar oll ho vomissa.
An deiz m’e badezet
Terri penn da grouadur
Ma ve dit proposet,
Ha t’er grae, tad dinatur ?
Gouscoude n’ouffes muntri
Nemet e gorf neuze ;
O tesqui dezàn sacri
E vuntres e ene.
Dre venediction
Ar Briadelez santel,
Ar gonsolation
Ac’heus da gaout ur buguel ;
Ha bremâ, mam detestabl,
En escumunuguez ;
Ha mil mallos execrabpl
Varnezâ a losquez.
Ur c’hrouadur bian
Goude graç e vadiziant,
Zo templ ar Speret-Glan
Leun a c’hraçou ravissant ;
Ur mempr pur eo da Jesus ;
Ha c’hui, tadou, mamou,
En ho coler furius
En ro d’an diaoulou.
Ho langaich debordet
A roffe leac’h da sonjal
Tud fall, oc’h possedet
Gant ar speret infernal ;
Ret ho pe cals liezoun
Ganta, diouc’h m’er galvit,
Hac sancet eo ho mignoun
Quellies er pedit.
Me gred diouc’h ar mintin
E rit manyer da ober
Peden d’an Tad Divin
O lavaret ho Pater :
Mes ar rest an deiz goude
Bep guer a boues ho penn
An diaoul hac ar sacre
Ha ne quet ho pedenn ?
Penaos, ô va Doue !
D’an nos en em bresanti
Dirac ho Majeste,
En esperanç ho pidi
Gant un teaud en deus laosquet
Liessoc’h a vallos
Eguet a heur so sounet
Eus ar mintin d’an nôs.
Penaos, ô va Zalver !
E cred-te biquen un den
Tostaat oc’h an Auter
Da Basq, d’ar Goueliou solen,
Da receo ho corf divin
Var un teaud sacrilaich,
En ur guenou quen indign,
Leun a vavardiaich ?
Great oc’h eus, va Doue,
Va zeaud d’o clorifia ;
Penaos-ta goude-se
D’ho sacreal e implija ?
Na penaos e c’hesperren
Goude va sacreou
Em choassac’h da vinizien
Oc’h ano en Eeou ?
Penaos deiz ar maro
Debat ouc’h an drouc-speret ?
Den fall, a lavaro,
Cant gueich ec’h eus va galvet.
Dalc’het oun bet re hir amzer,
An taol-mâ e teuàn ;
N’ez pezo mui a garter,
Guenêe e tui bremàn.
Ouc’h ur veich ma pedes
Da Dad eveus an Eeou,
Ouc’hpen dec e c’halves
An diaoul, an diaoulou ;
Bemdes e nac’hes Doue,
E pedes e vallos :
Ha te a gredte goude
Goulen e varados ?
Pep seurt goall lezaniou,
An arraich, hac an egar ;
Pep seurt goal pedennou,
Ra zigorche an douar......
An ifern, daounation,
An tanfoultr d’e zêvi....
Oa da gonversation :
Hyrio oll o c’havi.
Ha te gredte, fallacr,
Bremà invoqui Jesus ?
Na pidi e Vam sacr
Ar Verc’hes trugarezus ?
Bemdez c’houlou hep respet
O anyou venerapl
Ac’heus tretet, profanet
Evel traou disprisapl.
Bep guer en da c’hinou
Ezedo ar feiz gristen,
Mes en da oberou
N’oud bet nemet ur payen ;
Ha toui ha parjuri
Quasi bep guer bemdez
Hac a farç, hac a zevri,
Chetu da oll vuez.
O ! rebechou c’huero,
Mæs, siouas ! re veritet,
En heur eus ar maro
C’hui vezo trist da glêvet ?
O touer ha toueres,
Soungit, soungit amâ
Ha c’hui a ve hep encres
Ma vent great deoc’h bremâ.
Songit eo arruet
An heur eus ho tremenvan ;
Chêtu c’hui accuset
A vil jarne gant Satan,
En ho creiz ho coustianç
O rebeich deoc’h ive ;
Pe seurt e ve ho setanç
Ma varfac’h er stad-se ?
E quement-mâ soungit
A barfete, toueryen ;
Bezit fur, ha chenchit,
Ha grit ur guir binigen ;
Ar c’homzou-se detestabl
A rit faë varnezo ;
Ho rento tud mizerapl ;
Crenit, crenit razo.
|