Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E Southampton

Ar Bobl, 1910  (p. 15-16)



XI. — E Southampton


An daou veachour n’o devoa ket lavaret e tlient erruout, ha ne oant ket souezet o welet ne oa den o c’hortoz anezo war ar c’haë : Mont a rechont en eun hostaleri, hag en eur eva bep a vanne, e c’houlenchont e iez ar Zaoz, e peleac’h e oa maner an aotrou James Jakson. Eul leo ema arc’hann, a oa respontet d’ezo, mez kaout a refoc’h eur vag evit kas ac’hanoch beteg eno, evit ugent real. Disken a rechont d’ar porz, hag eur c’hart heur goude e oant adarre war an dour, ha wardro teir heur e oant dirag ar maner.

— An aotrou James Jakson, mar plich, a c’houlenchont digant eur mevel deut da zigerri.

— Antreit aotronez : an aotrou James a zo er gear.

Laket e oant da azeza barz en eur zal euz ar re gaëra zo moien da welet, n’oa nemed alaourach ha dantelez euz ar zâl.

An vaou Vreizad, evit gwir o devoa gwelet traou kaër en tiez braz e Raozon, e Pariz zoken, mez allaz ! dister e oa an traou-ze e-kichen ar pez a welent dirag o daoulagad er zal-ma.

An aotrou James, galvet gant ar mevel, a deuaz trum :

— Ah ! pebez burzud ho kwelet !… iac’h oc’h ?— hag o tud ?

— Trugare, mignon James, iac’h omp holl, hag evel a welomp. C’houi ive a zo mat ar bed ganeoc’h ?

An dimezelled galvet a deuaz ive trum, hag al laouenedigez ar vrasa a ioa merket war ho zal o reseo an daou Vreizad iaouank. Raktal goude an digemer-ze ken kalonek great d’an daou vreur e ti unan euz an dud pinvidika hag enorapla a zo e Bro-Zaoz, an aotrou James a lavaraz :

— Breman mignoned e kasan ac’hanoc’h, ma d’oc’h kontant, da welet va mam en he c’hambr. N’eo ket goest da zisken, rak n’eo ket evit flach diwar he c’hador vourret, ha bemdez an diou blac’h a gambr a rank he lakat en he guele. Mez petra zervich, eun dra bennag a vank ato d’an eurusded leun.

Goude beza baleet eur pennad war an tapisou, ec’h en em gavchont etal eur plac’h gwen he bleo, he drem treut ha drouglivet gant ar boan. Goulskoude pa welaz an daou Vreizad, pa welaz anezo o stroui dirazhi e sin a zoujans, eur mouzc’hoarz a deuaz war he muzellou, hag he c’halon a zeblante beza entanet gant tan ar garantez a ioa birvidik e kalonou an daou vreur.

— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h ar joa a zo em c’halon evit reseo ac’hanoc’h, va daou vignon, ha va mouez o krena, n’eo ket goëst da lavaret d’eoc’h evel ma z’eo dleet, ar garantez em euz evidoc’h, hag evit ho pro Breiz. Goulskoude n’oun ket evit delc’her pelloc’h war va c’houstians eun dra hag a ra d’eomp holl aman eun enor euz ar re vrasa. Va mam goz, mam va zad, diskennet deuz unan euz ar famillou brasa, a oa euz a Zant-Briek. Va zad koz, eur Breizad euz ar re galoneka, a lezaz e vue war an dachen a vrezel, o tifen ar gwiriou muia-karet.

— Va c’halon a zo fraillet, itron, a lavaraz Efflam, o klevet komzou ken kear, ken enorapl o tont deuz ho kalon war ho muzellou, ha deuz va daoulagad a Vreizad e ruill eur mor a zaëlou, o welet ar garantez oc’h euz evit al lec’hiou e pere e repoz relegou ho tud koz.

— Va zad a deuaz aman da chom, ha me a c’hanaz aman : Mez ato em beuz maget em c’halon eur garantez gwirion evit va bro hag evit bro va zud koz, ha dre ma kosa em c’halon, ar garantez-ze ne ra nemed kreski.

— Ah ! itron, her gouzout a rit gwelloc’h egedon-me : goude Doue, goude ar famill, e vro eo kaëra tra en deuz an den da garet war an douar. Mez aoun hon euz da skuiza ac’hanoc’h ha mar kirit e lezimp ac’hanoc’h da repozi ho spered.

— Ia, va bugaligou, lezit ac’hanon, rak pa deu d’in ar zonj euz Breiz, va c’halon a vez karget a joa hag a geuz, hag em spered e teu sonjou doanius ha glorius.

Ar pemp iaouank neuze a lezaz he-unan ar glanvourez, hag a deuaz da ober enn dro er jardinn da c’hortoz koan.

Karget a vokedou euz ar re gaëra, a vleuniou c’houez-vad, ar jardinn-ze a zeblante beza eur baradoz. Diwar eun huelen a ioa e traou ar jardinn, an dud iaouank a wele dirako ar mor braz o lintra evel eul lenn arc’hantet dindan bannou an heol o vont da guzat.

Goude koan, e teuchont adarre war an huelen-ze, mez brema an heol a zo eat da repoz e dounder ar mor braz, du-ze e kostez an Amerik. Na glevet mui nemed mouez eur martolod bennag o kana war eul lestr, nemed mouez eul labous-mor bennag o iouc’hal, dre an ear siouleet, e ganaouen diveza araok mont da gluda. An natur e deuz kuzet he gened, mantell an noz a zo kouezet warnhi. Goude beza great eur zellik ouz ar stered o lintra e bolz an Envou, an dud iaouank a deuaz da gousket.

Luskellet gant eun digemer ken kalonek, an daou vreur a ankouaaz buan o zad hag o mam, hag a gouskaz c’houek e doug an noz.

Antronoz, goude beza debret mat o dijuni, ar pemp iaouank a ioa adarre e kichen ar vam, ha James a lavar d’ezhi :

— C’hoant em euz, va mam, da ober eur veach asamez gant va diou c’hoar hag an daou vreur-ma, mar oc’h kontant. Er giz-ze e kavimp diduamant d’hor spered, ha dre ar veach-ze ive ec’h anavezimp gwelloc’h hor bro.

— Da beleac’h o peuz sonj da vont, va bugale ?

Sonj hon euz da welet dreist-oll bro Kerne, deuz eno e zaimp da welet enez Man, an Irland hag ar Skoss. Pa vezo echu ar veach-ze abenn eur miz, a gredan, e teuimp d’ar gear, hor c’halonou refresket e karantez c’hoar Breiz vihan.

— Ia, va bugale, it, ha ra dalvezo ar veach-ze d’eoc’h da zeski karet ar bobl tud-ze a zo o chom a traon Bro-Zaoz, en Irland hag er Skoss. Karomp anezo, va bugale, rak gwad Breiz a ruill en o gwazied ha war o muzellou ema iez ar C’helted. En em ziskouezit hed ar veach evel Bretoned din euz o hano kear.

Daou zevez goude, d’al lun vintin, ar pemp iaouank a azeze en eul lestr euz ar re gaëra. An amzer a ioa a-unan ganto, an oabl digoumoul, an avel tom, hag an heol a skuille e vannou skeduz war al lenn plean evel gweren eur melezour.

A hed ar veach, al laouenedigez a bare war tal ar pemp beachour, hag ar pez a zo ken ker, ar garantez an eil evit egile, diwanet enn nebeudik deiziou diaraog, a greske bemdez evel eur boked lili laket en douar iac’h. Kalonou an daou Vreizad a ioa entanet evit an diou blac’h iaouank, hag ar re-ma a responte d’o c’harantez.