Avanturiou an aotrou Skrabelaou/a-bezh
Skrid a-bezh
- Titl ##
- Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
- 1 ##
Kant vla zo, pe wardro, e oa o chom demdost da gëar Lamball, en eur maner euz ar re gaëra, an aotrou Kerscabel hag e itron. An aotrou, goude beza bet ofiser brudet braz, goude beza bet unan euz pennou braz
an Dispac’h, pe Revolusion, er blaveziou 1780-1793, a deuaz da chom da gëar Lamball.
Er blavez 1810 e varvaz, hag e itron daou vla goude, hen heuliaz er bez.
Holl madou an daou goz a gouezaz neuze war benn eur verc’h, Loiza, hag eur mab Armel. Pa oe rannet ar madou, e teue da bep hini euz an daou ma, wardro kant mil lur arc’hant.
Loiza er blavez 1800, a zimezaz d’an oad a zeitek vla d’eun ijiner braz euz Raozon,d’an aotrou Robel. Armel avad a jomaz da ober eur potr iaouank koz, eur iontr, evel a leverer.
D’ar mare ma krogomp gant histor Armel Kerscabel, e welomp anezan o werza e holl vadou, e vaner zoken e Lamball, evit dont hiviziken da veva er baourentez en eun ti a zaou ugent lur ar bla, e traon kear. Eno, an aotrou Armel a ioa en dro d’ezan kalz famillou hag a veve o walc’hi dillad kear. Ar c’houerezed peurvuia a ve merc’hed distagellet mat, ha na zalec’hont ket da rei d’ho amezeg, al lezhano a Skrabelaou.
E gwirionez, mab an ofiser koz na laëraz ket o hano, rak e zillad ne vijent morse gwalc’het nemed pa vijent brein, hag evel just, al laou a vije gwelet o redek war e grochen ha war e zillad.
Petra zo kaoz da Armel da veza ken buan chenchet e stad beva, a c’houlennit, mignoned lennerien ?
Pa 'z eo d’eoc’h sonjal e vije digouezet eur gwaleur bennag gantan, ha m’ema hon aotrou hirio o veva diwar bara seac’h ha dour mar ema al laou o vervi war e groc’hen, n’euz netra kaoz d’ezan nemed ar bizoni. An tech louz-ze a gemer kalon eul loden euz an dud, hag a ra d’ezho beva e-kreiz an dienez ar vrasa, gant eur bern arc’hant. A dra-zur ez eo mad d’an den beza tost, beva piz ha kempen, ober ar choser deuz al lenn, mez n’eo ket mad beza re engravet, servicha ac’hanomp…
Armel n’oa ket bet c’huec’h miz e kichen ar poullou kanna, ha dija n’en devoa buez vad ebed gant e gouerezed. Eun devez da beder heur deuz ar mintin, ar paourkez den a rankaz sevel euz e wele da walc’hi e roched ; kerkent ma oe gwelet e trein da lopa, diou blac’h a deuaz, hag a daolaz ar paourkez Armel er poull kanna, evit beuzi e laou, a lavarent.
Hon aotrou en em zifrette gwella ma c’helle, mez ar merc’hed en eur iouc’hal, a harze outan da zont er meaz, hag abenn fin an abaden, ouspenn ugent kouerez a zelle ouz Armel o veuzi e laou en desped d’ezan. Goulskoude, goude beza c’hoarzet o gwalc’h, ar merc’hed a lezaz ho amezeg da zont er meaz euz an dour, ha neuze, neuden zeach ebed ennan, e teuaz d’e loch, en eur brometti ne vije ket gwelet c’hoaz wardro ar ster da walc’hi.
Kalz troiou kam er giz-ze a vije great bep ar mare d’hon aotrou. He-ma na esee ket en em zifen, n’oa ket eun avans d’ezan, re anavezet oa e kear evit e bizoni, hag an archerien, ar mear a c’hoarze, pa glevent lavaret e vije c’hoariet eun dro gam bennag d’ezan gant an amezeien.
Eun devez evelato, ar re-ma a ieaz en tu all d’ar rouden, ha diou blac’h, ato ar memez re, a en em glevaz da vont da ober an neuz da laërez anezan.
Da hanter-noz e iachont da storlokat an nor, divarc’ha rechont anezhi, hag ec’h antrechont en ti. Pa welaz an dra-ze, Armel a gemeraz e denzor, a deuaz er meaz en lost e roched, hag a redaz da di ar jandarmed. Unan euz an archerien a deuaz neuze da zigas ar paourkez den d’ar gear, hag a bromettaz ober eun enklask war ar pez a ioa c’hoarvezet. Goulskoude, Armel a welaz awalc’h n’en dije buez vad ebed ken, ma chomfe da veva en doare ma ree, en eur vro el leac’h e vije anavezet evit beza eul lourinn koz, eur penmoc’h hag en doa aoun a vankefe boued d’ezan. Azaleg an deiz-ze pe an nozvez-ze, e lakeaz en e benn tec’het heb gouzout dare da zen, ha mont gant e denzor en eur vro all bennag, el leac’h e vije lezet da veva er giz en dije c’hoant.
- 2 ##
Eun devez, euz ar mintin kerkent ha div heur, Skrabelaou a gemeraz ar pez vrasa euz e billou, a lakeaz anezo laou hag all en eur zac’h, a guzaz e villejou hag e aour etouez, ha, goude beza laket an alc’houez dindan an nor, ec’h en em lakeaz en hent. Kemer a reaz hent Gwengamp, gwisket evel eur paour o klask an aluzen. Bemdez pa deue an noz, e c’houlenne loja en tiegeziou war ar meaz, ha bemdez e kouske etouez ar plouz er c’hreier, emesk an anevaled.
Demdost da eur miz e oa bet o tont euz Lamball d’ar c’hastell-Nevez. Antronoz vintin e valeaz adarre eur pennadik, hag e tigouezaz en eur bourkik vrao war ribl ar ster vraz a ia euz an Naoned da Vrest, e Lotheï.
Digouezout a reaz abred e ti eur bouteger anavezet er vro dindan an hano a Laou Gam. He-ma hag e wreg a veve braoïk o daou gant o micher. Laou a-hed an deiz a ree boutegou, ha Kato a iee da Bleibenn, d’ar C’hastellinn ha d’ar C’hastell-Nevez da werza ar marc’hadourez.
- 2 ##
Skrabelaou a welaz e oa eno eul lec’h brao, didrouz evit beva. Goulen a reaz ha kaout a c’hellfe eun tiik bennag, marc’had mad wardro eno, evit dont da chom ebarz.
— Fei vad ! a lavaraz Kato, m’o peuz c’hoant da gaout eun ti marc’had mad, me c’hell rei d’eoc’h ar c’hraou a zo stag ouz va zi. Gwechall e talc’hemp eur vioc’h hag eun danvad pe daou, mez breman omp deut da veza re gabac’h, n’omp mui goest da viret outo da vont da laërez, hag hon euz, daou viz zo, gwerzet hon anevaled, ha setu ar c’hraou goullo. Mar d’eo mad ar c’hraou d’eoc’h evit tregont lur ar bla, kemerit-hen. »
— Nan : ugent lur ar bla e roin d’eoc’h, na muioc’h na neubeutoc’h. »
— Allo ! tregont lur, ha me roio ar gwele koz a zo aman e traon an ti d’eoc’h c’hoaz gant an dillad zo ebarz. »
— Great an taol !
Skrabelaou evid an nozvez-ze, a gouskaz en e wele nevez e {{Reizh[traou|traon}} ti ar bouteger, hag antronoz vintin, pa oe skubet brao ar c’hraou, tennet ar gweleou kevnid divardro an treustou, e oe laket ar gwele kloz er c’hraou.
Pa oe mestr Skrabelaou en e di, ec’h en em lakeaz raktal da guzat e denzor. Evit-se e reaz gant e gontell eun toull doun en douar dindan e wele, hag e lakeaz unan euz e rochedou da c’holo e villejou hag e beziou aour, hag e taolaz warno an douar tennet ganthan deuz al leur zi.
Breman e welfomp Skrabelaou epad dek vloaz o veva diwar an aluzen. Er foariou tro-war-dro e welimp anezan oc’h asten e zourn droug livet gant ar vizer, an astu.
Evelkent, d’an oad a hanter kant vla, e oa bet red d’ezan dihan da vont d’ar foariou, d’ar marc’hajou da glask an aluzen. Ar remm a gouezaz en e ziwesker, hag e oa bet red d’ezan chom en e di plouz e Lothëi. Tenna reaz neuze deuz an douar e ialc’had, hag e kuzaz e denzor dindan ar plouz en e wele.
- 3 ##
Azaleg an deiz ma rankaz Skrabelaou chom en e wele, Kato ha Laou a gemere truez ouz o amezeg, gwalc’het ha kempennet e vije he zillad d’ezan, mont a reent da glask ar medisin d’ezan.
Goulskoude gant an amzer e teuchont da skuiza, ha da zeiz gouel Mikeal, e oe lavaret da Skrabelaou en em glask, ma ne baëche ket e di.
Mont kuit na ree ket affer hon aotrou, kavet en devoa eun ti marc’had mad, eur gwele, tud sioul ha tud vad. Ouspenn, da beleac’h mont d’en em glask gant eur zac’had danvez ?…
Mar teufe d’ezan koueza klanv en eun ti bennag, e vije furchet e zac’h, laëret, ha lazet marteze war ar marc’had. Mar teufe d’ezan rankout mont d’an hospital, e vije goulennet digantan kont deuz ar madou a bourmene deuz an eil ti d’egile ; e vije goulennet digantan euz a beleac’h e teue gant an danvez-ze, e peleac’h e vije e dud ?
An holl zonjou-ze a droe hag a zistroe e penn an aotrou Skrabelaou, hag a lakee diez e spered. Sonjal a ree ne oa en neb leac’h ebed suroc’h da zelc’her mad d’e denzor eget el leac’h ma oa. Sonjal a ree ive e vije red d’ezan dispaka eul loden euz e aour evit paëa Laou e vestr, pe e vije taolet er meaz euz e di. Er blaveziou diarog e c’helle gant ar gwenneien a gave du-ma du-hont, paëa e di ha beva. Mes hirio, dalc’hmad klanv gant ar remm n’oa mui moien ebed d’ezan na da vond da glask na da vont da c’honit.
Eun devez deuz ar mintin, e c’halvaz Laou da zond d’e gaout, hag e lavaraz d’ezan ar c’homzou-ma :
— Kavet em beuz ennoud eun den mad, eun den honest, ha da wreg a zo koulz ha te. Dre-ze, n’em beuz c’hoant ebet da gwitaat ac’hanoc’h o taou, c’hoant em beuz da veva en o kichen, ha da vervel aman pa deui va heur, etre ho taouarn. Mez eur c’helou em beuz da lavaret d’eoc’h o taou, ha na garfen ket e ve tud all euz ar barrez o c’houzout ar c’helou-ze, rak an teodou a iafe en dro, ha biskoaz aluzen ebed n’em befe ken.
Me Laou, em beuz arc’hant awalc’h evit beva, goude ma chomfen kant vla all c’hoaz war an douar : rakse-ta ne peuz ezom ebed da gaout nec’h na vijez ket paët. Sell ! setu eur strollad billejou a vil lur, ha setu va ialc’had aour. Te breman, ha Kato, a oar em beuz arc’hant, gouzout a rez ive na c’hellin morse dont a-benn da zispign kement-se a zanvez o veva evel a ran.
Ma ! pa vezin maro, an arc’hant-ze a vezo holl d’eoc’h. »
— Ha da dud, e peleac’h emaint ? »
— N’em beuz nemed eur c’hoar hag a zo e Raozon, dimezet d’eun ijiner.
Ar c’hoar-ze e deuz daou vab, daou lampon ha na c’houlenfent ket gwelloc’h eget gwelet ac’hanon me o vervel, evit kaout va arc’hant. Rak se ta, mar oc’h euz c’hoant da veza pinvidik goude va maro, dalc’hit ganeoc’h ar pez a ouzoc’h breman, arabad eo d’eoc’h diskleria da zen ebed em beuz arc’hant, rag azaleg an deiz-ze me a zo kollet, ha c’houi a vefe ive. »
— Arabad eo d’id kemer aoun deuz-ze, ni hon daou a ouezo delc’her ganeomp ar pez a ouzomp. Ne zell ket ouzomp petra ri gant da arc’hant, gant ma paei ac’hanomp bep bla. Mez evelkent, lez ac’hanon da lavaret d’id e vije gwelloc’h d’id klask eur plac’h koz bennag da entent ouzid e-keit ma vezi klanv, rak Kato a rank mont d’ar marc’hajou, ne c’hell ket beza dalc’hmad war da dro.
— Eur vatez koz da entent ouzin ! Eur plac’h da zebri d’in ouspenn dek lur ar zizun ! petra zonjez, Laou !
— Gwir a leverez, red e vije d’id delc’her kafe, sukr, koaven, bara gwiniz hag amann mad !
Deuz a beleac’h, Laou e kav d’id e c’hellfen-me maga eur vatez war an ton ze !
— Nan, n’euz moien ebed d’id, hag ouspenn, an dud a zonjefe fall diouz-id, paour-kez Armel.
— Ia ! ha sonjal a rafent em bije kalz arc’hant p’e gwir e c’hellfen maga eur vatez da entent ouzin.
— Eur c’hrennard bihan avad a c’hellfez da gemer, evit kerc’hat dour, klask keneut raden, mont d’ar bourk daved da oll diankajou, bara, kig, holen ha traou all.
— A vije mad awalc’h, evel a leverez, Laou, panefe na ve ket goest da c’honit e voued oc’h ober an traou-ze.
— Pren d’ezan diou pe deir danvadez koz, ha pa n’en devezo ket a labour all da ober e zai da zioual an denved. Er giz-ze, er bla a zeu e pezo denved ha gloan da werza.
— Gwir a leverez, Laou, mez e peleac’h e kavin ar c’hrennard-ze ?
— Jampi an Turluter en deuz unan, a gredan, hag a rei da affer, Disul me welo anezan, hag a gaozeo evid oud.
D’ar zul warlerc’h deuz an noz, Lommik an Turluter a ioa mevel bihan e ti Skrabelaou : n’en doa er bla kenta netra nemed e voued ha daou re voutou koat. N’oa ket kalz a dra evit gwir, mes da vihana e kommanse Lommik gounit e vara, hag e dad a ioa laouen o welet e botr kontant da vont da zervicha, da vont diwar ar bara, evel a ve lavaret.
N’oa ket bet gwall bell ar potrik e ti Skrabelaou, ha dija e ouie ober souben d’e vestr, aoza e wele, klask raden pa vije ar poent, ha keneuta e doug ar bla.
Diou zanvadez a ioa prenet d’ezan ive, ha kalz ebat en dije o tioual anezho en hentchou bihan ha war bord an hent braz. E amzer a dremene er giz-ze brao, ne oa ket tenn e labour, ha Lommik a en em blije e ti Skrabelaou evel eur roue war e drôn. Pa vije eat Kato an ti all pe da Bleibenn pe d’eul lec’h all bennag d’ar marc’had, Lommik a ouie ober al lez da neizou ar ier, ha lipa daou pe dri vi kriz, pa gave an tu, ha Kato a zonje e vije e ier o sklochal pe o koll ho neizou.
Goulskoude eun devez d’ar mintin, Skrabelaou a welaz oa goullo sanaill ar c’heneut hag a lavaraz da Lommik mont da goat ar Raned daved eur beac’h. Ar mevel a grapaz en e falz hag en e gorden, hag a gemeraz an hent evit mond d’ar c’hoat. Eur pennadik a ioa edo krog mat da droc’ha skourrou seac’h e beg eur wezen, pa en em gavaz gantan Gabi Freillou, mestr ar c’hoat.
— Piou en deuz lavaret d’id dont ama da geneuta ?
— Va mestr, an hini koz a zo etal ti ar bouteger, hag a vez great Skrabelaou dioutan.
— Te eo Lommik an Turluter ket 'ta ?
— Ia ! eme ar potr o tisken deuz ar wezen.
Pa oe diskennet, Gabi a roaz taoliou boutou da Lommik, ha chacha war e ziouskouarn, hag ar potrik a ieaz kuit en eur ouela. Pa oe digouezet er gear, Skrabelaou a c’houlennaz outan perak e ouele.
— Tapet oun bet gant Gabi Freillou, ha bet em beuz taoliou boutou digantan ken eo brunduet va c’horf.
— Goulennet en deuz da hano diganez ?
— Anaout a ree ac’hanon, ha gouzout a ree e peleac’h e oan o servicha.
— Daonet oud neuze ! a lavaraz Laou gam a oa en ti.
— Ia Laou, ha varc’hoaz ema an archerien em zi. Setu aze pe seurt profit a zo deuz bugale, deuz mevellien bihan. Ha da gorden ? ha da falz, ha da geneut ?
— A zo chomet er c’hoat, pe eat gant Gabi.
— Koll war goll !…
— Mar kerez, eme Laou da Armel me lavaro d’id pennoz e tenni da fri er meaz a affer, mar teufe an archerien aman varc’hoaz da ober eun enklask.
— Penaoz ta, Laou ?
— Ne peuz netra da ober nemed lavaret e pezo roet e gompt da Lommik abaoue deac’h vintin. Lommik neuze a c’hello lavaret e oa eat d’ar c’hoat da glask keneut da werza da eur paour bennag, evit kaout e lein digantan evit e geneut. Lavaret a c’hello zoken en doa kemeret aoun ouz ar bac’hadou e oa a wel da gaout digant e dad pa vije erruet er gear, kollet ganthan e blas.
— Ia daonet avad, Laou ! er giz-ze eo d’in ober evit en em denna er meaz ! Rakse ta, selaou mat, ha dioual petra lavarfez varc’hoaz p’en em gavo Lakrip aman, klevet a rez Lommik.
— Ia ! klevet a ran, hag ober a rin va fosubl evit o tenna er meaz, mestr.
Antronoz wardro dek heur ec’h an em gavaz daou archer etal ti ar bouteger.
— Aman eo ema Armel Loufok o chom ?
— Ia ! en ti aze, eme ar bouteger, e toull e zor. Kerkent ma klevaz Lommik mouez an aotronez, e lakeaz e voutou en e zaouarn hag e klaskaz buanna ma c’hellaz hent ti e dad.
An archerien a redaz war e lerc’h, hag a dapaz anezan dindan ar gwele er gear. Neuze e tigaschont anezan da di Skrabelaou hag eno, dirak e vestr :
— E peleac’h e oaz deac’h d’ar mare-ma ?
— O keneuta e koat Gabi Freillou, ha c’hoaz e oa bet tost d’in beza bet lazet gantan gant an taoliou boutou a roe d’in.
— Piou en doa lavaret d’id mont di da geneuta ?
— Dioual brema potr ! eme Skrabelaou.
— Deac’h vintin em boa torret eur pod da lakat leaz, ha va mestr a lavaraz d’in mont ekuit pa garjen, ne roje ket ken a voued d’in. Neuze, eleac’h mont d’ar gear da dapa eur roustad bac’hadou digant va zad, e kaviz gwelloc’h mont da glask eur beac’h keneut em bije gwerzet da Fantik ar c’hantelor, pe em bije bet va lein ha va c’hoan diganthi evitan.
— Ne oaz ket ken gant da vestr aman ?
— Nan, em euz lavaret d’eoc’h.
— Ma ! neuze c’houi a zo o fri er meaz euz ar wask, aotrou, mes te avad, Lommik n’ouzomp ket c’hoaz petra n’em gavo ganez, hervez ar c’helou a roio d’eomp an aotrou mear bremnaïk diouz-id, e vezi tapet en toull pe lezet libr da vale.
D’ar c’homzou-ze, an daou archer a ieaz er meaz euz an ti, hag a ieaz da di an aotrou mear da c’houlen kelou deuz an aotrou koz hag e vevel bihan.
Antronoz a oa lavaret da Lommik e oa e affer er zac’h, abalamour d’ar c’heleier mad a ioa diwar e benn, ha diwar benn e dud.
An aotrou Skrabelaou neuze a ieaz eun affer grevus diwar e goustians, rak aoun en devoa na vije deut an archerien da c’houlen re a draou digantan, ha garekaat a ree Laou-gam da veza hen hentchet ken mad.
Goulskoude, an aotrou Skrabelaou na wellee tam, chom a ree bepred war e vern plouz, ha semplaat bemdez a ree. Eun devez, Kato a deuaz da welet anezan, hag a lavaraz d’ezan oa pell a oa poent klask ar medisin.
— Ar medisin, Kato ! Ha petra rai d’in-me nemed laërez va arc’hant, ha va laza araok ar poënt. Nan, nan, Kato, ar boan zo deut, ha pa garo e zai kuit, mez ne ket eur medisin a gaso anezan.
Abenn eur miz goude, Skrabelaou a wasaaz, ha neuze ec’h asantaz e teufe davetan Job ar Pikouz, eun den brudet dre ar vro dre wiziegez e kever an dud klanv. Pa oa deut, Job a zellaz ouz daoulagad ar c’hlanvour, ouz e deod, a lakeaz e viz meut war gwazied o vreac’h.
— Ne ket aze em beuz poan, tam lio ma z’oud ! p’e gwir em divesker eo ez oun dalc’het.
— Ia ! o tivesker a zo koenvet, ha teo int evel ribotou.
— Ma ne vijent ket bet, ne pije ket bet ezom da zont aman !
— Sempl oc’h, ne zebrit tam koulz lavaret.
— Hein ! eun dra bannag a ouzout evit doare !
— Setu aman petra o pezo da ober bemdez : bremaïk e vezo kerc’het deuz ti an apotiker eur voutaillad gwin da rei nerz, deuz an hini a zek lur al litr. Eur voutaillad ezans tourmantin evit frotta o tivesker teir gwech bemdez, a deui ive. Pa vezo eat ar re-ze, e kerc’hfoc’h re all. Bemdez e roan ali d’eoc’h da eva pevar vi kriz, eun tam brao a bivtek ha leaz a evfoc’h kement a ma kerfoc’h. Abenn eiz dez, me deui adarre da welet ac’hanoc’h.
Pa oa eat Job kuit, Skrabelaou a lavaraz :
— Setu aze eun abaden d’in-me avad, Laou, hervez ar Pikouzet daonet-ze ! Da beleac’h e zin-me da glask viou ha leaz, p’e gwir n’em beuz na bioc’h na iar ?
— Gant da arc’hant e kavi viou ha leaz kement ha ma kari.
— Gwin a zek lur al litr, Laou ! klevet e peuz komz deuz ar gwin-ze eur wech bennag ? Ha biftek, mar plich, a zo lavaret d’in da zebri ive !
— Ia, ha neuze ez euz lavaret d’id frotta da zivesker teir gwech bemdez gant ezans tourmantin.
— Tourmant awalc’h em beuz er giz-ma, a gav d’in n’eo ket red d’in er c’hreski. Bah ! bah sell ! ro peoc’h d’in gant eur pikouz egiz hennez ! An dra-ze zo mad d’an dud o deuz re a arc’hant, a c’hell eva gwin a zek lur ar voutaillad, ha biftek, po defe c’hoant, mez nompaz d’in-me ha d’am seurt. Nan, nan, ne fell ket d'in ober eun dra deuz ar pez en deuz lavaret, rak gouzout a ran ne oufe ket e peleac’h em boa poan, p’e gwir e selle em daoulagad, oc’h va zeod, oc’h va breac’h, hag em divesker eo em boa poan ! Ar vedisined, Laou, a zo diotoc’h an eil eged egile anezo, ober a reont a bep seurt ardou, evit tapa arc’hant an dud sot.
— Mad ! Armel gez, na ran ket a forz petra ri, mez evit ar pez a zo sur eo, Job ar Pikouz en deuz pareet meur a hini dre ar vro, brud vad en deuz.
— Ro peoc’h d’in, Laou, ma kouskin.
— Sell ! a brepoz ! mar kerez, Armel, e vezo great kaeroc’h : mar kerez me ielo da lavaret d’an aotrou mear dont da welet ac’hanoud, hag hen a roio eun tam billet d’id evit kaout louzeier evid netra, ha medisin zoken ar marc’had.
— Ah m’em befe gwin koz da eva, biftek, viou ha leaz da lonka evid netra, e kemerfen awalc’h.
- 3 ##
— Neuze vije eun diaoul a babor ac’hanoud avad, Armel ! Neuze zavje kof ouzid avad potr !
— Lez da c’hlabouz 'ta Laou ! ha lavar da Lommik mont raktal da lavaret d’an aotrou maer oun fall, prest da vervel, ha marteze varc’hoaz ec’h en em gavo traou aman d’in-me da lonka.
Lommik a ieaz diarc’hen da di an aotrou mear hag eun heur goude e oa etal ar c’hlanvour !
— Ahanta ! penaoz a rit, aotrou Armel ?
— Ah fei ! o vont kuit ive, aotrou mear ! beac’h em beuz o kaozeal, ha panefe ma m’euz eun amezeg mad, pell zo e vije bet va c’horf en douar.
— Ia ! gwelet a ran n’emaoc’h ket mad, ha red e vezo d’in kemen d’ar medisin dont d’o kaout, ha lakat rei d’eoc’h louzeier, ar c’henta ’r gwella.
— Job ar Pikouz a zo bet aze er mintin-ma, eme Laou, hag en deuz lezet eur billet aze, ha warnan e vije merket pe seurt a vije mad d’ezan da gemeret.
— Ma ! ma ! deuz te, Lommik, daved eur billet deuz an ti kear, hag e zi gantan raktal d’ar C’hastell-Nevez.
— Ouspenn, aotrou maer, e welit pegen fall eo va gwele, ha c’hoant em bije e vije chenchet ar plouz hag ar pell.
— Great e vezo, ha varc’hoaz euz va zi e teui eur c’holc’hedad pell fresk hag eur beac’h plouz segal.
— Trugare, aotrou mear, an daelou a deu en daoulagad, pa welan pegen mad oc’h evidon, eur paourkez dilezet gant an holl.
An noz ne oa ket deut c’hoaz, pa en em gavaz Lommik er gear, dizro hag echu gantan e gefridi. Kerkent e oa tennet deuz ar baner ar voutaillad ezens tourmantin, hag ar gwin a zek lur.
Skrabelaou na zellaz ket kalz ouz an tourmantin, mez staga reaz e benn ouz ar voutaillad gwin koz.
— E peleac’h ema ar biftek, Lommik ?
— N’euz ket deut !
— Troc’h diot, eme Laou, an dra-ze zo d’id da brena euz ti ar c’higer !
— Ar mear n’en deuz ket roet arc’hant d’id da brena biftek ?
— Nan… nan avad !
— Ar pez a gavan ar gwella ! malloz ma butun !
— Ma ! ma ! varc’hoaz, eme Laou, mar teu aze da zigaz plouz ha pell, e c’helli goulen outan beza laket war roll ar beorien, ha neuze e pezo muioc’h a draou da gaout, evel just.
Skrabelaou, epad m’edo e vignon o lavaret ar c’homzou-zo, a oa o lipat e vourrou diwar eul lonkaden gwin koz hag a respontaz :
— Che ! Laou, te zo eun den mad, eur mignon gwirion, hag a oar hentcha an dud war an hent mad.
Antronoz vintin kerkent hag eiz heur, ec’h en em gavaz eur c’harrat pell ha plouz etal ti Skrabelaou. Da c’hortoz ma vije amzer da lakat an traou er gwele, e oant laket o traon ti ar bouteger, a oa ennan muioc’h a frankiz.
Ken just a fri ar c’haz, an aotrou mear e-unan eo a deuaz da zigas ar c’harrat traou.
- 4 ##
Laou gam a lavaraz neuze da vestr ar barrez, en devoa c’hoant ar c’hlanvour da gaozeal ganthan. Ar mear, goude beza staget e gazek ouz post eur gled, a deuaz da welet e zen.
— Ahanta, Armel ! eun tammik vad a ra d’eoc’h al louzeier !
— Ar gwin, aotrou mear a zo eat dija ! eur vad skrijuz a ra d’in, ha gantan e kredan teuin adarre da botr iaouank ! An ezanz tourmantin, n’em beuz ket touchet outan, rak beteg-hen em beuz bet tourmant awalc’h.
N’em beuz bet tam biftek ebed, hag hennez a gav d’in en devije great vad d’in ive, rak sempl oun, mantruz !
— N’oc’h ket goest da brena eun tam biftek oc’h unan ?
— Euz a beleac’h ! aotrou kez ! n’em euz ket eul liard toull etre va daouarn, ha panefe an dud vad, pell zo e vijen marvet.
— Mar kirit e vezo laket hoc’h hano war roll ar beorien, a neuze ar barrez a bourveo d’oc’h ezomou neseser epad ho klenved, ha divezatoc’h.
— Paourkez aotrou ! re vad oc’h evidon, hag abaoue deac’h, an daëlou na zihanont da ruilla euz va daoulagad, pa zonjan ennoc’h, en ho madelez e kever an dud paour.
An aotrou mear neuze a dennaz euz e c’hodell eun tam paper, hag a c’houlennaz :
— Pe hano peuz ?
— Hein ! pe hano m’euz ?… Armel !
— Armel petra ?
— Oh, aotrou mear, arabad d’eoc’h goulen ken ouzin, rak ne lavarin ket d’eoc’h.
— Hag abalamour da betra !… N’oun ket goest da lakat hoc’h hano war roll ar beorien, ma n’her roit ket d’in, hag hen-ma ar papar-ma a ranko mond etre daouarn sous-prefet Kastellinn, araok ma c’hellin rei d’eoc’h aluzen diwar goust ar barrez. Rakse ta hastit buan rei d’in hoc’h hano.
— Lakit an hano a garfoc’h, aotrou, evidon-me ne lavarin ket d’eoc’h piou oun, nag euz a beleac’h oun deut aman, ha goude ma ve toullet va fenn d’in.
— N’euz meneg ebed da ober droug d’eoc’h, ha n’em beuz c’hoant nemed da ober vad, mez evit kementse, ez eo red d’in heuill al lezen evit holl dud va farrez, ha p’e gwir emaoc’h war douar Lothei, p’e gwir e c’houlennit digant ar barrez ober vad d’eoc’h, ez eo red d’eoc’h soubla d’al lezen evel ar re all.
— Lezit ac’hanon da gousket, aotrou, ha da veva er giz-ma ; n’em beuz ezom netra ebed digant ar barrez, ma rankan rei va hano evit kaout eun tam biftek hag eur banne gwin.
— Ouspenn an dra-ze ze, aotrou ! hag eur mear en e barrez, a rank gouzout piou eo e dud, euz a beleac’h int deut, petra o deuz great, ha petra reont. C’houi n’oc’h bet biskoaz en ti-kear o tiskleria hoc’h hano ha me em beuz manket d’am dever, dre ma n’em beuz ket goulennet diganeoc’h hoc’h hano, hano ar barrez oc’h ganet ennhi. Marteze c’houi a zo eun torfetour, deut em parrez da guzat araok ar prizon pe ar geleou, ha ma ne roit ket hoc’h hano d’in hirio, varc’hoaz e vezo dao d’eoc’h her rei dirag daou archer. Rakse 'ta livirit d’in : hirio pe varc’hoaz ?
— Birviken.
An aotrou mear neuze, a zammaz ar c’holc’hedad pell hag ar beac’h plouz, o zaolaz er c’harr, ha gantho d’ar gear droug braz ennan. Neuze ive Skrabelaou na zante ken nag al laou nag ar c’hoenn o trailla d’ezan e ziwesker koenvet, n’en doa ken ezom na gwin na biftek, na viou na leaz, e gof a oa karget gant ar glac’har, an enkrez na vije dizoloet e denzor prisius. Breman ne oar mui netra da ober, ha seblantout a ra d’ezan er meaz euz e wele, hag oc’h hen lakat en eur c’harr evit beza kaset da c’hlanvdi Kastellinn. Hirvoudi a ra, ha skuilla ra eur mor a zaëlou. Skei ra gant e zaouarn sarret war ar c’holc’hed, rak aoun en deuz na deufe Laou-gam pe Gato da laërez e ialc’had, rak n’euz nemeto hag a ouffe ez eo pinvidik.
An noz a dremene, ha Skrabelaou, eat er meaz anezan e-unan, pa welaz an deiz o c’houlaoui, a gemeraz e vragou, eun tam chileten mil gwech penseliet, eun tok louët hag eur boutou faout, hag a ieaz en hentchou doun gant e denzor. Lommik, chomet dihun beteg hanter-noz, a gouske c’houek d'an ampoënt ma oa partiet e vestr. Laou-gam ha Kato, bet o daou eur pennad mat o soroc’hat araok kousket, na glevchont den o vont kuit. Eat oa al lapouz er meaz euz e gaoued, den na ouie da beleac’h.
Evelato da seiz heur euz ar mintin, daou archer war loan euz Kastellinn a erruaz da sponta Laou-gam hag e vreg, c’hoaz en o guele. Mont a rechont da skei war dor Skrabelaou, ha Lommik dihunet en eun taol kont, a resevaz anezo. Ar potrik en em lakeaz da ouela, pa welaz ar pennou glaz e ti e vestr :
— E peleac’h ema an aotrou Armel, pa n’ema ket en e wele ?
— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h da beleac’h eo eat, rak kousket oan. Met asuri a c’hellan d’eoc’h e oa aze c’hoaz deac’h, divezad en noz ; lopa ree war e wele evel eun den kounnaret, eun den dizesperet.
— Sao euz da wele, hag e zaimp d’her c’hlask buan-buan, rak ezom hon deuz da gaozeal gantan er mintin-ma.
Laou-gam ha Kato a en em ginnigaz ive d’an archerien evit mond da ober an enklask asamez ganto, ha wardro dek heur, goude beza furchet ar c’hoat tro wardro, unan euz an archerien a gavaz Skrabelaou astennet etouez ar ieot uhel was ribl ar ster vraz. Kerkent o oe kroget enna ha treinet beteg e di. An archer a reaz eur c’hwitelladen evid diskuill d’ar c’hlaskerien all oa kavet an aotrou tec’het, al lapouz dianket.
An aotrou mear, erruet eur pennadik warlerc’h an archerien, a lavaraz neuze da Skrabelaou :
— Ahanta aotrou Armel, hirio e lavarfoc’h d’in hoc’h hano, pe e vefoc’h kontant pe ne vefoc’h ket !
— Biken na lavarin d’eoc’h va hano, biken ganen na glevoc’h e peleac’h oun ganet.
— Petra eo ar zac’h-ze a zalc’hit etre o tiwesker o krena !
— Ar zac’h-ma a vez ganen o klask va zam bara.
— Gwelomp, eme mestr an archer all, ha kaout a rafemp ennan eur dra bennag hag a c’hellfe lavaret d’eomp hano e berc’hen ! Eul lizer, eur golo-lizer, a zo awalc’h evit sklerijenna hor spered, ha gouzout ar wirionez a c’hellomp dre nebeud a dra avechou !…
En sur lavaret ar c’homzou-ze, an archer a ziframmaz ar zac’h digant Skrabelaou. Kerkent hema a zaillaz war an archer, a skoaz gantan en eur lavaret ne zelle ket outan ar pez a ioa er zac’h. An archer a c’hoarze, a zigoraz ar zac’h, hag a daolaz war leur Laou-gam, al liasen billejou hag ar zac’had aour melen. Strafuillet oll o welet e denzor war an douar, Skrabelaou a gouezaz ive d’an douar, semplet, e grabanou war al liasen billejou.
Pa oe deut ennan e-unan, an aotrou mear a lavaraz d’ezan dirag an archerien :
— Setu aze an den n’en devoa gwennek ebed deac’h evit kaout gwin ha biftek vit en em grenvaat !… Setu an den a jom da c’houzanv dienez war eur bern teill, kentoc’h eget dispign eur gwennek deuz e arc’hant. Ia ! bet en deuz ar galon da c’houlen ouzin rei d’ezan medisin ha louzeier evit netra, ha c’hoaz war ar marc’had, en deuz goulennet beza laket war roll ar beorien, evit kaout biftek, viou ha leaz da lonka diwar goust c’houezen al labourerien douar euz va farrez. Kontant e vije bet da zebri tout ar pez a zo dleet d’ar beorien gwirion ha lonket en dije laouen bara an intanvez, bara an dud mac’hagnet. Ra vezo kaset da brizon Kastellinn, ken a vezo gouezet ar wirionez, ken a vezo gouezet euz a beleac’h e teu an arc’hant-ze a zo kazi sur arc’hant laëret war-lerc’h eun torfet.
Lommik neuze a lavaraz :
— A veac’h e oa eiz de abaoue ma oan mevel gant Armel, pa gaviz e doubleier e vantell, eul lizer pleget etre pevar. Al lizer-ze a c’hellan da rei d’eoc’h, rak dalc’het e meuz anezan e kornik va godell, ra zervicho d’eoc’h, aotrou mear, evit ho sklerijenna ma z’eo great evit-se.
An aotrou mear neuze a zisplegaz al lizer duet gant al louzdoni deuz godell Lommik, hag a lennaz gwella ma c’hellaz :
D’an aotrou Armel Kerscabel, e maner an Derven-goz e Lamball.
- Sant-Briek, 12 a viz Du 1894.
- Aotrou,
- Klevet em euz oc’h kontant da werza o maner, ha dre-ze e lavaran d’eoc’h, ez oun koutant da rei d’eoc’h 50.000 lur evitan. Ne gavfoc’h den da ginnig d’eoc’h muioc’h eget na ran. Skrivit d’in, raktal ma vezo great ho sonj.
Alan Kerdelliek.
E keit ma oa an aotrou mear o lenn al lizer-ze, Skrabelaou a ouele hag a en em zifrette evel eun den penfollet gant ar gounnar.
Neuze, en eur denna e lunedou diwar e zaoulagad, ar mear a lavaraz d’an daou archer :
— Gwella zo da ober brema, eo skriva raktal da aotrou mear Lamball, evit goulen outan petra eo deut da veza an aotrou Armel Kerscabel, bet gwechall o chom e maner an Derven-goz. Deuz ar respont an devezo neuze, e welimp petra da ober euz an den-ma.
— Evel a livirit, aotrou mear, gwella zo da ober eo an dra-ze. Lezomp an den ma dindan gward e zaou amezeg, da c’hortoz ma vezo deut respont euz Lamball.
Pa oe partiet an dud a lezen, Laou gam ha Kato a esaaz sevel diwar al leur an aotrou Skrabelaou, mez kaer o devoa bet, e oa bet red d’ezo mont da c’houlen sikour evit lakat an aotrou en e wele.
War e vern plouz heiz, Skrabelaou na zihane da hirvoudi, da ouela, rak sonjal a ree dija dirag e zaoulagad e zaou niz, Efflam ha Briek, o tiframma digantan e denzor, o redek kuit gantan, hag o lezer anezan en e gozni heb bara hag heb ti.
Goulskoude an amzer a dremene, ha pevar devez goude, eul lizer a erruaz euz Lamball en hano aotrou mear Lothei. Neuze mestr ar barrez a deuaz beteg an ti plouz, ha dirag Skrabelaou, Laou-gam ha Kato e lennaz al lizer-ma :
- Lamball, 15 a viz du 1904
- Aotrou mear,
- Evel respont d’o lizer skrivet d’an 13 euz ar miz-ma em euz an enor da lavaret d’eoc’h ez euz bet gwechall e maner an Derven-goz e Lamball eun aotrou hanvet Armel Kerscabel ; neuze a deuaz da chom en eun ti dister o traou kear, hag eun devez e partiaz kuit, hag abaoue n’euz bet kelou ebed dioutan. Eur c’hoar d’ezan a zo dimezet da eus ijiner braz deuz Raozon, an aotrou Robel. Skrivit d’ezhi, rak hi marteze a c’hello muioc’h eged-on-me, sklerijenna ac’hanoc’h war an affer ec’h euz gant e breur.
Mear Lamball.
En devez-ze, aotrou mear Lothei a gasaz lizer d’an aotrou Robel ijiner e Raozon.
- Lotheï, 15 a viz du 1904.
- Aotrou hag itron Robol,
- Eun den a zo ebarz em farrez gant eur sac’had aour ha billejou. Hervez eul lizer kavet warnan, an den-ze a zo hanvet Armel Kerscabel, bet o chom e maner an Derven-goz e Lamball.
Eur respont em euz bet digant mear ar barrez-ze, hag hen a lavare d’in skriva d’eoc’h, e c’heller sklerijenna ac’hanon war an dever em euz da ober e kenver an den a zo deut d’en em guzat em parrez gant eun heveleb bern madou. An aotrou Armel a zo klanv pell zo, dalc’het eo war e wele gant ar remm didruez, ne c’hell mui bale, koulz lavaret. Rakse ta, skrivit d’in raktal, evit ma ouezin petra em euz da ober euz an den n’anavezan ket mad.
Dinec’hi refoc’h d’in va spered dre eur respont trum.
Mear Lothei,
dre Bleïbenn, (Penn-ar-Bed).
Pemp devez goude, d’ar zadorn vintin, aotrou mear Lothei a ioa adarre en ti plouz o lenn eur lizer deut euz Raozon. Lakat a reaz e lunedou war e fri, he dirag Skrabelaou hag e zaou amezeg, e lennaz ar c’homzou-ma :
- Raozon, an 18 a viz du 1904.
- Aotrou mear,
- Estlamet omp bet oll o lenn o lizer, hag hon daouarn o skriva ar c’homzou-ma d’eoc’h, a gren c’hoaz gant ar gounnar hag an enkrez.
An den-ze a zo en o parrez, a zo hanvet Armel Kerscabel, ha bet eo perc’hen d’eur maner kaër euz Lamball. Gwerzet en deuz ar maner a roaz d’ezan en eur vervel, e dad hag e vam, ha great en deuz faë war e hano, eun hano Breizad a zo bet ken aliez brudet gwechall, ha douget gant enor gant e dud koz, tud a vrezel dindan ar Rouaned. An den ze a zo breur-kaer d’in-me, hag ama, o ouela em c’hichen, va greg a lavar d’in ez eo hennez he breur.
Ah ! aotrou mear !… panefe ma 'z eo deread da eur c’hoar kemer truez ouz eur breur dianket, tec’het diwar ar rouden, ha panefe ive m’en deuz kalz madou, em bije lavaret d’eoc’h treti an den-ze evel an disterra euz o chass, ha lezer anezan da vervel war e vern teill, p’e gwir e plij d’ezan skrabat e laou war e vern plouz fleriuz. Mez va itron a zo ouela em c’hichen, e c’houstians a gristenez a lavar d’ezhi eo red ankounac’haat peb udurnez, peb dísmegans, ha lonka an disenor, goude ma teufe deuz eur breur.
Rakse ta, aotrou mear, pedi reomp ac’hanoc’h en hano an enor dleet d’hon hano, da ober o posubl evit kuzat gwella ma c’hellfoc’h hano an aotrou Robel a skriv d’eoc’h al lizer-ma. Va mab kosa, Efflam, a gemero prestik ar wetur vraz a gaso anezan beteg Lotheï, el leac’h e veillo war e eontr.
Tugdual Robel,
ijiner e Raozon.
Pa oe lennet al lizer-ze, an aotrou mear a en en dennaz d’ar gear, en eur lezer dindan Laou gam ha Kato an aotrou Skrabelaou.
Iudal a ree hon aotrou noz ha deiz en e wele, dreist-oll abaoue m’en doa klevet lavaret e teufe e niz da weilla warnan. Hennez, an niz-ze a ioa e ziaoul, rak seblantout a ree d’ezan en dije diframmet digantan e oll vadou evit o c’has da di e vam.
Goulskoude d’ar meurz vintin, eun aotrouik naontek vla, gwisket brao, a en em gavaz en ti soul. Mont a reaz war eün beteg gwele e eontr, e zourn astennet gantan, e zrem laouenik. Pa welaz an dra-ze, ar eontr a leskaz eur iouc’haden spontuz, hag a en em lakeaz da bigosat war e wele gwasoc’h eget biskoaz. Pa welaz doare e eontr, an tan en e zaoulagad, e varo hir roestlet, Efflam spouronaet a gemeraz an teac’h hag a deuaz da di ar bouteger.
Laou ha Kato a dostaaz neuze ouz guele ar c’hlanvour, a c’houlennaz outan perak ne felle ket d’ezhan reseo e niz.
— Ne fell ket d’in a briz ebed gwelet al liou dioutan, rak hen eo va brasa enebour, hen eo va laëro, mar teu d’in serri eul lagad.
— Nan, nan, va eontr, gortoz a rin ma vezint serret o daou. Va mam e deuz va digaset.
— Kerz, kerz da di da vam, den milliget, a lavaraz Skrabelaou savel en e gouaze.
— Da ober vad d’eoc’h oun dent, va eontr !
— D’am laza ! d’am laërez !…
D’ar c’homzou-ze, ar eontr a gouezaz war e benn wele plouz, an dizesper en e spered, ha diaoul an avarisded en o galon, dounoc’h eget biskoaz.
Efflam neuze a lavaraz da Laou :
— Karout a rafen gwelet ar medisin o tont aman, evit gouzout just penaoz ema ar bed gant va eontr, ha va mam en deuz lavaret d’in skriva d’ezhi kenta ma c’hellfen, evit dinec’hi he spered.
Kato neuze a ieaz raktal da lavaret d’e mab mont war eün da Gastellin daved ar medisin.
Wardro peder heur deuz an abardaëz, ec’h en em gavaz en ti. Skrabelaou pa welaz an aotrou-ze, a gemeraz drem eun den penfollet : iouc’hal a ree gwasoc’h eget ma vijet o vont d’her laza, on om zifretta ree, lampa ree war e wele, gwasoc’h eget eun den o vont ouz ar groug.
Goulskoude Laou gam hag ar medisin a deuaz a-benn da liamma anezan start en e wele, ha neuze pa ne c’helle mui finval na breac’h na gar, ar medisin a c’hellaz gwelet penaoz e oa kont gantan.
— Ne gredan ket, a lavaraz ar medisin, e iafe gwall bell ken, rak re sempl eo, n’euz nemed e gounnar o rei nerz d’ezan ken. Ahent all, he ziwesker hag e gof a zo koenvet mantruz, ha pa zavo ar c’hoenv-ze beteg harz deuz e galon da vont en dro, e vezo mouget raktal. Deuz eur c’hostez all, e spered a zo diez, hag a vezo ato enkrezet abalamour d’e denzor. An dra-ze mar teufe da veza re vraz, a c’helfe elumi en e benn eun derzien vraz, terzien boueden ar penn. Mar krogfe ar c’hlenved-ze ennan, e c’hell beza sammet a vianoc’h eget eun heur. N’oun ket eta evit rei fizians ebed d’eoc’h, na lavaret d’eoc’h d’ar just pe da vare e varvo, mez gouzout a ran ne ielo ket a-bell ken.
Kasit unan bennag daved odevi camphret ha frottit d’ezan bemdez e zivesker gant al louzou-ze, ha roit d’ezan da eva gwin Kola-Koka. Mez arabad eo d’eoc’h gortoz deuz al louzeier-ze ober burzudou, rak o eontr a zo kollet.
Per, mab Laou gam a ieaz adarre daved eur voulaillad gwin Kola-koka, hag eul litrad odevi camphret hag e oa dek heur noz pa oe en em gavet er gear.
Antronoz, mintin mat, Laou a deuaz da lavaret da Skrabelaou e oa deut gant e niz eur voutaillad gwin mad, gwin dous da eva, hag a rafe kalz vad d’ezan.
— Ne evin banne ebed, rak aoun em euz na vije laket ampoëzon ebarz.
— Mar kerez me a evo da genta, ha goude e c’helli beza dinec’h oc’h ober ive.
— Nan, nan ! ne fell ket d’in a briz ebed eva, rak e c’hellfen beza ampoezonet. Ev ar gwin-ze mar kerez, rak evidon-me n’em euz ezom ebed anezan. Da beleac’h eo eat al lakez, va niz ?
— Du-ma ema, ha bremaik pa lavarin d’ezan ne pezo ket evet a win, e vezo droug ennan.
— Lavar d’ezan mont d’ar gear, rak me n’em euz ezom ebed anezan aman da veilla warnoun.
— Da niz na ielo ket d’ar gear, ken a vezi pare, rakse 'ta hast buan lonka traou mad, p’e gwir da niz eo a baë, hag abalamour d’id da barea buanoc’h.
— N’em euz na naoun na sec’hed, mez va spered zo enkrezet, ha va fenn a zo tom, ken tom, ken a zeblant d’in eo prest da faouta gant an tanedigez a zo ennan.
Laou gam neuze a lezaz Skrabelaou e-unan, hag a deuaz d’e di da lavaret da Efflam ne felle ket d’e eontr na debri nag eva gant aoun da veza ampoëzonet.
— Lezomp anezhan da ober evel a garo, hag ar c’henta eo ar gwella ma vezo kaset diwar ar bern teill-ze da zouar ar vered. Ouspenn, gouzout a rit koulz ha me, n’euz dizro ebed evitan, hervez lavar ar medisin ! Da betra neuze kemer poan en aner ganteun den hag a vezo eul laouenedigez pa vezo maro.
— Ouspenn, aotrou Efflam, lavaret en euz d’in e sant e benn o faouta outhan.
— An derzien vraz o kregi ennhan ? gwell a ze, ar maro a dosta !
— Evelkent ! aotrou Efflam, ho kalon a zo kriz, hag ho komzou n’int ket deread !… An den ze, n’euz forz pegement en deuz e eun izeleet, n’euz forz pegen izel eo kouezet, a zo breur d’ho mam. Maget int bet o daou gant ar memez leaz, hag e vam, gwechall pa oa hen bihanik, a vouche d’e mabig gant kement a garantez evel ma vouche d’e merc’hig, ho mam.
Ar gwad a zo o ruilla dre e wazied, a zo ar memez gwad hag a ruill e gwazied ho mam. Arabad eo d’eoc’h da viana kaout hast da welet o eontr o vont en douar, ha lezit an aotrou Doue da ober outan e volontez. Evit gwir, o tad, o mam, a zo tud huel, tud enoret en o bro dre o buez vad hag o madou.
Marteze o deuz ankounac’heet o breur, marteze e reont faë warnan, e tisprizont anezan, ha goulskoude war heur ar maro, al lignez, ar garantez, ar gwad a dlee trec’hi an dismegans hag an disenor…
Diouallit, aotrou Efflam, n’en em gavfe ganeoc’h, pe gant unan bennag euz o famill beza kaillaret en eur c’hiz bennag, diouallit na lakefec’h eur goumoulen da harz deuz an heol da bara war an enor a lugern hirio war o famill.
— Ho komzou, Laou, n’int ket komzou eun den fur, lezit ac’hanoun da lavaret an dra-ze d’eoc’h, daoust ma tlean an doujans d’oc’h oad. En em lakit em plas-me, hag e welfoc’h :
Va zad du-ze e Lamball, ijiner, mestr an ijinerien all. Va mam, ato, gwisket gant aour ha gant perlez, bemdez en ebatou braz, gwelet mad gant an holl hag enoret gant an dud huela. Gwelit va breur ha me, hon daou e Pariz, o poursu hor studi a vedisin, gwelit hon tad hag hor mam o rei d’eomp ar pez a garomp. Gwelit ac’hanomp divezatoc’h o tarempredi ar merc’hed euz ar renkou huela !… Mez enn devez, unan bennag en deuz klevet lavaret ez euz marvet du-ze war eur bern teill dindannan eur bern aour, eun den hanvet Armel Kerscabel… Evel an tan dre eur bern plouz seac’h, ar c’heleier a gerz, an teodou a ia en dro, hag eur famill vraz a-bez a zo dizenoret, ken buan evel ma vez devet eun orzen lann kraz. Azaleg an devez-ze, ar famill-ze ker uhel deac’h, a zo eun tarch dre war e zâl, hag an tarch-ze na vezo kuzet nemed pa vezo eat an diveza ezel anezhi en douar. Ma ! Laou ! an tarch-ze a zo o vont da veza merket war hon tal-ni, rak dija re a dud siouaz, a oar ar c’helou heuzuz.
Nan, birviken ebarz em bro n’em bezo plijadur, rak ekreiz an ebatou ar re gaëra, ekeit ma vezo o lintra war va zâl bannou skeduz heol an enor, e seblanto d’in ato gwelet unan bennag o sanka e poull va c’halon kleze an dizenor. Ia ! aoun em bezo na deufe unan bennag da lavaret d’in : setu aze niz Skrabelaou !… Ha sonjal a rit-hu e vezin hiviziken em eaz o komz gant merc’hed iaouank euz va bro ! N’em bezo-me ket a leac’h da zonjal e taolint d’in ouz va fas, eleac’h eur ger a garantez, eur skeupaden gant an hano henzuz-ze : Skrabelaou. Ha c’hoaz e livirit eo kriz va c’halon, ha krisoc’h va c’homzou !
— Ar pez a livirit Efflam, a zo gwir, eme Kato, mez Doue a ordren d’eomp pardoni ato d’hor brasa enebourien war heur ar maro, ha mar d’oc’h savet gant eur vam gristen, e ouezoc’h en ober. Deomp adarre da welet ar eontr, rak klevet a ran aneza o pasaat pe o tiroc’hal, lavaret a rafen e ve gwaseet.
Pa oant digouezet etal ar c’hlanvour, Kato a lavaraz e oa deut ar mare da vont da glask ar belek.
— Klask ar belek d’am eontr ! petra zonjit, Kato ! Ouspenn ugent vla zo m’oarvad n’eo bet wardro belek ebed ! Gwelloc’h eo kas kelou buan d’ar gear, da lavaret eo falleet ar eontr.
— Grit evel a gerfoc’h, aotrou Efflam, evidon me ne vezo ket eaz ma spered, mar teufe d’ezan mervel heb e zakramanchou, ha mont a ran raktal da lavaret d’an aotrou Person dont da noui anezan, ma ne c’hell ket kovez anezan.
Efflam a skrivaz neuze war eun tam paper ar geriou-ma :
— Eontr klanv braz, deuit buan !
Per a redaz neuze da gas an tam paper-ze da botr ar sinaliou, a ioa war eun dachen eun hanter-leo deuz eno. Kato deuz e c’hostez, a rede warzu ar presbital, ha prestik an aotrou Person a en em gavaz e ti Skrabelaou. Pa welaz e pe seurt stad e oa ar c’hlanvour, berr warnan evel war eur c’hi o redek warlerc’h eur c’had, pa zantaz ar galon o lampat evel eur podad lijou, pa welaz ar gwad savet d’e benn, e lavaraz :
— Noui a c’hellan anezan, mez re divezad eo evit ar govesion. Mar teufe eur wellaën d’ezan, ar pez na zonjan ket, galvit ac’hanon trum, ha marteze e c’hello kovez… Perag oc’h euz gortozet ken divezad-ma da c’hervel ac’hanon ? hervez oc’h euz lavaret d’in, ar medisin en deuz lavaret d’eoc’h pell zo na oa dizro ebed evitan. Rakse e tliec’h beza war c’hed ato.
— Da greizdeiz, aotrou Person, e oa brao c’hoaz, e komze ouzomp, hag en eun taol-kont eo eat dilavar, diseblant.
— Dalc’hit ato eun torchouer ien war e benn, ha lakit traou tom en dro d’e dreid, evit ma tiskenno ar gwad d’an traon.
- 4 ##
An noz a dremenaz braoik, Skrabelaou a gouskaz pennadou, ha deuz ar mintin war-dro dek heur, eur wellaën a deuaz dezan. Mez allaz ! n’oa ket bet padet pell, rak da greizdeiz e kommansaz ar gwad sevel gwasoc’h gwas d’e benn, ha da beder heur e varvaz war e vern teill etal kant mil lur kuzet etouez plouz e wele.
- 5 ##
Evelato Kato ha Laou a en em lakeaz raktal a-zevri da liana ha da zebelia o merour. Tennet e oa Skrabelaou deuz e wele, ha laket war greiz e gein war eur bern raden, da c’hortoz ma vije prientet eun daol da zebelia anezan. Efflam a dapaz ar zac’h a ioa an tenzor enna, hag a ieaz en eur park e kichen da grona e aour hag e villejou, kant mil lur a ioa etre tout.
Goulskoude wardro pemp heur, Efflam a glevaz eur wetur o tisken d’an daou lamm en draonien, mont a reaz warzu ennhi, hag e vreur Briek a ziskennaz raktal evit her briata. Neuze Briek a lavaraz d’an toucher mont en dro, e oa echu e gefridi.
— Ahanta, breur ! penaoz ema ar eontr ?
— Pardie ! ridet eo e groc’hen !
— Torret en deuz e gorn-butun. Efflam ?
— N’oa ket araok ar poënt ! n’oud ket evit kompren pegement a boan em euz-me bet gant al louz koz-ze, abaoue m’oun aman ! Red eo bet d’in klask ar medisin, paëa eun den da vond daved louzeier, da gas lizerou d’ar post, ha kalz a draou all c’hoaz. Ha goude kemer ar boan-ze evit ober vad d’ezan, n’en doa nemed ar ger laër en e c’henou, an troc’h diot ma oa.
— Furchet e peuz e wele ?
— Ia, ha kant mil lur em euz kavet en eur zac’h.
— Kant mil lur, Efflam ! brao eo ! mez e peleac’h ema e di ?
— Aze er grec’hen, emaomp stok.
Briek hag Efflam a ieaz neuze en ti el leac’h e oa Laou gam o liena ar c’horf-maro mez trum teuchont er meaz, pa zantchont ar c’houez fall a ioa ennan.
Aze war an teill-ze, eme Briek, eo marvet hor eontr ! Etouez ar plouz fleriuz-ze eo en deuz kuzet arc’hant maner hon tad koz, hag an aour en deuz bet evit e zouarou ! Skrijuz eo ! Ra vezo milliget da viken ! hag ankoueet evit ato, an tousek koz !
— Ro peoc’h, Briek pe e laki droug da vont en dud-ma.
Efflam neuze a ieaz da doull an or, hag a lavaraz da Laou :
— Deuit d’an ti eur pennadik, ezom e meuz da lavaret d’eoc’h eur gerik bennag.
Laou neuze a lezaz ar c’horf-maro war ar raden, hag a deuaz d’e di.
— Selaouit, Laou, ha c’houi Kato : Ar eontr ne rank gwennek ebed d’eoc’h ?
— Nan gwennek ebed.
— Pe gwir oc’h bet o taou mad en e andret, me za o vont da rei d’eoc’h mil lur. Gant an arc’hant-ze c’houi a baëo ar medisin hag al louzeier, e sebellfec’h anezhan, hag e rofoc’h d’an aotrou Person ar pez ema ar c’hiz d’ar re baour da rei. Ne vezo ket eun avans d’eoc’h ober mizou ebed ken, na gant peden-sul na gant servichou.
— C’houi ne jomfoc’h ket en interramant ?
— Ne garfec’h ket, Kato, e valefemp war-lerc’h eur bern teill egiz da hounez ! Ni bremaik a ielo war hon troad da Gastellinn, ha deuz eno d’ar gear, buana ma c’hellimp, da lavaret d’hon tud ar c’helou mad.
- 6 ##
An heol a ioa o kuzat du-ze en dremwell Sant-Nic, ar Mene-Hom lorc’huz a ziskoueze sklear e griben d’an oabl glaz. Du-ze er c’hostez all d’ar ster vraz, daou botr iaouank, daou vreur, a dosta founnuz ouz Kastellinn, aoun o deuz da veza tapet gant an devalijen, rak ganto ez euz eur ialc’had hag a zo pounner. Na reont seblant ebed deuz kan dudiuz ar mesaerien o tont gant o loened er gear, o spered a zo breman o sonjal e traou grevuz. Unan anezo, Efflam, ar c’hosa a lavar d’e vreur Briek :
— Breurik, lez ac’hanon da lavaret d’id ar pez a zo war va c’houstians ; kosoc’h oun eged-oud, ha marteze ive em euz muioc’h a anaoudegez deuz ar vuez eged na peuz…
Daou hent a zo breman digor dirak daoulagad va spered. Diez int o daou da heulia, ha m’oarvad ne ouezi ket da unan ken nebeud ha me pehini da gemer evit kaout an nebeuta danjerou.
An torfet heuzuz en deuz great hor eontr o kuitaat e vaner hag o tont aman da vervel etouez ar lornach, a daol eur goumoulen-zu war hon amzer da zont.
— Gwir a leverez, Efflam.
— Prestik e Lamball, mar teufe d’eomp kaout gras-fall unan bennag, e vezo taolet d’eomp ouz hor fas an hano a Skrabelaou.
— Re wir eo an dra-ze siouaz, hag ar ruzder a zav d’am penn, pa zonjan e kementse !
— Lodenni a rankimp gant hon tad hag hor mam, an dismegans, an disenor en deuz taolet warnomp hor eontr, hag ar pez a zo gwasoc’h, al loden vrasa eo a jomo ganeomp-ni.
— Ia Efflam, al loden vrasa, al loden hirra a vezo evidomp, rak divezatoc’h, pa vezo deut evidomp ar mare da ober hon tiegez hon unan ah ! neuze e welimp splann dirag an daoulagad, grevusded an torfet-ze. »
— Ia pa welimp eun enebour o tiframma deuz tre hon dinec’h eur plac’hik hon devezo karet, pa welimp an enebour-ze o skeupa en hor fas, hag o taoler d’eomp an hano a Skrabelaou, neuze n’hon devezo nemed lezer hor c’halon da frailla, ha soubla hor penn dindan taol an dismegans.
— Gwelet a ran, Efflam, eo teval ar goabren a zo a-uz d’hor penn, ma chomomp e Breiz. Gwelet a ran an disenor merket war hon tal, gwelet a ran an holl o sellet ouzomp, hag o lavaret gant dispriz : « Nizien Skrabelaou ».
— Sellomp breman eun tammik war an hent all a c’hellomp da heulia, hag hanvomp anezan hent an Aberz. Mar kemeromp an an hent-ze, emaomp o tilezer hon tud er gear, emaomp o lezer da redek feunteuniou a zaëlou. Gwelet a ran va mam baour o lezer bemdez ha bep noz he daëlou da ruilla, hag e c’halon da ranna, keit ma ne welo ket ac’hanomp hon daou en e c’hichen.
— Doaniet eo va spered, va c’halon na c’hell ket beza muioc’h glac’haret, o klevet hevelep gwirioneziou, ô va breur !
— Kriz eo hor c’halonou, pa jomomp eur pennad hebken da zonjal ober eur seurt torfet.
— Ia !… Ha goulskoude Efflam !… Deomp 'ta neuze d’ar gear da ziskouez d’hon holl c’henvroiz hon tal duet gant merk an disenor.
— Biken ! Briek.
— Petra ri ta neuze, breur ?
— Beuzet eo va c’halon gant an anken, n’ouzoun petra da c’hober nag e peleac’h en em daoler evit esaat va spered.
— Red eo d’id goulskoude koulz ha d’in-me, kemer unan euz an daou hent, hent an teac’h pe hent ar gear.
— Hent an teac’h a gemer eul liou du heuzuz, rak ouspenn ma kasimp d’ar bez araok o c’hozni hon tad hag hor mam, e taolimp c’hoaz war o buez eun disenor nevez. Ni, o tec’het douz ti hon tud gant eur bern arc’hant, a roio leac’h da dud hor bro da zonjal o vezimp partiet da ober dispign fall gant ho arc’hant ; ha neuze, war gorre an disenor kenta, e lakimp eun all ken grevuz hag hen.
— Gwelet a ran, Efflam, ez eo gwelloc’h ganez mont d’ar gear da dreina hed da vuez chaden an disenor, eget kwitaat dre an teac’h, hon tad hag hor mam. Goulskoude eur vech tec’het, eur vech erruet du-ze e Londrez, ne vije ket diez d’eomp skriva d’ar gear, ha lavaret d’hon tud e vezimp tec’het deuz Breiz evit harz ouz an dismegans, ouz an disenor da vrouda d’eomp hor c’halonou hed hor buez. Hon tud a gompreno mad kementse, ha gant ma ouezint e vezimp eüruz, ar garantez a zougont evidomp a iennaio a nebeudou. Deuz eur c’hostez all, e Bro-Zaoz koulz hag er Frans, e c’hellimp poursu hor studi, dont da veza medisined eno evel aman.
— Ar pez a leverez a zo eur seblant euz ar wirionez, ha netra ken. Petra c’hello rebech d’eomp hon tad hag hor man, mar tec’homp heb o asant ? Lavaret a c’hellint ne ket ta ez omp daou laer, tec’het da zebri arc’hant o zud en eur vro pell.
Ouspenn-ze, Briek, e Bro-Saoz ni a vezo daou zen estren, hag eno, piou a lavar d’eomp na vezimp ket eun devez bennag laëret marteze gant ar re hon devezo ar muia fizians enno. Te lavar e teskimp eno koulz hag er Frans ar vedisinerez : mez ne ouzomp ket mat iez ar vro, hag e kollimp kalz amzer o teski ar iez da genta, ha goude ar vedisinerez.
— Poueza mad a rez peb tra. Efflam, ha gwelet a ran e peuz c’hoant da dec’het deuz al lestr a lakafe ac’hanomp da dreuzi ar mor. Goulskoude e kav d’in em bije kalz plijadur o treuzi ar mor braz, ha goude, kalz ebat o pourmen dre ar ruiou e Kear-Benn Bro-Zaoz. Deomp da viana, p’e gwir hon euz arc’hant, da ober eun droïk da welet ar Zaoz, ha goudeze e tizroimp d’ar gear, ma n’en em blijomp ket.
— Asanti a ran ganez, Briek, mont da Vro-Zaoz da ober eun droïk, daoust ma ouezan e vezo evidomp eur veach diskiant ha didalvez.
— Allo ta, Efflam ! n’ouzoud ket ez eo Bro-Zaoz bro al listri kaëra zo er bed ! N’ouzoud ket e kavimp eno peb tra evel e Frans, ha gwelloc’h zoken heb douetans.
— Ia ! gwir a leverez, mez hor ialc’had a vezo boulc’het mat, ma chomomp eur miz hebken eno.
— Petra ra-ze d’eomp-ni ! hon tud n’emaint ket o c’hortoz an arc’hant-ze ! Koulz all, ne gredan ket o divije kalz a blijadur o tispign an aour a dalv d’ezo hirio koulz ha d’eomp-ni, an dismegans hag an disenor a hed o buez.
— En taol-ma e leverez ar wirionez, Briek, ha kaozeal a rez evel eun alvokad. Varc’hoaz vintin e kemerimp eur wetur evit hor c’has da Vrest, ha deuz eno emichans e kavimp eul lestr evit hor c’has en eur penn pe benn euz Bro Zaoz. Red eo d’eomp ankouaat eun tammik hon tud er gear, evit kemer eun tam ebat, ha tremen hor iaouankiz evel eo dleet d’hor renk.
— Gant plijadur Efflam, e welan e c’houzout ne c’hell ket beza an den ato e tristidigez ar galon hag ar spered, hag ez eo red d’ezan ive eur vech an amzer, en em rei d’an ebatou d’ar joa, d’al laouenedigez.
Mez setu ni e Kastellinn, d’eomp breman da goania, ha goude e zaimp da gemer eur repoz on euz ezom.
An daou botr iaonank a ieaz da goania en eun hostaleri gaër war rib] kae ar ster vraz, hag araok mont da repoz, e c’houlenchont eur wetur evit o c’has antronoz da Vrest.
Heol miz meurz a daole war an douar e vannou skeduz ha tom dija, hag an daou vreur, seder ha dizoursi, a gemere ebat a hed ar veach o sellet ouz ar c’hoajou o kemer eur gwiskad nevez, eur vantell delliou glaz.
- 6 ##
Wardro peder heur deuz an abardaez e tigoueschont e Brest. Bale rechont dre gear, da c’hortoz ma vije deut ar poent da vont da goania. Mont a rechont d’ar porz a gonverz, hag eno e welchont listri, lod o karga, lod all o tiskarga mac’hadourez a bep seurt. Gwelet a rechont war ribl ar c’haë eul lestr kaër ha braz, ha merket e oa warnan daou c’her saozmek, Sea Star. Efflam neuz, hag a ouie eun tam iez ar Zaoz, a en em lakeaz da gomz gant unan euz martoloded al lestr a ioa o walc’hi e zaouarn war ar pont. Hen-ma lavaraz d’an daou vreur, e tlie partial en de warlec’h da Londrez.
— Kontant e vijec’h da gas ac’hanomp-ni beteg eno ?
— Mont a ran da c’helver ar c’habiten, rak hen hebken eo a c’hell rei aotre da zigemer beachourien war al lestr.
Ar c’habiten a deuaz war ar pont, hag o welet eur gall o komz outan e iez e vro, e lavaraz raktal d’ezan beza war al lestr da ziv heur goude kreizde, en de warlerc’h. Goude beza paët bep a vanne da vartoloded ar Sea Star, an daou vreur a bignaz e kear evit mont da goania, hag antronoz d’an heur merket, e oant o daou war al lestr braz.
Kerkent ma oan erruet, ar c’habiten a roaz urz da zevel an heor. Prestik goude, al lestr, e weliou gwen digor ha troet d’an avel, a faoute ar mor, hag a bellee buan deuz porz Brest.
An daou vreur, azezet war ar pont, a zelle a bep tu d’ezo, ha gant ebat e sellent euz an touriou tan nevezik elumet e Konk-Leon hag en Eusa.
Pa deuaz an noz gant ar freskadurez, an daou veachour a ziskennaz en o c’hambr, da zebri boued prenet ganto e Brest evit ar veach, ha goude e iachont da gemer o repoz en eur gwele striz ha kalet, gwele ar beachourien war vor.
Antronoz pa zavchont na welchont mui nemed ar mor glaz hag an heol skeduz o lintra en oabl.
Efflam neuze a lavaraz :
— Kollet hon euz ar gwel euz douarou Breiz, euz douar hor bro muia-karet ! Bremaik, evit gwir, e welimp du-ze en hanternoz douarou all, mez an douar-ze a zo douar an Estren, douar enebourien Bro-C’hall.
— Petra dalv d’id, Efflam, sellet war da lerc’h, ha perak, an daëlou o ruilla deuz da zaoulagad, e klaskez en dremwell gwelet douarou Breiz, douar an dispriz hag an disenor ?
Ar zonj euz hor mam ha deuz hon tad, a zav adarre da huela en da galon, mez sonj eta o c’harantez ar muia tener n’eo ket evit renta d’eomp ar pez hon euz kollet, n’eo ket evit renta d’hon hano, ar sked en devoa gwechall.
— Ah ! va breur Briek !… Da galon ha va hini a zo dishenvel, er gwelet a ran breman. En hini-me ez euz eur gouli, ha na vezo morse stanket nemed dre ar gwel euz va zad ha va mam, ha seblantout a ra d’in e kresk, e kresk dre ma pellaan diouto.
Gouzout a ran ez omp hon daou disenoret dre torfet hon eontr, gouzout a ran, e vezo abalamour da-ze, taolet meur a wech hon hano kaer er fank, mez va c’houstians a rebech d’in dija an torfet emaoun oc’h ober asamez ganez. Va c’halon gouliet a ziskouez d’in ez oun faziet, hag eun dra bennag a lavar d’in lonka heb mez an dismegans, an disenor, evit harz ouz kalonou va zad ha va mam da ranna gant ar glac’har. Pell deuz ar re en deuz roet d’in ar vuez, va buez na c’hell beza nemed eur rebech, ha seblantout a rai d’in ato gwelet dirak va daoulagad va zad ha va mam o rebech d’in krizder va c’halon, hag o tiskouez d’in o c’halonou fraillet dre ar ar garantez. Rakse 'ta na zaleimp ket e Bro-Zaoz, hag ar c’henta lestr a gavimp, a gemerimp evit beza taolet ar c’henta posubl war douar ar Frans.
- 7 ##
Goulskoude du-ze e Raozon, eun den avanset dija war an oad, gwen he vleo, a zo eun dra hennag a vraz o trei hag o tizrei en e spered. En e gichen, eun itron, griz ive e bleo, a zo o kaozeal gantan en e vureo, hag eur veraden daëlou a ruill war e chod drouglivet ha gwen evel eur goaren.
— Petra zonj d’id, Tugdual, zo en em gavet du ze e Lotheï, pa ne resevomp kelou ebed na deuz ar c’hlanvour, na deuz hon daou vugel ?
— N’ouzoun ket d’ar just petra da zonjal deuz kementse paourkez Helena !… Marteze eo gwellaet d’ar eontr ! pe marteze emaor bep ar mare o c’hortoz anezan da vervel. En eur ger, n’oun evit sonjal nemed ar pez a zonjez da unan ! Ha goulskoude ez eo iskiz d’hor bugale lezer ac’hanomp eiz dez heb kelou.
— Aoun em euz na ve digouezet eun droug bennag gant unan pe unan deuz ar vugale, va c’halon zo enkrezet.
— Va hini-me zo ive, Helena, goulskoude n’euz ket a leac’h da zonjal e droug, rak neuze sur on dije bet va c’halon zo enkrezet ha setu aman abalamour da betra.
— Ar eontr on devoa kalz arc’hant, an dud wardro eno a ouie, ha marteze eun den bennag en doa avi ouz an aour-ze, hag evit dont a-benn da laërez ar ialc’had, n’en deuz ket bet aoun euz eun torfet.
— Oh ! va Doue !… Tugdual petra leverez ?
— Lavaret a ran o c’hell an den-ze beza lazet, hag ar eontr, hag ar re a ioa o tioual an tenzor.
An itron a lezaz eur griaden, hag a zemplaz war ar plas. Pa oe deut ennhi e-unan o lavaraz :
— Perag e peuz spontet ac’hanoun er giz-ze, Tugdual !
- 7 ##
N’ouzout ket ta ! mear ar barrez a oar e peleac’h e chomomp, ha raktal en dije skrivet d’eomp.
— Ia gwir a leverez, Helena ! ha pardoun ac’hanoun m’am euz great eur seurt spontaden, ne zonjen ket ken er mear, mez evelato eo gwelloc’h skriva raktal, pe kas kelou dre zinaliou da vear Lotheï.
— Ia dre zinaliou Tugdual, ha raktal.
Kerkent e oa skrivet ar c’homzou ma war eur paper :
- 11 a Veurz 1825.
- Da aotrou mear Lothei (Penn-ar-bed).
Petra eo deut Armel Kerscabel da veza ? skrivit raktal.
Tugdual Robel, e Raozon.
Pevar devez goudeze, an ijiner a lenne al lizer-ma deut digant aotrou mear Lotheï :
- 12 a veurz 1825.
- Aotrou Robel,
An aotrou Armel Kerscabel a zo douaret e Lotheï dek devez a zo, da lavaret eo d’an daou a viz meurz. Souezet e oa an dud war-dro ar c’horf-maro, o welet o mab Efflam o furchal ar gwele hag o lakat tenna e eontr war eur bern raden war al leur-zi, a veac’h en devoa an hini koz serret e zaoulagad. Prestik ec’h en em gavaz o mab all, hag o daou asamez, ec’h en em lakechont da iouc’hal a bep seurt traou louz diwar benn ar c’horf-maro. Bet oun va unan en interramant, ha souezet oun bet o welet ne oa ket deut ho taou baotr iaouank da zigas o eontr beteg an douar benniget. Klevet em euz e oant partiet war o zroad da Gastellinn, kerkent m’o devoa gallet tapa krog en tenzor, da beder heur deuz an abardaëz… Iskiz eo bet o c’hundu e Lotheï, goude maro o eontr. Setu tout ar pez a c’houzon, o saludi a ran.
Mear Lotheï.
Al lizer-ma evel a zonjit, a lakeaz eur reveulzi braz e ti an aotrou hag an itron. An daou goz en em c’houlenne petra oa kaoz ma ne oa ket digouezet o daou vreur er gear c’hoaz. A bep seurt zonjou a droe hag a zistroe en o fenn. Lazet int, ha taolet en eur ster bennag, pe en eur c’hoat bennag, ha laëret evel just !… Marteze e c’hellont beza partiet gant an arc’hant !… Mez da beleac’h ?…
An daou goz na gouskent mui, na zebrent tam, o sonjal en o daou vugel lazet pe dianket. Evel daou zen penfollet e ieent da di o c’herent, da di o mignoned e kear, da c’houlen kuzul ha nerz-kalon diganto.
An holl a lavare d’ezho e oa red mont beteg Kastellinn da vihana, evit kaout eur c’helou bennag, gouzout e peleac’h e vijent bet eno o loja en dizro deuz Lotheï, ha gouzout pe seurt hent o dije kemeret deuz eno pe war droad pe en eur wetur bennag.
- 8 ##
An aotrou hag an itron Kerscabel ne badent mui er gear, o spered, o c’halon a ioa oll o sonjal en o daou vugel, o gwad a verve, o c’halonou a lampe, pa welent ar fakteur o tont gant eul lizer evito.
Deuz ar mintin da zeiz heur antronoz, eur wetur a c’hortoze anezo e toull an or, ha dija e oant ebarz, ar wetur a gemere hent Sant-Briek, pa gleochont mouez ar fakteur :
Aotrou Kerscabel !…
D’ar c’homzou-ze, an aotrou a anavezaz mouez ar fakteur, hag a reaz d’an toucher delc’her ar c’hezek en o zao. Reseo a reaz neuze al lizer, ha war ar golo ec’h anavezaz skritur e vab kosa Efflam.
— Salvet Helena, salvet ! hon daou vugel zo beo.
E zaouarn o krena gant an enkrez, an aotrou a zigoraz al lizer, a lakeaz e lunedou hag a lennaz :
- Bro-Zoz, ar 7 a veurz 1825.
- Hon tad hag hor mam muia-karet,
— Bro Zaoz ! a leverez Tugdual… E Bro-Zaoz emaint ta ?
— Evit doare, Helena !
— Ah !… an daou lampon ! Ha c’hoaz eo brao pa n’int ket maro !
Skriva reomp d’eoc’h ar c’homzou-ma, evit dinec’hi ho spered, hag evit lavaret d’eoc’h omp iac’h evel daou besketer ar Villaine. (Ha c’houi a zo daou vilain a lavaraz ar vam). Deut omp da Vro-Zaoz evit dizenoui eun tammik hor spered, hag ive evit gwelet bro gant arc’hant hor eontr. An aotrou James Jakson, eur mignon braz d’eomp, pell zo a ioa o pedi ac’hanomp da vont da welet anezan d’e vaner war bord ar mor. Hen-ma, ar potr iaouank-ma on euz anavezet e Pariz. Pinvidik eo, ha lavaret a ra en deuz tremen eur millioun a leve bep bloaz da douch, hag e ziou c’hoar o deuz kement hag hen.
Mez perak omp deut aman heb oc’h asant ?… An dra ze a c’houlennit, ne ket ta, ha koulz eo d’eomp rei d’eoc’h raktal ar rezon euz a gementse.
Ma vijemp eat d’ar gear araok dont aman sur awalc’h ne vijent ket bet kement a arc’hant en hor godellou evel a zo hirio, n’on dije ket gallet respont ervad d’an digemer kaer a zo great d’eomp e ti hor mignon.
Gant hon mil luriou avad, e c’hellomp diskouez d’ezan daoust ma z’omp Fransijen n’omp ket peorien.
An diou zimezell iaouank, an diou brinsez iaouank a c’hellemp lavaret, a blij kalz ar Fransijen d’ezho, dreist oll ar Vretoned, abalamour d’an digemer huel a ioa great d’ezo bloaz a zo e Brest.
Rakse ta e welit awalc’h emaomp mad, mad, emaomp etouez hon anaoudegez, ha piou a oar, marteze divezatoc’h da viana, hon tud. Kementse a dlee beza awalc’h evit dinec’hi ho spered, mez eun draik all a zonjomp a zo c’hoaz o tieza ac’hanoc’h, ha c’hoant oc’h euz da c’houzout pe heur e tizroimp d’ar gear.
- 8 ##
N’omp ket gouest da lavaret an dra-ze d’eoc’h d’ar just, rak sonj hon euz da vont asamez gant hor mignon hag e ziou c’hoar da welet keriou brasa Bro-Zaoz. O veza ma ne chomimp ket pell e peb kear, ma vezimp koulz lavaret noz ha deiz e weturiou, n’omp ket evid rei adres ebed d’eoc’h.
Mez, bezit dinec’h, setu ar pez a c’houlennomp diganeoc’h : lizer o pezo diganeomp aliez.
Mez klevet a reomp hor mam, a zo ennhi eun tammik deuz gwad hor eontr, o krial, abalamour ma z’omp deut da veachi a-bell gant eur seurt ialc’had aour.
Mez pa ouezo e vezo he daou vab o tispign arc’hant he breur Skrabelaou evit asuri eur vuez hag a vezo divezatoc’h karget a binvidigez hag a enoriou evit ar famill a-bez, e ouezomp awalc’h ne rai ket kalz a forz. Deuz eur c’hostez all, grit eur zellik en dro d’eoc’h, ha gwelit pe seurt buez e vezo hon hini-ni divezatoc’h e Breiz. Na welit-hu ket dija o mignoned zoken o kaout mez asamez ganeoc’h, abalamour d’ar pez a zo c’hoarvezet gant breur va mam ! N’on euz ket divezatoc’h leac’h da zonjal e vezo taolet an hano-ze d’eomp en hor fas, da lavaret eo an hano a Skrabelaou !… Mez awalc’h war gementse, arabad eo d’eomp meska teill evit hen lakat da fleria.
Rakse 'ta bezit dinec’h gant ho pugale, en em gaout a raimp, raktal ma vezo echu hon troiou e Bro-Zaoz, ha gant eun esperanz kaër o lugerni war hon tal, e pokimp d’eoc’h gant karantez.
O taou vab : Efflam ha Briek Kerscabel.
Pa oe lennet al lizer hir-ma er wetur, an aotrou a lavaraz d’an toucher e oa echu ar veach, n’oa nemed disternia.
En o c’hambr, an daou goz a zonje e meur a dra. E c’helle al lizer-ma beza gwir, e c’helle nompaz beza, mez da viana troet mat e oa, ha seblant ar wirionez a ioa warnan penn-da-benn. An dra-ze a lakee eaz o spered, hag ar pez a zizamme anezo dreist-oll deuz eur beac’h pounner, oa gouzout e oa beo o daou vab, ha iac’h evel daou besk en dour.
— Eun dra, a lavaraz Helena, a zo o tieza va spered. Tugdual : perag n’euz ket lavaret d’eomp da viana e pe seurt kear euz Bro-Zaoz ema an aotrou Jakson o chom ?
— Eaz eo d’id gouzout an dra-ze, Helena.
Hon daou vab a antree evit ar wech kenta e ti an aotrou hag an dimezelled Jakson, ne ouient ket pe seurt digemer e vije great eno d’ezo, hag e kredan evel va bugale, e vezimp abred awalc’h divezatoc’h da c’houzout e peleac’h ema ar famill-ze, pa vezo en em glevet an dud iaouank etre-z-o, pa vezo avansetoc’h an traou. Deuz eur c’hostez all e kredan o deuz rezon hor bugale da guzat ouzomp c’hoaz o amourouzded gant ar brinsezed Jakson, rak an teodou fall ne vezont ket pell evit elumi tan ar gwarisi. Rakse 'ta ma ne ouzomp ket e pe seurt kear zoken ema an dimezelled-ze o chom, eo abalamour ma n’on euz ket ezom d’er gouzout. Unan diaveaz hebken deuz Raozon o c’houzout ema hon daou vab oc’h ober al lez d’an diou brinsez Jakson, a zo awalc’h evit lakat freuz-taol deustu, ha seul easoc’h e vezo en ober, ma oar o adres. Rakse 'ta grik ebed war ar gont-ze da ze, pe ema hon eürusded, hon enor, ha dreist-oll hini hor bugale en dour.
— Ne zonjen ket en dra ze, Tugdual, ha gwelet a ran breman ema ar rezon vad ganez. Ha goulskoude avad ne nac’han ket e kavan diez nompaz gwelet va bugale dirag oun, ha zoken n’ouzoun ket d’ar just e pelec’h emaint.
— O oad a zo ganto breman Helena, ha red eo d’ezo deski lavigat o bagik, deski beva, evel a ve lavaret, pe morse ne ouezint petra eo ar vuez.
— Evelkent ez euz eat ganto eur gwall dam arc’hant, hag an aour ze a c’hellfe lakat anezo da ober traou noazuz evito, rak iaouank int c’hoaz, ha troet da zispign.
— Gwir a leverez, mez petra dalv d’eomp lavaret an dra-ze ! Emichans e tigasint ganto d’ar gear ar pez o devezo bet a re. Ar pez on euz da ober breman, eo bruda ema hor bugale e Londrez o teski ar Zaoznek, ma c’houlenfe unan bennag deuz o c’helou.
- 9 ##
An aotrou Robel a ioa o chom e Raozon en eun ti a c’hiz koz, an diaveaz n’oa netra a gaër da welet, mez an diabarz avad a ioa arrebeuri deuz ar c’henta. Ar ru el leac’h e oa o chom, a vije sioul peurvuia, dreistoll goude kreizdeiz, pa vije tremenet merc’hed al leaz ha potred al legumach.
Eun devez wardro eiz heur, ar ru voan a ioa karget a girri. Daou Roskoad o vont d’an dachen gant peb a garrad legumach, a iouc’he war eur plac’h a ioa o stanka ar ru gant e c’harrad leaz. Ar plac’h a deuaz da gregi e penn he loan, ha da chacha anezan eun tam diwar an hent evit rei plas d’ar c’hirri a oa o klask tremen. Ar c’henta, en eur dremen, a stokaz er c’harrad leaz, ha kerkent daou bod a ruillaz d’an douar, leaz hag all. Al loan a deuaz warlerc’h, pa welaz an daou bod o ruilla, a ieaz war e giz, ha lost ar c’harr a stokaz ouz prennestr ti an aotrou Kerscabel, a dorraz anezan. Gant ar strons, eur boutegad patatez nevez a ieaz da en em ziskarga er zal gaëra euz an ti.
Kerkent : metejen ha tuchentil a oa war al leac’h strafuillet oll gant an darvoud.
Kerkent ma welaz an itron e oa torret he frennestr, e saillaz gant ar Roskoad evit goulen hanter kant lur dic’haou digantan. An aotrou a lavaraz raktal d’ar mevel mont daved daou bolis.
E-keit ma oa ar Breizad o tastum e voutegad patatez, an daou zen a urz a erruaz, hag a lavaraz deustu e ranke al Leonard asanti rei hanter kant lur evit an droug great.
— N’euz ket hanter-kant lur evit an droug great.
— Ran ket a forz, eme an ijiner, klaskit ma n’o peuz ket, ho kar ne ielo ket ac’hann ken ho pezo laket hanter kant lur d’in em dourn.
— Ker e kavan, aotrou, rak ho prennestr ne dalv ket ugent real !
— Goude ma ne dalvezfe ket dek gwennek, e rankit rei ar pez a c’houlennan.
— Allo ! allo ! eme an daou bolis, ne ket kaoziou eo ! ma n’ho peuz ket, eo sklear oc’h affer.
Al Leonard neuze a welaz o tont etrezeg ennan eur Roskoad all, ha d’ezan e lavaraz petra ioa c’hoarvezet. An daou gonversant a en em glevaz etre z-o, evit paëa didrouz an hanter-kant lur, hag e iachont peb hini da ober e varc’had.
Wardro kreizdeiz, pa oa gwerzet ar marc’hadourez, e lakachont o boutegou braz goullo er c’hirri, ha goude beza roet eun tam boued d’ho c’hezek, e teuchont da leina en ti e oant kustum da vont.
Mestrez an ti en eur c’hoarzin a lavaraz :
— Ahanta Paol ! hirio peuz bet da ober gant eun diaoul a botr bet 'ta !
— Roit peoc’h d’in, itron ! sonjal a ree d’in e vijen bet debret gantan, an targaz marellet !
— Oh ! e itron a zo ken gwaz hag hen !
— Kredi awalc’h a raffen, rak an tan a ioa en he daoulagad, ar strobinellez daonet !
— Brema e c’hellint skrabat o laou adarre avad gant oc’h hanter-kant lur c’houi, Paol !
— Skrabat o laou, itron !
— Ia Paol, o laou, mez c’houi ne gomprenit ket. N’ouzoc’h ket Paol, an aotrou Kerscabel n’eo anavezet dre ar vro nemed dindan an hano a Skrabelaou ?
— M’em bije me gouezet da viana !…
— N’oa ket brao d’eoc’h, Paol, rak en toull e vijec’h eat. Hennez, an aotrou-ze, Paol, en deuz eur breur kaer hag a zo bet aze eur pennad mat en eur maner, ha pa droaz en e benn e verzaz e oll beadra, hag a deuaz da chom e traon kear du-hont e-kichen ar poullou, hag eno e veve diwar bara ha dour, hag e kouske war eur bern plouz. Goude-ze eo bet eat du-ze e kostez o pro en eun tu bennag, hag eur miz bennag zo, eo bet kavet maro eno war eur bern plouz brein.
Breman, an aotrou Kerscabel en deuz daou vab, hag abaoue ma z’int bet du-ze o welet o eontr, den na oar da beleac’h int eat. Lod a lavar int eat da Londrez da zeski ar Zaoznek, lod all a lavar int eat da zebri o strantell du ze d’ar Chanada. Mez evit ar pez zo sur eo, Paol, pa ouien e oac’h kouezet etre daouarn hen-ma, ar Skrabelaou-ma e ouien ive ne vijec’h ket deut deuz dre e skilfou evit bennoz Doue.
— Hag ar vez en deuz great d’in c’hoaz, eme Paol, ouspenn ar c’holl !… Oh lezit anezan, m’en talvezo d’ezan !
Goude lein, ar Roskoad a ieaz adarre da verza eun neubeud ougnoun a jome gantan. En em gaout a reaz e ti eur belek protestant hag hema, eur marvailler euz ar penn, a ioa bet deuz ar mintin oc’h ober eun tammik tro, a welaz, en eur zistrei, ar paourkez Leonard etre an daou bolis ; gwelet a reaz ive anezan o rei hanter kant lur d’an aotrou Kerscabel evit e brennestr torret.
— Ahanta, Roskoad ! gounezet ho peuz abaoue ar mintin-ma an hanter-kant lur ho peuz roet d’an aotrou Kerscabel ?
— N’oun dare ha me a c’hounezo anezo ar zizun-ma !
— Gwelet em euz, ia, eo koustet ker ar prennestr d’eoc’h… Sell ta ! c’houi moarvad a vez avechou oc’h ober eun tam tro. E pe leac’h eo e vezit ar muia ?
— E Southampton ha wardro.
— E Southampton ta ! mez me zo deuz eno, eno ma va zud, ha kalz beleien a anavezan eno. Antreit ta, aotrou Roskoad, da danva va gwin, ha deuit aliez d’am gwelet.
Paol n’oa ket bet red pedi anezan diou wech, hag a ieaz gant e vouteg e sal vrasa ar belek protestant.
— N’ouzoun ket pe hano o peuz !
— Paol eo va hano.
— Sellit Paol, setu eur garten d’eoc’h diganen, gant hounnez, ar garten-ze, e c’helloc’h mont da welet kement belek a zo e Southampton, ha kredi ran e talvezo d’eoc’h evit gwerza easoc’h hoc’h ougnoun hag ho legumachou.
— Trugare d’eoc’h, aotrou… C’houi marteze zo belek ama ive ?
— Evel a livirit, Paol, ha deuit aliez d’am gwelet.
— Ne vankin ket avad, aotrou, hag ober a rin ho kourc’hemennou du-ze e Bro-Zaoz, ha marteze zoken abenn fin ar bla-ma.
— Trugare d’eoc’h, aotrou Paol, d’ar blijadur d’o kwelet.
— Ma ! setu aze eun den mad da viana, hag en deuz c’hoant da rei an dourn d’in da werza va legumach en e vro. Lavaret e ve great, n’em gav gwaleur ebed a na dalvezfe d’eur vad bennag. Re wir eo, rak setu aze er mintin-ma em euz kavet eun enebour braz, hag en deuz laket ac’hanoun da goll hanter-kant lur en eur c’hart heur, hag abalamour d’ar gwaleur-ze just, em beuz kavet eur mignon hag a c’hell lakat ac’hanon marteze da c’hounit kalz ouspenn ar pez em beuz kollet.
Paol a ioa o sonjal en traou-ze en eur vont deuz ti ar belek protestant beteg an ti e tlie loja.
- 10 ##
Sell, Efflam, kemeromp nerz-kalon, setu ni deja a wel da zouar Bro-Zaoz, em-berr e vezimp e Londrez, kousket e gweleou blod eleac’h ar gwele kalet hon deuz aman.
E gwirionez, wardro kuz-heol, ar vartoloded a oa o tisken an heor, hag ar "Sea-Star", bet brallet eun tam he c’horf var ar mor a zo staget ouz kaë Londrez.
Ar botred a ieaz e kear, ha na zalechont ket da gaout eun hôtel gaër evit koania ha loja.
Pa oe debret o c’hoan e c’houlenchont o c’hambr. En eur zal gaër, koaret mat, daou wele ennhi, e oa kaset an daou vreur da gousket. Diroc’hal a rechont e doug an noz, rak skuiz e oant.
Antronoz da nav heure e savchont, ha goude beza dijuniet ha paët, e iachont da ober eun dro da welet ar gear vraz.
Goude beza sellet e doug an deiz ar paleziou, an ilizou, an touriou kear e teuchont da gousket d’o hotell. Ar pez o devoa great war an deiz, na ree ket kalz a dra d’ezo, rak dija o devoa gwelet kear Bariz, ken brao da nebeuta evel eo Londrez gant he siminaliou du hag he ziez mogedet.
Goude beza tremenet diou nozvez hag eun devez e kear-benn Bro-Zaoz, an daou veachour a gemeraz eul lestr hag a ree diou wech ar zizun ar veach etre Londrez ha Southampton gant marc’hadourez a bep seurt.
Er gear-ze eo e tlient en em renta da genta, mez o veza m’o devoa kavet e Brest eul lestr evit Londrez, ha c’hoant d’ezo da welet ar gear-ze ive, e iachont, sur da gaout prestik goude eul lestr evit o digas da Southampton.
- 11 ##
An daou veachour n’o devoa ket lavaret e tlient erruout, ha ne oant ket souezet o welet ne oa den o c’hortoz anezo war ar c’haë. Mont a rechont en eun hostaleri, hag en eur eva bep a vanne, e c’houlenchont e iez ar Zaoz, e peleac’h e oa maner an aotrou James Jakson. Eul leo ema arc’hann, a oa respontet d’ezo, mez kaout a refoc’h eur vag evit kas ac’hanoch beteg eno, evit ugent real. Disken a rechont d’ar porz, hag eur c’hart heur goude e oant adarre war an dour, ha wardro teir heur e oant dirag ar maner.
— An aotrou James Jakson, mar plich, a c’houlenchont digant eur mevel deut da zigerri.
— Antreit aotronez : an aotrou James a zo er gear.
Laket e oant da azeza barz en eur zal euz ar re gaëra zo moien da welet, n’oa nemed alaourach ha dantelez euz ar zâl.
An vaou Vreizad, evit gwir o devoa gwelet traou kaër en tiez braz e Raozon, e Pariz zoken, mez allaz ! dister e oa an traou-ze e-kichen ar pez a welent dirag o daoulagad er zal-ma.
An aotrou James, galvet gant ar mevel, a deuaz trum :
— Ah ! pebez burzud ho kwelet !… iac’h oc’h ?— hag o tud ?
— Trugare, mignon James, iac’h omp holl, hag evel a welomp c'houi ive a zo mat ar bed ganeoc’h ?
An dimezelled galvet a deuaz ive trum, hag al laouenedigez ar vrasa a ioa merket war ho zal o reseo an daou Vreizad iaouank. Raktal goude an digemer-ze ken kalonek great d’an daou vreur e ti unan euz an dud pinvidika hag enorapla a zo e Bro-Zaoz, an aotrou James a lavaraz :
— Breman mignoned e kasan ac’hanoc’h, mar d’oc’h kontant, da welet va mam en he c’hambr. N’eo ket goest da zisken, rak n’eo ket evit flach diwar he c’hador vourret, ha bemdez an diou blac’h a gambr a rank he lakat en he guele. Mez petra zervich, eun dra bennag a vank ato d’an eurusded leun.
Goude beza baleet eur pennad war an tapisou, ec’h en em gavchont etal eur plac’h gwen he bleo, he drem treut ha drouglivet gant ar boan. Goulskoude pa welaz an daou Vreizad, pa welaz anezo o stroui dirazhi e sin a zoujans, eur mouzc’hoarz a deuaz war he muzellou, hag he c’halon a zeblante beza entanet gant tan ar garantez a ioa birvidik e kalonou an daou vreur.
— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h ar joa a zo em c’halon evit reseo ac’hanoc’h, va daou vignon, ha va mouez o krena n’eo ket goëst da lavaret d’eoc’h evel ma z’eo dleet, ar garantez em euz evidoc’h, hag evit ho pro Breiz. Goulskoude n’oun ket evit delc’her pelloc’h war va c’houstians eun dra hag a ra d’eomp holl aman eun enor euz ar re vrasa. Va mam goz, mam va zad, diskennet deuz unan euz ar famillou brasa, a oa euz a Zant-Briek. Va zad koz, eur Breizad euz ar re galoneka, a lezaz e vue war an dachen a vrezel, o tifen ar gwiriou muia-karet.
— Va c’halon a zo fraillet, itron, a lavaraz Efflam, o klevet komzou ken kear, ken enorapl o tont deuz ho kalon war ho muzellou, ha deuz va daoulagad a Vreizad e ruill eur mor a zaëlou, o welet ar garantez oc’h euz evit al lec’hiou e pere e repoz relegou ho tud koz.
— Va zad a deuaz aman da chom, ha me a c’hanaz aman : Mez ato em beuz maget em c’halon eur garantez gwirion evit va bro hag evit bro va zud koz, ha dre ma kosa em c’halon, ar garantez-ze ne ra nemed kreski.
— Ah ! itron, her gouzout a rit gwelloc’h egedon-me : goude Doue, goude ar famill, e vro eo kaëra tra en deuz an den da garet war an douar. Mez aoun hon euz da skuiza ac’hanoc’h ha mar kirit e lezimp ac’hanoc’h da repozi ho spered.
- 11 ##
— Ia, va bugaligou, lezit ac’hanon, rak pa deu d’in ar zonj euz Breiz, va c’halon a vez karget a joa hag a geuz, hag em spered e teu sonjou doanius ha glorius.
Ar pemp iaouank neuze a lezaz he-unan ar glanvourez, hag a deuaz da ober enn dro er jardinn da c’hortoz koan.
Karget a vokedou euz ar re gaëra, a vleuniou c’houez-vad, ar jardinn-ze a zeblante beza eur baradoz. Diwar eun huelen a ioa e traon ar jardinn, an dud iaouank a wele dirako ar mor braz o lintra evel eul lenn arc’hantet dindan bannou an heol o vont da guzat.
Goude koan, e teuchont adarre war an huelen-ze, mez brema an heol a zo eat da repoz e dounder ar mor braz, du-ze e kostez an Amerik. Na glevet mui nemed mouez eur martolod bennag o kana war eul lestr, nemed mouez eul labous-mor bennag o iouc’hal, dre an ear siouleet, e ganaouen diveza araok mont da gluda. An natur e deuz kuzet he gened, mantell an noz a zo kouezet warnhi. Goude beza great eur zellik ouz ar stered o lintra e bolz an Envou, an dud iaouank a deuaz da gousket.
Luskellet gant eun digemer ken kalonek, an daou vreur a ankouaaz buan o zad hag o mam, hag a gouskaz c’houek e doug an noz.
Antronoz goude beza debret mat o dijuni, ar pemp iaouank a ioa adarre e kichen ar vam, ha James a lavar d’ezhi :
— C’hoant em euz, va mam, da ober eur veach asamez gant va diou c’hoar hag an daou vreur-ma, mar oc’h kontant. Er giz-ze e kavimp diduamant d’hor spered, ha dre ar veach-ze ive ec’h anavezimp gwelloc’h hor bro.
— Da beleac’h o peuz sonj da vont, va bugale ?
— Sonj hon euz da welet dreist-oll bro Kerne, deuz eno e zaimp da welet enez Man, an Irland hag ar Skoss. Pa vezo echu ar veach-ze abenn eur miz, a gredan, e teuimp d’ar gear, hor c’halonou refresket e karantez c’hoar Breiz vihan.
— Ia, va bugale, it, ha ra dalvezo ar veach-ze d’eoc’h da zeski karet ar bobl tud-ze a zo o chom a traon Bro-Zaoz, en Irland hag er Skoss. Karomp anezo, va bugale, rak gwad Breiz a ruill en o gwazied ha war o muzellou ema iez ar C’helted. En em ziskouezit hed ar veach evel Bretoned din euz o hano kear.
Daou zevez goude, d’al lun vintin, ar pemp iaouank a azeze en eul lestr euz ar re gaëra. An amzer a ioa a-unan ganto, an oabl digoumoul, an avel tom, hag an heol a skuille e vannou skeduz war al lenn plean evel gweren eur melezour.
A hed ar veach, al laouenedigez a bare war tal ar pemp beachour, hag ar pez a zo ken ker, ar garantez an eil evit egile, diwanet enn nebeudik deiziou diaraog, a greske bemdez evel eur boked lili laket en douar
iac’h. Kalonou an daou Vreizad a ioa entanet evit an diou blac’h iaouank, hag ar re-ma a responte d’o c’harantez.
- 12 ##
Goude beza bet peder zizun o veachi e Breiz-Veur, goude beza gwelet ar c’heariou brasa zo war ribl ar mor er vro gaer-ze, ar veachourien a deuaz skuiz d’ar maner o devoa dilezet eur pennadik araok. Laouen e zachont da vouchat d’ar vam o devoa lezet he-unanik en he zi kaër, ha da gonta d’ezhi o buez e doug ar veach.
— Mez, va mam ! a lavaraz James, ar pez em euz gwelet o tiwan hag o kreski e kalonou va diou c’hoar evit an daou vreur Breizad. Ra jomo ato beo an tan benniget-ze, ra gresko gant an amzer evit euruzded an eil hag egile anezo !
— Al laouenedigez a zo em c’halon, ha va c’hozni a vezo euruz, ma welan, va bugale, ho karantez an eil evit egile o keski bemdez. Va zud, evel em euz dija lavaret d’eoc’h, a ioa euz Breiz Vihan, hag evithi, lod anezo o deuz skuillet o gwad, hag anzao ran ouzoc’h e rafen a galon vad va diou verc’h da zaou Vreizad a enor. Ia, rei a rafen an diou galonik dinam ze da garet da zaou Vreizad direbech.
— Va mam ! a lavaraz an dimezell Fanny, ar gosa :
— Doue a zigas beteg ennomp daou eal mad, daou Vreizad a galon, daou vreur direbech euz eul lignez huel. Va c’hoar ha me, pa welchomp anezo evit ar wech kenta, a zantaz hor c’halonou o krena gant ar joa, hag hor gwad o vervi gant an euruzded.
Eun taol a skoaz en hor c’halon, n’ouzomp ket pe seurt taol, mes eun taol dous, taol ar garantez o c’henel evit ar wech kenta en hor c’hreiz. Abaoue, e seblant d’eomp klevet bemdez mouez ar garantez ze o lavaret d’eomp karet ha karet bemdez muioc’h hon daou vreur euz a Vreiz-vihan.
— Va merc’hik ! ar pez a leverez d’in a zo kaër, hag an daëlou a joa em daoulagad e lavaran d’id ez eo euruz va c’hozni o sonjal er garantez a ren etre-z-oc’h !…
Evit diskouez d’eoc’h ez oun karget a vennoziou leal en o kenver, va bugale, e pedan ac’hanoc’h da rei an dourn an eil d’egile, ha neuze, an dourn en dourn, ar galon oc’h ar galon, lavaromp oll en eur vouez :
— Bevet hor c’harantez en hano an diou Vreiz, en hano an diou c’hoar !
Goude al lid kaër-ze, lid eur garantez gwirion, ar pemp iaouank, al levenez war o zal, a ieaz da goania ha da gousket, leun a esperanz evit an amzer da zont.
- 13 ##
Antronoz vintin ec’h en em gavaz mare ar c’himiad, an daou vreur a dlie kemer al lestr evit mont da Londrez, ha deuz eno beza digaset war douarou Breiz.
Goude beza lavaret kenavo d’ar vam, goude beza renevezet o c’harantez e kenver an diou brinsez iaouank, an daou vreur a ziskennaz el lestr, ha prestik goude e tec’hchont deuz maner o mignon James Jakson, o c’halon leun a garantez, leun a esperans. Gwelet a reent o buez da zont karget a enoriou, ha dreist oll ec’h en em welent euruz da viken dre ar binvidigez a rofe d’ezo an diou c’hoar iaouank deut da veza o friejou.
- 14 ##
Al lestr a faoute buan ar mor, hag an heol n’oa ket c’hoaz kuzet pa oe staget ouz kaë Londrez.
Pa en em gavaz an daou vreur e Londrez, netra na oa re ger, ha kerkent ec’h en em lakechont da brena d’an diou zimezell, en eur vagajin euz ar re binvidika, braoigou a briz huel. Dispign a rechont dek mil lur e bizaouedou hag e chadennou euz ar re gaẽra zo moien da welet, evit diskouez d’an diou brinsez an testeni euz o c’harantez gwirion.
Pa oe deut an noz, e zachont d’an hotell e leach e oant diskennet c’houec’h sizun araok. Antronoz vintin e kontchont o arc’hant, ha n’o devoa mui nemed tregont mil lur. Neuze e welchont o devoa e seiz sizun, dispignet wardro 70.000 lur.
— Bihanaat a ra ar ialc’had, a lavaraz Efflam, hag aoun em euz na deufe hon tud da rebech d’eomp pa vezimp digouezet er gear, hor buez direol hag hor pennou skanv. Mil lur ar zizun a zo kalz re, dek gwech re.
— A dra-zur, breur, hor buez abaoue m’emaomp e Bro Zaoz a zo eun tam direolet mez red e oa d’eomp ober da heul hor mignoned, an dispignou on euz great. Ahendall ! breman eo echu hon dispignou, paët ar misou brasa, ha kontantet on euz hon dimezelled gant enor. Ha neuze ! sonjal a ra d’id n’euz moien ebed da vrasaat, da garga hor ialc’h a nevez, da lakat ennhi adarre kant, daou c’hant, pemp kant mil lur marteze e berr amzer ? Eo breur ! hag ar voien-ze eo ar c’hoari.
— Gwir a leverez, breur, avechou e c’heller gounnit en eun taol kalz arc’hant, mez ive koll a c’heller kalz en taol all.
— Nag a bed den a dlee o madou buez d’eun taol kartou, ha perag ne c’hellfomp-ni ket beza deuz niver an dud euruz-ze ? Breman eo bihan dija hor ialc’had, ha mont d’ar gear gant ken nebeud-ze a arc’hant a vefe eur vez evidomp, rak hon tud a ouie demdost petra c’helle kaout hor eontr. Eun taol a chans hebken a zo awalc’h evit lakat ac’hanomp adarre pinvidik evel e oamp du-ze e Lotheï…
— Mez ne ket an dra-ze, Briek, eo a ra d’in poan spered mez va c’halon a zo glac’haret, o sonjal ez euz du-ze e Breiz, diou galonik enkrezet o veza ma ne welont ket ac’hanomp. Souezet int dija o sonjal ne glevont ket deuz hor c’helou, ha red eo d’in en em lakat da skriva.
— Ne gomprenan ket petra leverez, Efflam ! mez deac’h oc’h erruout aman e Londrez, e peuz sonj, e peuz skrivet d’hon tud.
— Ne gomprenez ket, her gwelet a ran, Briek, ha ne zonjez mui en da vestrezik muia-karet, en Clarisse Hertford.
— Ah Efflam ! evel a leverez, va c’halon a zo kement karget gant ar garantez em euz evit va frinsez iaouank, ma oan deut da ankouaat eun tammik va mestrezik koant, merc’h ar belek protestant euz Raozon.
— Ma ! me zo o vont da skriva d’am mestrezik.
— Da verc’h an aotrou Cazibo, apotiker e Raozon ?
— Evel a leverez, Briek, ha lavaret ha rin d’ezhi dont aman ive da gemer perz en hor plijadur, da veva asamez ganeomp en euruzded.
— Me zo o vont da lavaret ar memez tra d’am hini, eurusoc’h e vezimp, pa vezo peb hini ac’hanomp e-kichen ar garantez.
Eur pennadik goude, Briek en devoa skrivet al lizer-ma d’he vestrezik, merc’h ar belek protestant :
- Londrez ar 15 a viz maë 1825.
- Clarisse, va c’halonik,
Ar joa em c’halon, e skrivan d’id ar c’homzou-ma, evit lavaret d’id pegen euruz eo va breur ha me e Bro-Zaoz. Eur mank hon euz great, evit gwir o kwitaat hor c’herent, evit dont da veachi a bell bro heb o asant. Mez red eo ne ket ta, e tremenfe ar iaouankiz, ar muia posubl el laouenedigez. Gant eur ialc’had mat a aour omp deut aman, aour hor eontr marvet e Lotheï.
Bet omp o veachi pell deuz Londrez, eun tammik e pevar c’horn Bro Zaoz, gwelet hon euz diou brinsez iaouank, o mam hag o breur, mez ar garantez hon euz evid an diou blac’h iaouank-ze, n’eo netra e kichen an hini em euz evidoud, o Clarisse, o va c’halonik.
E-keit m’ema va breur o skriva d’e vestrez evit pedi anezhi da zont aman da gemer perz en e euruzded, e pedan ac’hanoud ive da zont da unani ganen en eurvad em euz hirio. Deuz, va c’houlmik, va oll esperans, va oll euruzded, deuz da dremenn deiziou leun a garantez, gant an hini a gar ac’hanoud ar muia war an douar.
- Da vignon evid ar vuez,
- Briek Kerscabel.
- 3, Church Street, London, England.
- Da vignon evid ar vuez,
Lizer Efflam a ioa demdost henvel deuz hini e vreur Briek, ar memez mennoziou a garantez hag a euruzded a ioa warnan.
An daou lizer a bartiaz gant al lestr kenta a iee deuz Londrez d’ar Franz, hag a erruaz e Raozon pevar devez goude m’o devoa kuitteet douar ar Zaoz. Pa lennaz Clarisse al lizer, eur ruzder a zavaz d’he fenn hag e lavaraz outhi e-unan :
— Posubl e ve e teufe deuz penn eur potr triwec’h vla sonjou ken heuzuz !
Daoust ha deut e vije en e benn koll ac’hanon-me asamez gantan ! Na vank ket d’ezan a hardiegez, pa deu da lavaret d’eur plac’h liouank fur kwitaat he zad hag he mam, evit mont gantan da ober petra !… Ah ! red eo d’in diskouez al lizer-ma d’am zad, hen ive a varno an den fall evel ez eo dleet, ha dirag daoulagad va zud, me a vezo huelleet.
Er memez amzer gant Clarisse Hertford, mestrez Briek, Herveline Cazibo a lenne he lizer. Mez houma, eleac’h diskouez he lizer d’he zud, a gemeraz raktal e fluen evit skriva da Efflam.
- Raozon 20 a vaë 1825.
- Da Efflam Kerscabel,
Va daouarn a gren gant ar gounnar o skriva d’eoc’h al lizer-ma, ha va c’halon a zo c’hoaz o tiwada, rak eun taol koutell heuzuz oc’h euz skoet aman ! Daoust ha n’eo ket troet ho spered, pa deuit da zonjal kemer er giz-ze va iaouankiz, va furnez ha va enor ? N’o peuz hu ket a vez o c’houlen digant eur plac’h iaouank skeupa war he zad ha war he mam, flastra dindan he zreid he enor hag hini he breudeur hag he c’hoarezed, evit mont asamez ganeoc’h c’houi da goll ganeoc’h ar pez e deuz a gaëra er bed ? Daoust ha c’hoant oc’h euz e rannfe va famill-me gant oc’h hini an hano a zo hiviziken hoc’h hini, an hano a Skrabelaou ?
Al lizer ne vezo ket devet, rak eun devez bennag marteze e talvezo d’in evit diskuez petra oc’h.
- Resevit, aotrou, va oll dispriz,
- Herveline.
- Resevit, aotrou, va oll dispriz,
Al lizer-ma a ioa lakeet en e c’holo, ha war ar golo e oa merket hano an den iaouank.
D’an aotrou Efflam Kerscabel, 3, church street, London.
An itron Cazibo a ioa en e c’hambr o vroda, hag a en em gavaz ezom ganthi da gaout kuzul digant he merc’h, hag evitse, ar plac’h a gambr a deuaz da lavaret da Herveline e c’houlenne he mam anezhi.
Ar plac’h iaouank a ieaz kerkent da gaout he mam. Ar vatez avad, c’hoantuz ato da c’houzout petra dremen, a jomaz e kambr an dimezell da ober an neuz da ficha an traou, hag a zellaz ouz al lizer a ioa chomet war an daol.
— Sell ! sell ! emezhi, Herveline evit doare, a zo oc’h ober al lez d’an aotrou Kerscabel iaouank, d’an aotrou Efflam.
Pa oe echuet he devez, ar vatez a ieaz raktal daved geginerez an ijiner koz, ha zoken e roaz d’ezhi adres ar potr iaouank e Londrez.
— Eun dra vad eo d’in gouzout an dra-ze a lavaraz ar geginerez, rak va mistri n’ouzont ket o unan e peleac’h ema o bugale, hag e c’hellit kredi e vezint laouen o c’houzout.
An daou goz goude ma oa koaniet, a ioa eat da ober eun droik en eur vali demdost d’an ti, ha pa oent dizroet, e klevchont o matez o kana er gagin, eaz o spered.
— Oh na c’houi a zo euruz, Mac’harit, n’o peuz ket da zougen e ho spered ar rebecho hag ar poaniou hon euz-ni !
— C’houi vezo ive, itron, va mestrez, bremaïk pa lavarin d’eoc’h e peleac’h ema ho pugale, ho taou vab, Efflam ha Briek.
— Petra livirit, Marc’harit ?… Klevet oc’h euz… Oh ! lavarit buan, dinec’hit hor spered.
— Ia ! mez an hini e deuz lavaret d’in e peleac’h emaint e deuz difennet krak ouzin lavaret d’eoc’h he hano.
— N’hon euz ezom ebed, Mac’harit, da c’houzout piou en deuz roet d’eoc’h o adres, mes awalc’h eo d’eomp gouzout e pe seurt kear ema hon daou vab dianket.
— Londrez, emaint en eur ru hanvet Church Street, 3.
— Trugare d’eoc’h, Mac’harit, trugare, rak lakat a rit en hor c’halon al laouenedigez on euz kollet daou viz a zo tremenet.
Antronoz e oa ar zadorn, hag an aotrou a ouie mat e partie bep sul vintin, deuz an deiz kenta a Vaë beteg an 31 a viz Here, eul lestr evit kas pourmenerien deuz a Zant-Malo da Londrez. D’ar zadorn eta an aotrou hag an itron Kerscabel a bignaz en eur wetur evit mont da Zant-Malo, ha deuz eno, d’ar zul vintin da zeiz heur e kemerchont al lestr evit o c’has da Londrez.
Goulskoude du-ze e Bro-Zaoz en o hotell, ez euz daou vreur, n’emaint ket kalz o sonjal en o c’herent, mez en o mestrezed. Pemp devez zo n’o deuz ket kousket kalz, rak bet int o c’hoari kartou en tiez ar c’hoariou braz. En nozveziou kenta e c’hounezent kalz, hag o ialc’h a ioa bet ennhi daou c’hant mil lur. Mez c’hoant o devoa da c’hounit c’hoaz, evit diskouez d’o mestrezed o finvidigeziou braz. D’ar gwener da noz e oa ganto tremen eur c’hant hanter a villejou a vil lur, ha d’ar zadorn da noz e oant paour evel Job, na jome ganto nemed kant lur, ar billet o devoa kuzet en o c’hambr en hotell, evit talvezout d’ezho da vont d’ar gear, ma vijent revinet er c’hoariou.
- 14 ##
D’ar zul vintin, ar botred a jomaz en o gwele beteg dek heur, n’o devoa netra da ober, gwennek ebed ken da zispign en aner ha poent e oa d’ezho sonjal en eul lestr evit o c’has d’ar gear.
— Ah ! Efflam va breurik kez, va c’halon a zo doaniet, hag em spered e welan spesou skrijuz o nijal, ar morc’hed a zo o krignat va c’houstians. Gwelet a ran o tostaat an deiz, an heur ma rankimp mont d’ar gear, mont dirag hon tud, evit renta d’ezo kont deuz hor c’hundu, abaoue m’hon euz bet ar gwaleur d’o c’huitaat. En em welet a ran du-ze war ruiou Roazon, o treina an disenor hag an dismegans ouz va heul.
— Ia, Briek, gwir a leverez, hor c’hundu a zo bet fall tre. Dispignet on euz e follenteziou, arc’hant hon zud, hag an dizenor a zo ato en he zao, plomoc’h eget biskoaz, rak dre hor c’hundu fall, hon euz laket anezhan da greski. Na welan mui o para evidomp nemed eur stereden a esperans, ha ma na c’hellomp ket delc’her hounnez da bara warnomp, eo koulz d’eomp beza maro.
— Komz mat a rez, Efflam, ha rezon e peuz da lavaret eo kollet peb tra evidomp, ma ne c’hellomp ket beza eun deiz unanet gant hon diou brinsez. Mez ar pez a zo ar muia o tieza va spered, eo pa zonjan e teui bremaik marteze gant al lestr a deu euz a Zant-Malo, hon diou vestrez muia karet. Pe seurt digemer a raimp-ni d’ezho, an diou blac’hik kez ? Pa welimp anezho laouenik o tostaat ouzomp, o tiskouez d’eomp ho c’harantez hag ho c’halon birvidik !
— Ah Briek ! neuze n’hon devezo da ober nemed lezer hor c’halon da frailla, ha koueza ebarz ho zreid, evit goulen pardon digantho.
An daou iaouank a ioa oc’h ober ar c’hontchou-ze pa deuaz ar mevel da zigas eul lizer d’ezho d’o c’hambr.
— Eul lizer digant Herveline, eme Efflam, anaout a ran e skritur !
N’en devoa ket peur achuet da lenn al lizer, ha pa welaz o trete e vestrezik muia-karet anezan a SkrabelaouPatrom:Reizh ; e kouezaz a stok e gorf war ar gambr.
— Breurik, breurik ! n’eo ket maro peb esperanz evidomp, rakse kemeromp c’hoaz nerz-kalon, e kreiz ar baourentez, pellaomp deuz hor spered ar zonjou skrijuza zo o var bouelli ac’hanomp, ha deomp da gemer an ear.
— Ah ! Briek. Gwell e ve ganen kemer eur goutell, evit echui eur vuez ken karget a c’hlac’har.
— Pella, pella, Efflam ! ar zonj ze deuz da spered ankeniet, ha sonj en deiz kaër ze ma oamp ken mat digemeret gant hon mignon James. Sonj en e ziou c’hoarik, ken koantik, ken laouenik o c’hoarzin ouzomp ken kalonek. O nan, Efflam, birviken na ielo deuz va spered an daolen gaër-ze e pehini e weliz an diou rozen gaëra zo er bed, an diou blac’h skedusa zo war an douar, o c’hoarzin ouzomp, hag o lakat en hor c’halon eleac’h an dismegans, eur bannik esperans…
Red eo d’eomp beza treac’h da gement darvoud skrijuz a c’hell erruout ganeomp en hor buez. Evel ar vagik treinet gant ar mor kounnaret, a stourm ouz an avel dirollet, ni ive, arabad eo d’eomp en em lezer da vont da goll, mez red eo d’eomp stourm ha stourm ato ouz ar gwaleuriou a ren en hor buez.
- 15 ##
Al lestr a gwittaaz da zeiz heur deuz ar mintin kaë Zant-Malo, ha poulzet gant eun avel adreny e oa da beder heur e Londrez. Kalz beachourien deuz ar Franz ha darn deuz Bro-Zaoz a gwittaaz al lestr kerkent ma oe staget.
An aotrou hag an itron Kerscabel a gemeraz eur wetur, hag a lavaraz o c’has d’an n°3 Church Street. Pa oent erruet, e c’houlenchont komz raktal gant mestr an hotell. Eur mevel a bedaz an daou goz da vont asamez gantan, hag eur munut goude, e oant o daou azezet en eur zal a gostez. Mestr an hotel a deuaz, a zaludaz e zaou hostiz nevez. Neuze an ijiner koz a gomzaz :
— Daoust n’o peuz ket en ho ti, daou botr iaouank, daou C’hall ?
— Eo, eo, aotrou ! Ama emaint eiz pe dek devez a zo, hag unan anezo a vez great an aotrou Efflam anezan, hag egile an aotrou Briek.
— Setu just awalc’h ar re a glaskemp, rak bugale int d’eomp, ha kontant e vijemp da gaozeal ganto.
Ar mestr neuze a c’halvaz eur mevel, hag a lavaraz d’ezan mont da c’helver an daou aotrou iaouank. Pa oe erruet an daou vreur er gambr eleac’h oa o zad hag o mam, oa bet tostik d’ezo beza semplet, nompaz gant ar joa, mez kentoc'h gant an enkrez.
— Petra rit aman ho taou ? a lavaraz an tad, ha perag e rit d’eomp kement a boan ?
— Va zad ! va mam ! Ho taou vugel a zo war bennou o daoulinn o c’houlen pardon diganeoc’h !… En hano Doue, pardonit anezo, n’euz forz pegen braz eo o fazi. Digorit d’eomp ho kalon ledan ha frank, ha dre hor buez da zont, ni a ouezo dichaoui ac’hanoc’h deuz ar gouli hon euz great er c’halonou ar gwella an tenerra zo er bed… Oh ! en hano Doue, mam, na ouelet ket, rak ar gwel euz ho taëlou, a freuz hor c’halonou, a zo goest da rei d’eomp taol ar maro.
— Ne fell ket d’in chom ama pelloc’h er stad-ma, ha ma pardonomp aman d’eoc’h ho fazi, birviken na vefoc’h goest da barea ar gouli oc’h euz great e kalonou ho tad hag ho mam, daou vab dinatur. Dija dre dorfet ho eontr, an disenor hag an dismegans a bare uz d’hor penn, ha breman dre an torfet nevez ma, or bezo mez o vale etouez an dud honest.
Mez tec’homp achann, ha deomp da gemer an ear da c’hortoz koania.
Pa oant war ar ru, ar vam a c’houlennaz :
— Hag oc’h arc’hant, va bugale, emichans oc’h bet piz ha kempen warnan, hag oc’h euz c’hoaz eun dra bennag evel 90.000 lur !…
— Ah ! va mam !… N’ouzomp ket penaoz lavaret an dra-ze d’eoc’h !… Arabad eo d’eoc’h kaozeal d’eomp deuz arc’hant… Hor eontr, er gouzout a dleit, a zo bet laëret.
— Ia. Ha c’houi eo al laëron, c’houi, kerkent ma oa serret e zaoulagad gant va breur, a lakeaz hen tenna war eur bern raden, evit galloud easoc’h a ze krabanata e aour hag e villejou… Ha brema e peleac’h ema an aour-ze, ar billejou-ze ? E peleac’h emaint, lavarit d’in ?
— Bet omp o c’hoari, va mamm, hag hon arc’hant a zo chomet er c’hoariou braz. Ia, arc’hant an disenor, aour an dismegans, n’int ket chomet e Raozon, digaset hon euz anezho aman da Vro Zaoz, hag aman kon euz interret anezo evit ato.
N’hon devoa ezom ebed deuz an aour-ze na c’houi kennebeut, va mam, rak ekeit m’on dije gwelet dirag hon daoulagad frouez an dismegans hor c’halonou a vije bet treuzet gant kleze an disenor.
— Mez piou, a lavaraz Briek, en deuz lavaret d’eoc’h e peleac’h e oamp ?
— An dra-ze na zell ket ouzoc’h, evit c’hoaz, a respontaz an tad, hag hon-unan n’ouzomp ket…
Ar famill Vreizad a gemeraz eur pred en hotell, a gouskaz, hag antronoz vintin da eiz heur e c’houlennaz petra ranke.
— Kant lur, aotrou, rak pevar devez a zo, o pugale n’o deuz ket paët.
Efflam neuze a roaz e villed diveza da vestr an hotell. Neuze ar Vretoned a gemeraz hent ar porz, el leac’h e tlient da nav heur kemer al lestr braz a iee gant beachourien da Zant-Malo.
War al lestr, an daou iaouank a gonte d’o zud o beach hag an digemer kalonek a ioa great d’ezho e ti an Itron Jakson.
— Mar d’ema hirio ar gwaleur o skei warnomp gant e vorzoliou ponnner, a lavaraz Efflam, mar d’omp hirio pleget dindan an disenor, e welomp o para en dremwel eur stereden a esperans, hag a gargo hor buez a joa, a laouenedigez, a enoriou hag a binvidigez. Ia va zad, ia va mam, sec’hit ho taëlou, hag evel ho pugale, sellit ganeomp warzu an esperanz. Tennit ho taoulagad diwar ar c’houmoul, evit sellet ouz bannou skeduz an heol, n’en em roit ket da zonjal en dristidigez a hirio, ha lakit ho spered da zonjal en euruzded an amzer da zont. Gwelit an devez enruz ma vezimp hon daou unanet gant an diou zimezel Jakson, an diou blac’h iaouank koanta ha pinvidika a zo e Bro-Zaoz.
— Iaouank oc’h c’hoaz, va bugale, a lavaraz ar vam, evit sonjal dimezi gant an diou brinsez-ze euz a bere e komzit d’in, ha kalz a draou a c’hell digouezout abenn m’o pezo an oad da unani ho puez gant an diou blac’h pinvidik ze. Sonjal a ran emaoc’h o vaga en ho spered sorc’hennou ha netra ken. Ah ! karet a rajen gwelet ac’hanoc’h o taou eun devez euruz hag enoret, mez allaz ! holl bromesaou ar bed-ma n’int nemed moged, hag an esperanz o peuz da veza eun deiz euruz, a c’hell tec’het diganeoc’h pa vefoc’h o sonjal an nebeuta. An hunvreou kaër a rit hirio hag a ziskouez d’eoc’h e kreiz o kousk pinvidigez enor ha karantez, a c’hell beza eun deiz chenchet e paourentez, e dismegans, e kasoni.
— Oh va mam ! Petra zonjit, petra livirit ! ho komzou a zo evel eur c’hleze sklaset o tremen hor c’halonou leun a garantez hag a esperans. Na zonjit-hu ket ez eo promettet d’eomp an diou blac’h koant-ze gant o mam e-unan abalamour ma z’omp bugale Breiz ? Ia, ar vam he-unan eo e deuz promettet he diou verc’h d’eomp, dre garantez evid he bro goz, bro he zad, ha n’euz leac’h ebed da zonjal e vije eun deiz trubardez d’he ger, d’he fromesa.
E keit ma oa ar famill o tiviz, al lestr a dostee ato deuz Sant-Malo, ha wardro kuz-heol e oa staget ouz ar c’haë.
Pa oe savet ar famill e kaer, an toucher a stagaz prim e loan ouz ar wetur, ha da nav heur, an aotrou Robel hag e famill a ioa e Roazon.
Antronoz Efflam a skrivaz eul lizer d’an itron Jakson evit o zrugarekaat deuz an digemer kaër a reaz d’ezan ha d’e vreur Briek.
Setu ama al lizer-ze :
- Itron ger,
Goude beza chomet eur pennad amzer e Londrez setu ni digouezet er ger e Roazon. Roet hon euz da anaout d’hon tud an digemer kalonek o peuz great d’eomp en ho maner, hag al levenez ar vrasa a ren en hon c’halonou, o sonjal en hon euruzded, en hon esperans evit an amzer da zont. Karet a rajent anaout ac’hanoc’h, ha dre-ze diskouez d’eoc’h muioc’h o c’harantez. Pedi reont ac’hanon da lavaret d’eoc’h dont da bourmen da welet ac’hanomp ar c’henta ’r gwella.
Goulskoude n’hon euz ket kalz a fizians e teufec’h, dre ma n’oc’h ket iac'h. Mez ma ne c’hellit ket dont oc’h unan, da viana ho tri bugel a c’hell dont, ha bezit sur e vezint digemeret mat, hag a greiz kalon.
Grit hor gourc’hemennou d’an aotrou James ha d’e ziou c’hoar a garomp kement.
Efflam Robel, e Roazon.
- 15 ##
Prestik, ar respont d’al lizer-ma a en em gavaz e Raozon.
- Aotrou hag itron Robel,
Va mab James en deuz anavezet e Pariz ho taou vab o studia ar vedisinerez, hag en deuz pedet anezo da zont d’hor gwelet. Deut int ha trugarekaat a ran anezo evit ar merk-ze a fizians hag a garantez a ziskouezont d’am famill. Diou verc’h em euz, hag a greiz va c’halon e karjen gwelet anezo eun deiz unanet gant ho taou vab. Ne lavaran ket d’eoc’h ho peuz kement a zanvez evel em euz, mes an danvez n’eo netra, ar garantez eo a ra al levenez, an eurusded war an douar.
Rakse 'ta nompaz eo d’eoc’h kemer difizianz ne deufe va diou verc’h da zilezel ho taou vab, abalamour d’ar c’hem a zo etre hon danvez. Va zad a ioa eur Breizad euz a Zant-Briek, eun den kalonek mar doa unan, hag en envor euz va zad muia karet, e karfen roi kalonou va bugale da garet da zaou Vreizad evel Efflam ha Briek.
Me ne c’hellan ket mont deuz va c’hambr, rak allaz ! ar c’hlenved a zo o taga ac’hanon noz ha deiz, sonjet em euz e vije easoc’h d’eoc’h c’houi dont d’am gwelet eget d’in-me mont beteg du ze. Rakse ta, aotrou hag itron Robel, e pedan ac’hanoc’h da zont d’hor gwelet evit ma c’hellimp komz easoc’h a ze deuz an amzer da zont.
Va gwella mennoziou d’eoc’h ho taou ha d’ho taou vab.
Itron Jakson, e Southampton.
- 16 ##
Ar famill Robel a ieaz prestik goude da ober eun dro da Southampton, eun digemer euz ar re galoneka a ioa great d’ar Vretoned, hag ar bromesa a ioa bet renevezet etre an diou famill. An daou vreur Robel, kerkent ma vije achuet o amzer soudard, a dlie kemer da briejou an diou brinsez Jakson.
Epad o amzer er c’hazern, e tiskouezent an eil d’egile o c’harantez dre lizerou. Raktal ma oa achuet gant an daou iaouank o amzer soudard, ar famill Robel a ieaz adarre da Southampton da welet ar famill Jakson. Er wech-ma e tremenchont pemzek de e Bro-Zaoz, hag ar pevar iaouank a en en garie muioc’h mui dre mac'h en em anavezent gwelloc’h.
An diou zimezell Jakson hag o breur James, a deuaz ive da dremen pemzek de da Raozon.
A dra-zur ne gavchont ket e ti Efflam ha Briek an traou kaër e oan kustum da welet en o maner, mes gwelloc’h eget an dra ze a gavchont, tud kalonek a zigemeraz anezho. Ha goude ar pemzek de dremenet, e teuchont laouen d’ar gear da gonta d’ho mam ho euruzded epad ho beach e Breiz.
Goulskoude, eur miz bennag goude, eur Breizad gantan eur zam legumach war e skoaz a deuaz da vaner an itron Jakson war bord an aot, da ginnig ougnoun. An aotrou James hag e ziou c’hoar a ioa er jardinn dirag ar maner, o sellet ouz ar fleuriou. Pa welchont ar marc’hadour, ec’h en em lakechont da gaozeal gantan.
Ar Roskoad a responte anezo en o langach rak abaoue e iaouankiz e taremprede bep bloaz Bro-Zaoz evit e gonverz.
— Kontant o vijes da zont da leina ganeomp, Breizad, a lavaraz James ? Ni zo bet ive n’euz ket pell c’hoaz o pourmen e Breiz, e Roazon hag e Zant-Briek, ha kalz e karomp ar vro-ze. Karet a rajemp klevet ac’hanoc’h o komz d’eomp diouthi, ha bremaik ouz taol, ni hon devezo amzer da gomz deuz meur a dra.
— Trugarekaat a ran ac’hanoc’h, va zud vad, mes n’em euz ket kalz a amzer da chom ganeoc’h, rak red eo d’in gwerza va ougnoun abenn an noz.
— Pegement a c’houlennit deuz ho samm ougnoun, Breizad ?
— Ugent lur, aotrou.
— Digasit anezhan d’ar geginn, setu ugent lur.
— Breman avad em euz amzer da chom ganeoc’h, ha goude ma ve beteg kuz heol. Eur c’hart heur goude, Fanch ar Roskoad, a ioa azezet ouz taol e maner an itron Jakson, laouen, gwerzet gantan e varc’hadourez.
— Na vezit gwech ebed o werza ougnoun wardro Roazon ha Sant Briek, a c’houlennaz James ?
— Bet oun gwechall, mes breman va daou vab eo a ra an dro wardro eno.
— Roazon a zo eur gear vrao ne ket ta, eur gear hag a zo ennhi kalz tud vad.
— Bet oun meur a wech er gear-ze, anaout a ran zoken meur a hini eno, hag eur garten em euz zoken digant ar belek protestant a ioa eno d’ar c’houlz-ze. Hag an aotrou-ze a ioa deuz ar gear-ma, m’am euz sonj mat, hanvet eo an aotrou Erward. » Ar Breizad a ziskouezaz neuze e garten d’an aotrou James. An den mad-ze a lavaraz d’in diskouez ar garten-ma en tiez pinvidik wardro aman, hag e werzchen gwelloc’h va legumach.
— Anaout mat a reomp an aotrou Erward, mes na ouiemp ket e peleac’h e oa, ha dek vloaz bennag zo n’hon euz ket bet euz e gelou. M’am bije gouezet e oa e Raozon, a dza zur ne vijen ket bet manket da vont d’er gwelet, rak va zud hag hen a ioa mignoned braz.
— Sonj em euz c’hoaz deuz an darvoud a ioa digouezet ganen e Raozon, brema z’euz eiz vla po wardro, eun darvoud hag a goustaz d’in hanter-kant lur. Mar o peuz c’hoant c’hoarzin, ha p’e gwir emaomp o konta deuz Raozon, mar kirit e kontin d’eoc’h an dro vrao a ioa c’hoariet d’in er gear-ze gant eun aotrou pinvidik.
Eur mintinvez e oan o vont d’ar marc’had gant eur c’harrad ougnoun. Va c’har a ioa varlerc’h eur c’harrad all a legumach. Hema jomaz krenn en e zao evid rei plas d’eur c’harrad podou laez. Unan euz ar podou, renket fall, a gouezaz d’an douar en eur ober trouz. Ar marc’h a ioa ouz ar c’har a spontaz, ha lost va c’har-me, n’ouzoun ket penaoz, a ieaz gant tiz da stoka ouz prennestr an aotrou pinvidik. Taoler a reaz ar prennestr er gambr, ha raktal warlerc’h, eur boutegad avalou-douar a en em ziskargaz ive er gambr. Evel just, e sonjen em bije ranket paëa ar gwer torret, mes evelkent ne zonjen ket e vijen bet kignet evel e oan bet. Ne zonjen ket em bije ranket rei hanter kant lur evit c’huec’h gweren torret.
Ne oa ket arc’hant awalc’h ganen evit paëa, ha neuze an itron a lavaraz d’he mevel mont da glask ar bolised raktal. An aotrou a zalc’haz ac’hanon, hag a lavaraz ne iafe ket va c’harrad legumach deuz a doull e zor ken em bije paët.
Prestik ar bolised a en em gavaz, ha p’em oa lavaret d’ezo e oan kontant da vont, da glask arc’hant da baëa e tapchont krog e penn va loan.
Kerkent ive ec’h erruaz eur mignon d’in war al leac’h, eur marc’hadour euz a Rosko eveldon, hag etre-z-omp hon daou on devoa kavet arc’hant awalc’h evit paëa ar c’huec’h gweren torret war di Skrabelaou.
— C’hoarzin a reomp o klevet ac’hanoc’h o konta, mez pe hano en devoa an aotrou ze a c’houlennaz James ?
— Goudeze pa oan eat d’an ti e oan kustum da ober va disken ennan, an itron, en eur c’hoarzin, a lavaraz d’in e oa koustet ker va gwer d’in. Klevet e doa dija an histor, hag hi he-uan a lavaraz d’in e oan kouezet fall o terri gwar war ti an aotrou Skrabelaou.
— Skrabelaou !
— Ia, an aotrou Robel, ijiner e Raozon, n’eo anavezet er vro nemet dindan an hano a Skrabelaou.
— An aotrou Robel !… anavezet dindan an hano a Skrabelaou mes petra eo an dra-ze ?… Skrabelaou !
— Gouzout a rit, aotrou, eun den hag a zo laou outhan, a rank en em skrabat awechou, p’en defe re a zebron.
— Hag an aotrou Robel, eun anaoudegez vraz d’eomp-ni, a zo laou outan ?
— Pardonit ac’hanon, aotrou, m’emaoun o lavaret drouk deuz unan hag a anavezit mad. Mes an aotrou Robel n’euz ket a laou outan, ha ma z’eo lezhanvet Skrabelaou, eo abalamour d’eur breur-kaer d’ezan. Hema ar breur-kaër ma, goude beza bet o chom e kaëra maner a ioa e Raozon, a werzaz e oll leveou, hag a ieaz er meaz euz ar vro. Mont a reaz du-ze da chom demdost da Gastellinn, hag eno e varvaz etouez al laou war ur bern plouz brein. Eno e oa lezhanvet Skrabelaou, hag abaoue al lezhano-ze a zo dalc’het war eur famill a-bez. An aotrou Robel en devoa daou vab, ha raktal goude maro e eontr, e iachout, den na oar da beleac’h, da zispign kant mil lur ar potr koz.
Setu petra em euz klevet en ti eleac’h e rean va disken e Raozon…
Mez penaoz oc’h c’houi deut da annout an aotrou Robel, p’e gwir e livirit ez eo eun anaoudegez vraz d’eoc’h ?
— Doue ra vezo trugarekeet da veza digaset ac’hanoc’h en ti-ma hirio, a lavaraz James. Gwelit aman en ho kichen diou blac’h euz ar re goanta, euz ar re binvidika a zo e Bro-Zaoz !… Ma ! an diou blac’h iaouank-ma, an diou c’hoar ma d’in, a zo dija promettet da zaou vab an aotrou Robel euz Raozon !… Eur miz a zo e oamp c’hoaz e ti an ijiner hag an traou a ioa o vont da veza renket etre an diou famill abenn eur miz aman. Rakse 'ta n’oc’h ket digouezet kalz re abred da ziskuill d’eomp ar c’helou, heb er gouzout.
— Skrijal a ran, aotrou, o sonjal pegement a dalvoudegez o deuz va c’homzou, ha goulskoude va c’houstianz a zo direbech, rak n’em euz lavaret nemed ar wirionez penn da benn diwar bouez eun den hag en devoa great drouk d’in o c’houlen diganen eur hanter re a arc’hant evit ar gaou great d’ezhan. Prest oun da lavaret dirag barnerien, ar pez em euz displeget d’eoc’h.
— N’o pezo ket ezom da lavaret an dra-ze dirag barnerien, Breizad, fizianz am euz ennoc’h, ha bremaik ni a skrivo d’an aotrou Erward, evit goulen outan kelou deuz ar famill-ze hon euz anavezet ken koulz, hag hon euz ezom da anaout gwelloc’h c’hoaz abenn nebeud amzer. Roit d’eomp hoc’h hano, ha divezatoc’h m’on defe ezom diouzoc’h, ni a skrivo d’eoc’h.
— Me a vez great Fanch ar Roux ac’hanon, e Rosko e kichen Kastell-Paol, emaoun o chom.
— Trugare d’eoc’h, Fanch. Savetei a rit d’eomp hon enor, ha divezatoc’h ni a ouezo o tic’haoui deuz ar vad a rit d’eomp hirio. Gwelet a rit n’euz drouk ebed na zervichfe da eur vad bennag. Ma ne vije ket bet en em gavet an darvoud-ze ganeoc’h e ti an aotrou Robel e Roazon, n’o pije ket bet anavezet an den-ze, n’o pije ket bet na droug na vad da lavaret d’eomp anezan. Breman an droug dister great d’ezan, an arc’hant braz o poa ranket rei d’ezan evit an tammik gaou-ze, c’huec’h gweren torret, a zo d’eomp da anaout deustu pe seurt den eo, pe seurt kalon kriz en deuz, pegement a brez en deuz da gignat pa gav krog. Ganeoc’h hon euz klevet pe seurt brud en doa e vreur-kaër lezhanvet Skrabelaou.
En eur ger, Fanch, ar pez oc’h euz lavaret d’eomp hirio, a laka eur sklerijen gaër war hon amzer da zont, hag a harz ouzomp da goueza e toull an dismegans.
— Va mab, skriv raktal d’an aotrou Erward, evit klevet gantan penn da benn ar wirionez diwar bouez ar famill-ze, rak ne fell ket d’in rei va merc’hed da dud hag o deuz kollet o brud vad, da dud hag a glask
kement kignat o nesa, da dud hag a zo kustum, evit en disterra drouk great d’ezho da glask ar bolised da ober mez d’an dud honest ha leal. Digas ganez aman, va mab, ar pez a zo red evit skriva, me lavaro d’id
va unan ar pez a dlei da verka war ar paper. C’houi, va diou verc’h, chomit em c’hichen, keit ma vezin oc’h ober al lizer.
Ar respont na zaleaz ket pell, rak eiz de goude, James hag e ziou c’hoar a ioa azezet e kichen o mam o lenn al lizer-ma.
- Roazon, ar 26 a here.
- D’an itron Jakson e Maner an Trez
- Southampton.
- Itron,
Anaout mad a ran famill Robel e Raozon, hag eur blijadur eo d’in ober evid va c’henvroiz, ha dreist oll evit an intanvez Jakson evit pehini em euz douget ato ar brasa doujanz, dre n’abek ar vad e deuz bet great d’in gwechall.
Goulen a rit ouzin kelou deuz ar famill anavezet e Roazon dindan an hano Skrabelaou. O kas d’eoc’h al lizer a skrivaz Briek e-unan d’am merc’h, e tiskouezin d’eoc’h sklear pe seurt den eo. Al lizer-ze evel a welfoc’h en eur lenn, n’eo netra nemed eur goulen great gant eur potr iaouank o klask koll evit ato enor eur plac’h iaouank. Skrivet e oa gantan pa oa du ze e Londrez o tebri ar peurrest deuz arc’hant e eontr Skrabelaou.
Efflam ive a skrivaz eul lizer da verc’h eun apotiker euz a Raozon, evit pedi anezhi da vont da veva gantan da Vro Zaoz, da lodenni gantan e euruzded evel a lavare.
Erward,
belek anglikan, Raozon.
Kerkent ma oa lennet al lizer-ze, an itron a ordrenaz raktal da James skriva eun all d’an aotrou Robel evid lavaret d’ezan e oa torret an traou etre ar vugale.
Pa lennaz an ijiner al lizer-ma, ne oa ket gwall souezet, rak gouzout a ree e vije eun devez bennag diskuillet ar guden, gouzout a ree e devije klevet eun devez bennag an itron Jakson ar vuez fall a renaz e Londrez e zaou vab.
Ar paourkez ijiner koz a jom da hunvreal, pa lenn ar c’homzou-ma :
— Al lizerou hudur a skrivaz ho taou vab da ziou blac’h jaouank deuz Raozon !! Daoust ha piou a vefe an diou blac’h iaouank-ze ? Kaër en deuz sonjal, ne oar ket piou int.
Goulskoude mare koan a zo deut, hag Efflam ha Briek, eat d’ar c’hafe da c’hortoz o c’hoan, a deu d’ar gear. An tad neuze, pa oa ar famill ouz taol, a ziskouezaz al lizer, hag a lennaz anezan penn da benn.
An daou botr iaouank a jomaz sebezet, o klevet ar wirioneziou a lavare an itron Jakson. Mallozi reent war an teodou fall a ioa bet o flatta anezo… Mes petra da ober ! al lizerou skrivet ganto ha sinet gant o daouarn, a ioa ato evit o c’hondaoni. Efflam a zonjaz neuze e merc’h an apotiker, ha Briek brema a deu da zonj d’ezan deuz al lizer a skrivaz da verc’h ar belek protestant. Hennez, an den ze, a zo euz Bro-Zaoz, marteze ec’h anavez an itron Jakson, marteze e verc’h a ziskouezaz d’ezan al lizer !… Mes perak en devije ar belek-ze diskouezet al lizer d’an itron Jakson, p’e gwir ne ouie ket petra dremene etre e merc’h hag hen.
Kaër o devoa an daou baotr iaouank klask en o spered gouzout penaoz e oa en em gavet an oll draou-ze asamez, evit kondaoni anezo, n’oan ket evit kaout penn d’an neuden, n’oa moien ebed da ziroestla ar guden.
Goude beza bet epad seiz vloaz o veva ouz heol an esperans, e teu brema evid an daou vreur an devalijen ar vrasa. Gwelet a reont breman dirazo, ar vez da veza bet o tarempredi Bro-Saoz, hag an dismegans da veza dilezet evid ato gant unan euz ar famillou brasa euz ar vro-ze. Gwelet a reont o c’hant mil lur nijet gant avel ar follenteziou, gwelet a reont brema n’int mui netra nemed nizien Skrabelaou ! Ar blaneden !
Eur zonj fur a zo roet d’ezo heb dale gant o mam.
— Va bugale, emezhi, puniset omp gant Doue. Gwelet a rit e pe seurt stad emaoc’h hirio, gwelet a rit eo nijet pell peb esperans evidoc’h. N’ho peuz netra ken nemed ar pez a c’honit ho tad bemdez dre e labour. C’houi ive a ranko ober evel d’an, red e vezo d’eoc’h labourat evit kaout ho para pemdeziek, hag evit kaout divezatoc’h eur famill enorapl. Labourit eta euz hoc’h oll nerz, lezit a goste ar iaouankiz gant he follentez, ha sonjit en hoc’h amzer da zond.
Gwir eo ez euz eun tarch war ar famill, mes dre ho nerz-kalon d’al labour, e c’hellit rapari ar walen-ze, hag ober vad d’ho kenvroïz, en eur c’honid ho para.
Mont a refoc’h ho taou da Bariz da skol ar vedisinerez, hag goude, dre ho skouer vad, dre ho labour, e teufoc’h da veza tud istimet hag enoret gant ar re zoken a vezo bet diaraok ho prasa enebourien. »