Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E veach dre Vreiz-Izel


    1. 2 ##


Skrabelaou a welaz e oa eno eul lec’h brao, didrouz evit beva. Goulen a reaz ha kaout a c’hellfe eun tiik bennag, marc’had mad wardro eno, evit dont da chom ebarz.

— Fei vad ! a lavaraz Kato, m’o peuz c’hoant da gaout eun ti marc’had mad, me c’hell rei d’eoc’h ar c’hraou a zo stag ouz va zi. Gwechall e talc’hemp eur vioc’h hag eun danvad pe daou, mez breman omp deut da veza re gabac’h, n’omp mui goest da viret outo da vont da laërez, hag hon euz, daou viz zo, gwerzet hon anevaled, ha setu ar c’hraou goullo. Mar d’eo mad ar c’hraou d’eoc’h evit tregont lur ar bla, kemerit-hen. »

— Nan : ugent lur ar bla e roin d’eoc’h, na muioc’h na neubeutoc’h. »

— Allo ! tregont lur, ha me roio ar gwele koz a zo aman e traon an ti d’eoc’h c’hoaz gant an dillad zo ebarz. »

— Great an taol !

Skrabelaou evid an nozvez-ze, a gouskaz en e wele nevez e {{Reizh[traou|traon}} ti ar bouteger, hag antronoz vintin, pa oe skubet brao ar c’hraou, tennet ar gweleou kevnid divardro an treustou, e oe laket ar gwele kloz er c’hraou.

Pa oe mestr Skrabelaou en e di, ec’h en em lakeaz raktal da guzat e denzor. Evit-se e reaz gant e gontell eun toull doun en douar dindan e wele, hag e lakeaz unan euz e rochedou da c’holo e villejou hag e beziou aour, hag e taolaz warno an douar tennet ganthan deuz al leur zi.

Breman e welfomp Skrabelaou epad dek vloaz o veva diwar an aluzen. Er foariou tro-war-dro e welimp anezan oc’h asten e zourn droug livet gant ar vizer, an astu.

Evelkent, d’an oad a hanter kant vla, e oa bet red d’ezan dihan da vont d’ar foariou, d’ar marc’hajou da glask an aluzen. Ar remm a gouezaz en e ziwesker, hag e oa bet red d’ezan chom en e di plouz e Lothëi. Tenna reaz neuze deuz an douar e ialc’had, hag e kuzaz e denzor dindan ar plouz en e wele.

    1. 3 ##


III. E vuez en e di plouz


Azaleg an deiz ma rankaz Skrabelaou chom en e wele, Kato ha Laou a gemere truez ouz o amezeg, gwalc’het ha kempennet e vije he zillad d’ezan, mont a reent da glask ar medisin d’ezan.

Goulskoude gant an amzer e teuchont da skuiza, ha da zeiz gouel Mikeal, e oe lavaret da Skrabelaou en em glask, ma ne baëche ket e di.

Mont kuit na ree ket affer hon aotrou, kavet en devoa eun ti marc’had mad, eur gwele, tud sioul ha tud vad. Ouspenn, da beleac’h mont d’en em glask gant eur zac’had danvez ?…

Mar teufe d’ezan koueza klanv en eun ti bennag, e vije furchet e zac’h, laëret, ha lazet marteze war ar marc’had. Mar teufe d’ezan rankout mont d’an hospital, e vije goulennet digantan kont deuz ar madou a bourmene deuz an eil ti d’egile ; e vije goulennet digantan euz a beleac’h e teue gant an danvez-ze, e peleac’h e vije e dud ?

An holl zonjou-ze a droe hag a zistroe e penn an aotrou Skrabelaou, hag a lakee diez e spered. Sonjal a ree ne oa en neb leac’h ebed suroc’h da zelc’her mad d’e denzor eget el leac’h ma oa. Sonjal a ree ive e vije red d’ezan dispaka eul loden euz e aour evit paëa Laou e vestr, pe e vije taolet er meaz euz e di. Er blaveziou diarog e c’helle gant ar gwenneien a gave du-ma du-hont, paëa e di ha beva. Mes hirio, dalc’hmad klanv gant ar remm n’oa mui moien ebed d’ezan na da vond da glask na da vont da c’honit.

Eun devez deuz ar mintin, e c’halvaz Laou da zond d’e gaout, hag e lavaraz d’ezan ar c’homzou-ma :

— Kavet em beuz ennoud eun den mad, eun den honest, ha da wreg a zo koulz ha te. Dre-ze, n’em beuz c’hoant ebet da gwitaat ac’hanoc’h o taou, c’hoant em beuz da veva en o kichen, ha da vervel aman pa deui va heur, etre ho taouarn. Mez eur c’helou em beuz da lavaret d’eoc’h o taou, ha na garfen ket e ve tud all euz ar barrez o c’houzout ar c’helou-ze, rak an teodou a iafe en dro, ha biskoaz aluzen ebed n’em befe ken.

Me Laou, em beuz arc’hant awalc’h evit beva, goude ma chomfen kant vla all c’hoaz war an douar : rakse-ta ne peuz ezom ebed da gaout nec’h na vijez ket paët. Sell ! setu eur strollad billejou a vil lur, ha setu va ialc’had aour. Te breman, ha Kato, a oar em beuz arc’hant, gouzout a rez ive na c’hellin morse dont a-benn da zispign kement-se a zanvez o veva evel a ran.

Ma ! pa vezin maro, an arc’hant-ze a vezo holl d’eoc’h. »

— Ha da dud, e peleac’h emaint ? »

— N’em beuz nemed eur c’hoar hag a zo e Raozon, dimezet d’eun ijiner.

Ar c’hoar-ze e deuz daou vab, daou lampon ha na c’houlenfent ket gwelloc’h eget gwelet ac’hanon me o vervel, evit kaout va arc’hant. Rak se ta, mar oc’h euz c’hoant da veza pinvidik goude va maro, dalc’hit ganeoc’h ar pez a ouzoc’h breman, arabad eo d’eoc’h diskleria da zen ebed em beuz arc’hant, rag azaleg an deiz-ze me a zo kollet, ha c’houi a vefe ive. »