Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Eur garg ougnoun

Ar Bobl, 1910  (p. 13_(2)-14)



IX. — Eur garg ougnoun


An aotrou Robel a ioa o chom e Raozon en eun ti a c’hiz koz, an diaveaz n’oa netra a gaër da welet, mez an diabarz avad a ioa arrebeuri deuz ar c’henta. Ar ru el leac’h e oa o chom, a vije sioul peurvuia, dreistoll goude kreizdeiz, pa vije tremenet merc’hed al leaz ha potred al legumach.

Eun devez wardro eiz heur, ar ru voan a ioa karget a girri. Daou Roskoad o vont d’an dachen gant peb a garrad legumach, a iouc’he war eur plac’h a ioa o stanka ar ru gant e c’harrad leaz. Ar plac’h a deuaz da gregi e penn he loan, ha da chacha anezan eun tam diwar an hent evit rei plas d’ar c’hirri a oa o klask tremen. Ar c’henta, en eur dremen, a stokaz er c’harrad leaz, ha kerkent daou bod a ruillaz d’an douar, leaz hag all. Al loan a deuaz warlerc’h, pa welaz an daou bod o ruilla, a ieaz war e giz, ha lost ar c’harr a stokaz ouz prennestr ti an aotrou Kerscabel, a dorraz anezan. Gant ar strons, eur boutegad patatez nevez a ieaz da en em ziskarga er zal gaëra euz an ti.

Kerkent : metejen ha tuchentil a oa war al leac’h strafuillet oll gant an darvoud.

Kerkent ma welaz an itron e oa torret he frennestr, e saillaz gant ar Roskoad evit goulen hanter kant lur dic’haou digantan. An aotrou a lavaraz raktal d’ar mevel mont daved daou bolis.

E-keit ma oa ar Breizad o tastum e voutegad patatez, an daou zen a urz a erruaz, hag a lavaraz deustu e ranke al Leonard asanti rei hanter kant lur evit an droug great.

— N’euz ket hanter-kant lur evit an droug great.

— Ran ket a forz, eme an ijiner, klaskit ma n’o peuz ket, ho kar ne ielo ket ac’hann ken ho pezo laket hanter kant lur d’in em dourn.

— Ker e kavan, aotrou, rak ho prennestr ne dalv ket ugent real !

— Goude ma ne dalvezfe ket dek gwennek, e rankit rei ar pez a c’houlennan.

— Allo ! allo ! eme an daou bolis, ne ket kaoziou eo ! ma n’ho peuz ket, eo sklear oc’h affer.

Al Leonard neuze a welaz o tont etrezeg ennan eur Roskoad all, ha d’ezan e lavaraz petra ioa c’hoarvezet. An daou gonversant a en em glevaz etre z-o, evit paëa didrouz an hanter-kant lur, hag e iachont peb hini da ober e varc’had.

Wardro kreizdeiz, pa oa gwerzet ar marc’hadourez, e lakachont o boutegou braz goullo er c’hirri, ha goude beza roet eun tam boued d’ho c’hezek, e teuchont da leina en ti e oant kustum da vont.

Mestrez an ti en eur c’hoarzin a lavaraz :

— Ahanta Paol ! hirio peuz bet da ober gant eun diaoul a botr bet 'ta !

— Roit peoc’h d’in, itron ! sonjal a ree d’in e vijen bet debret gantan, an targaz marellet !

— Oh ! e itron a zo ken gwaz hag hen !

— Kredi awalc’h a raffen, rak an tan a ioa en he daoulagad, ar strobinellez daonet !

— Brema e c’hellint skrabat o laou adarre avad gant oc’h hanter-kant lur c’houi, Paol !

— Skrabat o laou, itron !

— Ia Paol, o laou, mez c’houi ne gomprenit ket. N’ouzoc’h ket Paol, an aotrou Kerscabel n’eo anavezet dre ar vro nemed dindan an hano a Skrabelaou ?

— M’em bije me gouezet da viana !…

— N’oa ket brao d’eoc’h, Paol, rak en toull e vijec’h eat. Hennez, an aotrou-ze, Paol, en deuz eur breur kaer hag a zo bet aze eur pennad mat en eur maner, ha pa droaz en e benn e verzaz e oll beadra, hag a deuaz da chom e traon kear du-hont e-kichen ar poullou, hag eno e veve diwar bara ha dour, hag e kouske war eur bern plouz. Goude-ze eo bet eat du-ze e kostez o pro en eun tu bennag, hag eur miz bennag zo, eo bet kavet maro eno war eur bern plouz brein.

Breman, an aotrou Kerscabel en deuz daou vab, hag abaoue ma z’int bet du-ze o welet o eontr, den na oar da beleac’h int eat. Lod a lavar int eat da Londrez da zeski ar Zaoznek, lod all a lavar int eat da zebri o strantell du ze d’ar Chanada. Mez evit ar pez zo sur eo, Paol, pa ouien e oac’h kouezet etre daouarn hen-ma, ar Skrabelaou-ma e ouien ive ne vijec’h ket deut deuz dre e skilfou evit bennoz Doue.

— Hag ar vez en deuz great d’in c’hoaz, eme Paol, ouspenn ar c’holl !… Oh lezit anezan, m’en talvezo d’ezan !

Goude lein, ar Roskoad a ieaz adarre da verza eun neubeud ougnoun a jome gantan. En em gaout a reaz e ti eur belek protestant hag hema, eur marvailler euz ar penn, a ioa bet deuz ar mintin oc’h ober eun tammik tro, a welaz, en eur zistrei, ar paourkez Leonard etre an daou bolis ; gwelet a reaz ive anezan o rei hanter kant lur d’an aotrou Kerscabel evit e brennestr torret.

— Ahanta, Roskoad ! gounezet ho peuz abaoue ar mintin-ma an hanter-kant lur ho peuz roet d’an aotrou Kerscabel ?

— N’oun dare ha me a c’hounezo anezo ar zizun-ma !

— Gwelet em euz, ia, eo koustet ker ar prennestr d’eoc’h… Sell ta ! c’houi moarvad a vez avechou oc’h ober eun tam tro. E pe leac’h eo e vezit ar muia ?

— E Southampton ha wardro.

— E Southampton ta ! mez me zo deuz eno, eno ma va zud, ha kalz beleien a anavezan eno. Antreit ta, aotrou Roskoad, da danva va gwin, ha deuit aliez d’am gwelet.

Paol n’oa ket bet red pedi anezan diou wech, hag a ieaz gant e vouteg e sal vrasa ar belek protestant.

— N’ouzoun ket pe hano o peuz !

— Paol eo va hano.

— Sellit Paol, setu eur garten d’eoc’h diganen, gant hounnez, ar garten-ze, e c’helloc’h mont da welet kement belek a zo e Southampton, ha kredi ran e talvezo d’eoc’h evit gwerza easoc’h hoc’h ougnoun hag ho legumachou.

— Trugare d’eoc’h, aotrou… C’houi marteze zo belek ama ive ?

— Evel a livirit, Paol, ha deuit aliez d’am gwelet.

— Ne vankin ket avad, aotrou, hag ober a rin ho kourc’hemennou du-ze e Bro-Zaoz, ha marteze zoken abenn fin ar bla-ma.

Trugare d’eoc’h, aotrou Paol, d’ar blijadur d’o kwelet.

— Ma ! setu aze eun den mad da viana, hag en deuz c’hoant da rei an dourn d’in da werza va legumach en e vro. Lavaret e ve great, n’em gav gwaleur ebed a na dalvezfe d’eur vad bennag. Re wir eo, rak setu aze er mintin-ma em euz kavet eun enebour braz, hag en deuz laket ac’hanoun da goll hanter-kant lur en eur c’hart heur, hag abalamour d’ar gwaleur-ze just, em beuz kavet eur mignon hag a c’hell lakat ac’hanon marteze da c’hounit kalz ouspenn ar pez em beuz kollet.

Paol a ioa o sonjal en traou-ze en eur vont deuz ti ar belek protestant beteg an ti e tlie loja.