Assamble bras ar Razet.

◄   An Egl hac an Escarbot. Assamble bras ar Razet.   ►



FABL 125.


Assamble bras ar Razet.


Eun deves e voa ar razet
Da ziliberi assamblet
Dre be zort moyen caout ar c’hras
D’en em dilivra eus ar c’haz.

Cals a lavar ho zantimant,
A zonch meur a expediant,
Er fin an hinìn a henor,
A zavas demeus e c’hador.
Gant an oll eloqanç razet
E discour e neus aranjet :
Autrone, ma muya caret,
Caout a ran bremàn ar secret
Hep mancq ebet d’hon prezervi
Demeus an c’haz, hon inimi :
Laret a ran e meus cavet,
Goude eur soign vras implijet,
Hac e roan avis dec’h tout
Staga’r grizillon eus e c’houg,
Evit, p’er c’hlefomp o tonet,
Ma c’halfomp mont quit ha redec.
An avis a voe cavet mad,
Exceptet unan dilicat.
Silanç e deveus impozet :
Autrone, e deus lavaret,
Avouvi a ràn e zeo mad,
En affero deus a etat,
Interest ar rouanteles,
Conseillo mad gred gant furnes ;
Mæs araug heuil an avizio
O c’hober ha nín a allo ?
Avouvi a ran pen-da-ben
Avis an hini ancien ;
Mæs piou a vo ardi ha bras
Da staga grizillon ar c’haz ?
Evidòn-mèn am boa ar c’hiz
Deus an armo, em yaouancqiz,

Ha cousgoude ne gredan qet
Ober ar pez a leveret.
Ma c’haze neuse en e flaç.
An assamble a gomanças
Pep-hini d’en em escuzi :
D’e staga n’en daje hini.
Evel-se int dispartiet.
Hep resolution ebet.

Sans moral.


Alies avoalc’h e qever
Conseillerien var eun affer ;
Gant neubeutoc’h evit netra
A deuïo a ben a bep tra,
D’an importanta affero,
Principalamant p’ho devo
Ho c’hoff troët da eun doll vad
Hac en qichen an tan ho zroad.


Fin